François Falc'hun : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: t a → t a (4) using AWB
D Munudoù dwb ar skritur, e blas e stourm evit ar brezhoneg hag adembannadur e dezenn
Linenn 10: Linenn 10:


==Skritur==
==Skritur==
Savet e voe gantañ ur skritur nevez, anvet ar ''[[skolveurieg]]'' gantañ, dre ma oa ar c'helenner brezhonek nemetañ er skol-veur hag e Breizh neuze, hag a vo anvet ''[[falc'huneg]]'' gant e enebourien.
Savet e voe gantañ ur skritur nevez, anvet ar ''[[skolveurieg]]'' gantañ, dre ma oa ar c'helenner brezhonek nemetañ er skol-veur hag e Breizh neuze, hag a vo lesanvet ''[[falc'huneg]]'' gant e enebourien.
*Ne rae ket gant ar ''zh'' na gant ar ''c'h'': ''eur hi zo war an hent'' (ur c'hi zo war an hent). Koulskoude e talc'he da skrivañ e anv gant ''c'h''.
*Ne rae ket gant ar ''zh'' na gant ar ''c'h'': ''eur hi zo war an hent'' (ur c'hi zo war an hent). Koulskoude e talc'he da skrivañ e anv gant ''c'h''.
*Skrivañ a rae ''droug, mad, skrived'', e-lec'h ma skriver ''drouk, mat, skrivet'', e [[peurunvan]].
*Skrivañ a rae ''droug, mad, skrived'', e-lec'h ma skriver ''drouk, mat, skrivet'', e [[peurunvan]].


Degemeret e voe ar skritur war un dro gant aozadurioù tost d'an Iliz ([[Bleun Brug]]) ha tost d'ar PCF ([[Ar Falz]]) en amzer-se.
Degemeret e voe ar skritur war un dro gant aozadurioù tost d'an Iliz ([[Bleun Brug]]) ha tost d'an tu kleiz ([[Ar Falz]]) en amzer-se.
Ar [[Bleun Brug]] hag [[Ar Falz]] a oa en amzer-se pouezusoc'h eget Dihun ha Div Yezh bremañ er skolioù katolik ha skolioù-Stad, dre niver ar skolaerien bepred, met disheñvel e oa an degouezh, rak neuze ne lavare ger tud ar vugale diwar-benn an deskadurezh, ha ne oa nemet afer ar Stad.
Ar [[Bleun Brug]] hag [[Ar Falz]] a oa en amzer-se pouezusoc'h eget Dihun ha Div Yezh bremañ er skolioù katolik ha skolioù-Stad, dre niver ar skolaerien bepred, met disheñvel e oa an degouezh, rak neuze ne lavare ger tud ar vugale diwar-benn an deskadurezh, ha ne oa nemet afer ar Stad.


Hiziv ne vez implijet ar skritur-se nemet gant embannadurioù [[Brud Nevez]]. Ne vez ket implijet ken e titloù ar skinwel abaoe m'eo aet [[Fañch Broudig]] war e leve.
Hiziv ne vez implijet ar skritur-se nemet gant hiniennoù zo. N'eus ket mui eus an embannadurioù [[Brud Nevez]] nag eus ar gelaouenn heñvel hec'h anv a oa bet krouet e 1955. Ne vez ket implijet ken e titloù ar skinwel abaoe m'eo aet [[Fañch Broudig]] war e leve.


N'anavezer ket kalz a skridoù diwar zorn Falc'hun er skritur savet gantañ. Gouzout a reer avat ne rae ket gant e skritur evit skrivañ e anv.
N'anavezer ket kalz a skridoù diwar zorn Falc'hun er skritur savet gantañ. Gouzout a reer avat ne rae ket gant e skritur evit skrivañ e anv.
Linenn 23: Linenn 23:
==Orin ar yezh==
==Orin ar yezh==
Kontrol da [[Joseph Loth]] ha [[Léon Fleuriot]], e krede dezhañ e teue ar [[brezhoneg]] eus ar [[galianeg]], ha n'eo ket eus yezh Brezhoned Enez Vreizh.
Kontrol da [[Joseph Loth]] ha [[Léon Fleuriot]], e krede dezhañ e teue ar [[brezhoneg]] eus ar [[galianeg]], ha n'eo ket eus yezh Brezhoned Enez Vreizh.
''« Je suis persuadé que le dialecte vannetais, surtout au sud du Blavet, est une survivance gauloise peu influencée par l’apport breton, et les autres dialectes un gaulois simplement plus marqué par la langue des immigrés d’origine insulaire» (Perspectives nouvelles sur l’histoire de la langue bretonne, p. 530).''
''« Je suis persuadé que le dialecte vannetais, surtout au sud du Blavet, est une survivance gauloise peu influencée par l’apport breton, et les autres dialectes un gaulois simplement plus marqué par la langue des immigrés d’origine insulaire» (Perspectives nouvelles sur l’histoire de la langue bretonne, p. 530).''<br>
Ne seblant ket ket kaout heulierien skiantel o tifenn e varteazedennoù pennañ.


