Bedreuziad COVID-19 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 90: Linenn 90:


====Gwalc'hiñ e zaouarn====
====Gwalc'hiñ e zaouarn====
Gwalc'hiñ e zaouarn zo aliet groñs evit talañ ouzh ar virus. Gant ar [[Center for Disease Control and Prevention|Greizenn evit kontroliñ ha diwall diouzh ar c'hleñvedoù]] amerikan e oa bet erbedet gwalc'hiñ e zaouarn gant dour ha soavon alies, e-pad 20 eilenn da nebeutañ, drest-holl goude bezañ bet er privezioù pe ma vez lous an daouarn da vat ; a-raok mont da zebriñ ; goude bezañ streviet, pasaet pe c'hwezhet e fri. Ma n'haller ket gwalc'hiñ an daouarn diouzhtu e c'heller implijet kaod dour-alkool, gant 60% alkool ennañ da nebeutañ.<ref>{{Liamm web|url=https://www.cdc.gov/coronavirus/2019-ncov/prevent-getting-sick/prevention.html?CDC_AA_refVal=https%3A%2F%2Fwww.cdc.gov%2Fcoronavirus%2F2019-ncov%2Fprepare%2Fprevention.html|titl=How to Protect Yourself|oberour=CDC|deiziad=18.03.2020|lennet d'=29 a viz Meurzh 2020}}</ref> Erbedet eo ivez gant [[Aozadur Bedel ar Yec'hed]] chom hep touchal an daoulagad, ar fri, ar genoù ma n'eo ket gwalc'het an daouarn.<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public"/>
Gwalc'hiñ e zaouarn zo aliet groñs evit talañ ouzh ar viruz. Gant ar [[Center for Disease Control and Prevention|Greizenn evit kontroliñ ha diwall diouzh ar c'hleñvedoù]] amerikan e oa bet erbedet gwalc'hiñ e zaouarn gant dour ha soavon alies, e-pad 20 eilenn da nebeutañ, drest-holl goude bezañ bet er privezioù pe ma vez lous an daouarn da vat ; a-raok mont da zebriñ ; goude bezañ streviet, pasaet pe c'hwezhet e fri. Ma n'haller ket gwalc'hiñ an daouarn diouzhtu e c'heller implijet kaod dour-alkool, gant 60% alkool ennañ da nebeutañ.<ref>{{Liamm web|url=https://www.cdc.gov/coronavirus/2019-ncov/prevent-getting-sick/prevention.html?CDC_AA_refVal=https%3A%2F%2Fwww.cdc.gov%2Fcoronavirus%2F2019-ncov%2Fprepare%2Fprevention.html|titl=How to Protect Yourself|oberour=CDC|deiziad=18.03.2020|lennet d'=29 a viz Meurzh 2020}}</ref> Erbedet eo ivez gant [[Aozadur Bedel ar Yec'hed]] chom hep touchal an daoulagad, ar fri, ar genoù ma n'eo ket gwalc'het an daouarn.<ref name="Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public"/>


====Yec'hed an analiñ====
====Yec'hed an analiñ====

Stumm eus an 31 Meu 2020 da 07:03

Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel
Titouroù diamzeriet pe diwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a vicher war ar vezegiezh hepken a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anaoudek war ar c'hemennoù da reiñ a-fet ar yec'hed foran.
Diwar-benn Bedreuziad ar c'hCOVID-19 e 2019 ha 2020 eo ar pennad-mañ. Gwelit COVID-19 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar c'hleñved, SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz.
Red COVID-19 dre ar bed (30 Meurzh 2020)
  • ██  > 100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  10–100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  1–10 den klañv evit 100,000 annezad
  • ██  0.1–1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  0.001–0.1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  N'eus den klañv ebet disklêriet/N'eus den ebet
  • Kudennoù degaset gant COVID-19

    D'ar 1añ a viz Kerzu 2019 e stagas ur c'hleñved da redek e kêr Wuhan, e Republik Pobl Sina : ar c'hCOVID-19. Ur c'hurunviruz nevez, anvet SARS-CoV-2, a oa krog da redek dre Wuhan, kêr-benn proviñs Hubei. Meur a zen a oa bet tapet gant tanijenn skevent hep ma vefe sklaer eus pelec'h e teue ar c'hleñved. An holl pareoù implijet a oa chomet diefed. Buan a-walc'h e oa deuet war-wel e oa eus un eskemm den-den evel doare treuzkas. An niver a dud klañv a oa aet buan war gresk betek tizhout milieroù a dud e fin miz Genver 2020. Meur a vro a oa bet tapet gant ar c'hleñved ouzhpenn Sina, en Europa, Norzhamerika ha dreist-holl en Azia. Mare goradur ar c'hleñved (pa vezer kontamet betek ar c'hentañ azonoù) zo etre 2 ha 14 devezh. Gallout a ra un den klañv binimañ tud all pad ma vez klañv met ivez e-pad meur a zevezh ur wech pareet. An azonoù zo lies met an daou azon diazez eo an derzhienn uhel hag ur skuizhder bras. Goude-se e krog kudennoù gant ar reizhiad analañ, kudennoù gant al lounezh, ar reizhiad gwazhiadur. Gellout a reer mervel diwar ar c'hleñved.

