Luc'hskeudennerezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Ijinañ Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad: kempenn, replaced: xx{{vet}} → {{xxvet}} using AWB
Linenn 52: Linenn 52:


=== Ijinañ Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad ===
=== Ijinañ Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad ===
E 1909 e oa bet ar Gall [[Étienne Mollier]] gant ar soñj da implijout ar film {{unité|35|mm}}en e venveg luc’hskeudenniñ lesanvet ar [[Cent-Vues]], un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/{{unvez|24|mm}} diouzh renk. Ar [[Cent-Vues]] a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er [[Kenstrivadeg Lépine|Genstrivadeg Lépine]]. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer <ref>{{Levr|aozer=Etienne Mollier|titre=Mémoires d'un inventeur : De la photographie 35 mm au rétroprojecteur. 1876-1962|éditeur=L'Harmmattan (Acteurs de la Science)|bloavezh=2009|isbn=978-2-2960-8369-1|passage=77-80}}</ref>. E 1913 e savas [[Oskar Barnack]] kentpatrom kentañ al [[Leica]], a voe kenwerzhekaet adalek [[1925]] hag a oa bet an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad [[Furmad 35 mm|24&nbsp;x&nbsp;36&nbsp;mm]], a oa bet implijet peurliesañ betek dibenn an xx{{vet}} kantved.
E 1909 e oa bet ar Gall [[Étienne Mollier]] gant ar soñj da implijout ar film {{unité|35|mm}}en e venveg luc’hskeudenniñ lesanvet ar [[Cent-Vues]], un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/{{unvez|24|mm}} diouzh renk. Ar [[Cent-Vues]] a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er [[Kenstrivadeg Lépine|Genstrivadeg Lépine]]. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer <ref>{{Levr|aozer=Etienne Mollier|titre=Mémoires d'un inventeur : De la photographie 35 mm au rétroprojecteur. 1876-1962|éditeur=L'Harmmattan (Acteurs de la Science)|bloavezh=2009|isbn=978-2-2960-8369-1|passage=77-80}}</ref>. E 1913 e savas [[Oskar Barnack]] kentpatrom kentañ al [[Leica]], a voe kenwerzhekaet adalek [[1925]] hag a oa bet an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad [[Furmad 35 mm|24&nbsp;x&nbsp;36&nbsp;mm]], a oa bet implijet peurliesañ betek dibenn an {{xxvet}} kantved.


=== Ijinañ ar pozitif eeun ===
=== Ijinañ ar pozitif eeun ===

Stumm eus an 5 Gen 2020 da 18:38

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Joseph N. Niépce
(1765)-1833)
Ijiner al luc'hskeudennerezh

Ar luc'hskeudennerezh (pe ar fotografiezh) a zo :

  • ur rummad teknikoù da enrollañ skeudennoù ;
  • un arz, ur brank deus Arzoù ar Gweled, met ivez ur skiant hag a implij an teknikoù-se.

Teknikoù al luc'hskeudenniñ

Istor al luc’hskeudennerezh

Abaoe m’eo bet krouet, da lavaret eo kant dek vloaz ha tri-ugent zo, ez eus gallet tennañ splet eus nevezadurioù a-leizh teknologiezhioù ha teknikoù war tachennoù an optik, ar gimiezh, ar mekanikerzh, an tredan, an elektronik hag ar stlennegezh.

Ijinañ

Point de vue du Gras, disoc’h kentañ eus un taol-arnod gant Joseph Nicéphore Niépce. Diskouez a ra ar luc’hskeudenn-mañ ul lodenn eus ti Niépce. Luc’hskeudennet e oa bet ar gwel kaer e 1826.

Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe Aristoteles e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan(stenop) en ur « gambr du » (camera obscura) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar gloridenn arc’hant da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas Jacques Charles, anavezetoc’h p’en doa ijinet an aerlestr c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl). Thomas Wedgwood (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an nitrat arc’hant (AgNO3.) ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit John Herschel, deskrivañ a reas perzhioù an hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O,), deuet da vezañ ar stabilaer, e1819.

Joseph Nicéphore Niépce, ur ijinadennour eus Chalon-sur-Saône, a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù staen goloet a der-douar Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù (1826 pe 1827) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e Saint-Loup-de-Varennes (Saône-et-Loire). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. [1]. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.

Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e 1833 e kendalc’has Louis Jacques Mandé Daguerre da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat ar frapad paouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E 1839 en doa lakaet ar gouzieg ha kannad François Arago da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.

E 1839 e oa bet kinniget ijinadenn Daguerre, an dagerotip, da Akademiezh skiantoù Frañs. Er bloavezh-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn Nièpce, evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar Stad c’hall da vezañ perc’henn an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6000 lur da z-Daguerre hag a 4000 lur da Isidore Nièpce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar « bed » da c’houde.

Gant an dagerotip e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » (pa vez digoumoul an oabl). Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Ne vern, krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a vo graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.

Emdreiñ

Emdreiñ a reas buan-kenañ al luc’hskeudennerezh da c’houde. Disoc’h an enklaskoù, evit gwir, a voe akuitizet gant ar Stad c’hall ha pep hini en doa gallet buan-kentañ gwellaat al luc’hskeudennerezh.

