Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 11: Linenn 11:
[[Rummad:Levrioù 1942]]
[[Rummad:Levrioù 1942]]
[[Rummad:Kantikoù brezhonek]]
[[Rummad:Kantikoù brezhonek]]
[[Rummad:Levrioù relijion e brezhoneg]]

Stumm eus an 13 Mae 2020 da 18:53

Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon zo ul levr kantikoù dastumet gant Per-Yann Nedeleg [1], hag embannet e 1942, da c'houde e 1946 gant tonioù, ha 1949 gant skeudennou Xavier Langleiz [2].

Rakskrid

Per-Yann Nedeleg a skriv en e rakskrid :

« Kanaouennou santel hon Eskopti n'eman ket ar wech kenta d'ezo da veza kempennet ha reizet en eun doare nevez. [...]

Evit gwir, kaer e oa hor c'hantikou evel m'edont, met kaeroc'h e c'hellent beza Re stank e oa enno ar geriou·gallek, zoken er c'hantikou anavezeta, zoken pa vefe Ken aes – hag aesoc'h awechou – ober gant geriou brezonek implijet e pep lec'h. Pa fell d'eomp kana hor feiz ha meuli Doue e brezoneg, arabat kemmeska an dioul yez, nemet awechou p'eo aet da goll ar ger brezoneg ha pa gompren an dud an hano gallek hepken. Ouspenn-ze, ret eo anzao ne oa ket bepred ar c'hantikou aes da gana. En hol labour, hon eus klasket – ha deuet·omp a benn, koulz lavaret atao – lakaat ar pouez-mouez er geriou da vont da-heul an ton, ha diwall na stokfe an eil ouz eben diou vogalenn, dreist-holl pa vije bet diou wech an hevelep hini (evel « nag a anken »). E geriou 'zo, ne oar ket mui an dud re vat pet sillabenn da lakaat : tuet or da lavarout en eur zillabenn roet, frouez, h. a.; ar gwasa 'zo, n'eo ket henvel an doare da zistaga ar geriou-se en holl gorniou-bro. Setu perak, ma 'z eus geriou da veza distaget atao ha dre-holl e diou zillabenn (evel :·Dou-e, rou-e, krou-er, h. a.), evit re all, kement gwech ma ranko beza distaget diou zillabenn an eil diouz eben, e vo savet eur varrennig etrezo; da skouer : ro/it frou/ez... Evelse e vo gellet lenn ha kana difazi hag aes [3]

Notennoù

  1. Cf. Hervé Queinnec, « Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946 » war lec'hien eskopti Kemper ha Leon.
  2. Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon, Brest, Moulerez ru ar C’hastel, 1942, 207 p.
    Eil mouladur : Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon. 1946, Kemper, ti embann Guivarc'h / ti embann Le Goaziou, moulerez 7 ru an Dudchentil, 1946, 232 p. gant tonioù. – Trede mouladur : Kantikou brezonek eskopti Kemper ha Leon, skeudennou gand Xavier de Langlais, Kemper, Ti moulerez Kerne, 7 ru an Dudchentil, 1949 (admoulladur 1953), 237 p. heb tonioù.
  3. « Rak-Skrid » (1942 ha 1946), Ibid., p. 5 (Skrid enlinenn).