Torah : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 44: Linenn 44:


Ez hengounel e oa bet roet al levr da Voizez met an enklaskoù modern o deus diskouezet e vije bet savet adalek [[Harlu Babilon]] (VI{{vet}} kantved) diwar skridoù koshoc'h hag un hengoun dre gomz a-raok bezañ kempennet goude an harlu (V{{vet}} kantved)..En he displeg eus an Ermaeziadeg e laka pouez Carole Meyers war talvoudegezh bras al levr-se e-keñver savidigezh identelezh Israel.<ref>{{en}}Meyers, Carol. ''Exodus''. New Cambridge Bible Commentary Series. Cambridge: Cambridge University Press, 2005.</ref>
Ez hengounel e oa bet roet al levr da Voizez met an enklaskoù modern o deus diskouezet e vije bet savet adalek [[Harlu Babilon]] (VI{{vet}} kantved) diwar skridoù koshoc'h hag un hengoun dre gomz a-raok bezañ kempennet goude an harlu (V{{vet}} kantved)..En he displeg eus an Ermaeziadeg e laka pouez Carole Meyers war talvoudegezh bras al levr-se e-keñver savidigezh identelezh Israel.<ref>{{en}}Meyers, Carol. ''Exodus''. New Cambridge Bible Commentary Series. Cambridge: Cambridge University Press, 2005.</ref>

=== Vayikra ===
{{Pennad pennañ|Leviegezh}}
Komañs a ra trede Levr an Torah, ''Vayikra'', gant an urzhioù evit implijet an [[Tabernakl]], o paouez bezañ echuet gant an Israelited diwar an urzhioù roet e Levr an Ermaeziadeg (Leviegezh 1 - 10). Da c'houde eo diskuliet reolennoù ar glan hag an dic'hlan (11 - 15), en o zouez ar reolennoù diwar-benn an doare da lazhañ an anevaled ha pere zo droed da zebriñ (sellet [[kachrout]], reolennoù [[Yom Kippour|Deiz an Damantiñ]] (16) hag a bep seurt lezennoù moral ha lidek (17 - 26). Gant Leviegezh 26 ez eus roet un aridennad dic'haouioù evit bezañ heuliet lezenn Doue hag un aridennad kastizoù evit chom hep bezañ heuliet anezhi. Gant Leviegezh 17 eo displeget peseurt aberzhoù dirak an Tabernakl, daoust m'eo kemmet ar redi-se war-lerc'h pa voe savet an Templ.

=== Bamidbar ===
{{Pennad pennañ|Levr an Niveroù}}
Pevare Levr an Torah eo ''Bamidbar'', dezhañ un istor hir ha luziet, daoust ma soñjer bremañ eo disoc'h un adskrid [[Mammenn beleg|beleg]] diwar ur vammenn [[Mammenn yawistek|yawistek]] graet war-dro ar {{Vvet kantved}}. Tennañ a ra al levr e anv eus an div niveradeg graet da gontañ an Israelited.

Kregiñ a ra al Levr e Menez Sinai e-lec'h m'o doa resevet an Israelited o Emglev ha Lezenn digant Doue tra m'En deus Eñ kemeret annez en Tabernakl. Dezho bremañ da zont da vestr war douar Kenaan. Kontañ a reer a bobl a-raok en em brientiñ da gomañs da vale. E-kerzh ar veaj avat e ra trouz ar bobl war pegen start eo ha sevel a ra a-enep aotrouniezh [[Moizez]] hag [[Aaron]]. Abalamour d'an dra-se e tistruj Doue war-dro 15 000 anezho. Erruet a reont war harzoù Kenaan ha kas a reont spierien di. Met livañ du a reont an traoù, dreist-holl diwar-benn kreñvded an dud enno ha nac'hañ a ra ar bobl kemer kontrol ar vro. Kondaonet int neuze gant Doue da vervel en dezerzh betek ma savo ur remziad all ne vije ket merket gant buhez ar sklaverezh. Echuiñ a ra al levr p'eo prest ar remziad-se da vont kuit eus [[Moab]] en ur dreuziñ ar [[Jordan s(têr)|Jordan]].

