Torah : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 32: Linenn 32:
* ''Be-midbar'' ({{hebraeg|בְּמִדְבַּר}} - "E Gouelec'h"), ''Numeri'' (latin) pe ''Niveroù''
* ''Be-midbar'' ({{hebraeg|בְּמִדְבַּר}} - "E Gouelec'h"), ''Numeri'' (latin) pe ''Niveroù''
* ''Ha-devarim'' ({{hebraeg|הַדְּבָרִים}} - "Setu ar c'homzoù"), ''Deuteronomion'' (gresianeg-latin) pe ''Adlezenn''
* ''Ha-devarim'' ({{hebraeg|הַדְּבָרִים}} - "Setu ar c'homzoù"), ''Deuteronomion'' (gresianeg-latin) pe ''Adlezenn''

=== Bereshit ===
{{Pennad pennañ|Levr ar C'heneliezh}}
Kentañ levr an Torah eo ''Bereshit'', a c'heller rannañ e div lodenn : an istor kentidik (1 - 11) hag istor an hendadoù (12 -50). Al lodenn gentañ a laka war-wel preder an oberour (pe an oberourien) diwar-benn natur an doueelezh ha darempred an denelezh ouzh e Grouer : Doue a grou ur bed a zo mat ha graet evit an dud met breinet eo ganto dre o fec'hedoù ha divizet a ra Doue distrujañ ar pezh en doa krouet, o saveteiñ [[Noe]] hepken, an den reizh nemetañ da adsevel an darempred etre Doue ha Den. An eil lodenn a gont ragistor Israel, ar bobl dibabet gant Doue. Dre urzh Doue e veaj [[Abraham]] betek an Douar prometet e [[Kenaan]] e-lec'h ma chom evel ur c'hantreer evel ma ra e vab [[Izaag]] hag e vab-bihan [[Jakob]]. Cheñch a ra anv Jakob da Israel ha dre e vab [[Jozef]] ez a e vibien hag o familh da Ejipt, 70 den anezho holl, gant promesa Doue e vo meurded en o amzer da zont a zo fin al levr-mañ.

Bep an amzer en danevell ez eus emglevioù savet etre Doue hag an dud, da gentañ gant an holl dud met tamm ha tamm strishoc'h o zachenn gant un emglev gant ur bobl nemetken.


== Daveoù ==
== Daveoù ==

Stumm eus an 8 Gou 2020 da 21:34

   
Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim)
Talmoud · Halac'ha · Targoum
613 Mitzvot · Minhag · Midrach · Kabala
Achkenazed · Sefaraded · Mizrac'hed · Samaritaned · Djouhouried
Istor ar yuzevien en henamzer · Harlu Babilon ·, Brezelioù yuzev-roman
Templ Jeruzalem
Diaspora · Istor ar yuzevien er grennamzer
Israel · Breizh · Frañs · Spagn
Alamagn · Polonia · Rusia
Stadoù-Unanet · Broioù muzulman
Ortodoksiezh yuzev · Yuzevegezh virour · Yuzevegezh adreizhet
Adgroueouriezh yuzev · Yuzevegezh frankizour · Karaegezh
Samaritanegezh
Yuzevegezh kentidik · Yuzevegezh an Eil Templ;
Fariseed · Sadukeed · Zeloted · Esened · Kristeniezh kentidik;
Lid
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev;
Hebraeg · Yidicheg · Ladinoeg · Djidieg · Yuzev-tateg
Bouc'horeg · Grouzineg
Zionouriezh
Istor ar zionouriezh · Bund (strollad) · Kibbutzim
Aliyah · Istor stad Israel
Brezelioù israelek-arabek · Trevadennoù yuzevek e Palestina
Hasmoneed · Sanhedrin
Haskalah · C'hasidegezh · Dishualidigezh ar yuzevien
Enep-yuzevouriezh · Shoah


Torah war ziskouez e sinagogenn an Associació Call de Barcelona (Katalonia) .

An Torah (hebraeg: תורה "Deskadurezh", "Kelenn", "Lezenn") en deus meur dalvoudegezh, da gentañ "Pemp Levr Moizez" diwar 24 levr an Tanac'h (Bibl ar Yuzevien), a anavezer ivez dindan an anv Torah dre skrid. Gant lod e talvez ivez an istor kontet er 24 levr betek fin an Tanac'h ha gallout a ra talvezet ivez holl gelennadurezh yuzev, eus an testennoù betek al lennegezh rabinek, ar pezh a anver Torah dre gomz. E-kreiz an holl dalvoudegezhioù-se emañ ar mennozh ez eus en Torah orin ar bobl yuzev, penaos int bet krouet gant Doue, o diaezamantoù hag o emglev gant Doue, a zo un doare-bevañ a bled gant redioù moral hag etik e stumm ul lezenn relijiel ha keodedel (halac'ha).

