Grands Jours : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Kuzulierien: typo, replaced: Francois → François using AWB
Linenn 365: Linenn 365:
|-
|-
|
|
|Francois de Kermenguy
|François de Kermenguy
|Aotrou e [[Gregam]], [[Sant-Sebastian-an-Enk|Sant-Sebastian]], [[Pierig]], [[Penc'herieg]], [[Kornilieg]], [[Tourc'heg]];
|Aotrou e [[Gregam]], [[Sant-Sebastian-an-Enk|Sant-Sebastian]], [[Pierig]], [[Penc'herieg]], [[Kornilieg]], [[Tourc'heg]];



Stumm eus an 15 Gou 2020 da 14:55

Grands jours d'Auvergne d'ar 26 a viz Gwengolo 1665
Siell eus Saint-Mihiel ( e norzh Bro-C'hall). Implijet e oa gant lez an devezhioù-meur a-raok ma vefe savet ur parlamant.

Ar Grands Jours (An Devezhioù Meur) a veze graet, e-pad ar Renad kozh, eus bodadegoù dreistordinal parlamantoù Rouantelezh Bro-C'hall, ouzhpenn ar bodadegoù boas. Ar bodadegoù dreistordinal-se a ranke bezañ dalc'het er-maez eus ar parlamant, en ur gêr etre, ha pell diouzh lec'hiadur ar parlamant (Gwened evit Breizh e-lec'h Roazhon). Ar pal a oa sikour ar justis da vezañ onest evit ar glemmerien ha stourm a-enep an drougimplijoù, dreist-holl e-pad ar mareoù trubuilhet. Deuet e oa an devezhioù-se war-wel e-kreiz ar XVvet kantved.

E penn an Devezhioù Meur e kaver ur c'homiser roueel, hag evit reiñ harp dezhañ reizhaouerien a-vicher (kuzulierien Gwir, sekretourien..). An holl anezho a zeue eus proviñsoù all estreget an hini ma veze dalc'het an emvod meur.

Ganto e veze roet ur gefridi roueel evit mont da varn en ur broviñs eus ar rouantelezh, pell eus pennlec'h politikel ha lezvarnel ar vro. Alies e veze implijet an doare-se d'ober er XVvet kantved hag er XVIvet kantved.

Un doare e oa da reiñ ar justis hag a veze kement hag un harp da gengorioù mistri ar rekedoù (maîtres de requêtes), ar re-se o vezañ kannaded a-eeun ar roue gall.

An Devezhioù Meur a oa ivez un doare da welet betek pelec'h ez ae eneberezh ur broviñs ouzh ar roue. Servij a rae ivez da furchal ha da welet e peseurt urzh e veze lakaet an torfedoù. Dre ar justis e veze sujet an tiriad d'ar roue gall.

E Breujoù Breizh e veze implijet an anv-se pa veze chikan etre roue Bro-C'hall hag an dug Frañsez II. Dug Breizh a rae Breujoù Breizh eus an aozadur padal e rae roue Bro-C'hall Grand Jours eus an aozadur evit diskouez e oa suj dezhañ ha ne oa ket dieub.

Breujoù Grands Jours Breizh, eus 1495 da 1554

Kadoridi gentañ

1495 Jean de Ganay
(~1455-1512)
Genidik eus Burgondia ; kañseller Bro-C'hall.
1528 Louis des Déserts Aotrou al lec'h-se e Loudieg, ha meur a lec'h all e Breizh.
1535 Guillaume Poyet
(1473-1548)
Genidik eus Anjev ; aotrou Bois-ès-Loup, e Kouenon ; kañseller Bro-C'hall e 1538.
1543 Jean Bertrand de Villelles
(1482-1560)
Genidik eus Tolosa ; Sieller Meur Bro-C'hall (1551-59) ; eskob Saint-Bertrand-de Comminges (1555-57) ha Sens (1557) kent bout anvet da gardinal gant ar pab Paol IV e 1557 ivez.

Kadoridi

1495 Roland du Breil de Meillac
(† 1502)
Aotrou e Melieg ha meur a lec'h all e Bro Sant-Maloù
1508 Charles Guillard de la Falazière
(1457-1537)
Genidik eus Châtellerault ; aotrouniezh ebet dindan e anv e Breizh.
1513 Amaury de Quenech Quivilli Aotrou Botoha, Gourin, Plougernevel, Plounevez-Kintin, Gwenrann.
1513 Antoine Le Viste de Fresne
(~1470-1534)
A-orin eus Lyon, genidik eus Pariz ; aotrou Le Fresne; aotrouniezh ebet dindan e anv e Breizh.
1524 Gilles Le Rouge d'Encremer Aotrou Encremer e Plouigno hag e lec'hioù all e Bro-Dreger hag e Bro-Roazhon.
1538 François Crespin du Gast Genidik eus bro Anjev ; aotrou ar Gast ; kadoriad gant tog e 1556.
1550 Julien de Bourgneuf
(1500-1558)
Aotrou en Heizeg, Saozon, Gevrezeg ; kadoriad gant tog e 1554.