    Diaes spontus eo kaout sifroù skiantel war an niver a dud klañv hag an niver a dud marvet. D'ar 1añ a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant Sina e vefe bet 361 den marvet nemetken ha 17 300 den klañv. Hervez skiantourien arbennikaet war ar c'hleñvedoù-red, e vefe e-tro 44 000 den klañv d'ar 27 a viz Genver hag e miz C'hwevrer e vefe 100 000 den klañv d'an nebeutañ, pell-tre diouzh sifroù ofisiel ar vro. [1]

    D'an 11 a viz Meurzh 2020 eo disklêriet gant Aozadur Bedel ar Yec'hed eo deuet kleñved-red Wuhan da vezañ ur bedreuziad.

    Evit ar 26 a viz Meurzh a oa bet testeniekaet ouzhpenn 522 000 den klañv gant ar c'hCOVID-19 en ouzhpenn 190 bro ha tiriad, gant 23 701 den marvet gant ar c'hleñved hag ouzhpenn 123 000 den pareet.[2]

    Doareoù

    Simptomoù[3] %
    Terzhenn 87.9%
    Pas sec'h 67.7%
    Skuizhder 38.1%
    Digraostiñ 33.4%
    Anosmiezh (koll ar c'hlevet dre ar fri)[4] 30–66%
    Berr alan 18.6%
    Poan d'ar c'higennoù 14.8%
    Gourlañchenn sec'h 13.9%
    Poan-benn 13.6%
    Krenañ gant ar riv 11.4%
    C'hoant rechetiñ 5.0%
    Stoufet ar fri 4.8%
    Dipadapa 3.7–31%[5]
    Pasat gwad 0.9%
    Drouglagad 0.8%

    Ur viruz eus familh ar grip hag ar sifern eo, kar ivez da hini ar SRAS (2003) hag d'ar gripoù H5N1 hag H1N1. Infektiñ a ra dreist-holl ar skevent. 80% eus an dud detektet o dez simptomoù bihan (terzhienn, pas) met evit ar peurrest anezho e c'hell ar c'hleñved bezañ grevus a-walc'h, betek kas unan bennak d'an ospital ma n'eo ket e lazhañ[6]. Seblantout a ra chom hep touchal ar vugale dindan 10 vloaz[3] ha seul goshoc'h an den klañv, seul zañjerusoc'h evitañ, dreist-holl ma vez klañv gant traoù all (krign-bev...). Adalek 60% e c'hell ar c'hleñved lazhañ 30% eus an dud detektet.

    Kavet e oa bet e c'hell ivez ur bern tud tapet ar viruz hep bezañ klañv gantañ. Evit doare e vije un den disimptom evit un den gant simptomoù, pezh zo e c'hell an dud disimpton kas ar viruz d'ar re all memestra.

    Gorrek eo ar viruz da gemmañ e TDN hervez enklaskoù bet graet e Sina hag en Italia[7] ar pezh a zo keloù mat evit kavet ur brec'hiadur.

    Treuzkas

    Diouer zo a vunudoù war an doare ma vez treuzkaset etre an dud. Ur studiadenn bet embannet d'ar 27 a viz Meurzh a ziskouez penaos e vez treuzkaset dreist-holl dre darempredoù tost ha takennoù halañ produet en ur streviañ pe en ur basaat[8]. Darempredoù tost a dalvez dindan ur metrad pe zaou. Takennoù halañ a vez kaset ivez en ur gaozeal, met ne seblant ket ar viruz bezañ kaset pelloc'h gant an aer.[9] Gallout a reer tapet ar viruz en ur douchal goreoù koñtaminet a-raok touchal e fri, e zaoulagad pe e c'henoù.[9]

    Evit en em wareziñ eus ar viruz e oa bet erbedet da walc'hiñ an daouarn alies, gant soavon (a zo gouest da derriñ he c'hurunenn[10]) pe gant kaod dour-alkool hag ober kement-all d'ar gorreoù.[11]

    Viruz

    Ar SARS-CoV-2 (Kleñved halañ grevus kurunviruz 2) zo ur viruz nevez kavet da gentañ e-barzh tri den tapet gant ur bneumoniezh e-liamm ouzh ar skoulmad kleñvedoù-halañ e Wuhan e Sina.[12] Dre e orin e tenn kalz eus ar c'hurunviruzoù all. Seblantout a ra ar viruz bezañ ur chimera etre daou viruz, unan boaz da iñfektiñ logod-dall, egile boaz da iñfektiñ ar pangolined.[13] Tostoc'h eo viruz ar pangolin ouzh ar SARS-CoV-2 met mankout a ra eus ur protein a laka anezhañ da vezañ gouest da vont e-barzh kelloù mab-den, evel hini al logo-dall.

    En em wareziñ diouzh ar viruz

    Erbedet eo da gentañ bezañ naet evit talañ ouzh ar viruz, da gentañ penn gwalc'hiñ an daouarn alies, chom hep touchal e zremm, e zaoulagad, e c'henoù dre vras, met dreist-holl gant daouarn lous, goude bezañ paset. Pasat pe streviañ a rankjed ober en ur mouchouer da skarzhañ, pe da nebeutañ en e ilin evit chom hep louzañ an daouarn. Ar re glañv hag a oar a rankje dougen ur meskl evit chom hep kas ar c'hleñved da dud all.[14] Erbedet eo ivez da lakaat e plas doareoù evit lakaat an dud da bellaat an eil diouzh egile (physical distancing e saozneg, pellaat sokial e brezhoneg da c'hortoz e vije studiet an term-se).[15]

    Pa oa nevez a-walc'h ar viruz e veze erbedet gant ur bern broioù chom hep beajiñ d'ar broioù pe rannvroioù tapet gant ar viruz, da lavaret eo Wuhan, Sina da gentañ penn, met dibosupl e oa deuet da vezañ heuliañ an ali-se adalek fin miz C'hwevrer 2020 abalamour ma rede ar c'hleñved un tammig e pep lec'h er bed.