E berr gomzoù, gallout a c’haller rummañ an araokadennoù e teir lodenn :

  • Berraat an frapad paouezadenniñ dre greskiñ :
    • kizidigezh al lurelloù kizidik,
    • goulaouusted al lagadoù ;
  • gwelaat stabilted an tennadennoù ;
  • Eunaat an implij eus al luc’hskeudennerezioù, dre grouiñ :
    • luc’hskeudennoù skañvoc’h-skañvañ ha marc’hamatoc’h-marc’hadmatañ,
    • dileizhadoù stabil, ar pezh a vire ouzh an dud da zornata produioù kimiek,
    • kregiñ da implijout an urzhiataerezh, gant niverelaat ar skeudennoù, da lavaret eo al « luc’hskeudennoù niverel ».

Ijinañ ar film negativel

Ul luc’hskeudenn dres goude ma oa tennet eus ur soubadur kimiek.

William Henry Fox Talbot (1800-1877) a reas enklaskoù ivez adalek 1833, pa oa Niépce ha Daguerre oc’h ober kemend-all. E 1840 en doa krouet ar « c’halotip, un argerzh negativel-pozitivel a roe an tu da liesskignañ skeudennoù.

Enklaskoù all a oa bet graet da c’houde hag e-se e oa bet gwellaet perzhioù ar skeudennoù tamm-ha-tamm, kizidigezh al lurelloù tener, hag eeunaat ar skeudtapañ ; 1847 « argerzh an albumin » (Claude Félix Abel Niépce de Saint-Victor, ur c’henderv da Nicéphore), 1850 « argerzh gant kolodion gleb » ha 1851 « ambrotip » (Frederick Scott Archer), 1852 « ferotip » (Adolphe-Alexandre Martin).

Félix Tournachon, anavezet gwelloc’h dre e lesanv « Nadar », a reas un implij kenwerzhel anezhañ. Poltredoù eus pennoù-bras ar mare-se a reas, hag e 1858 al luc’hkeudenn gentañ dre nij e Bièvres : ul luc’hskeudenn eus Pariz a dapas e bourzh un aerlestr.

Ijininañ ar film gwevn

Al luc’hskeudennoù kentañ (gwenn ha du pe aotokrom) a veze graet war plakennoù gwer bras, pounner ha bresk-mat. E 1884 ez ijinas George Eastman lurelloù kizidik ha gwevn : ar film e keluloid. Gallout a raed stokañ meur a skeudenn warnañ e-barzh ar benveg-luc’hskeudenniñ. Distroadet e voe ar plakennoù gwer neuze. Gant ar binvioù luc’hskeudenniñ a oa deuet da vezañ bihanoc’h e oa aesoc’h tapout skeudennoù (hogos) e pep lec’h hag e kement degouezh zo. Ar C’hodak a vo ar benveg-luc’hskeudenniñ kentañ a oa bet aozet gant ar gompagnunezh Eastman. Gallout a raed enrollañ ur c’hant skeudenn bennak war ur skor gwevn. Ur wech louc’het ar filmoù, ar binvioù a veze adkaset da Rochester (NY) ma vezent diskuliet. Ur wech tennet al luc’hskeudennoù e vezent adkaset d’ho perc’henn, asambles gant ar benveg adkarget.

Ijinañ Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad

E 1909 e oa bet ar Gall Étienne Mollier gant ar soñj da implijout ar film Patrom:Unitéen e venveg luc’hskeudenniñ lesanvet ar Cent-Vues, un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/Patrom:Unvez diouzh renk. Ar Cent-Vues a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er Genstrivadeg Lépine. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer [2]. E 1913 e savas Oskar Barnack kentpatrom kentañ al Leica, a voe kenwerzhekaet adalek 1925 hag a oa bet an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad 24 x 36 mm, a oa bet implijet peurliesañ betek dibenn an Patrom:Xxvet kantved.

Ijinañ ar pozitif eeun

War-dro 1948 e savas an doktor Edwin H. Land ar benveg kentañ da ziskuliañ war ar prim, ar Polaroid, hag e 1962 e azasaas ar argerzh ouzh al liv. Ar stummoù kentañ eus ar polaroid a oa un etrenegatif enno. Er bloavezhioù 1980 e oa bet gwellaet an teknik evit chom hep ober gant an etrenegatif hag evit kaout ur pozitif eeun gwirion.

Unan eus an enklaskoù kentañ war al luc’hskeudennerezh eo koulskoude. Labourat a raio ar Gall Bayard war an dra-se war-dro 1838-1839, e-keit ma oa Niépce ha Daguerre o plediñ gant an dagerotip. Anavezout a reer Bayard peogwir en doa graet an emboltred kentañ (zo anvet « l'Autoportrait en noyé ») dre implijout an teknik-se.