Kuzulierien

1495 Martin Ruzé de Beaulieu Genidik eus Teurgn ; aotrouniezh ebet dindan e anv e Breizh.
Charles du Hautbois
(~1460-1513)
Genidik eus Châtellerault ; familh aotrounez Buzuec, e Mellag ; eskob Tournai e 1510 ; kadoriad kentañ e skoazelloù Pariz e 1513.
Jean du Bouchet War varteze emeur etre div familh : unan genidik eus Maine, eben eus Pariz.
Jean de Calloët
(† 1505)
Familh aotrounez Plouigno, Bodsorc'hel, Servel, Tregomar, Merleag, Plouared, Faoued, Plouha, Doloù ha Gwimaeg.
Jean Bohier
(~1464-1512)
Gennik eus Issoire ; abad Gweltaz-Lambrisig, ha Buzay goude.
Olivier Ferré Familh anavet e Taden, Sevinieg, Pluvaelgad.
Olivier Kerroudault Bez' ez eus ur familh Kerroudault, aotrounez al lec'h, e Gwiproñvaz ; Olivier n'eo ket meneget.
Geoffroy Kermagoer Meneg ebet gant Pol Potier de Courcy
Guy 1er de l'Arbaleste Genidik eus kontelezh ar Gâtinais.
Guillaume de Besançon Genidik eus Maine ; aotrouniezh ebet meneget dindan e anv e Breizh.
Charles Guillard Kadoriad e 1508.
Jacques Daniel
Nicolas Racine Familh a-orin eus Galisson, e Domloup, beli Roazhon.
Rolland Scliçzon Familh anvet Clisson ivez; aotrounez e Servel, Trebeurden, Taole, Priel, Brelevenez, Perwenan, Plougouskant, Goulien, Lanvodez, Alineg, Berc'hed, Orvez, Gored
Rolland Gouëon Familh skourrig eus hini Gouyon-Matignon ; aotrounez e Plouvalae, Boursaout, Langaeg
Alain le Forestier Aotrounez Boskazoù, Plerneg, Plerin, Tregenestr, Sant-Donan, Brehant-Monkontour, Peuñvrid, Morieg, Trezeniel, Pluveleg
Amaury de Quenech Quivilli Kadoriad e 1513.
Alain de Quenquizou Aotrounez e Plouganoù ha Plouezoc'h
Jean Briçonnet Genidik eus Touren ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh ; ar familh he deus roet eskibien Sant-Maloù, hag un abad Gweltaz-Lambrizig.
1498 Yves Braillon Genidik eus Pariz ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh;
Jean Brachet Genidik eus Orléans ; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh;
François du Guermeur Aotrounez en Sant-Vig, Loperc'hed, Gouezeg, Kombrid, Kerfeunteun, Sant-Mikael Kemperle, Plonivel (hirie e Pornaleg).
Alain Marc'hec Aotrounez e Kastellaodren, Plagad, Gwimaeg, Sant-Albin Roazhon, Pazieg, Goven, ar Genkiz-Yuzhael.
1503 Vincent Mignot
Yves Mirlon
Christophe de Kerouzy Aotrounez e Priel, Tredarzeg.
1508 Guillaume Bigot senesal Gwenrann; ardamezioù diasur, abalamour lies familh dindan an anv se
Jean Berthelot eil kañseller; ardamezioù diasur, abalamour lies familh dindan an anv se
1510 François le Rouge familh genidik eus Encremer e Plouigno, he deus roet meur a dud da Vreujoù Breizh
1513 Pierre du Botdéru aotrounez e Pluverin, Lannejen, Ploue, Boskazoù, Bubri, Plougouvelen, Mozhon
Rolland Pinart aotrounez e Plouvagor, Lanloup, Plouha, Sant-Vaze-Montroulez, Lanneanoù, Bodsorc'hel
François de Saint-André genidig eus bro Languedoc; kañseller ar roue Loeiz XII evit e zouaroù Italia; letanant Genova; kuzulier ouzh Breujoù Breizh
1515 Gilles le Rouge Kadoriad e 1524.
1520 Guillaume le Duc Aotrou a Busnelaye ha la Moinerie, eskopti Sant-Maloù Provost Roazhon.
1523 Pierre Marc'hec Aotrou e Kastell-Aodren, Plouagad, Gwimaeg, Sant-Albinb Roazhon, Pazieg, Goven. E vo ivez kuzulier ouzh Breujouù-Breizh er bloaz 1554
1525 Charles le Frère Aotrou Bellisle (?); e vo kuzulier ouz Breujoù-Breizh e 1554 ha kadoriad gant tog e 1558.
1530 Hervé Lyrot Familh genidig eus bro Anjev. Aotrouniezhoù e Sant-Sebastian ha Brenn
François de Montholon Sieller Meur e 1542.

François de Montholon (yezhoù arall)

1532 François Errault Familh genidig eus bro Anjev.

François, kuzulier ouzh Breujoù Breizh eus 1532 da 1538. Kadoriad ouzh sened Torino ha sieller Meur Bro C'hall e 1543.

