Constantius II : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4: Linenn 4:
'''Flavius Iulius Constantius''', anavezetoc'h evel '''Constantius II''', ([[7 a viz Eost]] 317 - [[5 a viz Here]] 361) a voe Impalaer Roman (337 - 361) eus Tiegezh ar Gonstantined.
'''Flavius Iulius Constantius''', anavezetoc'h evel '''Constantius II''', ([[7 a viz Eost]] 317 - [[5 a viz Here]] 361) a voe Impalaer Roman (337 - 361) eus Tiegezh ar Gonstantined.


Arabat meskañ e anv gant hini e vreur [[Constans]], a voe impalaer gantañ.
Arabat meskañ e anv gant hini e vreur [[Flavius Julius Constans|Constans]], a voe impalaer gantañ.


== E vuhez ==
== E vuhez ==

Stumm eus an 3 Du 2020 da 16:17

Constantius II


Flavius Iulius Constantius, anavezetoc'h evel Constantius II, (7 a viz Eost 317 - 5 a viz Here 361) a voe Impalaer Roman (337 - 361) eus Tiegezh ar Gonstantined.

Arabat meskañ e anv gant hini e vreur Constans, a voe impalaer gantañ.

E vuhez

Eil mab Constantinus Iañ ha Fausta e oa. Ganet e oa e Sirmium (en Illyricum), hag anvet e voe da Gaesar gant e dad. Teir gwech e voe dimezet: d'ur verc'h da Julius Constantius da gentañ, da Eusebia da eil, da Faustina da drede. Ur verc'h o doe, Constantia, a zimezas gant an Impalaer Gratianus.

Pa varvas e dad Constantinus e 337, e voe lazhadeg, kaset en-dro gant Constantius. Graet e voe o stal d'ar gerent deuet eus eil dimeziñ e dad-kozh Constantius Chlorus gant Theodora, ha ne chomas ken nemet e vreur henañ Constantinus II, hag e vreur all Constans, ha daou genderv (Gallus hag e hantervreur Juluan) evel paotred. En em glevout a reas an tri breur da rannañ an Impalaeriezh etrezo, hervez youl o zad. Da g-Constantinus II Britannia, Galia hag Hispania; da g-Constans Italia, Afrika, hag Illyricum; ha da g-Constantius ar Reter .

Savet da Caesar (= eil impalaer), d'an 8 a viz Du 324.

Anavezet evel Augustus (= impalaer) d'an 9 a viz Gwengolo 337.

Stourm a-enep falsimpalaerien ha gourdrouz eus ar broioù estren

Marv ha warlerc'hiad

Juluan a voe lakaet da Augustus gant arme Galia e 361, ha Constantius a voe ret dezhañ c'hoari dre nerzh ouzh an impalaer dre laer. Pa oa an div arme o vont d'en em gannañ e varvas Constantius gant an derzhienn nepell diouzh Tarsus d'ar 5 a viz Here 361, ha Juluan a voe embannet da vout Augustus dre an Impalaeriezh roman.