Kaozeadenn Implijer:Baleer : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 167: Linenn 167:
::Ne ’m eus ket rebechet netra da zen, na klasket lakaat an dud da grediñ e vije bet lavaret tra pe dra gant hini pe hini. Mat eo d’an implijerien a fell dezhe lavaret o soñj hen ober. Ha sed aze ar pezh o deus dija graet lod hag a zo deuet a-benn da gavout ar bajenn-mañ e-touez ouzhpenn 60 000 pennad. Evit a sell ouzh ma soñj-me, ne vefe ket fall menegiñ an daou stumm e penn-kentañ ar pennad, ha cheñch an urzh war-lerc'h mar bez adanvet ar bajenn. Graet em eus diouzh an aesañ ha netra ken. Ne oan e soñj nag adskrivañ ar bajenn nag ober enklaskoù war an anv-lec'h-se, na tabutal. Ur c'hwitadenn eo, anat deoc'h. Ho tigarez a c'houlennan evit bezañ bet ken her. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 1 Ebr 2020 da 17:03 (UTC)
::Ne ’m eus ket rebechet netra da zen, na klasket lakaat an dud da grediñ e vije bet lavaret tra pe dra gant hini pe hini. Mat eo d’an implijerien a fell dezhe lavaret o soñj hen ober. Ha sed aze ar pezh o deus dija graet lod hag a zo deuet a-benn da gavout ar bajenn-mañ e-touez ouzhpenn 60 000 pennad. Evit a sell ouzh ma soñj-me, ne vefe ket fall menegiñ an daou stumm e penn-kentañ ar pennad, ha cheñch an urzh war-lerc'h mar bez adanvet ar bajenn. Graet em eus diouzh an aesañ ha netra ken. Ne oan e soñj nag adskrivañ ar bajenn nag ober enklaskoù war an anv-lec'h-se, na tabutal. Ur c'hwitadenn eo, anat deoc'h. Ho tigarez a c'houlennan evit bezañ bet ken her. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 1 Ebr 2020 da 17:03 (UTC)
::: Trugarez evit da respont ha ne'm boa ket gwelet ([https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:J.C_EVEN&action=edit&section=23]). Mard eo mat dit e kinnigan distreiñ d'an titl orin, Gwenrann, an hini a gaver ar muiañ er geriadurioù. Ha menegiñ an daou, Gwenrann ha Gwerrann, er pennad, evel-just, hep lavaret e vefe gwelloc'h an eil eget egile. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 9 Ebr 2020 da 15:57 (UTC)
::: Trugarez evit da respont ha ne'm boa ket gwelet ([https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:J.C_EVEN&action=edit&section=23]). Mard eo mat dit e kinnigan distreiñ d'an titl orin, Gwenrann, an hini a gaver ar muiañ er geriadurioù. Ha menegiñ an daou, Gwenrann ha Gwerrann, er pennad, evel-just, hep lavaret e vefe gwelloc'h an eil eget egile. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 9 Ebr 2020 da 15:57 (UTC)
::::Adwelet em eus un tamm an diplegadennoù a-ziwar an daou stumm, rak kavout a raen ez aent un tamm re bell ganti. Ne ’m eus skrivet na « gwelloc'h » na « gwashoc'h » er pennad, implijet em eus an anvioù-gwan « hengounel », « istorel » hag « adaozet » hepken. E gwirionez em eus poan o kompren perak ne vez ket doujet muioc'h stummoù hengounel hag istorel an anvioù lec'h, met sur a-walc'h n’eo ket evit hemañ ez eo bet graet an dibab gwashañ. Bremañ em eus lavaret ma soñj ivez, neuze e c'hallit adenvel ar bajenn m’ho peus c'hoant, ne stourmin ket evit an dra-se. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 10 Ebr 2020 da 21:18 (UTC)

Stumm eus an 10 Ebr 2020 da 21:19

For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Baleer, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Baleer. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Benoni 19 Meu 2007 da 00:03 (UTC)[respont]

Ma sellfes ouzh ar pennadoù a zo er rummad:mojennoù Hellaz (hep menegiñ re ar rummad:Inizi Bro-Skos hag un 20 all bennak), e welfes e vez lakaet, er wikipedia-mañ evel er re all, an anvioù (tud pe broioù, kêrioù, inizi, ha me 'oar) hag an troidigezhioù anezhañ e deroù pep pennad. Skouerioù: Ìle, Herakles, Ras Nouadhibou. A galon. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2009 da 12:31 (UTC)[respont]
Gwir eo ne 'm boa ket sellet doc'h ar pennadoù-se. Me a gave genin ne oa ket dav lakaat ar seurt troidigezh-se e razh ar pennadoù, dre ma vez kavet er rubrikenn "E yezhoù all" c'hoazh. Graet e vez mod-se evit an holl anvioù divoutin neuze ? N'eo ket anat din gouiet betek peseurt poent monet, rak anavezetoc'h eo ar galleg eget ar brezhoneg evit ar lodenn vrasañ ag ar vrezhonegerion. Baleer 9 C'hwe 2009 da 14:01 (UTC)[respont]
N'eus forzh. N'haller ket anavezout ar boazioù kozh pa zegouezher a nevez, mat e vez kemm anezho a-wechoù, met ur boaz mat eo hennezh a gavan. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2009 da 14:07 (UTC)[respont]
N'ouian ket hag-eñ eo gwelloc'h an doare-se just a-walc'h. Klasket e vez e galleg pa ne vez anavezet nemet an anv gallek, 'm eus aon. Hag evit tremen d'ur yezh arall emañ ar gwikiliammoù. Drol e kavan menegiñ ar galleg atav pa vez klasket titouroù e brezhoneg. Baleer 9 C'hwe 2009 da 14:18 (UTC)[respont]
*Evit kemm an doare ober, gra da ginnigoù d'an holl en davarn: estroc'h 'vidon zo er vroig-mañ.
*Setu ma zamm ali: liesyezhek eo ar bed, ha n'eo ket brezhonek hepken. A-wechoù e vez arabek an anvioù, hag e Breizh e c'hoarvez e vijent e galleg: L'Hermitage, Waroc'h, e-touez re all. Ne vir ket a sevel pennadoù brezhonek db anvioù gallek (Pierre, Jean) pe saoznek ( John, James, ), pe spagnolek (San Pedro), evel e kement gwikipedia zo.
*Ur skouer (etre nouspet kantmil all ) eus pet stumm a roer d'un anv er wiki saoznek: [[1]]. A galon. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2009 da 16:46 (UTC)[respont]
Nend on ket é stourmiñ evit ma ne vehe nemet ar brezhoneg er bed pe àr Wikipedia, tamm erbet. Mat eo menegiñ ar ger er yezh orin, e ne vern peseurt yezh e vehe, a soñj din. Hogen, souezhet e vehen é teskiñ e vehe gallek gwrizienn ar ger Waroc'h, Waroch, pe Warok, evel ma vez kavet a-wezhioù. Poellek eo lakaat hec'h anv gallek d'ur rouanez c'hall evel Frédégonde, hag hec'h anv e latin, Fredegundis, ivez, pa ne veze ket komzet galleg c'hoazh en amzer-se. Mes emichañs n'eo ket pal Gwikipedia bout ur geriadur liesyezhek. Baleer 9 C'hwe 2009 da 18:11 (UTC)[respont]
'M eus aon e c'hellehe bout an talbut-mañ difin. Ne vimp ket lakaet a-du sur a-awalc'h. Pa 'm bo amzer klaskin goulenn soñj an implijerion arall en Davarn, marse. Ne gavan ket eo Waroc'h gallek-tre, rak n'eo ket ar c'h ur lizherenn c'hallek. Troet e vez da ch e galleg peurliesañ. Ne 'm eus ket klevet komz ag istor ar paotr Caradec, mes ma fell dezhoñ sinañ e doare-mañ-doare, e afer an hini eo, a soñj din. Estroc'h evit anvioù frankek ' zo bet gallekaet. Jean-Sébatien Bach ivez, da skouer. An anvioù divoutin, evel an anvioù boutin, ne chomont ket digemm atav. Gwezh-a-vez e kemmont goustatoc'h zoken. E-mod-se emañ evit ar brezhoneg ivez, a gav din. Baleer 9 C'hwe 2009 da 19:58 (UTC)[respont]
Gwir a lerez : n'eo ket gallek an anv Waroc'h, ha ma n'eo ket sklaer e vo sklaeraet. Met n'eus nemet e galleg e vez graet gant ar stumm brizhvrezhonek-se. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2009 da 23:51 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Setu m'emaon o paouez kregiñ er pennad diwar-benn Coragyps atratus. M'ho peus c'hoant da deuler ur sell... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Mae 2015 da 10:17 (UTC)[respont]