Parr istor ermaeziadeg an Israelited eo Levr an Niveroù, eus o zec'hadeg eus Ejipt betek ma'z ont prest da vezañ mestr war an Douar prometet dezho gant Doue. Mont a ra betek penn an tem komañset er C'heneliezh ha kresket en Ermaeziadeg hag el Leviegezh, da lavaret eo e oa bet prometet gant Doue e vije an Israelited ur bobl veur (dre o niver dreist-holl), dezho un darempred ispisial ouzh Doue hag e teujent da vestr douar Kenaan. Lakaet pouez eo gant al Levr-se war ar santelezh, ar fealiezh hag ar fiziañs : daoust da vezañs Doue hag e veleien e ra diouer ar fiziañs en Israel hag an dra-se zo kaoz e rank gortoz ur remziad nevez da welet sevenidigezh promesaoù Doue.


== Daveoù ==
== Daveoù ==

Stumm eus an 9 Gou 2020 da 21:08

   
Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim)
Talmoud · Halac'ha · Targoum
613 Mitzvot · Minhag · Midrach · Kabala
Achkenazed · Sefaraded · Mizrac'hed · Samaritaned · Djouhouried
Istor ar yuzevien en henamzer · Harlu Babilon ·, Brezelioù yuzev-roman
Templ Jeruzalem
Diaspora · Istor ar yuzevien er grennamzer
Israel · Breizh · Frañs · Spagn
Alamagn · Polonia · Rusia
Stadoù-Unanet · Broioù muzulman
Ortodoksiezh yuzev · Yuzevegezh virour · Yuzevegezh adreizhet
Adgroueouriezh yuzev · Yuzevegezh frankizour · Karaegezh
Samaritanegezh
Yuzevegezh kentidik · Yuzevegezh an Eil Templ;
Fariseed · Sadukeed · Zeloted · Esened · Kristeniezh kentidik;
Lid
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev;
Hebraeg · Yidicheg · Ladinoeg · Djidieg · Yuzev-tateg
Bouc'horeg · Grouzineg
Zionouriezh
Istor ar zionouriezh · Bund (strollad) · Kibbutzim
Aliyah · Istor stad Israel
Brezelioù israelek-arabek · Trevadennoù yuzevek e Palestina
Hasmoneed · Sanhedrin
Haskalah · C'hasidegezh · Dishualidigezh ar yuzevien
Enep-yuzevouriezh · Shoah


Torah war ziskouez e sinagogenn an Associació Call de Barcelona (Katalonia) .

An Torah (hebraeg: תורה "Deskadurezh", "Kelenn", "Lezenn") en deus meur dalvoudegezh, da gentañ "Pemp Levr Moizez" diwar 24 levr an Tanac'h (Bibl ar Yuzevien), a anavezer ivez dindan an anv Torah dre skrid. Gant lod e talvez ivez an istor kontet er 24 levr betek fin an Tanac'h ha gallout a ra talvezet ivez holl gelennadurezh yuzev, eus an testennoù betek al lennegezh rabinek, ar pezh a anver Torah dre gomz. E-kreiz an holl dalvoudegezhioù-se emañ ar mennozh ez eus en Torah orin ar bobl yuzev, penaos int bet krouet gant Doue, o diaezamantoù hag o emglev gant Doue, a zo un doare-bevañ a bled gant redioù moral hag etik e stumm ul lezenn relijiel ha keodedel (halac'ha).

Pa vez moullet e stumm ur c'hodeks e vez lakaet gantañ disklêriadennoù ar rabined. Evit al lid avat e implijer stumm dre rolloù (sefer Torah) n'eus enno Pemp Levr Moizez nemetken.

El lennegezh rabinek e reer gant Torah anv eus daou dra, ar Pemp levr (hebraeg : תורה שבכתב "Torah a zo skrivet") hag an Torah dre gomz (תורה שבעל פה, "Torah a zo lavaret"), ennañ astennadennoù ha disklêriadennoù berniet a-hed ar c'hantvedoù gant ar rabined diwar un hengoun dre gomz ha skrivet bremañ en Talmud hag er Midrach. Hervez an hengoun e oa bet diskuliet da Voizez gant Doue war ar Menez Sinai (hag e lec'hioù all) holl gelennadurezh an daou dTorah hag e oa bet bizskrivet an Torah dre skrid gant Moizez. Hervez ar Midrach e voe skrivet an Torah a-raok krouidigezh ar bed hag en doa servijet da raktres ar grouidigezh. Hervez an arbennigourien avat e voe skrivet, pe da nebeutañ dastumet hag adaozet, da vare Harlu Babilon er VIvet kantved a-raok hon mare, diwar mammennoù dre skrid ha dre gomz koshoc'h, a-raok peuzechuiñ al labour kenaozañ e-pad ar mare Post-harluad (Vvet kantved a-raok hon mare).

