Gwenole : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn nevez : '''Sant Gwenole''', pe '''''Sant Wenole''''', skrivet ivez '''''Gwennole''''', a oa abad kentañ abati Landevenneg, er {{Vvet kantved}}. Mab e oa da... |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 27: | Linenn 27: | ||
[[Rummad:Sent Breizh|Gwenole]] |
[[Rummad:Sent Breizh|Gwenole]] |
||
[[Rummad:Sent vrezhon|Gwenole]] |
[[Rummad:Sent vrezhon|Gwenole]] |
||
[[Rummad:Marvioù 532]] |
|||
[[en:Saint Winwaloe]] |
[[en:Saint Winwaloe]] |
Stumm eus an 23 Mez 2007 da 13:48
Sant Gwenole, pe Sant Wenole, skrivet ivez Gwennole, a oa abad kentañ abati Landevenneg, er Vvet kantved. Mab e oa da Fragan ha Gwenn, deuet o-daou eus Kembre da Vreizh ha graet o annez ganto e Ploufragan. Breur e oa Gwenole da dri sant all : Klervi, Jagud ha Gwezhenneg.
War-dro 470 ez eas da skol sant Budog (Beuzeg), war enez Lavred, en enezeg Briad. War-dro 485, p’en doa c’hoant mont da Iwerzhon da azeuliñ relegoù sant Padrig a oa o paouez mervel, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom en Arvorig ha sevel un abati eno. Gant unnek eus diskibled sant Budog ez eas d’en em ziazezañ war enez Tibidi (un anv zo bet displeget evel ti-pediñ), war aid an Ospital, e digor stêr ar Faou. Tri bloaz goude, Gwenole a dreuzas ar stêr Aon, gant e venec’h. evit en em staliañ e Landevenneg, en tu al d’an aber. Buan e teuas abati Landevenneg da vezañ ur greizenn relijiel vras e Breizh-Izel. Mervel a reas Gwenole eno, d’an 3 a viz Meurzh 532.
Gwenole a voe azeulet evel ur sant e Landevenneg, goude e varv. En Xvet kantved, pa oa aloubet Breizh gant ar Vikinged, e tec’has ar venec’h, gant e relegoù. Mont a rejont war-zu ar reter, dre greiz Breizh, en ur chom a-sav meur a wech, e lec’hioù ma vez enoret sant Gwenole dindan meur a anv hiziv an deiz : e Pierig, e Bro Naoned, e Château-du-Loir e-kreiz Bro-C’hall hag a-benn ar fin e Montreuil-sur-Mer e departamant ar Pas-de-Calais. Eno e veze enoret dindan an anv saint Walloy ha chom a reas e relegoù betek an Dispac’h gall, pa voent distrujet e 1793.
Anavezout a reer e vuhez dre skridoù savet gant daou vanac’h, Gurdisten (Uurdisten) ha Klemañs, savet o-daou e en IXvet kantved. Ur skrid all, lesanvet Buhez verr, zo miret er British Museum.
Enoret e vez sant Gwenole e lec’hioù ma oa prioldioù stag ouzh abati Landevenneg : e Konk-Kerne, Enez Sun, Landrevarzeg, Baz-Gwenrann, Lokunole, Lokenole, Sant-Gwenole (e kumun Penmarc'h), hag e meur a lec’h all anvet diwar e anv ha ma’z eus chapelioù gouestlet dezhañ. Enoret e vez ivez e Mousteroù-Raez, e beg suañ Breizh.
E Kerne-Veur e kaver roud anezhañ e meur a lec’h evel Gunwalloe pe Landewednack, ma’z eus ilizoù gouestlet da sant Winwaloe. Hag e kreisteiz Kembre ivez, hervez studiadennoù zo, e vije kavet roud anezhañ e meur a lec’h. Marteze eo bet savet an ilizoù hag ar chapelioù zo gouestlet da sant Gwenole e Breizh-Veur gant diskibien d’ar sant, evel Gwenael.
Lidet e vez gouel sant Gwenole d’an 3 a viz Meurzh.
Levrlennadur
- Tad Marc Simon, Saint Guénolé et l’abbaye de Landevennec. Ed. J-P. Gisserot, 1997.
- G.H. Doble, St Winwaloe, The Saints of Cornwall, Part II, Oxford, 1962.