Pelopeia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Linenn 19: Linenn 19:
{{Daveoù}}
{{Daveoù}}


[[Rummad: Mojennoù Argos]]
[[Rummad:Mojennoù Argos]]
[[Rummad: Mojennoù Hellaz]]
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]

Stumm eus an 29 Her 2019 da 06:15

Pelopeia (Πελόπεια e gresim) zo un anv roet da deir merc'h:

Merc'h Thyestes

Pelopeia a oa merc'h da d-Thyestes.
He zad a oa bet oc'h en em gannañ dorn-ha-dorn gant e vreur Atreüs da gemer rouantelezh Mykenai e-pad ur pennad. E-keit-se e oa bet gant Aerope, gwreg e vreur, ha daou vab a oa bet ganet. Pa ouias an dogan e pedas e vreur avoultr d'ur banvez.

Merc'h da b-Pelias

Pelopeia a oa merc'h da Belias ha d'an eil pe eben eus an div vaouez-mañ, Anaksibia pe Fylomac'he, merc'h da Amfion. Meneg anezhi zo en Argonautika, ma ro d'he breur Akastos ur vantell a-raok dezhañ mont gant an Argonaoted.

Gant he c'hoar e lazhas o zad, touellet ma oant bet gant Medeia a roas dezho da grediñ e oa an dra d'ober evit e yaouankaat.

Merc'h da Niobe

Pelopeia merc'h da Niobe, a voe lazhet evel he c'hoarezed gant an doueez Artemis.[1][2]

Mamm Kyknos

Pelopeia, serc'h da Ares, mamm da g-Kyknos.[3]

Notennoù

  1. Apollodoros, Bibliotheke, 3. 5. 6
  2. Scholia en Euripides, Phoenician Women, 159
  3. Apollodoros, Bibliotheke, 2. 7. 7