Kustum eur da fiziañ labour skrivañ gerioù an Torah en ur sofer, ur skrib. Skrivet e vezont en hebraeg, yezh hengounel ha relijiel ar Yuzevien. Un darn eus an Torah a vez lennet en un doare foran bep tri devezh ha lenn an Torah, e-unan pe asambles gant tud all, zo unan eus diazezoù ar vuhez yuzev.

Sellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion: er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er Gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.

Anvioù ha talvoudegezh

Ar ger hebraek "Torah" a zeu diwar ar wrizienn ירה a dalvez "heñchañ", "kelenn" (Leviegezh 10:11). "Torah" a dalvez neuze "kelenn", "kelennadurezh" pe "deskadurezh". Daoust ma lavarer alies e talvez "lezenn" n'emañ ket an talvoudegezh-se er ger-mañ.[1] Yuzevien Aleksandria, en ur lakaat ar Seikont e gresianeg, a implijas ar ger nomos, a dalvez "norm", "standard", "kelennadurezh" ha da c'houde "lezenn". Diwar an dra-se e oa kustum ar Bibloù gresianek ha latin d'ober "Lezenn" eus Pemp Levr Moizez.

En ur ster hollek e implijer ar ger "Torah" evit ober anv eus holl reolennoù ar Yuzevegezh rabinek, Lezenn dre skrid kenkoulz ha Lezenn dre gomz, hag holl kelennadurezh lezennel yuzev dre an istor, enno ar Michnah, an Talmud pe ar Midrach. Treiñ "Torah" gant "Lezenn"[2] a c'hell degas un treuzkompren diwar-benn pal an Torah, diverret gant an term talmud torah (תלמוד תורה "studiañ an Torah").[3]

An anv koshañ a gaver evit kaozeal diwar-benn an darn-se eus an Tanac'h a seblant bezañ bet "Torah Moizez". Ne lenner ket an anv-se en Torah avat nag e labour ar brofeded rak-harlu. Lenner a reer anezhañ e levr Yehoshoua (8:31–32; 23:6), ar Rouaned(Rouaned I 2:3; Rouaned II 14:6; 23:25), met n'eur ket evit lavaret hag-eñ e ra anv eus holl skridoù an Torah (hervez ar skiantourien biblek). Implij an term el lennegezh goude-harlu (Malac'hi 3:22; Daniel 9:11, 13; Ezra 3:2; 7:6; Nehemia 8:1; 2Dn 23:18; 30:16) a oa graet evit bezañ komprenet e ster a-vremañ avat. Anvioù kent all a oa "Levr Moizez" (Ezra 6:18; Nehemia 13:1; 2Dn 35:12; 25:4; sellet ivez Rouaned II 14:6) ha "Levr an Torah" (Nehemia 8:3) a seblant bezañ ur stumm berr eus "Levr Torah Doue" (Nehemia 8:8, 18; 10:29–30; sellet ivez 9:3).[4]

Anvioù all

Pennad pennañ : Pentateuc'h

Ar ouizieien gristen zo kustum d'ober "Pentateuc'h" eus Pemp Levr Moizez (gresianeg : πεντάτευχος, pentáteuchos, "pemp roll"), ur ger a voe implijet da gentañ gant ar Yuzevegezh hellenistek en Aleksandria.[5]

Levrioù an Torah

Kregiñ a ra an Torah adalek krouidigezh ar bed gant Doue da gontañ penaos e tiwanas pobl Israel, penaos e oant deuet da Ejipt ha penaos e oa bet roet an Torah war Menez Sinai. Echuiñ a ra gant marv Moizez, just a-raok ma voe treuzet ar stêr Jordan gant an Israelited da vont da Genaan, an Douar prometet. E-mesk an danevell ez eus ur gelennadurezh diwar-benn ar redioù relijiel hag al lezenn sivil, roet war-eeun (da skouer an Dek Gourc'hemenn) pe silet empleg e-barzh an istor (evel en Ermaeziadeg 12 ha 13 diwar-benn lezennoù Pesac'h).