Un adstumm, al luc’hskeudennerezh bosek

Dre ma oa bet ijinet ar stereoskopiezh a-raok al luc’hskeudennerezh (Wheatstone, 1838), o doa kroget luc’hskeudennerien da dapout luc’hskeudennoù bosek adalek 1841. Graet e oa daou baouezadur diouzh renk met gortozet e oa ur pennadig etre an daou skeudtapadur. Evit ar poltredoù ne oa ket posupl d’ober an daou skeudtapadur e div wech hag evit se e oa bet savet luc’hskeudennerezioù gant daou lagad adalek ar bloavezhioù 1850.

Al luc’hskeudennerezh niverel

Gant an teknikoù urzhiataerezh e c’haller treuzfurmiñ ur skeudenn en un heuliad poentoù, ar pikseloù, a vez dewerzhet o ferzhioù dre sifroù. Gant an niverelaat ez eo posupl da adsevel ar skeudennoù diouzh an druilh war trobarzhioù urzhiataerezh azasaet : gallout a reer evel-se tretañ anezho gant meziantoù tennañ hag eilaozañ ha goude moullañ pe skignañ anezho er furmad niverel.

Diaes eo plediñ gant an deknologiezh-se, zo disheñvel-mik diouzh an argerzhoù fizik-ha-kimiek kentañ, abalamour da empentiñ kaptorioù elektronek ar skeudenn a gemer lec’h ar film. Emdreiñ a ra buan-kenañ diarunusted ar pikseloù, da lavaret eo an niver a bikseloù a c’haller genel dre skeudenn hag ar gizidigezh. N’eo ket dister dra an niver a fotositoù dre vilimetr-karrez, ha pa vefe perzhded ar skeudenn, evel evit an teknikoù kozh, diouzh arventennoù niverus all, evel ment ar c’haptor, a glot gant galloud disrannañ al lagadoù implijet. En ur implijout un hevelep lagad eo gwelloc’h perzhded al luc’hskeudennoù graet gant ur c’haptor 12 milion a bikseloù furmad leun eget ar re a vez graet gant kaptor ur benveg niverel, dezhañ an hevelep niver a bikseloù.

Gant al luc’hskeudennerezh niverel e c’haller eiltretañ hag eilaozañ ar skeudennoù gant un urzhiataer hag ur meziant tretañ niverel. Gant ar meziantoù-se e c’haller krouiñ diouzh e c’hoant, adalek reizhañ ar goulou, an dargemm pe al liv betek an eilaozañ pe ar c’henaozañ skeudennoù.

Gant ar rouedadoù kehentiñ, ar Genrouedad hag ar servijoù kumuniezhel a luc’hskeudennoù enlinenn a oa deuet war-wel e 2003 e vez implijet al luc’hskeudennerezh niverel e meur a zoare. Gant ar blogoù hag ar servijoù rannañ luc’hskeudennoù evel Pikeo pe Flickr, e c’hall al luc’hskeudennerienn verdeerien kaout binvioù ha servijoù evit kehentiñ, eskemm pe diskouez o luc’hskeudennoù niverel d’o familh, d’o mignoned, da dud o c’humuniezh pe d’an dud er bed ed a-bezh. Gant ar servijoù e vez kinniget doareoù korvoiñ enlinenn a-leizh : merañ an darempredoù, kinnigoù luc’hvannoù, lec’hiadur douaroniel, h.a. An arzourien hag ar vichereien a gav o c’hont peogwir e vez muioc’h a dud o selaou pe o welet anezho, kalz muioc’h eget ma vefent dirak tud en ul lec’h bennak.

Ar merkoù luc’hskeudennerezioù niverel zo : Canon, Fujifilm, Kodak, Leica, Nikon, Olympus, Panasonic, Pentax, Samsung, Sony

Al luc’hskeudennerzh steredoniel

Un teknik eo a vez implijet er steredoniezh, a dalvez da luc’hskeudenniñ an astroù.

Un nebeud luc'hskeudennerien brudet-mat

Pennad dra ar munud : Roll al luc'hskeudennerien.

Festivalioù

Saloñs al luc'hskeudennerezh 2010 e Pariz

Rummad gouestlet : Mirdi pe palier al luc'hskeudennoù

Frañs

  • Visa pour l'image, festival etrebroadel ar fotokazetennerezh e Perpinyà (Lec'hienn ofisiel)
  • Emgavioù etrebroadel al luc'hskeudennerezh en Arle (lec'hienn ofisiel)
  • Miz al luc'hskeudennoù, e Pariz, bep daou vloaz (Lec'hienn ofisiel)
  • Saloñs al luc'hskeudennoù, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
  • Pariz Luc'hskeudennoù, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
  • Festimago e Vilafranca de Mar (Lec'hienn ofisiel))
  • Saloñs ADPS, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
  • Emgavioù Lunerezh Natur, e Fournels

Suis

  • Festival al luc'hskeudennoù, e Vevey

Kanada

  • Mizvezh al luc'hskeudennoù, e Montréal

Mali

  • Emgavioù al luc'hskeudenerezh e Bamako

Gwelet ivez

Arz al luc'hskeudennerezh

Notennoù ha daveennoù

  1. (en) The First Photograph - By Barbara Brown
  2. Patrom:Levr

Liammoù diavaez