Anv divoutin : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 28: Linenn 28:


== Eus an eil yezh d'eben ==
== Eus an eil yezh d'eben ==
Disheñvel e c'hell bezañ emzalc'h yezhadurel an anvioù divoutin diouzh hini ar re voutin e yezhoù zo, da skwer e brezhoneg ne vez ket implijet ar [[ger-mell]] strizh gant an anvioù divoutin peurliesañ. Kemmañ a ra seurt emzalc'hioù a yezh da yezh, kv.:
Disheñvel e c'hell bezañ emzalc'h yezhadurel an anvioù divoutin diouzh hini ar re voutin e yezhoù zo, da skouer e brezhoneg ne vez ket implijet ar [[ger-mell]] strizh gant an anvioù divoutin peurliesañ. Kemmañ a ra seurt emzalc'hioù a yezh da yezh, kv.:


: [[brezhoneg]]: '''''e''' Breizh'' (hep ger-mell)
: [[brezhoneg]]: '''''e''' Breizh'' (hep ger-mell)

Stumm red eus an 18 Du 2019 da 09:07

An anvioù divoutin a zo ur rummad anvioù disheñvel diouzh an darn vrasañ eus an anvioù all, da lâret eo an anvioù boutin, dre ma reont dave da draoù, da lec'hioù, da dud, a zo resis, ha n'eus nemet unan anezho, d.s. Paol, Plouared, Yaou (ar blanedenn pe an doue).

Eus an anv boutin d'an anv divoutin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petra bennak ma c'hell un anv divoutin dont eus un anv boutin, ne servijo nemet da ober dave d'un dra pe d'un den resis. Da skouer

  • an Aotroù 'Kemener' n'eo ket ur c'hemener,
  • an Itron Pennsivi n'eo ket ur penn-sivi,
  • hag Alan al Louarn n'eo ket ul louarn.

E meur a yezh, hag ar brezhoneg en o zouez, e vez implijet pennlizherennoù e deroù an anvioù divoutin, da skouer:

an anv boutin: ar gov
an anv divoutin: ar Gov

Anvioù divoutin eo an anvioù tud ha lec'hioù, evel : Korsika, Napoleone.

Anvioù divoutin ivez eo :

  • an anvioù loened evel Babar, Jolly Jumper.
  • an anvioù boutin kemeret evel anvioù tud, pe lec'hioù:
    • un ti gwenn, met an Ti-Gwenn,
    • ur chapel nevez, met ar Chapel Nevez,
    • un dimezell met an Dimezell,
    • stadoù unanet, met ar Stadoù-Unanet,
    • ur mor du, met ar Mor Du
  • anvioù boutin implijet evel pa vijent tud, pe doueed, pe traoù sakr, pe traoù divoaz (divoutin eta):

Eus an eil yezh d'eben[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel e c'hell bezañ emzalc'h yezhadurel an anvioù divoutin diouzh hini ar re voutin e yezhoù zo, da skouer e brezhoneg ne vez ket implijet ar ger-mell strizh gant an anvioù divoutin peurliesañ. Kemmañ a ra seurt emzalc'hioù a yezh da yezh, kv.:

brezhoneg: e Breizh (hep ger-mell)
spagnoleg: en Bretaña hep ger-mell)
saozneg: in Brittany (hep ger-mell)
portugaleg: na Bretaña (gant ar ger-mell strizh; em + a > na)


Gwelet ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]