Gored : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 41: Linenn 41:
File:Fish trap Menai Strait.jpg | E [[Kembre]]
File:Fish trap Menai Strait.jpg | E [[Kembre]]
File:Yana.jpg|E [[Japan]], war ar stêr [[Mogami]]
File:Yana.jpg|E [[Japan]], war ar stêr [[Mogami]]
File:Fishing at the falls Dem Rep Congo.jpg| E [[ Republik Kongo]].
File:Fishing at the falls Dem Rep Congo.jpg| E [[Republik Kongo]].
File:Ancient Fishing Weir - geograph.org.uk - 637068.jpg| E [[Bro-Saoz]], e Countisbury Cove, e [[Somerset]].
File:Ancient Fishing Weir - geograph.org.uk - 637068.jpg| E [[Bro-Saoz]], e Countisbury Cove, e [[Somerset]].
Baleines_01.JPG|E [[Bro-C'hall]], en [[Enez Ré]] , e [[Saint-Clement-des-Baleines]].
Baleines_01.JPG|E [[Bro-C'hall]], en [[Enez Ré]] , e [[Saint-Clement-des-Baleines]].

Stumm eus an 5 Du 2019 da 15:59

Ur pennad Gored (kumun) zo ivez.
Aspadennoù ur gored eus ar Grennamzer, war un aod-traezh en Enez Mon
Gored en un aber.
Gored amerindian gant Algonkined hervez John White, e 1585.

Ur gored[1] zo ur seurt stankell, pe skluz-pesked, savet war an aod da dapout pesked, evel en ur c'havell bras pe un antell, hag a veze savet abaoe amzer ar Ragistor war an aodoù. Anavezet eo ar ger e lec'hanvadurezh Breizh koulz hag en hini Kembre.

Breizh

Kavet e vez goredoù kozh e Pradvael (Bro-Naoned), Santeg (Bro-Leon), ha meur a lec'h all.

Skouer Santeg

E Santeg ez eus bet kavet 34 anezho, darn eus ar Ragistor, re all eus ar Grennamzer. Anvioù zo a zo bet adkavet  : Gored Levran, Gored Kamm, ar Gored kozh, Gorbont Pekud, Gorbont Enez Rouz, Gorbont ar Staol.

Lec'hanvioù all

Kembre

Hervez mojenn Taliesin e oa bet lakaet war vor en ur c'havell gant e vamm, ha kavet en ur gored a oa da Gwyddno Garanhir war an aod etre ar stêr Dyfi hag Aberystwyth.

Goredoù a oa er Menai, evel en Ynys Gored Goch, pe hini Rhos Fynach ac'h eas en-dro betek ar brezel-bed kentañ.

Lec'hanvioù kembraek

Bro-C'hall

Kavet e vez goredoù en inizi Oléron, ha Noirmoutier

Skeudennoù

Notennoù

  1. Gored, anv gourel hervez Geriadur istorel ar brezhoneg ; benel e lec'hanvioù zo e Bro-Leon. Ar stumm "kored" a gaver ivez e lec'hiennoù. Gourel eo ar ger "cored" e kembraeg, peurliesañ, hervez a lenner e Geiriadur Prifysgol Cymru.