Urubued

Gwelet em eus ho poa krouet ar pajennoù Coragyps atratus, Cathartes aura ha Cathartes burrovianus hag ho poa kemmet urubu. Perak ne rit ket gant an anvioù a gaver war TermOfis, pa ne gaver anv all ebet e brezhoneg ? Marteze e vefe mat gwelet en em lakaat a-du gant Trec'hlid mitonet (kaozeal) ivez, rak adlakaet en deus an anvioù-se war ar bajenn Cathartes. Baleer 28 Eos 2015 da 00:50 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez, Gwelet ho peus em boa krouet ar bajenn Coragyps atratus (ha Cathartes aura, Cathartes burrovianus da-heul), pezh am boa skrivet deoc'h d'ar 1 a viz Mae kement ha kenlabourat ganeoc'h... Perak n'em boa ket graet gant an anvioù a gaver war dTermofis, emezit-hu ? Poellekoc'h em boa kavet kregiñ gant an anvioù skiantel eget fiziout en dave nemetañ am boa kavet d'ar c'houlz-se, ken aes ha tra. N'em eus takenn da rebech da dud a-vicher Ofis Publik ar Brezhoneg, met traoù iskis a gaver war dTermofis a-wechoù, evel skoul Reünion e-lec'h skoul ar Reünion da skouer... Ma kav deoc'h ez eo fizius a-walc'h ar gerioù urubu du, urubu penn ruz hag urubu penn melen, grit gante hardizh, ne ran ket forzh : bremañ ne deuan ket ken alies-se amañ ha se zo kaoz ne oan ket kroget gant ar pennad Cathartes melambrotus. Ne fell ket din lâret tra diwar-benn doareoù an implijer Trec'hlid mitonet... Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 28 Eos 2015 da 07:54 (UTC)[respont]
Savet em boa ma goulenn pa 'm boa gwelet ho kerig. Pell a oa ne oan ket deuet amañ, evel a gomprenoc'h. Hag ho tigarez ma ne oa ket avizet mat ma c'huzul ; n'anavezan ket doereoù an implijerien, met ne gavan ket fall klask en em glevet pa labourer war an hevelep pajennoù. Traoù a-dreuz a gaver e pep lec'h. Amañ e vez graet gant an anvioù laboused diouzh labour prizius Pêrig Herbert, hogen sius eo implij ar ger «bultur» a gaver e-barzh Anvioù laboused Europa. Kemmañ a rin ar bajenn Bultur dizale, ha reiñ a rin displegadennoù e korf ar pennad, pe e pajenn ar gaozeadenn. Baleer 28 Eos 2015 da 20:35 (UTC)[respont]
Demat deoc'h, Ma digarezit : ne oan ket evit respont deoc'h dre n'edon ket er vro evit an deizioù. A-du on ganeoc'h penn-da-benn pa venegit ar c'henlabourat "war an hevelep pajennoù". Diaes e oa din ober dave da labour Pêrig Herbert er pennadoù am boa graet war o zro o vezañ na oa ket e oberenn(où) em c'herz, siwazh din... :-( Reizhit hardizh ar pezh a gavfet gaou ; ar reolenn an hini eo. Deoc'h da c'hoût : graet ma soñj, un nebeud sizhunvezhioù 'zo, chom hep delc'her da vagañ pennadoù amañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gwe 2015 da 13:49 (UTC)[respont]

Pennlizherennoù

Salud dit. Evit a sell ar pennlizherennoù en anvioù laboused em boa graet hervez boaz an evnoniourien, a gaver da skouer el levr "Atlas des oiseaux nicheurs de Bretagne", hag a vez heuliet ivez er Wikipedia gallek (da sk. fr:Urubu à tête rouge, arroudenn amañ izeloc'h), ur boaz (ar)skiantel an hini (a zegouezh gant un holloueziadur), n'eo ket ur boaz lennegel, evel-just. Evit a sell "gup/bultur" e respontin diwezhatoc'h, pa'm bo muioc'hik a amzer. A galon.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Eos 2015 da 11:54 (UTC)[respont]

