Diforc'hioù etre adstummoù "Lenn Ladoga"

Aller à la navigation Aller à la recherche
3 430 okted ouzhpennet ,  10 miz zo
Astenn
(+ Infobox)
(Astenn)
|}
 
'''Lenn Ladoga''' (Ладожское озеро e [[rusianeg]], ''Laatokka'' e [[finneg]], ''Luadogu'' e [[karelieg]]) a zo ul [[lenn (dour)|lenn]] dour dous e gwalarn [[Rusia]] nepell diouzh kêr [[Sankt-Peterbourg]]. Brasañ lenn [[Europa]] an hini eo (17700 km<sup>2</sup>), an eil e Rusia goude [[Lenn Baikal]], hag ar pemzekvet hini er [[Douar|bed]].
 
== Douaroniezh ==
E biz [[Sant-Petersbourg]] emañ, e [[Karelia]], nepell diouzh harzoù [[Finland]]. Degemer a ra un tregont stêr bennak, en o zouez ar [[Svir]], [[stêr diskarg]] [[Lenn Onega]]. An [[Neva]] eo he stêr diskarg dezhi, hag a dremen dre Sant-Petersbourg a-raol dinaou er [[Mor Baltek]]. Ouzhpenn c'hwec'h kant enez hag enezig he deus, hag ur gorread a 435 km<sup>2</sup>. E-tal an aod gwalarn emañ ar peurviañ eus an inizi, en o zouez an inizi [[Manati Valaam|Valaam]] hollvrudet. Gwarezet int e-barzh [[Park broadel enezigoù al Ladoga]] abaoe 2017.
 
259000 km<sup>2</sup> eo he [[diazad doureier]], ennañ tost da 50000 lenn a-eilrenk ha 3500 dourredenn ouzhpenn 10 km hed. Ouzhpenn 85 % eus dourioù Lenn Ladoga a zeu eus an teir fennstêr-mañ :
* ar [[Svir (stêr)|Svir]] eus [[Lenn Onega]] (gevred),
* ar [[Vuoksi]] eus [[Lenn Saimaa]] e [[Finland]] (kornôg),
* ar [[Volkhov (stêr)|Volkhov]] eus [[Lenn Ilmen]] (su).
 
Al lodenn eus ar rouedad « [[Hent bageal Volga-Baltek|Volga-Baltek]] » hag a dreug [[Moskou]] gant ar Baltek ha Sant-Petersbourg eo.
 
== Loened ha plant ==
Annezva un isspesad [[reunig kelc'hennek]] eo, [[reunig Ladoga]] (''Pusa hispida ladogensis'').
 
An aodoù norzh ha reter zo ur gelc'henn [[taiga]] grenn gant bodadoù gwez [[pruñs]] hag un dangoad bodoù [[lus]], an aodoù su ha gwalarn zo ur gelc'henn taiga kreizteizat gant gwez pruñs met ivez [[tilh]], [[skav-gwrac'h]] hag [[evlec'h]], ha un [[dangoad]] a [[melchon-surig|velchon-surig]].
 
== Istor ==
Un tennad e oa eus an hent kenwerzh etre ar [[Vareged]] hag an [[Impalaeriezh Bizantion]].
 
Savet e voe [[Manati Valaam]] war enezenn vrasañ enezeg Valaam (''Valamo'' e finneg). Dilezet e voe etre [[1611]] ha [[1715]], ha ratreet er {{XVIIvet kantved}}. Skarzhet e voe e-pad [[Brezel ar Goañv]] e [[1940]], ha distreiñ a reas ar menec'h e [[1989]]. Manatioù all a zo evel hini {{liamm|Konevets|trad=Monastère Konevets|yezh=fr}} war un enezenn a-gichen ha {{liamm|Manati Alexandr Svirski|trad=Александро-Свирский монастырь|yezh=ru}} hag a gendalc'h un nebeut skouerioù eus ar savouriezh grennamzerel moskovat.
 
Harzoù a dreuzas anezhi en Istor : etre Rusia ha [[Sveden]] etre [[1617]] ha [[1721]] hag gant [[Finland]] etre [[1812]] ha [[1940]].
 
=== An eil brezel-bed ===
E-pad [[Seziz Leningrad]] etre [[1941]] ha [[1944]] e voe Lenn Ladoga an diraez nemetañ d'ar gêr c'hronnet. Treuzdougenet e voe ar marc'hadourezhioù da [[Leningrad]] gant kirri-samm d'ar goañv pa oa skornet al lenn, ha gant bigi d'an hañv. « [[Hent ar vuhez]] » a oa graet eus an hent-se, daoust da ouzhpenn ur milion a dud a varvas gant an naon. War dourioù skornet al lenn e voe skarzhet eus kêr ouzhpenn ur milion a dud ha kaset d'ar gêr miliadoù a donennoù a vevañs e-pad 872 deiz ar seziz gant bagadoù Hitler. Goude ar brezel e voe kollet Karelia gant Finland ha skarzhet an Finlandiz kuit, lod anezho a chomas eno avat.
 
Ar skrivagner italian [[Curzio Malaparte]] en deus kontet en e levr [[Kaputt]] e 1943 istor « kezeg al Lenn Lagoda », kezeg ar ganolierezh soviedel trapet gant skornioù al lenn.
 
== Notennoù ha daveoù ==
{{daveoù}}
 
{{DEFAULTSORT:Ladoga}}
[[Rummad:Lennoù Europa]]
[[Rummad:Douaroniezh Rusia]]
[[Rummad:Lennoù Rusia]]
[[Rummad:Republik Karelia]]
[[Rummad:Oblast Leningrad]]
{{Commonscat|Lake Ladoga|lenn Ladoga}}
9 111

modifications

Lañser merdeiñ