Diforc'hioù etre adstummoù "Lenn Ladoga"

Aller à la navigation Aller à la recherche
4 okted ouzhpennet ,  10 miz zo
E-pad [[Seziz Leningrad]] etre [[1941]] ha [[1944]] e voe Lenn Ladoga an diraez nemetañ d'ar gêr c'hronnet. Treuzdougenet e voe ar marc'hadourezhioù da [[Leningrad]] gant kirri-samm d'ar goañv pa oa skornet al lenn, ha gant bigi d'an hañv. « [[Hent ar vuhez]] » a oa graet eus an hent-se, daoust da ouzhpenn ur milion a dud a varvas gant an naon. War dourioù skornet al lenn e voe skarzhet eus kêr ouzhpenn ur milion a dud ha kaset d'ar gêr miliadoù a donennoù a vevañs e-pad 872 deiz ar seziz gant bagadoù Hitler. Goude ar brezel e voe kollet Karelia gant Finland ha skarzhet an Finlandiz kuit, lod anezho a chomas eno avat.
 
Ar skrivagner italian [[Curzio Malaparte]] en deus kontet en e levr ''[[Kaputt]]'' e [[1943]] istor « kezeg al Lenn LagodaLadoga », kezeg ar ganolierezh soviedel trapet gant skornioù al lenn.
 
<!-- == Notennoù ha daveoù ==
Implijer dizanv

Lañser merdeiñ