Psamathe : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 13: Linenn 13:
* [[Ovidius]], ''[[Metamorfozoù]]'', XI.
* [[Ovidius]], ''[[Metamorfozoù]]'', XI.


[[Rummad: mojennoù Hellaz]]
[[Rummad:mojennoù Hellaz]]

Stumm eus an 29 Her 2019 da 06:12

Anaout a reer div vaouez anvet Psamathe (Ψαμἄθῃ, e gregach, diwar ψἄμμος, «traezh», ha θεια, «doueez») e mojennoù Hellaz kozh:

1. Psamathe a oa un Nereidenn, karet gant Aiakos, ha mamm e oa da Fokos (Metamorfozoù, XI, 398 gant Ovidius). En drajedienn Helen gant Euripides avat e oa dimezet da Broteüs, roue Egipt, hag ur verc'h he doa bet digantañ, Eidothea.

2. Psamathe a oa merc'h da Grotopos, roue Argos. Karet e oa bet gant an doue Apollon, ha mamm e oa da Linos. Aon he doa rak he zad, ha roet he doa he mab Linos da vesaerien da vagañ. Pa oa deuet bras ar bugel e voe drailhet gant chas. Psamathe a voe lazhet gant he zad. Pa oa displijet an doue Apollon gant kement-se e kasas un tamm bosenn da ziouennañ bugale Argos, kement ha deskiñ d'an dud en em zerc'hel.

E troidigezhioù zo diwar Ovidius eo meneget an anv evel Psamanthe. Gwelout Metamorfozoù Ovidius XI. [1]

Loarenn

Ul loar d'ar blanedenn Neizhan zo bet anvet Psamathe.

Lennadur