En hebraeg e oa bet implijet gerioù kentañ pep levr da envel anezho[6] tra ma teu an anvioù implijetañ gant ar vrezhonegerien gristen diwar an anvioù latin a gaver e Vulgate, troet diwar ar Seikant, hag e ziskouez tem pennañ pep levr :

  • Berechit (בְּרֵאשִׁית - "Da gentañ"), Genesis (gresianeg-latin) pe Geneliezh (brezhoneg)
  • Chemot (שְׁמוֹת - "Hag amañ anvioù"), Exodus (latin) pe Ermaeziadeg
  • Wa-yikra (וַיִּקְרָ - "Hag o vezañ galvet"), Leviticus (latin) pe Leviegezh
  • Be-midbar (בְּמִדְבַּר - "E Gouelec'h"), Numeri (latin) pe Niveroù
  • Ha-devarim (הַדְּבָרִים - "Setu ar c'homzoù"), Deuteronomion (gresianeg-latin) pe Adlezenn

Berechit

Pennad pennañ : Levr ar C'heneliezh

Kentañ levr an Torah eo Berechit, a c'heller rannañ e div lodenn : an istor kentidik (1 - 11) hag istor an hendadoù (12 -50). Al lodenn gentañ a laka war-wel preder an oberour (pe an oberourien) diwar-benn natur an doueelezh ha darempred an denelezh ouzh e Grouer : Doue a grou ur bed a zo mat ha graet evit an dud met breinet eo ganto dre o fec'hedoù ha divizet a ra Doue distrujañ ar pezh en doa krouet, o saveteiñ Noe hepken, an den reizh nemetañ da adsevel an darempred etre Doue ha Den. An eil lodenn a gont ragistor Israel, ar bobl dibabet gant Doue. Dre urzh Doue e veaj Abraham betek an Douar prometet e Kenaan e-lec'h ma chom evel ur c'hantreer evel ma ra e vab Izaag hag e vab-bihan Jakob. Cheñch a ra anv Jakob da Israel ha dre e vab Jozef ez a e vibien hag o familh da Ejipt, 70 den anezho holl, gant promesa Doue e vo meurded en o amzer da zont a zo fin al levr-mañ.

Bep an amzer en danevell ez eus emglevioù savet etre Doue hag an dud, da gentañ gant an holl dud met tamm ha tamm strishoc'h o zachenn gant un emglev gant ur bobl nemetken.

Chemot

Pennad pennañ : Ermaeziadeg

Eil levr an Torah eo Shemot, a zeu diouzhtu goude Bereshit. Kontet eo ennañ penaos o doa torret an Henisraelited ar sklaverezh en Ejipt dre nerzh Doue, en doa choazet Israel evel e bobl. Taget eo Ejipt gant Doue dre seizh gwallenn. Gant ar profed Moizez en o fenn e veajont dre an dezerzh betek Menez Sinai e-lec'h ma ro Doue al Lezenn d'e bobl kenkoulz ha prometiñ douar Kenaan dezho ma chomont feal d'o ger.

Ez hengounel e oa bet roet al levr da Voizez met an enklaskoù modern o deus diskouezet e vije bet savet adalek Harlu Babilon (VIvet kantved) diwar skridoù koshoc'h hag un hengoun dre gomz a-raok bezañ kempennet goude an harlu (Vvet kantved)..En he displeg eus an Ermaeziadeg e laka pouez Carole Meyers war talvoudegezh bras al levr-se e-keñver savidigezh identelezh Israel.[7]

Vayikra

Pennad pennañ : Leviegezh

Komañs a ra trede Levr an Torah, Vayikra, gant an urzhioù evit implijet an Tabernakl, o paouez bezañ echuet gant an Israelited diwar an urzhioù roet e Levr an Ermaeziadeg (Leviegezh 1 - 10). Da c'houde eo diskuliet reolennoù ar glan hag an dic'hlan (11 - 15), en o zouez ar reolennoù diwar-benn an doare da lazhañ an anevaled ha pere zo droed da zebriñ (sellet kachrout, reolennoù Deiz an Damantiñ (16) hag a bep seurt lezennoù moral ha lidek (17 - 26). Gant Leviegezh 26 ez eus roet un aridennad dic'haouioù evit bezañ heuliet lezenn Doue hag un aridennad kastizoù evit chom hep bezañ heuliet anezhi. Gant Leviegezh 17 eo displeget peseurt aberzhoù dirak an Tabernakl, daoust m'eo kemmet ar redi-se war-lerc'h pa voe savet an Templ.