Le Sarcoramphe roi et l'Urubu noir ne possèdent pas les habiletés olfactives de l'Urubu à tête rouge et suivent ce dernier jusqu'aux carcasses. L'Urubu à tête rouge arrive soit le premier à la carcasse, soit en même temps que le Grand Urubu ou l'Urubu à tête jaune qui possèdent également la faculté de sentir le mercaptan éthylique. Il peut concurrencer l'Urubu à tête jaune et le Grand Urubu grâce à sa taille plus imposante, mais peut lui-même être déchu par le Sarcoramphe roi, voire par l'Urubu noir, pourtant plus petit. Celui-ci fait la première entaille à la peau de l'animal mort, et l'Urubu à tête rouge ne pourra accéder à la nourriture qu'ensuite, à cause de son bec trop petit pour entailler le cuir d'animaux plus gros que lui. Il s'agit d'un exemple de symbiose entre espèces»


Setu ar pezh a gaver war ar Wikipedia gallek evit an dra-se: [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Eos 2015 da 16:30 (UTC)[respont]

Ar reolenn ne dalvez ket evit ar saozneg : [3]. Ne welan ket perak e vefe graet diouzh giz ar galleg, ha ne vefe ket graet evel e saozneg. Sklaer e kavan an doare : ur bennlizherenn a vez lakaet d'an anvioù skiantel, ha ne vez ket lakaet hini ebet d'an anvioù boutin. Savet ez eus reolennoù evit ar brezhoneg gant unan bennak ? Baleer 31 Eos 2015 da 21:10 (UTC)[respont]
Kement-se eo reolenn ar Wiki saoznek (goude breud a gav din), met n'eo ket ar pezh a gaver gant an aozadurioù bras saoznek a bled gant an evnoniezh, evel Birdlife, IOC, an aozadur pennañ er bed, h.a.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Gwe 2015 da 08:40 (UTC)[respont]
Reolenn ar Wiki saoznek a zo bet divizet diwar arguzennoù poellet, a gav din. Displeget ez eus bet splann perak ne zere ket doare an IOC da Wikipedia. M’ho peus un tamm amzer lennit ar gerig-mañ, an hini a ya da-heul hag a echu gant ur c'hlozadur, hag an hini diwezhañ hag a grog gant «Quickly» e traoñ ar bajenn : [4]. Goude bezañ chomet etre daou e kav din e oa mat ma soñj kentañ. Baleer 2 Gwe 2015 da 09:34 (UTC)[respont]

Trugarez evit al liamm-se n'anavezen ket. Petra 'zo bet graet e brezhoneg? Heuliet e oa bet amañ er Wikipedia brezhonek labour dispar Perig Herbert gant saverien gentañ ar pennadoù. Petra 'gaver gant P. Herbert en e skridoù (Heuliad pennadoù en Hor Yezh)? Pennlizherennoù. Pennlizherennoù ivez er rummad dispar (8 levrenn) embannet gant Al Lanv (Tudual Huon & Padrig an Habask). Memes tra gant evnoniourien Breizh (Groupe ornithologique breton) en o levr kaer Atlas des oiseaux nicheurs de Bretagne, lakaet ganto an anvioù brezhonek (gwelet ar rakskrid brezhonek p.13 gant Patrick Philippon: Pennlizherennoù adarre), ha heñvel e-barzh levr hollgaer Yvon Guermeur Ornithologie en Bretagne (Palantines, 2009), pennlizherennoù c'hoazh. Mar gra an arbennigourien vrezhonek hag evnoniourien Breizh evel-se, ne welan ket kaer perak ne vefe ket graet evelto.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gwe 2015 da 15:34 (UTC)[respont]

Komprenet em eus a-walc'h ez eo boaz an evnoniourien hag ho peus heuliet ar boaz-se. Hogen, ar pezh am eus klasket gouzout n’eo ket tre perak ho peus graet evel-se, met kentoc'h pehini eo an doare d’ober a zere d’ar Wikipedia vrezhonek. Ha da ’m soñj n’eo ket an hini a zifennit amañ.
1. Ne heuilh ket ar boaz-se reolennoù ar reizhskrivadur. Ne vez ket graet evel-se e-barzh TermOfis da skwer nag e-barzh ar geriadurioù, evel Geriadur brezhoneg (An Here) pe Dictionnaire français-breton gant Martial Ménard (Palantines) evit ar brezhoneg, hag evel Le trésor de la langue française (gant ar CNRS) evit ar galleg.
2. Un holloueziadur hollegour eo Gwikipedia, rak-se e tere outañ reolennoù reizhskrivadur an holl. Drol e vefe kaout reolennoù disheñvel diouzh danvez ar pajennoù evit heuliañ boazioù ar vicher-mañ-vicher.
3. Dav eo intent n’eo ket gwall anavezet boaz an evnoniourien er-maez eus bed an evnoniezh, hag al lodenn vrasañ eus implijerien ar Wikipedia n’int ket evnoniourien. Souezhet e vo un toullad mat anezhe gant ar pennlizherennoù-se neuze. Distroet e vo o evezh diouzh an danvez e teuont da glask, ha lod anezhe a gemmo anezhe pa soñjo dezhe e oant bet lakaet dre fazi, evel am eus-me graet, hag evel a zo bet graet e-pad nav bloaz war ar Wikipedia saoznek.
4. Lakaet e vez ar bennlizherenn gant an evnoniourien pa dalvez an anv a implijont kement hag an anv skiantel. Evel-se e lakaont un anv dreist ar re all evit an evned o deus meur a hini. Pa gaver anvioù disheñvel evit un evn e c'hell an implijerien implijout hini pe hini war Wikipedia. Spered an holloueziadur-mañ a zo chom neptu, ha neket lavaret peseurt anv a ranker implijout na lakaat un anv da vezañ trec'h war ar re all.
Baleer 3 Gwe 2015 da 11:20 (UTC)[respont]
Unan eus pennaennoù ar wikipedia brezhonek, evel an holl wikipedioù all, eo n'eo ket ur geriadur [5], ar Wikeriadur a zo aze evit se. Un holloueziadur an hini eo. Pep danvez a c'hall kaout e duioù, e blegoù... Nevez 'zo ez eus bet anv amañ eus reolennoù ardameziñ a zo disheñvel war boentoù 'zo diouzh hini ar yezh voutin (disheñvelout an araogenn "e" diouzh an anv-perc'hennañ "e" da sk.). Evel-se emañ kont. E galleg e skriv an holloueziadurioù rougegorge ha pic vert, pa ra ar geriadurioù gant rouge-gorge ha pivert. Er yezh voutin e ra tud zo gant "gwennili" evit ar glaouered, pa n'o deus netra da welet an eil gant egile evit ar skiant. El lennegezh, er rannyezhoù… hag eleze er geriadurioù e c'haller en em gavout gant an implijoù-se, roll ar geriadurioù an hini eo, n'eo ket hini an holloueziadurioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 15:20 (UTC)[respont]
Evel-just n’eo ket ar Wikipedia vrezhonek ur geriadur. Sellet em eus pizh ouzh ar bajenn ho peus kaset din evelkent : komz a ra eus ar pennadoù a dalvezfe da dermenañ ur ger hag eus pennadoù a ziplegfe ur reolenn yezhadur. Hogen ne ’m eus ket lakaet ar gaoz war an traoù-se. Ne ’m eus ket lennet ne vefe ket ar geriadurioù hag ar yezhadurioù daveoù evit ar reizhskrivadur, ar yezhadur hag al lizherennerezh. Ne ’m eus ket lennet ivez e vefe arabat menegiñ an anvioù heñvelster.
Ar Wikipedia c'hallek hag ar Wikipedia saoznek n’int ket geriadurioù ivez. Hogen, an implijerien a labour warne a oar delc'her kont eus ar pezh a lavar ar c'heriadurourien (s. o. penaos eo bet anvet ar bajenn fr:Rouge-gorge) ha reiñ an anvioù popl ha rannyezhel ivez (s. o. fr:Hyacinthoides non-scripta ha en:Turkey vulture). Mat eo evit an implijer kavout ar spesad a glask dre an anv a anavez-eñ. Mar bez diresis an anv-se e c'heller e lavaret e korf ar bajenn ha krouiñ ur bajenn adkas, evel evit fr:Bouton d'or. Mar bez arveret spesadoù a bep seurt gant an anv e c'heller krouiñ ur bajenn disheñvelout, evel evit fr:Poule d'eau (homonymie)
Dre vras, ne vez ket lakaet pennlizherennoù war al loened, war a welan war [6] ha [7]). Al loenoniourien n’int ket evnoniour ne lakaont ket pennlizherennoù war anvioù an evned ivez, war a welan war ar rannbennad 5.2 en dezenn-mañ : [8]).
Evit ar reolennoù a zo bet anv anezhe (evel an araogenn «e» hag an anv-perc'hennañ «e») n’eo ket gwall sklaer hoc'h arguzenn evidon, rak n’ouzon ket ar pezh a zo bet lavaret ha divizet war ar poentoù-se. Kasit liammoù din.
Baleer 3 Gwe 2015 da 21:35 (UTC)[respont]
Mar sellez e-barzh embannadurioù brudet Delachaux & Niestlé, un ti-embann suis hag a ra levrioù dave war ar skiantoù naturel, da skouer "Guide complet des mammifères de France et d'Europe" e weli e lakaont ingal pennlizherennoù evit ar bronneged. Da skouer: «Cerveau parasité par un nématode inoffensif pour lui, mais mortel pour l'Elan, le Renne et peut-être le Cerf noble.» (p.208), pe sklaeroc'h c'hoazh: «…prédateurs tels qu'Autour, Hibou grand duc, Grand corbeau, Martre, Renard roux), pour les adultes : Renard roux, chiens errants, Aigle royal.» (p.326).
Heñvel eo e saozneg. An embanner Collins, anavezet mat ivez evit e sturlevrioù dwb Skiantoù an Natur, a laka pennlizherennoù ivez. Ar reolenn eo e-barzh The Mammals of Britain and Europe da skouer: «The Brown hare is considerably larger than the Rabbit.» (p.144). Heñvel gant an embanner Hamlyn (Country Life Guides), evit ar gwez (The Hamlyn Guide to Trees of Britain and Europe).
Evit al liamm evit ar bajenn gaozeal war an ardamezouriezh, gwelet amañ ([9]).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Gwe 2015 da 18:54 (UTC)[respont]
Ma ! Diskouezet ez eus bet splann er c'hemennadennoù kent e vez implijet ar bennlizherenn gant lod, ha ne vez ket gant lod all. Ar gwellañ tra d’ober eo heuliañ ar reolennoù reizhskrivadur ha lizherennañ a dalvez evit an holl neuze, dreist-holl pa n’eus pajenn ebet a zisplegfe e vefe dav ober en ur mod all war ar Wikipedia vrezhonek.
War pajenn ar gaozedenn ho peus meneget e welan e oa bet divizet implijout « en » e-lec'h « e » ganeoc'h-c'hwi o-unan (!)... Met kalz ne vern : n’eo ket eus lizherennañ pe eus reizhskrivadur eo a zo kaoz aze, met eus implij ur stumm rannyezhel.
Baleer 5 Gwe 2015 da 00:51 (UTC)[respont]
Degaset em eus war wel a gav din e vez graet gant pennlizherennoù gant an aozadurioù hag an tiez-embann pennañ ha siriusañ, koulz er bed, e Breizh, hag e bed ar brezhoneg evit an evnoniezh, da vihanañ. Perak ne rafe ket evelto an holloueziadurioù brezhonek? Goude-se, evit a sell ar Wikipedia, hemañ a c'houlenn e vont en-dro kenemglev ha kendiviz etre e implijerien.
Ardamezouriezh: Adlenn mat ar pezh am boa skrivet. Ne raen nemet degas da soñj ar pezh a veze displeget el levr dave (eus ar bloaz 1965) degaset gant un implijer all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gwe 2015 da 06:39 (UTC)[respont]
E Breizh e kaver an daou zoare d’ober gant Bretagne vivante ornithologie, ha «vanneau huppé, gravelot à collier interrompu, pipit farlouse, alouette des champs et traquet motteux» hep pennlizherenn war Bilan des rencontres ornithologiques bretonnes 2014 (p. 11).
Gant un aozadur etrevroadel evel an hini anvet Confédération ornithologique mondiale e kaver anvioù hep pennlizherenn ivez : «Le diamant long queue est caractérisé par un dessin particulièrement sobre» (pdf enlinenn war [10], p. 4), «caractéristique des sizérins flammés» (pdf enlinenn war [11], p. 26).
Graet em eus un enklask Google gant ar gerioù «thèse» hag «ornithologie», hag en dezenn gentañ am eus kavet e stumm pdf (eil disoc’h an enklask), Rôle des oiseaux marins tropicaux dans les réseaux trophiques hauturiers du sud-ouest de l’océan Indien, e lennan «1.3.3- La sterne fuligineuse (Sterna fuscata, Linné 1766)» hep pennlizherenn en daolenn ha «la sterne fuligineuse (Sterna fuscata)» hep pennlizherenn en destenn ivez (p. 37).
Da ’m soñj n’eus ket ezhomm da reiñ skwerioù ouzhpenn. Lakaet ez eus bet war-wel e vez arveret anvioù an evned hep pennlizherenn ivez e gwirionez e bed an evnoniezh koulz e Breizh hag en tu all. Dister e kavan stourm evnoniourien zo evit o fennlizherenn, rak n’eo ket ar bennlizherenn a laka ul labour da vezañ sirius, met an danvez a gaver ennañ.
Ardamezouriezh: ho tigarez ma n’on ket bet sklaer a-walc’h. Setu ar pezh a felle din lavaret: divizet ez eus bet implijout «en» e-lec'h «e» war ar Wikipedia-mañ ganeoc'h-c'hwi o-unan. Ne felle ket din lavaret ne oa diazezet an diviz-se war netra, na reiñ un ali aziwarnañ pa oamp o treiñ diwar hor c'haoz.
Baleer 7 Gwe 2015 da 07:26 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket mat-kaer ar skouerioù hag al liammoù a roez: er "Bilan des rencontres ornithologiques bretonnes 2014" e welan pennlizherennoù dre vras (p.8 etc.). Evit a sell an aozadur COM, an dra-se 'zo saverien evned, petra da welet gant an evnoniezh? Ha mar sellez mat e skrivont n'eus forzh penaos, ha gant pennlizherennoù n'eus forzh pelec'h en o fichennoù: Tarin des Aulnes, Arlequin Portugais...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 08:38 (UTC)[respont]

Me a gav sklaer ar pezh am boa skrivet pa ’m boa roet deoc'h an arroudenn ha niverenn ar bajenn ma kaver anezhi, ha pa ’m boa lavaret c'hoazh e vez kavet an daou zoare d’ober gant Bretagne vivante ornithologie. COM a dermen ar skwerioù evit ar rummoù evned en ur sellet ouzh kemmoù o gen. Meur a skourr he deus an evnoniezh ha n’emaomp ket amañ evit barnañ anezhe. Bremañ n’emaon ket o vont d’ober ur roll eus an aozadurioù hag al labourioù (levrioù, tezennoù ha kement zo) hag a ra gant an doare-mañ-doare pe gant an daou. Ur c'holl amzer ha na gasfe da neblec'h e vefe. Ar santimant ’m eus ne fell ket deoc'h degemer an arguzennoù a zo kontrol d’an disoc'h ho peus c'hoant da gaout. Da ’m soñj hon eus graet tro ar gudenn, ha ne gav ket din ez eus bet kalz a zislavar d’an arguzennoù am eus roet a-hed ar gaoz-mañ. Ne welan diskoulm ebet nemet pediñ merourien da gaozeal amañ, dezhe da gemer un diviz (s. o. Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù). Baleer 7 Gwe 2015 da 11:05 (UTC)[respont]
N'eo ket d'ar verourien da gemer divizoù evel m'eo merket mat amañ [12], d'an implijerien an hini eo. Pledet em boa kalz war ar pajennoù a denn d'an evned er sizhunvezhioù tremen. Paouezet e oan amzer d'an c'hendiviz-mañ mont en-dro, ha kavout a ra din ez on manet seven. N'on ket bet o skarzhañ traoù evel amañ ([13]), pa'z eus lamet kuit un ditour hag a gavan-me talvoudus da reiñ da c'houzout: al liester (ma ne oa ket a-bouez-kaer evit ar pennad-mañ ez eo talvoudus-mat pa vez kemmadurioù da sk.).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Gwe 2015 da 13:45 (UTC)[respont]
Lennet em eus war ar bajenn a venegit : «Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok.» Edon o reiñ ma ali hag o lavarout deoc'h ez on asant evit ma vefe graet. Lennit ar pazennoù 3 ha 4 war ar bajenn am eus meneget em c'hemennadenn diaraok.
Liesterioù an anvioù a zo un dra a zo da glask er geriadurioù, evel o ferzhioù all (strollder, reizh ha kement zo). Hag evel ho poa lavaret uheloc'h, n’eo ket an holloueziadur-mañ ur geriadur.
Baleer 7 Gwe 2015 da 14:40 (UTC)[respont]
G.S. Ar c'hemm-se am boa graet a-raok penn-kentañ ar gaoz-mañ... Baleer 7 Gwe 2015 da 15:04 (UTC)[respont]

Salud deoc'h adarre, Ul levrig gant Claude Péridy a oa bet embannet e 1995 gant Hor Yezh, EVNED Breizh an titl anezhañ : ennañ e c'heller lenn anvioù an holl laboused skrivet hep pennlizherenn ebet. Pouezus eo notennañ e oa bet pourchaset anvioù an evned gant Pêrig Herbert ha troet ar skrid gant Divi Kervella, Olier Ar Mogn hag Iwan Kadored, izili anavezet eus Ofis Publik ar Brezhoneg... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gwe 2015 da 14:06 (UTC)[respont]

Kinnig

Poent e vefe klozañ ar gaoz-mañ. Kinnig a ran lakaat da reolenn na lakaat pennlizherenn ebet e penn-kentañ anvioù an holl loened, plant ha kement zo. Skrivet en deus Prieladkozh (kaozeal) din ur gemennadenn hag a ya war an tu-se ivez. Baleer 13 Gwe 2015 da 21:39 (UTC)[respont]

Diwar-benn da ginnig

Ar poent(ig) reizhskrivañ-se a c'houlenn da'm soñj un tamm muioc'h a studi, hag ivez un tamm doujañs evit savboent pep hini. Setu un elfennig all, en alamaneg e reont gant pennlizherennoù ivez en degouezh (n'eo ket hepken evel-just evit an anvioù-kadarn, pa'z eo ar reolenn er yezh-se skrivañ kement anv-kadarn gant ur bennlizherenn, met ivez an anvioù-gwan, an anvioù-gwan-verb, en enep d'ar reolenn voutin: «Adjektive und Partizipien werden auch dann großgeschrieben, wenn sie Bestandteile von Berufsbezeichnungen, Dienststellungen oder Titeln oder von Klassifikationseinheiten der Botanik, der Zoologie oder von Fahrzeugtypen sind bzw. wenn sie innerhalb konventionalisierter Bezeichnungen auftreten.» (gwelet amañ).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Gwe 2015 da 09:37 (UTC)[respont]

Doareoù-skrivañ a zo evit pep yezh. Hogen, boazioù ar brezhoneg eo a vefe da sellet oute dreist-holl. Gwelet hon eus penaos e vez graet er geriadurioù brezhonek. Gwelet hon eus ivez ez eus meur a zoare d’ober e Breizh, evel e lec'hioù all. Gwelet hon eus c'hoazh ez eus skridoù arbennik a zouj da labour ar c'heriadurourien e brezhoneg ivez. Ober ur studiadenn glok evit pep yezh a vefe ul labour dreist-penn. Ne gomprenan ket tre ar pezh a vank deoc'h evit klozañ e gwirionez. Ha chomit a sav, me ho ped, gant ho rebechoù, ne sikourint ket da vont war-raok. Baleer 14 Gwe 2015 da 15:29 (UTC)[respont]
Pennlizherennoù ivez e kembraeg (koulz war wiki ar gembraegerien (da skouer cy:Pioden) ha gant ar "Welsh Ornithological Society". Geriadurouriezh ha termenadurezh a zo daou dra disheñvel paneveken. Kavout a ran gwelloc'h heuliañ skouer Perig Herbert en e skridoù, ha mont da heul ar yezhoù bras, an arbennigourien hag an aozadurioù ha tiez-embann pennañ war an dachenn-se, ha lakaat ar brezhoneg a-live ganto, ha degas dre-se un dra bennak ouzhpenn d'ar re a glask tapout deskamant dre hor yezh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Gwe 2015 da 09:42 (UTC)[respont]
N’eus ket anv amañ nag eus ar mod m’eo savet an termenoù nag eus o zermenadurioù, met eus implij ar pennlizherennoù, da lavaret eo eus lizherennerezh ha neket eus termenadurezh. Sur a-walc'h n’eus ket bet skrivet kalz e brezhoneg a-ziwar an dra-se, met displegadennoù a gaver e saozneg avat, evel «typography is a matter of editorial style and tradition not of nomenclature.» (International Code of Nomenclature for algae, fungi, and plants, Intl. Botanical Congress, Intl. Assn. for Plant Taxonomy, 2011, «Preface»). Evit gwellaat live ar pennadoù n’eus nemet magañ anezhe, ha n’eo ket un afer a bennlizherennoù. Ma soñjit e tegaso un tamm deskamant, e c'helloc'h displegañ boazioù an evnoniourien hag ar vevoniourien all e korf ur pennad, evel Lizherennerezh pe Bevoniezh.
Bez’ ez eus studiadennoù eus ar siriusañ hag a ra gant anvioù hep pennlizherenn. Evit ar saozneg, yezh skwer ma’z eo, sellit ouzh Journal of Avian Biology ha Ornithological Society of New Zealand. Anat eo n’eus liamm ebet etre live ur studiadenn hag ar pennlizherennoù deroù en anvioù ar spesadoù. Ha ne zegasfe ket kalz a dra reiñ skwerioù evit ar yezh-mañ-yezh.
Ar boaz a fell deoc'h lakaat amañ da reolenn evit an evned, hag evit an holl spesadoù all moarvad, n’eo nemet hini evnoniourien zo ha bevoniourien all zo. Hogen e heuliañ pe chom hep e ober a zo un dibab embann hag a vez graet evit an oberennoù arbennik war an evnoniezh pe ar vevoniezh. Evit ar re all e vez graet hep ar pennlizherennoù deroù, hag an holloueziadur-mañ n’eo ket unan anezho. Plediñ a ra gant kalz traoù all. Skwerioù a gaver war bajennoù gouestlet d’an evned zoken ; sellit ouzh «sevenadur» er pennad «kondor an Andoù» e brezhoneg, ouzh «Le pygargue dans la culture amérindienne» er pennad «Pygargue à tête blanche» e galleg, ouzh «Cultural depictions» er pennad «Common raven» e saozneg. Lakaat ar bennlizherenn da reolenn en holloueziadur-mañ a dalvezfe neuze e vefe heuliet ur boaz e kenarroudoù ma n’eus ket anezhañ.
Baleer 16 Gwe 2015 da 21:41 (UTC)[respont]

Ur skouer eus ul labour a-feson kaset da-benn war ar poent-se a c'halli kavout el levr "Atlas des Amphibiens et Reptiles de Bretagne" embannet gant Breizh Vev-SEPNB (2014) ennañ ur rann "Croyances et prégugés" mar kaver kredennoù pobl, h.a., kement-se 'ta ouzhpenn ar rannoù (ar)skiantel rik, ha gwelet gant pegement a boell ez eo doujet da dalvoudegezh an anvadurioù, hag ar splet a c'haller tennañ eus implij ar pennlizherennpù pe get.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gwe 2015 da 13:29 (UTC)[respont]

An oberennoù war al loenoniezh pe al louzawouriezh a c'hell mont en tu all eus ar skiant a bledont ganti a-wezhioù, chom a reont oberennoù arbennik. An holloueziadur-mañ n’eo ket unan anezho ; hollegour eo-eñv. Baleer 18 Gwe 2015 da 16:25 (UTC)[respont]
N'emaon ket a-du gant da savboent, un holloueziadur en deus da zegas gouiziegezh er gwellañ doare. Hag un eston eo evidon gwelet ac'hanout, diouzh un tu, o tifenn mort reolennoù sonn hag hengounel war dachenn al lizherennaouiñ, hag o tamall ac'hanon d'ober gant stummoù rannyezhel, ha diouzh an tu all gwelet ac'hanout oc'h ober gant furmoù evel "skwer", "eñv", "moarvad"... ha n'int ket degemeret er genyezh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 21 Gwe 2015 da 09:37 (UTC)[respont]
Ne ’m eus ket roet ali ebet a-ziwar ar stummoù rannyezhel er pennadoù. Ha ne vern penaos n’emaomp ket o sevel ur pennad amañ. Padal e kavoc'h « skwer » gant Yann Gerven e-barzh Ya ! pe e-barzh geriadur gwer Favereau (e peurunvan), da skwer... E-barzh an hevelep geriadur e kavoc'h « eñv » e-kichen « eñ ». Ho tigarez, me ho ped, evit ar fazi am eus graet pa ’m boa skrivet « moarvad » e-lec'h « moarvat ».
Ar pennlizherennoù ne zigasont ket gouiziegezh, n’eo aze nemet un dibab reolennoù. Sellit ouzh « Biologie des populations animales et végétales » gant Claude Henry, Dunod (2001) hag e kavoc'h reolennoù boaz al lizherennerezh ivez : « La chouette de l'Oural (Strix uralensis) », « le pic épeiche (Dendrocopos major) ». E-barzh Interactions durables gant Claude Combes (Éditions Masson, Collection Écologie, 1995) c'hoazh : « Corvus corone (corneille noire) », « la mésange charbonnière »... Meur a zoare d’ober a zo e bed ar vevoniezh. Ha war a seblant e vez graet muioc'h-mui hep ar pennlizherennoù. Baleer 22 Gwe 2015 da 14:46 (UTC)[respont]

Gup/Bultur

Adsellet em eus ouzh skrid P. Herbert en Hor Yezh. Evidon-me eo diarvar, ha mont a ra tre-ha-tre gant an hentennoù labour displeget gantañ en niv. 188. Evit ar yezh (ar)skiantel, hervez e lavar, n'eo ket bezañ "bultur" ha "gup" ar memes tra. N'haller ket reiñ anvioù heñvel da gerentiadoù ken disheñvel. Ur "golvan-aod" n'eo ket ur golvan, n'eo ket ur golvaneg zoken; ur "voualc'h-dour" n'eo ket ur voualc'h, ha n'haller ket o implijout evel-se er yezh (ar)skiantel. Er c'hontrol, ar yezh pemdez, al lennegezh… a ra ar pezh a gar war an dachenn-se.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Gwe 2015 da 15:43 (UTC)[respont]

Mat eo ober gant an termenadurioù skiantel, ne ’m eus ket lavaret ar c’hontrol. Implijoù all an anvioù a c'heller menegiñ ivez evelkent. Baleer 4 Gwe 2015 da 07:15 (UTC)[respont]

Pennlizherennoù

Demat deoc'h, Ha goût a rit e c'hallit goulenn ali an implijerien all diwar-benn ar c'hraf-mañ dre ur votadeg ? Marteze un doare da lakaat naetaat an tour-iliz hep brallañ ar c'hleier... :-)--Prieladkozh (kaozeal) 22 Gwe 2015 da 16:26 (UTC)[respont]

Rakverb

Salud ! Faziet e oan : e Lavar 08 (embannet e 1992) an hini em boa kavet "rakverb" ha n'eo ket e Lavar 09. E geriadur Gregor e lenner, p. 14 : ADVERBE Rag-verb, Rhagverv. Ouzhpennet em eus kement-se er pennad. Ha tennet em eus an dave da Wikipedia, rak Wikipedia ne c'hall ket bezañ diazezet... war Wikipedia. A galon, --Llydawr (kaozeal) 17 Meu 2017 da 23:11 (UTC)[respont]

Salud dit ! Souezhet on bet gant an doare ma veneger geriadur ha yezhadur Gregor Rostren e levrlennadurezh ar raktres ARBRES eus ar CNRS. Ar wech kentañ din gwelet ur meneg evel-se. E-barzh Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien (Al Liamm) e ranker klask "Grégoire" ha n'eo ket "Rostrenen" evit kavout meneg eus an den e-touez tud all gant anvioù gant G. Heñvel e Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute-Cornouaille Vallée, embannet gant H. Sebille, ma lenner anv Gregor, e roll ar geriadurioù, etre hini Étienne ha hini Guillevic. Heñvel e yezhadur Favereau, pa'z eus meneg, el levrlennadurezh, eus "Grégoire de Rostrenen" etre "Grégoire A" ha "Grillo RD"... Gwelloc'h e vefe da Wikipedia ober evel ma ra an darn vrasañ eus an dud, a soñj din bepred. A galon, --Llydawr (kaozeal) 18 Meu 2017 da 21:12 (UTC)[respont]

Ho saludiñ,
Testenn italek Amañ a-us emañ stumm reizh anv ar pennad, da'm soñj, pa'z eo An Here anv an ti-embann.
A galon,
--90.32.162.135 19 Meu 2017 da 17:58 (UTC)[respont]

Adanvet em eus ar bajenn. Baleer 19 Meu 2017 da 22:31 (UTC)[respont]

Astureg

Salud dit ! Gwelet 'm eus 'peus cheñchet un tamm an notenn am boa lakaet er pennad Astureg. N'ouzon ket petra eo soñj tud Al Liamm, met sur on e ra Gwenael Emelyanoff e-unan gant ar ger "astureg". Anavezout a ran an den ha gant ar ger-se e ra. Amañ e kavi ar ger "astureg", skrivet gantañ ivez (nemet e soñjfe dit eo bet skrivet gant Aurelio González Ovies ? ;-)). Klask a rin daoust ha skridoù all zo bet skrivet gantañ gant ar ger-se enno. Adlakaat a rin an notenn en he stumm kentañ, rak evel m'emañ n'eo ket splann e vez implijet ar ger gant G. Emelyanoff, ur brezhoneger hag a oar diouzh ar yezh-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 16:06 (UTC)[respont]

Mat-tre. N'on ket sur e vefe ur "soñj" bennak war an astureg gant "tud Al Liamm", lakaomp e oarfent un tamm astureg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Ebr 2017 da 18:11 (UTC)[respont]
Trugarez evit al liamm ur wezh ouzhpenn ! Ganin-me e oa bet lakaet an notenn-se er pennad diwar ar pezh en doa skrivet Llydawr war ar bajenn-mañ, met ne vern ket kalz. Adlakaet em eus an deiziad evelkent, rak an dra se a vez graet. Baleer 6 Ebr 2017 da 00:13 (UTC)[respont]

Pontkaleg

Richelieu, a oa kardinal, ne oa ket eus Richelieu, ha ne oa ket e anv-tiegezh. Alies e c'hoarveze e-touez an dud uhel, hag a gemme o anv , me 'gred, hervez an titl a blije dezho ar muiañ, an titl uhelañ peurvuiañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2019 da 14:10 (UTC)[respont]

Gwir. Gwelloc'h e kavan an anv nevez memestra. War an hevelep patrom eo savet an titl Markiz Sade. Baleer (kaozeal) 11 C'hwe 2019 da 14:24 (UTC)[respont]

Community Insights Survey

RMaung (WMF) 9 Gwe 2019 da 16:18 (UTC)[respont]

Reminder: Community Insights Survey

RMaung (WMF) 20 Gwe 2019 da 19:47 (UTC)[respont]

