Schutzstaffel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D --> SVG
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:
[[Rummad:Naziegezh]]
[[Rummad:Naziegezh]]
[[Rummad:Schutzstaffel]]
[[Rummad:Schutzstaffel]]
[[Rummad:Strolladoù hag aozadurioù soudardel lamet e 1945]]

Stumm eus an 6 Gen 2020 da 13:03

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Arouez an SS savet diwar div runenn

Ar Schutzstaffel pe SS (ger alamanek a dalv kement ha bagadoù-gwareziñ) a oa anezho un aozadur armeheñvel stag ouzh ar Strollad nazi.

Krouet e oant bet e 1925, e-kichen ar Sturmabteilung (SA) a oa difenn warne, a-benn bezañ gwarded personel Adolf Hitler ha gwareziñ bodadegoù ar Strollad nazi.

D'an 6 a viz Genver 1929, e voe anvet Heinrich Himmler gant Hitler evel rener ar bagadoù, ha ne oa nemet 280 a dud dindanañ d'an ampoent. E dibenn ar bloavezh 1932 e oa 52.000 a dud er bagadoù-se. Bloaz war-lerc'h e oa 209.000 ezel.

Renkoù hag ardamezioù

Ar re SS o devoa savet o simboloù dezho gant lidoù, renkoù, unwiskoù evit diforc'hiañ anezho diouzh an holl aozadurioù Nazi all ha diouzh ar Stad Alaman. A-raok 1929, an SS a zouge ar memes unwisk gell evit re an SA. Ar c'hemm nemetañ a oa ur gravatenn zu hag ur gasketenn memes liv gant simbol an Totenkopf (penn marv) hag ar simboloù eskern ha klopenn. Ret e oa bet gortoz 1932 evit ma vefe douget ganto unwiskoù du nemetken. E 1935, an aozadurioù stummañ stourm e SS a groge da implij unwiskoù griz-gell (feldgrau) evit ar vuhez a pemdez. An SS o devoa bet savet o unwiskoù stourm dezho o-unan, ar re-se a oa modern-tre evit ar mare hag a chom un awen hiziv-an-deiz c'hoazh evit an unwiskoù dreist-holl en Alamagn hag Europa. Ar re gentañ e oant bet o ijinañ mantili hag unwiskoù tok-houarn a c'helle bezañ cheñchet tu evit kaout meur a douellaozadur gant ar memes unwisk. An unwiskoù a oa bet savet gant aotreoù ispisial e kantadoù a embregerezhioù disheñvel. Ul lod eus al labourerien a oa bet prizonidi brezel rediet da labourat. Kalz unwiskoù a voe savet er c'hampoù-bac'h a feur ma rede an Eil Brezel-bed hag e vanke dornoù labour.

Hitler hag an NSDAP a oa mestr war ar simboloù evit badaouiñ pe kendrec'hiñ bras an dud.