Pa vez moullet e stumm ur c'hodeks e vez lakaet gantañ disklêriadennoù ar rabined. Evit al lid avat e implijer stumm dre rolloù (sefer Torah) n'eus enno Pemp Levr Moizez nemetken.

El lennegezh rabinek e reer gant Torah anv eus daou dra, ar Pemp levr (hebraeg : תורה שבכתב "Torah a zo skrivet") hag an Torah dre gomz (תורה שבעל פה, "Torah a zo lavaret"), ennañ astennadennoù ha disklêriadennoù berniet a-hed ar c'hantvedoù gant ar rabined diwar un hengoun dre gomz ha skrivet bremañ en Talmud hag er Midrach. Hervez an hengoun e oa bet diskuliet da Voizez gant Doue war ar Menez Sinai (hag e lec'hioù all) holl gelennadurezh an daou dTorah hag e oa bet bizskrivet an Torah dre skrid gant Moizez. Hervez ar Midrach e voe skrivet an Torah a-raok krouidigezh ar bed hag en doa servijet da raktres ar grouidigezh. Hervez an arbennigourien avat e voe skrivet, pe da nebeutañ dastumet hag adaozet, da vare Harlu Babilon er VIvet kantved a-raok hon mare, diwar mammennoù dre skrid ha dre gomz koshoc'h, a-raok peuzechuiñ al labour kenaozañ e-pad ar mare Post-harluad (Vvet kantved a-raok hon mare).

Kustum eur da fiziañ labour skrivañ gerioù an Torah en ur sofer, ur skrib. Skrivet e vezont en hebraeg, yezh hengounel ha relijiel ar Yuzevien. Un darn eus an Torah a vez lennet en un doare foran bep tri devezh ha lenn an Torah, e-unan pe asambles gant tud all, zo unan eus diazezoù ar vuhez yuzev.

Sellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion: er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er Gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.

Anvioù ha talvoudegezh

Ar ger hebraek "Torah" a zeu diwar ar wrizienn ירה a dalvez "heñchañ", "kelenn" (Leviegezh 10:11). "Torah" a dalvez neuze "kelenn", "kelennadurezh" pe "deskadurezh". Daoust ma lavarer alies e talvez "lezenn" n'emañ ket an talvoudegezh-se er ger-mañ.[1] Yuzevien Aleksandria, en ur lakaat ar Seikont e gresianeg, a implijas ar ger nomos, a dalvez "norm", "standard", "kelennadurezh" ha da c'houde "lezenn". Diwar an dra-se e oa kustum ar Bibloù gresianek ha latin d'ober "Lezenn" eus Pemp Levr Moizez.

En ur ster hollek e implijer ar ger "Torah" evit ober anv eus holl reolennoù ar Yuzevegezh rabinek, Lezenn dre skrid kenkoulz ha Lezenn dre gomz, hag holl kelennadurezh lezennel yuzev dre an istor, enno ar Michnah, an Talmud pe ar Midrach. Treiñ "Torah" gant "Lezenn"[2] a c'hell degas un treuzkompren diwar-benn pal an Torah, diverret gant an term talmud torah (תלמוד תורה "studiañ an Torah").[3]

An anv koshañ a gaver evit kaozeal diwar-benn an darn-se eus an Tanac'h a seblant bezañ bet "Torah Moizez". Ne lenner ket an anv-se en Torah avat nag e labour ar brofeded rak-harlu. Lenner a reer anezhañ e levr Yehoshoua (8:31–32; 23:6), ar Rouaned(Rouaned I 2:3; Rouaned II 14:6; 23:25), met n'eur ket evit lavaret hag-eñ e ra anv eus holl skridoù an Torah (hervez ar skiantourien biblek). Implij an term el lennegezh goude-harlu (Malac'hi 3:22; Daniel 9:11, 13; Ezra 3:2; 7:6; Nehemia 8:1; 2Dn 23:18; 30:16) a oa graet evit bezañ komprenet e ster a-vremañ avat. Anvioù kent all a oa "Levr Moizez" (Ezra 6:18; Nehemia 13:1; 2Dn 35:12; 25:4; sellet ivez Rouaned II 14:6) ha "Levr an Torah" (Nehemia 8:3) a seblant bezañ ur stumm berr eus "Levr Torah Doue" (Nehemia 8:8, 18; 10:29–30; sellet ivez 9:3).[4]

Anvioù all

Pennad pennañ : Pentateuc'h

Ar ouizieien gristen zo kustum d'ober "Pentateuc'h" eus Pemp Levr Moizez (gresianeg : πεντάτευχος, pentáteuchos, "pemp roll"), ur ger a voe implijet da gentañ gant ar Yuzevegezh hellenistek en Aleksandria.[5]

