Glaoda ar Prad : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 22: | Linenn 22: | ||
*Buez Arzur a Vreiz |
*Buez Arzur a Vreiz |
||
*Kentoc'h mervel ! |
*Kentoc'h mervel ! |
||
*Levrig-dourn trede-urz Sant Fransez |
*Levrig-dourn trede-urz Sant Fransez, 1912. |
||
*Nozveziou an Arvor |
*Nozveziou an Arvor |
||
*''Rimadellou Brezonek'', 1911. |
*''Rimadellou Brezonek'', 1911. |
Stumm eus an 21 Her 2019 da 17:57
Glaoda ar Prad, skrivet Klaoda 'r Prat gantañ e-unan, (Brest, 25 a viz Genver 1875 - Vern-d'Anjou, 13 a viz Ebrel 1926), lesanvet Barzh Plougastell, a oa ur c'helenner hag ur skrivagner brezhonek katolik.
Meur a anv-pluenn en doa : Pluenzir, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou ha marteze Klaod Koz.
Buhez
Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Eno, e Kerzadiou, e voe desavet. Mont a reas da vevel da skol al Likez e Kemper, met lakaet e voe war ar studi, ha kaset goude da zeskiñ ar vicher skolaer.
E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos-Pêr ar Braz (barzh Dirlemm) ha Fañch Elies (Abeozen).
E 1905, da 30 vloaz, e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar Brezel-bed kentañ. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz.
E 1924 ez eas da gelenn da Anjev. Eno e varvas daou vloaz goude. Beziet e voe e Kervaria-Sular, e Treger, bro e wreg.
Oberennoù
Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù-c'hoari ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz.
- An Teir C'had, Sant-Brieg, Ti moulerezh Sant Gwilherm[1]
- Mouez reier Plougastell, 1905
- Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907
- Trubuilhou An Aotrou Gargam pe Torrou-penn an deiz kenta'r bloaz, Sant-Brieg 1909. Pez-c'hoari farsus e daou Arvest.
- Chomit er gêr !, Redon, 1913[2]
- Buhez Genovefa a Vraban, Emgleo Sant Iltud, 1926.
- Ar bugel hag ar Barz, Revue de Bretagne, Vol. XXXVIII, 07-12/1907
- Buez Arzur a Vreiz
- Kentoc'h mervel !
- Levrig-dourn trede-urz Sant Fransez, 1912.
- Nozveziou an Arvor
- Rimadellou Brezonek, 1911.
- Sonjezonou devot
Troidigezhioù
- Ar Re-Wenn hag ar Re-C'hlaz, "romant" embannet e 38 rann[3] war Ar Bobl, e 1906 ha 1907, niv. 88-128, troet diwar un dastumad kontadennoù, Les Contes de nos Pères[4], gant Paul Féval.
Notennoù ha daveoù