    Dañjerus-kenañ eo ar viruz evit ar vedisined, ar glañvdiourien hag an dud a labour tost ouzh ar re glañv dre vras[16] hag aliet eo dezho labourat gant meskloù FFP2, dreist-dilhad ha lunedoù-gwareziñ. E broioù zo, evel Frañs, evelato o doa savet ur bern tud a vicher war ar yec'hed o mouezh evit klemm e vankont eus peadra evit en em wareziñ[17] abalamour da choazoù bet graet gant ar gouarnamantoù tremenet a-raok[18] ha da stad an ospitalioù dre vras.[19]

    Heuliañ an darempredoù zo un hentenn a-bouez evit talañ ouzh ar viruz. Klask a reer gouzout gant piv eo bet unan iñfektet e darempred evit kelaouiñ, gwareziñ ha dispellañ ha neuze kavet mammenn ur skoulmad-infektiñ ha miret ouzh ar viruz strewiñ muioc'h.[20] E fin miz Meurzh 2020 ne oa ket c'hoazh eus brec'hiadoù evit ar viruz-se, daoust ma'z eus leizh ha labourvaioù oc'h ober war-dro.[21]

    Gwalc'hiñ e zaouarn

    Gwalc'hiñ e zaouarn zo aliet groñs evit talañ ouzh ar viruz. Gant ar Greizenn evit kontroliñ ha diwall diouzh ar c'hleñvedoù amerikan e oa bet erbedet gwalc'hiñ e zaouarn gant dour ha soavon alies, e-pad 20 eilenn da nebeutañ, drest-holl goude bezañ bet er privezioù pe ma vez lous an daouarn da vat ; a-raok mont da zebriñ ; goude bezañ streviet, pasaet pe c'hwezhet e fri. Ma n'haller ket gwalc'hiñ an daouarn diouzhtu e c'heller implijet kaod dour-alkool, gant 60% alkool ennañ da nebeutañ.[22] Erbedet eo ivez gant Aozadur Bedel ar Yec'hed chom hep touchal an daoulagad, ar fri, ar genoù ma n'eo ket gwalc'het an daouarn.[14]

    Yec'hed an analiñ

    Erbeded eo gant aozadurioù ar yec'hed da c'holoiñ e c'henoù hag e fri pa vezer o pasaat pe o streviañ, gant pleg e vrec'h pe ur mouchouer d'en em zizober diouzhtu en un doare sur.[14] An dud iñfektet a rankfe dougen ur meskl surjian[23][24] abalamour ma c'hell ar meskl herzel d'an takennoù analiñ mont re bell ha re niverus pa vezer o pasaat, o streviañ pe o kaozeal c'hoazh, met dreist-holl hervez Stephen Griffin, ur virologour eus Skol-Veur Leeds, e c'hell miret ouzh an dud da douchal o bizaj.[25] Alioù zo bet roet gant Aozadur Bedel ar Yec'hed evit penaos dougen ar meskl[26].

    Aliet eo groñs dougen ur meskl evit an dud a labour e bed ar yec'hed, dreist-holl ar re a labour gant tud klañv gant ar viruz[26] met an dud n'int ket klañv ne rankfent dougen ur meskl nemet ma vez riskloù (abalamour ma reont war-dro unan bennak klañv da skouer). Burutellaet eo bet gouarnamant Frañs avat abalamour d'an alioù disheñvel roet diwar-benn talvoudegezh ar meskl, ar pezh zo bet liammet ouzh an diouer a veskloù miret gant ar Stad.[27]

    Pellaat sokial

    Ur gif e saozneg evit taolenniñ penaos e c'heller herzel ouzh red ar c'hleñved.

    Un doare da herzel ouzh red ar c'hleñved zo bihanaat niver a zarempredoù a c'hell unan bennak kaout e-korf un devezh. Gallout a ra mont betek un dispell ; herzel ouzh ar beajoù ; berziñ ar bodadoù ouzhpenn un niver resis a dud (5000, 1000, 100 a dud) ; serriñ ar skolioù, an embregerezhioù n'int ket ret evit buhez ar vro, al lec'hioù-sport pe sevenadur, ar stalioù... Erbediñ an dud da chom er gêr a c'heller ober ivez, pe da vihanañ da chom hep mont da lec'hioù paket gant ur mor a dud, implijet doare d'en em saludiñ hep touchal an den all, chom pell an eil diouzh egile.[14]

    Aliet eo d'an dud deuet kozh a-walc'h pe d'an dud tapet gant ur c'hleñved evel an diabet, ar c'hleñvedoù kalongwazhiedel, an uswask pe c'hoazh an immunodigresk chom er gêr ivez abalamour ma vez muioc'h a riskloù da ziorren ur stumm kreñv eus ar c'hleñved.[28]

    Kavet e oa bet e-kerzh miz Meurzh 2020 e oa re forc'hellek ar ger saoznek social distancing ha gwelloc'h e vije bet implijet ar ger physical distancing (pellaat fizikel) evit diskouez e c'heller digreskiñ an niver a zarempredoù fiziel en ur viret an darempredoù sokial, alies eus un tammig pelloc'h pe gant ar binvioù niverel.

