Forn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
danvez evit ar wikeriadur
Linenn 22: Linenn 22:
== Implijoù all ==
== Implijoù all ==
Estreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : [[brikenn]]où, [[teol]] pe [[priaj]]où a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.
Estreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : [[brikenn]]où, [[teol]] pe [[priaj]]où a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.

== Skeudenn-lavar ==
Daou implij all zo d'ar forn el lavar:
* evel [[genoù]] an den
** e troiennoù evel: ''Stank da forn!''
* evel [[gouhin]] ar [[maouez]]ed

== [[Krennlavar]] ==
* Gwelloc'h [[karantez]] leizh an dorn / Eget arc'hant leizh ar forn.



== Gwelet ivez ==
== Gwelet ivez ==
Linenn 44: Linenn 34:
== Liammoù diavaez ==
== Liammoù diavaez ==
{{Commons|Category:Ovens|ar Fornioù}}
{{Commons|Category:Ovens|ar Fornioù}}
{{Wikeriadur}}


[[Rummad:Kegin]]
[[Rummad:Kegin]]
[[Rummad:Fornioù]]
[[Rummad:Fornioù]]
[[Rummad:bara]]
[[Rummad:Bara]]

Stumm eus an 3 Gwe 2020 da 20:15


Ur forn, en un daolenn gant Jean-François Millet

Ur forn zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ (bara, kig ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù poderezh.

Istor

Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en Okitania.

Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an Indus, en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K.[1][2]

Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet bara gant ar C’hresianed en Henamzer. Graet e vezent gant pri ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.

Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh 300 e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.

Keginañ

Ur forn vodern

Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e metal peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : kig, legumaj, tourtennoù a bep seurt, gwastilli, ha bara ivez a-wechoù.

Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe glaou. Bremañ e vez graet peurliesañ gant gaz pe tredan. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer fornigell anezhañ.

Ur forn graet gant pri, e Maroko.

Er fornioù modern e c’haller reoliañ an tommder, war-bouez ur gwrezreoler. Gallout a reer ivez reoliañ ar pad a-wechoù, da c’houzout pegeit amzer e chom ar boued er forn : evel-se e c’hell ar poazhañ chom a-sav e-unan. Un doare fornioù modern bihan, ar skinfornioù, a vez tommet pe poazhet buan ar boued enno dre berzh gwagennoù tredan-warellek berr.

Implijoù all

Estreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : brikennoù, teol pe priajoù a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.

Gwelet ivez

Notennoù

  1. History of THE INDUS CIVILIZATION
  2. Dales, George, Excavations at Balakot, Pakistan, 1973, Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [1]

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Forn er
wikeriadur, ar geriadur frank.