Kiviak : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Ur meuz inuit eo ar '''c’hiviak'''. Fardet eo dre lakaat ur 500 kuilhiged bennak en o fezh, gant o beg hag o fluennoù, e kroc’henn ur reunig. Lamet e vez..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 25 Du 2019 da 21:11

Ur meuz inuit eo ar c’hiviak.

Fardet eo dre lakaat ur 500 kuilhiged bennak en o fezh, gant o beg hag o fluennoù, e kroc’henn ur reunig. Lamet e vez ar vuiañ posubl a aer eus ar groc’henn araok gwriañ anezhi ha siellañ anezhi gant lard kuilhig evit diboulzañ ar c’helien. Kuzhet e vez ar c’hiviak en ur bern men, ur vaen vras war e gorre evit stouvañ anezhañ. Goude tri miz e vez debret al evned go, hep o fluennoù hag a-wechoù hep o c’hroc’henn. Fardet e vez ar c’hiviak pa vez tomm an amzer da virout boued evit ar goañv. Ur meuz gouel eo avat, debret e-pad deizioù-ha-bloaz pe festoù dimeziñ[1].

Pouezus eo fardañ kiviak gant kuilhiged ha n’eo ket evned all. E miz Eost 2013 e varvas meur a zen gant ar votulegezh goude bezañ debret kiviak fardet gant eidered, evned na goont ket ken mat hag ar c’huilhiged.

Daveoù