    Er bed

    Meur a vartezeadenn a zo diwar-benn ar c'hlañvour kentañ[29] ha eus a belec'h e teu. An hini kentañ zo bet kavet e oa bet paket klañv gant ar viruz nevez a oa bet kavet roudoù anezhañ d'ar 1añ a viz Kerzu 2019 e Wuhan e Sina.[30] Hervez lod avat e oa bet marvet ar c'hlañvour kentañ, un den 55 vloaz anezhañ, d'ar 17a viz Du 2020.[31] D'an 30 a viz Kerzu 2019 e voe sachet evezh gouarnamant Sina gant ur strollad medisined eus Ospital Kreiz Wuhan, renet gant Dr. Ai Fen ha Li Wenliang, diwar-benn ur c'hurunviruz nevez heñvel ouzh ar SARS-CoV.

    D'an 31 a viz Kerzu e voe a-walc'h a glañvourien evit ma voe savet un enklask e Wuhan gant an aozadurioù yec'hed, ha liammet e voe ar bneumoniezh nevez ouzh Marc'had Boued Mor Huanan.[32][33] Soñjet e voe neuze e oa ar c'hleñved a-orin an anevaled gouez gwerzhet er marc'had ha ne dremene ket a dud da dud.

    Gant lidoù ar Bloaz Nevez Sinat, ha gant Wuhan bezañ un hub a-bouez e treuzdougen ar vro, e strewas ar c'hleñved e-kerzh miz Genver da broviñsoù all Sina[3] goude ur prantad ma zouble an niver a dud klañv bep sizhun. D'an 20 a viz Genver 2020 e oa bet kelaouet e oa 6174 a dud o doa bet simptomoù.[34]

    D'an 10 a viz Genver e voe embannet gant Aozadur Bedel ar Yec'hed ur gemmennadenn evit goulenn gant an dud o veajiñ e rannvro Wuhan da heuliañ doareoù da "zigreskiñ riskloù iñfektiñ en ur veajiñ."[35] Ne c'houlenne ket e vije berzet beajiñ e Wuhan avat, goude ma chome amsklaer an doareoù iñfektiñ. D'an 12 a viz Genver e voe embannet gant an ABY ne oa ket riskloù evit micherourien ar yec'hed ha ne oa ket prouet e veze kaset ar c'hleñved a zen da zen.[36]

    D'an 13 a viz Genver e voe diskuliet ar c'hlañvour kentañ er-maez eus Sina, ur beajour sinat.[37] D'an 20 a viz Genver e voe disklêriet gant Bodad Yec'hed Broadel Sina e oa eus treuzkazoù den da zen gant ar c'hCOVID-19.[38] D'ar 24 a viz Genver e voe nevesaet alioù an ABY diwar-benn ar beajoù o c'houlenn ma vije arsellet ar veajourien, hep berziñ ar beajoù avat.[39] D'an 27 a viz Genver e voe lakaet gourdrouz ar c'hCOVID-19 da "uhel dre vras" gant an ABY.[40]

    E Sina

    Red e Sina abaoe ar 24 a viz Genver

    D'ar 1añ a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant Sina e vefe bet 361 den marvet nemetken ha 17 300 den klañv D'ar 6 a viz C'hwevrer 2020 e vez embannet e oa bet 564 den marvet ha 28 359 den klañv. D'an 10 a viz C'hwevrer e vez embannet gant Sina e vefe 908 den marvet ha 40 000 den klañv. [41]. D'an 2 a viz Meurzh 2020 e oa 3058 den marvet ha 89252 klañv gant 45216 den pareet.[42]

    En Europa

    D'an 9 a viz Meurzh 2020 eo lakaet Italia a-bezh en dispell gant gouarnamant ar vro. Graet eo kement all gant Spagn d'ar 15, ha gant Frañs d'ar 17. Ret eo d'an dud chom er gêr, nemet ha ne c'hallont ket pellabourat. Gant broioù all avat (Breizh-Veur, an Izelvroioù, Sued) eo dibabet ur strategiezh all, an immuniezh a-stroll. An holl stadoù a serr o harzoù hag o skolioù.

    E Frañs

    Rannvroioù Frañs hervez an niver a dud klañv ospitalizet (20/03/20)

    Kavet e oa bet an den klañv kentañ gant ar viruz d'ar 24 a viz Genver, e Bourdel. Un den 48 vloaz, eus Frañs ha Sina a oa erruet e Frañs daou zervezh a-raok.[43] Da c'houde e oa bet detektet un nebeud tud c'hoazh, en o zouez 6 den eus ar Rouantelezh-Unanet e Savoia, betek lakaat an niver-se da 12. En o zouez e oa pareet 11 hag unan zo marvet, un tourist eus Sina, 80 vloaz anezhañ, a oa chomet da reanimañ e-pad pell.[44] Ar wezh kentañ e oa marvet unan bennak en Europa abalamour d'ar c'hleñved-se.

    D'an 29 a viz C'hwevrer e oa 100 den bet klañv gant ar c'hleñved-red-se e Frañs : 11 o doa pareet, 2 a oa marvet. Kresket e voe buan an niver a dud klañv avat : ouzhpenn 2000 e voe d'an 11 a viz Meurzh[45] ha 48 den a oa marvet gantañ, ken ma voe lakaet ar gaoz war aozadur an dilennadegoù ti-kêr. Nullet e voe ur bern darvoudoù sportel (marathon Pariz) pe sevenadurel (sonadegoù Tri Yann e Pariz) ha serret e voe ar skolioù en Oise, Haut-Rhin ha Korsika. Klañv e oa ivez un nebeud kannaded eus ar Vodadeg Vroadel ha ministr ar sevenadur Franck Riester. Nicole Belloubet, ministrerezh ar Justis zo bet testet ivez, met negatif e oa[46].

    D'an 12 a viz Meurzh, pa oa 2876 den iñfektet (pe bet iñfektet) ha 61 den marv, e oa bet disklêriet gant Prezidant ar Republik Emmanuel Macron e vije serret ar skolioù, ar skolajoù, al liseoù, ar skolioù-meur hag ar magourioù e Frañs a-bezh, ouzhpenn goulenn gant an dud koshoc'h eget 70 vloaz da chom er gêr ar muiañ ma c'hellent ha d'an holl dud chom hep mont re er-maez dre vras. Divizet e oa bet memestra delc'her an dilennadegoù ti-kêr d'ar 15 a viz Meurzh daoust d'ar riskloù.[47] Er Stadoù-Unanet e oa bet disklêriet gant ar Prezidant Donald Trump e oa berzet d'ar Frañsizien mont di e-pad 14 devezh.

    Daou zervezh war-lerc'h, d'ar 14 a viz Meurzh e oa bet disklêriet gant Édouard Philippe e vije serret an holl stalioù n'int ket eus ar redioù kentañ (tavarnioù, sinemaioù...) ha goulennet gant an dud chom "ar muiañ posupl er gêr". Chom a ra digor ar stalioù-boued, an apotikerezhioù hag un nebeud stalioù all. Koulskoude e chomo dalc'het an dilennadegoù ti-kêr raktreset an deiz war-lerc'h hag ar genstrivadegoù publik daoust d'an niver a dud o komañs da sevel o mouezh.[48]

    E Breizh

    Tud klañv gant bedreuziad COVID-19 kavet e Breizh e 2020
         marvet     pareet     tud klañv kavet
    Deiziad
    Niver a dud klañv*
    29/02
    5 
    02/03
    20 
    06/03
    41 
    07/03
    51 (+24%) 
    08/03
    67 (+31%) 
    09/03
    80 (+19%) 
    10/03
    90 (+13%) 
    11/03
    105 (+17%) 
    12/03
    135 (+28%) 
    13/03
    179 (+32%) 
    14/03
    210 (+17%) 
    15/03
    234 (+11%) 
    16/03
    252 (+7%) 
    17/03
    275 (+9%) 
    18/03
    291 (+5%) 
    19/03
    307 (+5%) 
    20/03
    345 (+12%) 
    21/03
    398 (+15%) 
    22/03
    485 (+22%) 
    23/03
    529 (+9%) 
    24/03
    673 (+27) 
    25/03
    750 (+11%) 
    26/03
    898 (+20%) 
    27/03
    988 (+10%) 
    28/03
    1 080 (+9%) 
    29/03
    1 153 (+7%) 
    30/03
    1 184 (+3%) 
    31/03
    1 231 (+4%) 
    01/04
    1 300 (+7%) 
    02/04
    1 576 (+21%) 
    03/04
    1 706 (+8%) 
    04/04
    1 795 (+5%) 
    05/04
    1 884 (+5%) 
    06/04
    1 924 (+2%) 
    07/04
    1 989 (+3%) 
    08/04
    2 093 (+5%) 
    09/04
    2 171 (+4%) 
    10/04
    2 270 (+5%) 
    11/04
    2 355 (+4%) 
    12/04
    2 421 (+3%) 
    13/04
    2 456 (+1%) 
    14/04
    2 466 (+0.4%) 
    15/04
    2 807 (+14%) 
    16/04
    2 865 (+2%) 
    17/04
    2 933 (+2%) 
    20/04
    3 047 (+4%) 

    • Mammenn: keleier ARS Breizh ha Broioù al Liger
    • Etre ar 16 a viz Meurzh hag an 2 a viz Ebrel ne veze ket bet roet ar sifroù dre zepartamant gant ARS Broioù al Liger ken, n'eo ket klok ken sifroù Breizh 5 departamant adalek an deiz-se neuze, nemet adalek d'ar 24 ha d'ar 26 a viz Meurzh ma oa bet embannet sifroù gant France 3 Pays de la Loire.

    D'an 29 a viz C'hwevrer e oa 5 den klañv e Breizh : 2 ospitalaet e Brest goude beaj ar gwaz en Ejipt, daou e Roazhon goude ur veaj en Oise hag unan en Naoned, medisinez an den bet klañv en Oise da gentañ, a oa e vakañsoù er Baol-Eskoubleg. D'an 2 a viz Meurzh e oa bet kavet 20 den klañv e Breizh[49], 13 anezho en ur skoulmad nevez kavet tro-dro Krac'h, Karnag hag An Alre.[49] Tamm ha tamm e oa kresket ar skoulmad-se betek tizhet Kiberen ha Brec'h.

    An hini kentañ a varvas e Breizh a voe un den 92 vloaz, ospitalizet e Gwened.[50][51]

    Divizet e oa bet gant prefed Morbihan chom a-sav gant an holl zarvourdoù publik en departamant ha goulenn gant tud ar parrezioù tapet er skoulmad chom eno ha chom hep mont re er-maez. D'an dud a vije aet kuit dija e oa bet goulennet chom er gêr e-pad pemzekteiz da c'hortoz e vijent sur da chom hep bezañ klañv.

    D'an 9 a viz Meurzh e voe lakaet war-wel 80 rannet evel-se : 11 en Il-ha-Gwilun, 9 e Liger-Atlantel, 5 e Penn ar Bed, 55 er Morbihan hag hini ebet en Aodoù an Arvor[52][53].

    D'an 11 a viz Meurzh e oa bet kavet 105 den klañv e Breizh : 13 en Il-ha-Gwilun, 12 e Liger-Atlantel, 7 e Penn ar Bed, 73 e Morbihan hag hini ebet c'hoazh en Aodoù an Arvor[54]. Kavet e oa bet ur skoulmad nevez kostez Bruz, e-kichen Roazhon[55]

    D'an 12 a viz Meurzh e voe disklêriet e oa marvet ur vaouez a 93 vloaz er Morbihan[56]. Kemeret e oa bet ivez an diviz nullañ an Dro Breizh war velo evit e 54vet redadeg, raktreset e miz Ebrel 2020.[57] D'an noz e oa bet kavet 135 den klañv e Breizh : 22 en Il-ha-Gwilun, 15 e Liger-Atlantel, 12 e Penn ar Bed, 85 e Morbihan hag unan en Aodoù an Arvor[58]

    Evel e Frañs a-bezh e oa bet serret ar skolioù e Breizh adalek ar 16 a viz Meurzh ha kenfinet an holl dud adalek ar 17 a viz Meurzh. Mouezhioù a savas kerkent pa voe gouezet e oa deuet ur bern tud eus Pariz d'en em genfinañ lec'h all, en o eil tiez, e Breizh ivez, ha dreist-holl war an aod pe en inizi.[59] Nec'het e oa an dud kar n'eo ket savet ospitalioù an inizi evit kement a dud, dreist-holl ma vez kudennoù ken don, ha dre vras e oa kavet ne oa ket sirius a-walc'h ar c'henfinañ gant darn eus an dud nevez-emgavet, dre ma oa brav an amzer.

    Adalek an 22 a viz Meurzh e oa lakaet war wel gant prefeti rannvro Breizh sifroù an dud n'emaint ket o chom e rannvro Breizh met a zo ospitalizet enni asambles gant sifroù an dud testet hep gouzout e peseurt departamant emaint o chom.[60]

    Embannet e oa bet d'an 23 a viz Meurzh e oa kenfinet Johanna Rolland, maerez Naoned en he zi abalamour ma oa he merc'h tapet gant simptomoù ar virus.[61]

    7 den eus skipailh a zo klanv war mordreizher Celebrity Apex e Sant-Nazer. Ar sipailh eus 1407 a zo bet kenfinet ar vourzh. [62]

    Niver a dud bet tapet gant ar viruz e pep departamant Breizh
    Deiziad 29 22 56 35 44 Hollad
    Breizh
    Diavaezidi Tud
    dianav o
    departamant
    Hollad
    6.03.2020 4 0 24 6 3 41
    Skritell vrezhonek
    Skol Diwan Kommanna
    7.03.2020 5 0 35 7 4 51
    8.03.2020 5 0 47 7 8 67
    9.03.2020 5 0 55 11 9 80
    10.03.2020 7 0 63 11 9 90
    11.03.2020 7 0 73 13 12 105
    12.03.2020 12 1 85 22 15 135
    13.03.2020 22 1 100 34 22 179
    14.03.2020 34 4 106 34 32 210
    15.03.2020 34 4 114 43 39 234
    16.03.2020 35 5 129 44 39 [63] 252
    17.03.2020 43 11 132 50 ? 275
    18.03.2020 51 12 134 55 ? 291
    19.03.2020 60 16 134 58 ? 307
    20.03.2020 79 21 134 72 ? 345
    21.03.2020 91 27 157 84 ? 398
    22.03.2020 99 33 174 91 ? 436 11 38 485
    23.03.2020 112 36 181 105 ? 473 14 42 529
    24.03.2020 127 38 185 115 147[64] 612 19 42 673
    25.03.2020 143 47 206 135 ? 678 24 48 750
    26.03.2020 171 60 231 152 191[65] 805 32 61 898
    27.03.2020 191 77 256 167 ? 882 39 67 988
    28.03.2020 210 92 276 187 ? 956 46 78 1 080
    29.03.2020 230 107 313 208 ? 1049 48 56 1 153
    30.03.2020 235 112 320 220 ? 1078 49 57 1 184


    Niver a dud en Ospital (Deuet, Adreiñ buhez (Réa.), Distro d'ar gêr, Marv )[66]
    Ospital Adreiñ buhez Distro d'ar gêr Marv
    Deiziad 29 22 56 35 44 Hollad 29 22 56 35 44 Hollad 29 22 56 35 44 Hollad 29 22 56 35 44 Hollad
    27.03.2020 96 68 286 130 287 767 22 10 50 32 77 191 50 12 148 80 82 372 5 2 25 5 19 56
    29.03.2020 50 36 98 84 158 426 11 5 26 15 39 96 28 8 79 51 41 207 5 3 28 5 23 64

    Pennadoù kar

    Li Wenliang, sacher evezh ar c'hurunviruz-mañ e Wuhan.

    Liammoù diavaez

    Notennoù ha daveennoù

    1. Ouest-France, « Connaît-on vraiment le taux de mortalité du coronavirus »
    2. Johns Hopkins University, « Coronavirus COVID-19 Global Cases by the Center for Systems Science and Engineering (CSSE) at Johns Hopkins University (JHU) ». Lennet d'ar 27 a viz Meurzh 2020
    3. 3,0 3,1 ha3,2 Aozadur Bed ar Yec'hed (ABY) - World Health Organization (WHO), « 1Report of the WHO-China Joint Mission on Coronavirus Disease 2019 (COVID-19) », 16-24.02.2020. Lennet d'ar 26 a viz Meurzh 2020
    4. ENT UK, « ENT UK at The Royal College of Surgeons of England 35-43 Lincoln’s Inn Fields London WC2A 3PE Tel: 020 7404 8373 ». Lennet d'ar 27 a viz Meurzh 2020
    5. Wei, Xiao-Shan (26 February 2020). Clinical Characteristics of SARS-CoV-2 Infected Pneumonia with Diarrhea (in en). 
    6. ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization), « Maladie à coronavirus 2019 (COVID-19) : questions-réponses ». Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    7. IFLS, « Stability Of Coronavirus Genome Is Good News For Vaccine Development, Scientists Say », 27.03.2020. Lennet d'ar 27 a viz Meurzh 2020
    8. Center for Disease Control and Prevention (SUA), « How Coronavirus Spreads », 4.03.2020. Lennet d'ar 26 a viz Meurzh 2020
    9. 9,0 ha9,1 Aozadur Bed ar Yec'hed (ABY) - World Health Organization (WHO), « Q&A on coronaviruses (COVID-19) », 9.03.2020. Lennet d'ar 26 a viz Meurzh 2020
    10. Gouarnamant Zeland-Nevez, « United against Covid-19 », 25.03.2020. Lennet d'ar 25 a viz Meurzh 2020
    11. Kampf, G.; Todt, D.; Pfaender, S.; Steinmann, E. (March 2020). "Persistence of coronaviruses on inanimate surfaces and their inactivation with biocidal agents". The Journal of Hospital Infection.
    12. ECDC (Kreizenn Europa evit diwall diouzh ar c'hleñvedoù), « Outbreak of severe acute respiratory syndrome coronavirus 2 (SARS-CoV-2): increased transmission beyond China – fourth update », 14.02.2020. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2020
    13. IFLS, « Coronavirus Origins: Genome Analysis Suggests Two Viruses May Have Combined », 24.03.2020. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2020
    14. 14,0 14,1 14,2 ha14,3 ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization, « Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public », 8.02.2020 bet nevesaet d'an 18.03.2020. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2020
    15. Public Health England, « Coronavirus (COVID-19) – 5 things you can do to protect yourself and your community », 4.03.2020. Lennet d'28 a viz Meurzh 2020
    16. Officiel Prévention - Santé et Sécurité au travail, « Les mesures de prévention et de protection du personnel en cas de pandémie », Meurzh 2020. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2020
    17. La Voix du Nord, « Coronavirus : les professionnels de santé en colère contre la pénurie de masques », 17.03.2020. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2020
    18. France Info TV, « Coronavirus : pourquoi la France manque-t-elle de masques de protection respiratoire ? », 19.03.2020. Lennet d'an 28 a viz Meurzh
    19. Sciences & Avenir, « Grèves illimitées et démissions massives : l'appel à l'aide de l'hôpital », 15.01.2020. Lennet d'an 28 a viz Meurzh 2020
    20. Public Health England, « Coronavirus (COVID-19) Expert interview: What is contact tracing? », 13.03.2020. Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020
    21. Medical News Today, « Coronavirus vaccine: Everything you need to know », 12.03.2020. Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020
    22. CDC, « How to Protect Yourself », 18.03.2020. Lennet d'29 a viz Meurzh 2020
    23. Gouarnamant Hong Kong, « Prevention of Pneumonia and Respiratory Tract Infection », Genver 2020. Lennet d'29 a viz Meurzh 2020
    24. CDC, « What To Do if You Are Sick », 25.03.2020. Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020
    25. BBC, « How to avoid touching your face so much », 18.03.2020. Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020
    26. 26,0 ha26,1 WHO - ABY, « Coronavirus disease (COVID-19) advice for the public: When and how to use masks ». Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020
    27. Libération, « Masques : mais de qui se moque-t-on ? - Pennad gant Serge Galam, enklaskour e CNRS ha CEVIPOF », 24.03.2020. Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020
    28. ABY (Aozadur Bedel ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization), « Media Statement: Knowing the risks for COVID-19 », 8.03.2020. Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020
    29. Fernando Duarte, « Who is 'patient zero' in the coronavirus outbreak? », BBC Future, 24.02.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    30. John Cohen, « Wuhan seafood market may not be source of novel virus spreading globally », Science, 26.01.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    31. Joséphine Ma, « Coronavirus: China’s first confirmed Covid-19 case traced back to November 17 », South China Morning Post, 13.03.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    32. BBC, « China pneumonia outbreak: Mystery virus probed in Wuhan », 3.01.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    33. ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization), « Coronavirus disease (COVID-19) outbreak ». Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    34. The Novel Coronavirus Pneumonia Emergency Response Epidemiology Team. The Epidemiological Characteristics of an Outbreak of 2019 Novel Coronavirus Diseases (COVID-19) — China, 2020[J]. China CDC Weekly, 2020, 2(8): 113-122.