1533 Hamon Barbier Abad Sant-Vazhe
François Brûlon / Brullon / Bruslon gwelout Pierre Brûlon, kadoriad gant tog e 1568
François Petau Genidig eus Orleañs, aotrou Dimancheville; aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh. François e vo kuzulier ouzh Breujoù-Breizh e 1554
1535 Thibault de Longuejoue Genidig eus Pariz; aotrou Yverny. aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh. Dimezet da Madeleine Briçonnet (ur familh tost ouzh Brejoù Breizh, hag eskibien Breizh)
Nicolas Quélin Genidig eus Pariz. E vo ivez kuzulier ouzh Breujoù-Breizh e 1554
1536 Pons Brandon Genidig eus Bourbonnais. Pons e vo ivez kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554
Jean Glé Aotrounez de Plestan, Mederieg, Bruz, Gwizien, Begerel
Louis du Groësquer Aotrounez e Pederneg, Boulvriag, Plegad-Gwernn, Plouganoù, Plouha, Vandel
Robert du Hardaz Genidig eus bro Maen; aotrounez ivez e Mezeg.

E vo kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554

Jean Hay Skourr Gwerc'h-Breizh.
1537 Bertrand Glé (menegioù a us)
Julien Godelin hag e vo ivez kuzulier houzh Breujoù Breizh e 1554
Henry du Quélennec skourr Avaugour
Jean de Plédran beskont al lec'h, hag aotrou en Ilfinieg

e vo kadoriad ouzh kontoù Breujoù Breizh e 1537

1538 Jacques de Chateautro Aotrou e Gwiler-Porc'hoed, Hae-Foazer, Lavreer-Botorel, Menieg
Mathurin Glé gwelout a-us
François de Kermenguy Aotrou e Gregam, Sant-Sebastian, Pierig, Penc'herieg, Kornilieg, Tourc'heg;

"Alloué" Naoned

Guillaume de Lignères Abad Sant-Albin ar C'hoadoù; e vo ivez kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1544 (marvet e 1557)
Jean des Loges Aotrou e Magoer, Gwern-ar-Sec'h
1540 François Calon Aotrou eur a lec'h e Gwenrann; Kadoriad gant tog e 1556.
Etienne de Rosmadec Familh aotrou e Kernevel, Rosporden, Servel, Teiz, Belz, hag all. E vo ivez kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1554
Olivier Richard Aotrou e Treglonoù, Plouider, Plouvien.

Aet da Anaon e 1539

Antoine de Lyon Genidig eus Bro Champagn.

aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh;

1543 Miles Perrot Genidig eus Pariz; aotrou Malmaison;


E vo kuzulier ouzh Breujoù Pariz e 1554

Rolland Pinart Aotrounez e Plouvagor, Sant-Loup, Plouha , hag all
Bernard Le Prévost Genidig eus Pariz; aotrou Sant-Cyr;

aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh;

1546 René du Han Aotroù e Mousterel-ar-Gwast, Marc'helleg-Raoul, hag all
1550 Michel le Duc familh diasur; en gortoz
Julien le Duc Aotrou la Busnelaye ha la Moinerie, eskopti Sant-Maloù

Alvokaded jeneral

1539 Gilles le Maistre Genidig eus Pariz; aotrou Cincehour, Monthelon, e-kichen Montlhéry

aotrouniezh ebet meneget dindan an anv se e Breizh;

1543 Jean le Prévost gwelout a-us Bernard Le Prévost

Prokulored jeneral

1495 Hervé de Penancoët anvet e galleg ː Chefdubois; aotrounez e Lokournan, Gwiler, Plouzeniel, Pont-n-Abad, Plouarzhel, Plouvien
1513 Guillaume Gedouin aotrounez e Sant-Yann-ar-C'houesnon, Ivinieg, Dovanieg, Lanvezhon, Kantlou, Herzieg.
1536 Jean du Han gwelout Breujoù Breizh, 1554

Grefierien

1495 Olivier Barrault Genidig eus bro Anjev.

Aotrou la Chauvinière, les Essarts, la Thibaudière

1533 Pierre le Forestier gwelout ivez 1543
1539 Charles Faisant gwelout ivez 1696
1543 Mathurin le Forestier
1550 Gilles Julienne Aotrou e Brezhiel, Landujan, Kavan, Moigné, Irodouer, Kerzhin, Ilfentig

Paeerien gouestloù

1495 Philippe Bertaud Keloù ebet, evit ar poent

Urcherien

1495 Bernard Vérus keloù ebet, evit ar poent
Louis Bourgeois Aotrou e Bei, Redene, Sine
Jean du Quélennec Familh diasur; en gortoz

Levrlennadur

  • (fr) J. de La Martinière : Le Parlement sous les rois de France – 1491-1554, Annales de Bretagne, 1924, niv. 396-2, pp. 270-298 — Lenn en-linenn
  • (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoù