Joseph McCarthy : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 6 Ebr 2020 da 09:53

Joseph McCarthy e 1954

Joseph Raymond McCarthy, ganet d'ar 4 a viz Du 1908 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Mae 1957) a oa ur politikour stadunanat a servijas evel senedour evit ar Republikaned e Stad Wisconsin etre 1947 betek e varv e 1957.

E penn kentañ ar bloavezhioù 1950, McCarthy a oa deuet da vezañ dreistbrudet evel dremm an enep-komunouriezh e Stadoù-Unanet Amerika. Aon a oa dre ar vro ma vefe gourzhtreiñ (treitourien o labourat evit an URSS). Tan en doa plantet McCarthy o embann e oa breinet ar vro gant treitourien, spierien hag harperien komunour ha soviedat er gouarnamant kevredadel, skolioù-meur, industrielezh ar filmoù ha dre vras e pep korn ar vro. Dre forzh falstamalli drouk e oa bet tamallet gant ar Sened stadunanat. An droienn "McCarthyism", krouet e 1950 oc'h ober dave da doareoù McCarthy, a vez implijet hiziv an deiz c'hoazh evit ober eus tud oc'h implij ar memes doareoù evit louzañ an dud, dreist-holl a-fed tamallañ d'an dud bezañ brogarourien fall.