Anv-badez : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
114 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Aucun résumé des modifications
DAucun résumé des modifications
 
==Nevezted meizad an anv-badez==
Betek fin ar [[grennamzer]], an anv hiniennel a oa anv pennañ kementpep hiniden. Dont a rae d'e heul anvioù resisaat : anvioù roet hervez al lec'h orin, al lec'h annez, hervez anv an tad <!-- (patronyme) -->, anvioù kerentiezh, micher pe lesanvioù. E-pad kantvedoù diwezhañ ar [[grennamzer]] en [[Europa]], ha diwezatoc'h e lec'h arall (er broioù arabek da skouer) e teuas unan eus an anvioù resisaat-se da vezañ un anv tiegezh hag e kemeras al lec'h pennañ en identelezh. An anv den n'eo ken un anv-badez. Ne dalvez ket ken da bennger er geriadurioù daoust dezhañ da zont dirak an anv tiegezh en amzer (anv ar bugaleerezh eo), er skritur ha dre gomz.
 
Chom a ra kalz roudoù eus roll a-bouez an anv-badez gwezhall. P'o devez c'hoant ar Rused da vezañ seven ha doujus-kenañ ez eont d'an dud dre o anv-badez heuliet gant anv e dad, hep ober gant e anv tiegezh (Aleksandr Isaïevitch evit Aleksandr Soljenitsyne). Pa vez savet roll o skolidi gant ar vistri-skol arab e renkont anezhe dre o anvioù-badez lakaet en urzh al [[lizherenneg]]. Soñjal a ra dezhe n'eo ket ken pouezus an anv tiegezh. Daoust ma oa o vevañ en XVIIvet kantved, n'eo anavezet al liver [[Rembrandt]] van Rijn nemet gant un anv den hep netra war-lerc'h. Er memes doare e vez anavezet ar [[pab|bibien]], ar [[rieg|rieien]], hag an eskibien dre un anv-badez hag un niver urzh pe (hag) ul lesanv.
==Choaz an anvioù-badez==
Anvioù [[kristen]] eo an anvioù-badez eta da gentañ, da lavarout eo anvioù tud anavezet evel [[sent]] gant an [[iliz katolik|Iliz]].
Gant ar [[Protestantiezh|Brotestanded]], ha n'anavezont ket aotrouniezh an iliz katolik, e vez roet ivez anvioù ha n'int ket re ar sent : anvioù tennet eus ar [[Bibl]] e vezont alies.
 
 
Da gemer E-lec'h ar ger-se e reer ivez a-wechoù gant anv-bihan pe gant [[kentanv]] zo ur ger goveliet n'eus ket pell.
 
==Levrlennadur==
* M. Madeg, P. Pondaven, Y. Riou, ''Anoiou badiziant Bro Leon'', Emgleo Breiz, 2006
 
[[Rummad:Anvioù-badez]]
[[Rummad:Anvioù]]
[[Rummad:Kristeniezh]]
 
77 286

modifications

Lañser merdeiñ