    35. ABY (Aozadur Bed ar Yec'hed) - WHO (World Health Organization), « WHO advice for international travel and trade in relation to the outbreak of pneumonia caused by a new coronavirus in China », 10.01.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    36. ABY - WHO, « Novel Coronavirus – China », 12.01.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    37. Andrew Joseph, « Woman with novel pneumonia virus hospitalized in Thailand — the first case outside China », Stat News, 13.01.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    38. Lily Kuo, « China confirms human-to-human transmission of coronavirus », The Guardian, 21.01.2020. Lennet d'30 a viz Meurzh 2020
    39. ABY -WHO, « Updated WHO advice for international traffic in relation to the outbreak of the novel coronavirus 2019-nCoV », 24.01.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    40. Le Monde avec AFP, « Coronavirus en France : quels symptômes ? Comment réagir ? Les questions que vous vous posez », Le Monde, 27.01.2020. Lennet d'an 30 a viz Meurzh 2020
    41. https://www.ouest-france.fr/sante/virus/coronavirus/coronavirus-le-bilan-grimpe-908-morts-en-chine-et-plus-de-40-000-contamines-6728993
    42. https://www.worldometers.info/coronavirus/
    43. "Coronavirus en France : le parcours des trois patients" (in fr), France Info (24 January 2020). 
    44. "First coronavirus death confirmed in Europe" (in en-GB), BBC News (2020-02-15). 
    45. https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/direct-coronavirus-le-passage-au-stade-3-devrait-arriver-dans-les-prochains-jours_3861193.html
    46. https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/coronavirus-pourquoi-nicole-belloubet-franck-riester-et-olivier-veran-ont-ils-pu-etre-depistes-alors-que-le-test-n-est-plus-systematique_3860613.html
    47. France Info, « DIRECT. Coronavirus : Emmanuel Macron annonce la fermeture de tous les établissements scolaires dès lundi », 12 a viz Meurzh 2020. Lennet d'12 viz Meurzh 2020
    48. France Info, « DIRECT. Coronavirus : l'Espagne interdit les déplacements sauf pour travailler ou aller faire ses courses », 14 a viz Meurzh 2020. Lennet d'ar 14.03.2020
    49. 49,0 ha49,1 Coronavirus en Bretagne : l'Agence Régionale de Santé confirme 19 cas, la préfecture prend des mesures de restrictions
    50. Coronavirus en Bretagne : premier décès dans le Morbihan [Direct]
    51. [VIDEO Coronavirus : un quatrième mort en France, un homme de 92 ans dans le Morbihan]
    52. Bulletin d'information n°3 Covid19
    53. Bulletin d'information n°7 Covid19
    54. https://www.bretagne.ars.sante.fr/system/files/2020-03/2020-03-11-bulletin%20information%20COVID-19_numero5_VF.pdf
    55. https://www.francetvinfo.fr/sante/maladie/coronavirus/direct-coronavirus-le-passage-au-stade-3-devrait-arriver-dans-les-prochains-jours_3861193.html
    56. https://www.letelegramme.fr/morbihan/coronavirus-un-deuxieme-deces-dans-le-morbihan-12-03-2020-12523534.php?utm_term=Autofeed&utm_medium=Social&utm_source=Twitter#Echobox=1584009956
    57. https://twitter.com/tourdebretagne/status/1238056294159876097
    58. ARS Breizh, « BULLETIN D’INFORMATION N°6 COVID-19 », 12/03/2020. Lennet d'an 12 a viz Meurzh 2020ARS Broioù al Liger, « BULLETIN D’INFORMATION COVID-19 », 12/03/2020. Lennet d'an 12 a viz Meurzh 2020
    59. Le Nouvel Obs, « Ré, Belle-Ile, Groix… les Parisiens se confinent sur les îles, et ne sont pas forcément les bienvenus », 19 a viz Meurzh 2020. Lennet d'22.03.2020
    60. Situation en Bretagne : 446 cas confirmés au 22 mars 2020, Prefeti Rannvro Breizh, 22 a viz Meurzh 2020. Lennet d'an 22 av viz Meurzh 2020
    61. Le Telegramme, « Covid-19 : sa fille présente des symptômes, la maire de Nantes se place en confinement », 23.03.2020. Lennet d'an 23 a viz Meurzh 2020
    62. 7-cas-testes-positifs-bord-du-paquebot-celebrity-apex-saint-nazaire, 26.03.2020. Lennet d'an 26 a viz Meurzh 2020
    63. D'ar 16 a viz Meurzh e oa bet disklêriet gant ARS Broioù-al-Liger ne vije ket roet ar sifroù hollek ken, ha chomet e oant a-sav da reiñ ar sifroù dre zepartamant.
    64. France 3 Pays de la Loire, « Coronavirus : les Pays de la Loire comptent 14 victimes et 368 cas testés positifs ce 24 mars ». Lakaet en linenn d'ar 25 a viz Meurzh 2020, lennet d'ar 26 a viz Meurzh 2020
    65. France 3 Pays de la Loire, « Coronavirus : le seuil épidémique est dépassé, le point dans la région avec l'ARS ce jeudi 26 mars », 26.03.2020. Lennet d'ar 26 a viz Meurzh 2020
    66. ouest-france, « carte-coronavirus-le-point-sur-les-malades-hospitalises-et-les-deces-departement-par-departement », 29.03.2020. Lennet d'an 29 a viz Meurzh 2020