Levrioù an Torah

Kregiñ a ra an Torah adalek krouidigezh ar bed gant Doue da gontañ penaos e tiwanas pobl Israel, penaos e oant deuet da Ejipt ha penaos e oa bet roet an Torah war Menez Sinai. Echuiñ a ra gant marv Moizez, just a-raok ma voe treuzet ar stêr Jordan gant an Israelited da vont da Genaan, an Douar prometet. E-mesk an danevell ez eus ur gelennadurezh diwar-benn ar redioù relijiel hag al lezenn sivil, roet war-eeun (da skouer an Dek Gourc'hemenn) pe silet empleg e-barzh an istor (evel en Ermaeziadeg 12 ha 13 diwar-benn lezennoù Pesac'h).

En hebraeg e oa bet implijet gerioù kentañ pep levr da envel anezho[6] tra ma teu an anvioù implijetañ gant ar vrezhonegerien gristen diwar an anvioù latin a gaver e Vulgate, troet diwar ar Seikant, hag e ziskouez tem pennañ pep levr :

  • Berechit (בְּרֵאשִׁית - "Da gentañ"), Genesis (gresianeg-latin) pe Geneliezh (brezhoneg)
  • Chemot (שְׁמוֹת - "Hag amañ anvioù"), Exodus (latin) pe Ermaeziadeg
  • Wa-yikra (וַיִּקְרָ - "Hag o vezañ galvet"), Leviticus (latin) pe Leviegezh
  • Be-midbar (בְּמִדְבַּר - "E Gouelec'h"), Numeri (latin) pe Niveroù
  • Ha-devarim (הַדְּבָרִים - "Setu ar c'homzoù"), Deuteronomion (gresianeg-latin) pe Adlezenn

Bereshit

Pennad pennañ : Levr ar C'heneliezh

Kentañ levr an Torah eo Bereshit, a c'heller rannañ e div lodenn : an istor kentidik (1 - 11) hag istor an hendadoù (12 -50). Al lodenn gentañ a laka war-wel preder an oberour (pe an oberourien) diwar-benn natur an doueelezh ha darempred an denelezh ouzh e Grouer : Doue a grou ur bed a zo mat ha graet evit an dud met breinet eo ganto dre o fec'hedoù ha divizet a ra Doue distrujañ ar pezh en doa krouet, o saveteiñ Noe hepken, an den reizh nemetañ da adsevel an darempred etre Doue ha Den. An eil lodenn a gont ragistor Israel, ar bobl dibabet gant Doue. Dre urzh Doue e veaj Abraham betek an Douar prometet e Kenaan e-lec'h ma chom evel ur c'hantreer evel ma ra e vab Izaag hag e vab-bihan Jakob. Cheñch a ra anv Jakob da Israel ha dre e vab Jozef ez a e vibien hag o familh da Ejipt, 70 den anezho holl, gant promesa Doue e vo meurded en o amzer da zont a zo fin al levr-mañ.

Bep an amzer en danevell ez eus emglevioù savet etre Doue hag an dud, da gentañ gant an holl dud met tamm ha tamm strishoc'h o zachenn gant un emglev gant ur bobl nemetken.

Daveoù

  1. (en) Rabinowitz, Louis Isaac and Harvey, Warren. "Torah". Encyclopaedia Judaica. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 20. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp. 39–46.
  2. (en) pp. 164–165, Scherman, Ermaeziadeg 12:49
  3. (en) Birnbaum (1979), p. 630
  4. (en) Sarna, Nahum M. et al. "Bible". Encyclopaedia Judaica. Ed. Michael Berenbaum and Fred Skolnik. Vol. 3. 2l emb. Detroit: Macmillan Reference SUA, 2007. pp 576–577.
  5. (en) The World and the Word: An Introduction to the Old Testament, emb. Eugene H. Merrill, Mark Rooker, Michael A. Grisanti, 2011, p, 163: "Lodenn 4 Ar Pentateuc'h gant Michael A. Grisanti : Ar ger 'Pentateuc'h' zo derevet diwar ar gresianeg pentateuchox, ger-ha-ger, ... Ar ger gresianek a seblant bezañ bet brudet gant Yuzevien hellenizaet Aleksandria en Ejipt e kentañ kantved hon mare..." / "Part 4 The Pentateuch by Michael A. Grisanti: The Term 'Pentateuch' derives from the Greek pentateuchos, literally, ... The Greek term was apparently popularized by the Hellenized Jews of Alexandria, Egypt, in the first century AD..."
  6. (en) Devdutt Pattanaik, « Devdutt Pattanaik: The fascinating design of the Jewish Bible », mid-day.com, 09.07.2017. Lennet d'an 8 a viz Gouere 2020


Sellet ivez