Judit : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Linenn 36: Linenn 36:
** gant [[Baldwin Iañ Flandrez]], [[kontelezh Flandrez|kont Flandrez]]
** gant [[Baldwin Iañ Flandrez]], [[kontelezh Flandrez|kont Flandrez]]


====E Breizh====
===={{Breizh}}====
Teir maouez a renk uhel zo brudet en istor Breizh:
Teir maouez a renk uhel zo brudet en istor Breizh:



Stumm eus an 28 Gou 2020 da 06:45

Judit zo un anv-badez a orin hebreek, roet er relijion protestant, hag a zeu eus an Testamant Kozh.


Orin an anv

Un anv a orin hebreek eo Judit, ha furm venel Jud, pe Yehudi, anv unan eus an daouzek abostol.

Roet e vez an anv abalamour d'ar vaouez a gonter hec'h istor e Levr Judit, hag a voe trec'h war ar jeneral Holofern.

Ur santez dianav

En Italia e anavezer ur santez Judit, pe Giuditta, merzherez e Milano. Lidet e vez an anv Judit d'ar 5 a viz Mae en deiziadur kristen.

Doareoù all an anv

Implij an anv

Ne vez ket roet an anv e-touez ar vrezhonegerien. Nebeut e vez roet e-touez gallegerien Breizh, moarvat dre m'eo stag ouzh an hengoun yuzev ha protestant kentoc'h eget ouzh an hini katolik.

Er Grennamzer e veze roet an anv e-touez uhelidi frank Europa, ha ne oa ket dianav e Breizh (gwelout amañ dindan).

Tud anvet Judit

Er Bibl

  • Judit anv unan eus div wreg Esau, « merc'h da v-Beeri, an Héthien » (Geneliezh XXVI.34)

Er Grennamzer

Anv meur a briñsez frank eo bet:

Breizh Breizh

Teir maouez a renk uhel zo brudet en istor Breizh:

  • Judit (982-1017), c'hoar da

Jafrez, kont Roazhon, a vez graet Judit Roazhon, pe Judit Breizh anezhi ivez, a voe dugez Normandi, a zimezas da Richarzh II dug Normandi.

Meur a Judit all zo bet c'hoazh er Grennamzer.

En arzoù

Implijoù all

  • War ar c'hartoù gallek eo skrivet anvioù an damizien, ha Judith eo an damez keur.

Levr Youdith

  • Levr Youdith a zo kollet e vammskrid hebreek, met un droidigezh e gregach a zo miret er Bibl katolik (ha n'eo ket degemeret er Bibl protestant)

Brudet eo istor Youdith ha Olofern, ma ya an harozez yuzev da lorbiñ ar jeneral a zo oc'h freuz ha reuz en he bro, ha d'e lazhañ. Gwelet eo bet gant kalz livourien, abaoe an Azginivelezh, evel arouez ar Vaouez dieuberez peurvuiañ, pe spazherez a-wechoùigoù, hervez an dud.

Liammoù diabarzh