Sadko : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Sadko.jpg|thumb|"Sadko", Ilya Repin, 1876.]]
[[Restr:Sadko.jpg|thumb|"Sadko", Ilya Repin, 1876.]]
'''"Sadko"''' a zo un daolen gant al livour rus [[Ilya Repin|Ilya Repin,]] savet e 1876 e [[Pariz|Pariz,]] urzhiet gant an dug meur [[Aleksandr III (Rusia)|Aleksandr Aleksandrovitch.]]
'''"Sadko"''' a zo un daolen gant al livour rus [[Ilya Repin|Ilya Repin]], savet e 1876 e [[Pariz|Pariz]], urzhiet gant an dug meur [[Aleksandr III (Rusia)|Aleksandr Aleksandrovitch.]]

E 1873 e oa aet Ilya Repin da veajiñ en Europa. Tu a oa dezhañ da welout diskouezadeg an impresionourien e Pariz e 1874. N'en doe ket komprenet hentenn nevez al livouriezh hag e lavare e oa dedennus an tektik met goullo ar ster. "Sadko" a oa e respont d'al livourien c'hall.

Stumm eus an 8 Du 2019 da 06:42

"Sadko", Ilya Repin, 1876.

"Sadko" a zo un daolen gant al livour rus Ilya Repin, savet e 1876 e Pariz, urzhiet gant an dug meur Aleksandr Aleksandrovitch.

E 1873 e oa aet Ilya Repin da veajiñ en Europa. Tu a oa dezhañ da welout diskouezadeg an impresionourien e Pariz e 1874. N'en doe ket komprenet hentenn nevez al livouriezh hag e lavare e oa dedennus an tektik met goullo ar ster. "Sadko" a oa e respont d'al livourien c'hall.

Dont a ra titl an oberenn eus ur vojenn rus, "bylina" e rusianeg, anvet "Sadko". Ur beajour-kenwerzh eus Novgorod, Sadko, a oa kouezhet er mor ha degemeret mat gant tsar ar mor. A-benn un nebeud amzer en doa kinniget da Sadko dibab ur plac'h koant ha dimeziñ ganti. Hag an darvoud-mañ a oa dibabet gant al livour. Hervez Ilya Repin e oa pep koantenn ur plac'h eus ur vro estren, ha pep hini anezho a dalveze ur vro pe ur bobl - Bro-Indez, broioù all Europa hag all. Pep hini anezho a zo gwisket brav, met ur plac'h rus dereat a chom pell diouzh an holl a vo dibabet gant Sadko.

A-raok tresañ goueled ar mor en doa kavet atlasoù ar mor ha treset kalz loened ha struzh mor e Normandi.

Viktor Vasnetsov eo Sadko en daolenn.