==E blas er stourm evit ar brezhoneg==
==Stourmer==
Krediñ a rae lod neuze e oa o ren ur stourm ideologel a-enep ar vroadelouriezh vreizhat. Ha goap a veze graet gant e enebourien eus e sorc'hennoù diwar-benn ar galianeg.
Krediñ a rae lod neuze e oa o ren ur stourm ideologel a-enep ar vroadelouriezh vreizhat. Ha goap a veze graet gant e enebourien eus e martezeadennoù diwar-benn ar galianeg.
Lod all a soñj hiziv e klaske kendrec'hiñ ar Stad da wareziñ ar brezhoneg. Mar deo gwir n'eo ket bet selaouet.
Lod all a soñj hiziv e klaske kendrec'hiñ ar Stad da wareziñ ar brezhoneg. <br>
Hervez [[Françoise Morvan]], en dije gouzañvet « des campagnes de harcèlement téléphonique » ([[Le Monde comme si]], pajenn 132. N'eus ket bet kaoz a se en e skridoù-eñ nag e lec'h all.
Hiriv bepred ne glever den ebet oc'h implij e arguzennoù ken.

==Heskinet==
Hervez [[Françoise Morvan]], en dije gouzañvet « des campagnes de harcèlement téléphonique » ([[Le Monde comme si]], pajenn 132. Mar deo gwir n'eus ket bet kaoz a se en e skridoù-eñ bepred.


==Oberennoù==
==Oberennoù==
* ''Le système consonantique du breton avec une étude comparative de phonétique expérimentale'' - Thèse présentée à la faculté des Lettres de l'université de Rennes [[Rennes]], imp. Réunies, imp. Plihon, [[1951]]
* ''Le système consonantique du breton avec une étude comparative de phonétique expérimentale'' - Thèse présentée à la Faculté des Lettres de l'Université de Rennes [[Rennes]], imp. Réunies, imp. Plihon, [[1951]]; Adembannet e 2005 gant [[Label LN]], kenskr. gant [[Jean-Yves Lagadec]].

* ''Un texte breton inédit de Dom [[Michel Le Nobletz]].'' (Extrait des annales de Bretagne). Rennes, imprimerie réunies, [[1958]]
* ''Un texte breton inédit de Dom [[Michel Le Nobletz]].'' (Extrait des annales de Bretagne). Rennes, imprimerie réunies, [[1958]]
* ''Histoire de la Langue bretonne d'après la géographie linguistique'' - T. I : Texte - T. II : figures Paris, P.U.F. -[[1963]]
* ''Histoire de la Langue bretonne d'après la géographie linguistique'' - T. I : Texte - T. II : figures Paris, P.U.F. -[[1963]]

Stumm eus an 17 C'hwe 2020 da 21:03

François Falc'hun, pe Frañsez Falc'hun, bet ganet d'an 20 a viz Ebrel 1909 er Vourc'h-Wenn (Bro-Leon, Breizh) hag aet da Anaon d'an 13 a viz Genver 1991 e Brest, a oa ur beleg leonat, deuet da vezañ chaloni en Iliz, ha kelenner brezhoneg er Skol-Veur, e Roazhon da gentañ, hag e Brest da c'houde. Skrivet en deus levrioù e galleg diwar-benn ar brezhoneg.

Jubennour e oa el lezvarn ma voe barnet Roparz Hemon.

Eus 1956 betek ar bloavezhioù 1959 e voe aluzenner-meur ar Bleun-Brug.

Skol-veur

Kemer a reas lec'h Pêr ar Rouz er skol-veur. A-hervez e klaske Roparz Hemon kaout ar gador-se ivez.

Skritur

Savet e voe gantañ ur skritur nevez, anvet ar skolveurieg gantañ, dre ma oa ar c'helenner brezhonek nemetañ er skol-veur hag e Breizh neuze, hag a vo lesanvet falc'huneg gant e enebourien.

  • Ne rae ket gant ar zh na gant ar c'h: eur hi zo war an hent (ur c'hi zo war an hent). Koulskoude e talc'he da skrivañ e anv gant c'h.
  • Skrivañ a rae droug, mad, skrived, e-lec'h ma skriver drouk, mat, skrivet, e peurunvan.

Degemeret e voe ar skritur war un dro gant aozadurioù tost d'an Iliz (Bleun Brug) ha tost d'an tu kleiz (Ar Falz) en amzer-se. Ar Bleun Brug hag Ar Falz a oa en amzer-se pouezusoc'h eget Dihun ha Div Yezh bremañ er skolioù katolik ha skolioù-Stad, dre niver ar skolaerien bepred, met disheñvel e oa an degouezh, rak neuze ne lavare ger tud ar vugale diwar-benn an deskadurezh, ha ne oa nemet afer ar Stad.

Hiziv ne vez implijet ar skritur-se nemet gant hiniennoù zo. N'eus ket mui eus an embannadurioù Brud Nevez nag eus ar gelaouenn heñvel hec'h anv a oa bet krouet e 1955. Ne vez ket implijet ken e titloù ar skinwel abaoe m'eo aet Fañch Broudig war e leve.

N'anavezer ket kalz a skridoù diwar zorn Falc'hun er skritur savet gantañ. Gouzout a reer avat ne rae ket gant e skritur evit skrivañ e anv.

Orin ar yezh

Kontrol da Joseph Loth ha Léon Fleuriot, e krede dezhañ e teue ar brezhoneg eus ar galianeg, ha n'eo ket eus yezh Brezhoned Enez Vreizh. « Je suis persuadé que le dialecte vannetais, surtout au sud du Blavet, est une survivance gauloise peu influencée par l’apport breton, et les autres dialectes un gaulois simplement plus marqué par la langue des immigrés d’origine insulaire» (Perspectives nouvelles sur l’histoire de la langue bretonne, p. 530).
Ne seblant ket ket kaout heulierien skiantel o tifenn e varteazedennoù pennañ.

E blas er stourm evit ar brezhoneg

Krediñ a rae lod neuze e oa o ren ur stourm ideologel a-enep ar vroadelouriezh vreizhat. Ha goap a veze graet gant e enebourien eus e martezeadennoù diwar-benn ar galianeg. Lod all a soñj hiziv e klaske kendrec'hiñ ar Stad da wareziñ ar brezhoneg.
Hervez Françoise Morvan, en dije gouzañvet « des campagnes de harcèlement téléphonique » (Le Monde comme si, pajenn 132. N'eus ket bet kaoz a se en e skridoù-eñ nag e lec'h all.

Oberennoù

  • Le système consonantique du breton avec une étude comparative de phonétique expérimentale - Thèse présentée à la Faculté des Lettres de l'Université de Rennes Rennes, imp. Réunies, imp. Plihon, 1951; Adembannet e 2005 gant Label LN, kenskr. gant Jean-Yves Lagadec.
  • Un texte breton inédit de Dom Michel Le Nobletz. (Extrait des annales de Bretagne). Rennes, imprimerie réunies, 1958
  • Histoire de la Langue bretonne d'après la géographie linguistique - T. I : Texte - T. II : figures Paris, P.U.F. -1963
  • Les noms de lieux celtiques. Première série : vallées et plaines. Rennes, Editions Armoricaine, 1966, Deuxième série : Problèmes de doctrine et de méthode - noms de hauteur. Rennes, Éditions Armoricaines, 1970
  • Perspectives nouvelles sur l'histoire de la langue bretonne. Paris, Union Générale d'Éditions, 1981
  • Les noms de lieux celtiques. Première série : vallées et plaines. Deuxième édition, revue et considérablement augmentée. Genève, Slatkine. 1982. A-gevret gant Bernard Tanguy.

Rakskridoù

  • Rakskrid brezhonek da Mojennou ha Soniou, gant Potr Treoure.
  • Rakskrid d'al levr "L'abbé Jean-Marie Perrot", gant ar chaloni Henri Poisson, Plihon, Roazhon, 1955.

Goudeskridoù

  • "Note sur l'ortographe" (sic) el levr An Tri Aotrou gant an Tad Medar, 1981, p. 233-241.

Liamm diavaez