Bamidbar

Pennad pennañ : Levr an Niveroù

Pevare Levr an Torah eo Bamidbar, dezhañ un istor hir ha luziet, daoust ma soñjer bremañ eo disoc'h un adskrid beleg diwar ur vammenn yawistek graet war-dro ar Vvet kantved. Tennañ a ra al levr e anv eus an div niveradeg graet da gontañ an Israelited.

Kregiñ a ra al Levr e Menez Sinai e-lec'h m'o doa resevet an Israelited o Emglev ha Lezenn digant Doue tra m'En deus Eñ kemeret annez en Tabernakl. Dezho bremañ da zont da vestr war douar Kenaan. Kontañ a reer a bobl a-raok en em brientiñ da gomañs da vale. E-kerzh ar veaj avat e ra trouz ar bobl war pegen start eo ha sevel a ra a-enep aotrouniezh Moizez hag Aaron. Abalamour d'an dra-se e tistruj Doue war-dro 15 000 anezho. Erruet a reont war harzoù Kenaan ha kas a reont spierien di. Met livañ du a reont an traoù, dreist-holl diwar-benn kreñvded an dud enno ha nac'hañ a ra ar bobl kemer kontrol ar vro. Kondaonet int neuze gant Doue da vervel en dezerzh betek ma savo ur remziad all ne vije ket merket gant buhez ar sklaverezh. Echuiñ a ra al levr p'eo prest ar remziad-se da vont kuit eus Moab en ur dreuziñ ar Jordan.

Parr istor ermaeziadeg an Israelited eo Levr an Niveroù, eus o zec'hadeg eus Ejipt betek ma'z ont prest da vezañ mestr war an Douar prometet dezho gant Doue. Mont a ra betek penn an tem komañset er C'heneliezh ha kresket en Ermaeziadeg hag el Leviegezh, da lavaret eo e oa bet prometet gant Doue e vije an Israelited ur bobl veur (dre o niver dreist-holl), dezho un darempred ispisial ouzh Doue hag e teujent da vestr douar Kenaan. Lakaet pouez eo gant al Levr-se war ar santelezh, ar fealiezh hag ar fiziañs : daoust da vezañs Doue hag e veleien e ra diouer ar fiziañs en Israel hag an dra-se zo kaoz e rank gortoz ur remziad nevez da welet sevenidigezh promesaoù Doue.

Daveoù

  1. (en) Rabinowitz, Louis Isaac and Harvey, Warren. "Torah". Encyclopaedia Judaica. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 20. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp. 39–46.
  2. (en) pp. 164–165, Scherman, Ermaeziadeg 12:49
  3. (en) Birnbaum (1979), p. 630
  4. (en) Sarna, Nahum M. et al. "Bible". Encyclopaedia Judaica. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 3. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp 576–577.
  5. (en) The World and the Word: An Introduction to the Old Testament, emb. Eugene H. Merrill, Mark Rooker, Michael A. Grisanti, 2011, p, 163: "Lodenn 4 Ar Pentateuc'h gant Michael A. Grisanti : Ar ger 'Pentateuc'h' zo derevet diwar ar gresianeg pentateuchox, ger-ha-ger, ... Ar ger gresianek a seblant bezañ bet brudet gant Yuzevien hellenizaet Aleksandria en Ejipt e kentañ kantved hon mare..." / "Part 4 The Pentateuch by Michael A. Grisanti: The Term 'Pentateuch' derives from the Greek pentateuchos, literally, ... The Greek term was apparently popularized by the Hellenized Jews of Alexandria, Egypt, in the first century AD..."
  6. (en) Devdutt Pattanaik, « Devdutt Pattanaik: The fascinating design of the Jewish Bible », mid-day.com, 09.07.2017. Lennet d'an 8 a viz Gouere 2020
  7. (en)Meyers, Carol. Exodus. New Cambridge Bible Commentary Series. Cambridge: Cambridge University Press, 2005.

Sellet ivez