Salud dit ! Kavout a ra din out aet un tamm buan o cheñch an titl-se. Mat e vefe kaout un tamm kaoz a-raok degas ur c'hemm. Pa seller ouzh istor ar pennad e weler e oa bet kemmet an anv-lec'h e miz Genver 2018 gant un den dizanv ([14]). Din da c'houzout eo ar stumm "Gwenrann" a gaver e pennadoù all, evel Brezhoneg Gwenrann da skouer. A galon, --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 11:07 (UTC)[respont]

Abaoe ouzhpenn daou vloaz m’eo skrivet « Gwerrann » er pennad n’eus ket bet den ebet o lavaret e kave abeg en anv-se. Me soñje din e oa bet kendrec'het ar re a gemer perzh en holloueziadur-mañ gant ar pezh a zo displeget er pennad neuze. N’on ket bet o klask pelloc'h ha ne ’m boa ket c'hoant da lakaat freuz. A-hend-all e kaver « Bro-Gwerrann » ha « Gwerrann » er pennad Dañvad lanneier Breizh ivez. Baleer (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 11:58 (UTC)[respont]
Ouzhpenn 60 000 pennad zo, ha daou lagad hepken gant pep labourer. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 14:33 (UTC)[respont]
Morse n'em eus klevet "Gwerrann", deus pelec'h e teu ? Gwen-rann a vez graet gant an holl dud, bro an holen hollvrudet.--Arko (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 15:07 (UTC)[respont]
Sell ouzh ar pennad: hag e weli eo anavezet an daou anv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 15:14 (UTC)[respont]
Ha ma vank mammennoù deoc'h c'hoazh, taolit ur sell aze, hag e kavoc'h an daou stumm : Gwenrann-Gwerrann e Devri. Testeniekaet eo Gwerrann e gwenedeg, koulz hag er genyezh dindan pluenn Yeun ar Gow. Baleer (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 15:24 (UTC)[respont]
Dedennus eo ho liamm. Gant Martial Ménard eo bet savet ? Drol eo peogwir e skriv Gwenrann en e c'heriadur paper a zo ganin. Ne gomzan ket gwenedeg, setu perak ne ouien ket ar stumm-mañ. O vezañ m'eo ar brezhoneg yezh ar Wikipedia-mañ, ha n'eo ket ar rannyezh wenedek, e kavan poellek chom gant Gwenrann. Ma ali n'eo ken.--Arko (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 15:42 (UTC)[respont]
Evel ma ’m eus skrivet e kaver Gwerrann er genyezh ivez, nemet e vefe renket skridoù Yeun ar Gow gant al lennegezh rannyezhel… A-hend-all, evit a sell ouzh ar stumm lec'hel e kaver, e-barzh Le breton parlé dans le pays de Guérande gant Yves Mathelier : « Guéranek – (n. m.), Guérandais ». Baleer (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 15:54 (UTC)[respont]
Ar re a felle dezho kaout labour Martial Ménard o deus pellgarget kement pajenn a oa e Devri er penn kentañ. Bremañ eo re ziwezhat.
Un dra zo sur : deuet eo ar bajenn http://devri.bzh/dictionnaire/g/gwenrann da vezañ http://devri.bzh/dictionnaire/g/gwenrann-gwerrann
2.13.161.95 1 Ebr 2020 da 17:56 (UTC)[respont]
Trugarez evit da respont. Ne'm eus ket lavaret ne gaver ket ar stumm Gwerrann e brezhoneg. Ar pezh a lavaran eo e ranker "komz a-raok kemm". Ma "n'eus bet den ebet o lavaret e kave abeg en anv-se", kemmet daou vloaz zo, ne brou ket kalz a dra. Diskouez a ra hepken e c'hell un den degas kemmoù hep ma vefe taolet evezh gant tud all, kement a bennadoù zo bremañ. Ar stumm Gwenrann a seblant din bezañ ledet-mat. Reizh eo ober anv eus ar stumm all Gwerrann er pennad, met direizh e vefe tevel war Gwenrann, hag a gaver er pennadoù Kanton Gwenrann, Feur-emglev Gwenrann, brezhoneg Gwenrann... Reolenn Wikipedia eo ober diouzh ali an darn vrasañ eus an implijerien. Ma savont a-du gant Gwenrann e vo ret distreiñ d'ar stumm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 16:16 (UTC)[respont]
Ne ’m eus ket rebechet netra da zen, na klasket lakaat an dud da grediñ e vije bet lavaret tra pe dra gant hini pe hini. Mat eo d’an implijerien a fell dezhe lavaret o soñj hen ober. Ha sed aze ar pezh o deus dija graet lod hag a zo deuet a-benn da gavout ar bajenn-mañ e-touez ouzhpenn 60 000 pennad. Evit a sell ouzh ma soñj-me, ne vefe ket fall menegiñ an daou stumm e penn-kentañ ar pennad, ha cheñch an urzh war-lerc'h mar bez adanvet ar bajenn. Graet em eus diouzh an aesañ ha netra ken. Ne oan e soñj nag adskrivañ ar bajenn nag ober enklaskoù war an anv-lec'h-se, na tabutal. Ur c'hwitadenn eo, anat deoc'h. Ho tigarez a c'houlennan evit bezañ bet ken her. Baleer (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 17:03 (UTC)[respont]
Trugarez evit da respont ha ne'm boa ket gwelet ([15]). Mard eo mat dit e kinnigan distreiñ d'an titl orin, Gwenrann, an hini a gaver ar muiañ er geriadurioù. Ha menegiñ an daou, Gwenrann ha Gwerrann, er pennad, evel-just, hep lavaret e vefe gwelloc'h an eil eget egile. A galon, --Llydawr (kaozeal) 9 Ebr 2020 da 15:57 (UTC)[respont]
Adwelet em eus un tamm an diplegadennoù a-ziwar an daou stumm, rak kavout a raen ez aent un tamm re bell ganti. Ne ’m eus skrivet na « gwelloc'h » na « gwashoc'h » er pennad, implijet em eus an anvioù-gwan « hengounel », « istorel » hag « adaozet » hepken. E gwirionez em eus poan o kompren perak ne vez ket doujet muioc'h stummoù hengounel hag istorel an anvioù lec'h, met sur a-walc'h n’eo ket evit hemañ ez eo bet graet an dibab gwashañ. Bremañ em eus lavaret ma soñj ivez, neuze e c'hallit adenvel ar bajenn m’ho peus c'hoant, ne stourmin ket evit an dra-se. Baleer (kaozeal) 10 Ebr 2020 da 21:18 (UTC)[respont]