Lizherenneg ar brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D pennlizherennoù diezhomm
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: kempenn, replaced: XVII{{vet}} → {{XVIIvet}} (3) using AWB
Linenn 1: Linenn 1:
'''[[Lizherenneg]] ar [[brezhoneg]]''' he deus kemmet meur a wech en istor, hervez ar c'heriadurourien hag ar yezhadurourien.
'''[[Lizherenneg]] ar [[brezhoneg]]''' he deus kemmet meur a wech en istor, hervez ar c'heriadurourien hag ar yezhadurourien.


*er XVII{{vet}} kantved eo bet degaset al [[lizherenn]] [[c'h]]
*er {{XVIIvet}} kantved eo bet degaset al [[lizherenn]] [[c'h]]
*en XIX{{vet}} kantved eo bet degaset implij a-vras al lizherenn [[k]] e-lec'h ''c'' ha ''q(u)'' (betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak "e" hag "i", aliesoc'h dirak "n" ''(knech)'', ha tost bepred evit ''ker'' (kêr) hag un nebeud gerioù all.)<ref>[[Arzel Even]], ''[[Istor ar yezhoù keltiek]]'', [[Hor Yezh]], p. 118</ref>
*en {{XIXvet}} kantved eo bet degaset implij a-vras al lizherenn [[k]] e-lec'h ''c'' ha ''q(u)'' (betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak "e" hag "i", aliesoc'h dirak "n" ''(knech)'', ha tost bepred evit ''ker'' (kêr) hag un nebeud gerioù all.)<ref>[[Arzel Even]], ''[[Istor ar yezhoù keltiek]]'', [[Hor Yezh]], p. 118</ref>
*en XX{{vet}} kantved
*en {{XXvet}} kantved
**eo bet degaset ar [[zh]], ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo (er c'hoari [[skrabell]] da skouer).
**eo bet degaset ar [[zh]], ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo (er c'hoari [[skrabell]] da skouer).
**eo bet addegaset al lizherenn [[c]] .
**eo bet addegaset al lizherenn [[c]] .

Stumm eus an 5 Gen 2020 da 19:27

Lizherenneg ar brezhoneg he deus kemmet meur a wech en istor, hervez ar c'heriadurourien hag ar yezhadurourien.

  • er XVIIvet kantved eo bet degaset al lizherenn c'h
  • en XIXvet kantved eo bet degaset implij a-vras al lizherenn k e-lec'h c ha q(u) (betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak "e" hag "i", aliesoc'h dirak "n" (knech), ha tost bepred evit ker (kêr) hag un nebeud gerioù all.)[1]
  • en XXvet kantved
    • eo bet degaset ar zh, ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo (er c'hoari skrabell da skouer).
    • eo bet addegaset al lizherenn c .

Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau

Sed amañ al lizherenneg hervez m'he c'haver e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Favereau e 2011, hag abaoe ar bloavezhioù 1980 :

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b Ch c C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Met urzhioù all zo bet a-raok, hag a zo bet abaoe.

An urzh ABK

Ar memes lizherennoù a gaver en un urzh all e Yezhadur bras ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella :

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur bras ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch ch C'h c'h I i Y y J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Z z

An urzh-se ivez a veze kavet

An urzh ABC

Ul lizherenn ouzhpenn, c, a zo bet lakaet e Geriadur an Here e 1995, hag an urzh a zo neuze:

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Geriadur an Here,
A a B b C c Ch ch C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Hep ch na c'h

Un urzh all zo c'hoazh, gant c met hep ch na c'h, e-barzh La grammaire bretonne pour tous, gant Eugène Chalm.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur Chalm,
A a B b C c D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Deskadurezh

En deskadurezh n'eus urzh ofisiel ebet. Koulskoude ez eus kaoz da ober unan e Diwan a vo goulennet digant ar skolaerien implij.

Notennoù ha daveennoù

  1. Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh, p. 118