Maloù : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21: Linenn 21:
*{{fr}} [http://www.gwiler.net/saints/smalo.htm ''Pennker - La vie de saint Malo hervez Albert Le Grand'']
*{{fr}} [http://www.gwiler.net/saints/smalo.htm ''Pennker - La vie de saint Malo hervez Albert Le Grand'']
*{{en}} [http://www.earlybritishkingdoms.com/bios/malo.htm ''Early British kingdoms'']
*{{en}} [http://www.earlybritishkingdoms.com/bios/malo.htm ''Early British kingdoms'']

[[Rummad:Istor relijiel]]
[[Rummad:Istor ar Gristeniezh]]
[[Rummad:Istor Breizh]]
[[Rummad:Istor Breizh]]
[[Rummad:sent vrezhon]]
[[Rummad:sent vrezhon]]

Stumm eus an 23 Mae 2020 da 16:18

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Sant Malo
Sant Maloù gant Sant Brendan war vor

Maloù zo ur manac'h brezhon deuet da vezañ ur sant meur, unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh. Anavezet eo evel saint Maclou e ranvroioù 'zo eus Bro-C'hall (Maclovius pe Machutus e latin, hervez an testennoù kozh ).

Dont a ra an anv eus an hengeltieg, mac'h + low, a dalvez evit gouestl lufrus. Lidet e vez gouel sant Maloù d'ar 15 a viz Du.

Ar vojenn

Ganet e oa Maloù e Kembre e fin ar VIvet kantved. Mont a reas d'ar skol da vanati Llancarfan. Echu e studi gantañ, e chomas ar paotr yaouank er manati evel manac'h. Kontañ a reer e vije bet badezet Maloù gant Sant Brendan hag e vije deuet da vezañ unan eus e ziskibled.

Anvet e voe da eskob, hervez ur vojenn hag e kuitaas e vro c'henidik. Bet e vije gant Sant Brendan e-pad e veaj kentañ da glask ar Baradoz. Treuziñ a reas ar mor un eil gwech gant kompagnuned hag e-pad an eil beaj-se e vije bet avielet inizi hanternoz Bro-Skos gantañ. Douarañ a reas en diwezh en enez vihan ar penitiour Aaron. Alese ez eas da gêr Aled, ma teuas da vezañ ar c'hentañ eskob anezhi. Eno en em lakaas da brezegenniñ, mes ar pezh a lavare ne blije ket d'an holl. En em dennañ e reas neuze e Bro-Saintonge. Eno e varvas d'ar 16 a viz Du eus ar bloaz 649.
Ul lodenn eus e relegoù a zeuas en-dro da Aled, sez an eskopti kaset goude pelloc'h war ribl ar mor e-lec'h m'emañ kêr Sant-Maloù hiziv.
Maloù a zo unan euzh ar seizh eskob diazezer a ya ar birc'hirined da welout o fennilizoù pa reont Tro Breizh.

Al lec'hioù-lid

An testennoù

Skrivet eo bet Vita S. Maclovii (buhez Sant Malou) war-dro 870. Embannet e voe e 1636 gant Alberzh Meur (Albert le Grand), manac'h dominikan eus Montroulez.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez