Isis : diforc'h etre ar stummoù
Boneg |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
{{Infobox/Titl|Isis|fc0|talbenn defaut|930}} |
{{Infobox/Titl|Isis|fc0|talbenn defaut|930}} |
||
|-bgcolor="#ffffde" valign="top" align="center" |
|-bgcolor="#ffffde" valign="top" align="center" |
||
|style="color:#930;"|<hiero>st-t:H8</hiero |
|style="color:#930;"|<hiero>st-t:H8</hiero>Aset ''pe'' Iset (ȝs.t) |
||
|} |
|} |
||
'''Isis''' eo an anv a orin [[gresianek]] a roer da '''Aset''' pe '''Iset''', doueez gwarezerez ha salvus e [[mitologiezh]] [[Henegipt]]. |
'''Isis''' eo an anv a orin [[gresianek]] a roer da '''Aset''' pe '''Iset''', doueez gwarezerez ha salvus e [[mitologiezh]] [[Henegipt]]. |
Stumm eus an 13 Her 2019 da 19:53
Isis | |||
---|---|---|---|
|
Isis eo an anv a orin gresianek a roer da Aset pe Iset, doueez gwarezerez ha salvus e mitologiezh Henegipt. Ezel eo eus Navad Bras Iounou.
Seblantout a ra e oa personeladur an tron gwezhall. E anv egiptat e hieroglifoù Egipt a dalvez "an azezenn". En enskrivadurioù e veze diskouezet da gentañ dindan stumm ur vaouez gant ur gador a dalvez dezhi da goef.
Diwezhatoc'h e cheñchas an doare d'he zaolenniñ. Gwelet e vez dindan stumm ur vaouez dezhi kerniel ur vuoc'h a bep tu d'ur skant a arouez al Loar ; arabat eo neuze he droukveskañ gant Hathor, a oa doueez ar garantez, ar gened, ar sonerezh, ar vammelezh hag al levenez.
En arzoù
- E 1677 e savas Jean-Baptiste Lully un drajedienn lirek anvet Isis a zanevelle avanturioù an nimfenn Io a zeue da vezañ an doueez Isis a-drugarez da Jupiter, e diwezh an opera, o liammañ e-giz-se ar vitologiezh c'hresian hag ar vitologezh egiptat.
- "Opera ar sonerien" a voe graet eus Isis abalamour d'ar binvioù-seniñ niverus zo talvoudekaet a bep eil. Meuliñ a ra klod Loeiz XVI hag e drec'hoù en Izelvroioù. Talvezout a ra ar boan menegiñ laz-kanañ ar "Grenerien".
- Anv kentañ romant ar Breizhad Auguste de Villiers de L'Isle-Adam (1838-1889) eo Isis e 1862, unan eus pennoberennoù al lennegezh c'hallek da lavaras an arbennigourien.[1]
- Das verschleierte Bild zu Sais "Ar skeudenn vouchet e Sais"[2] eo anv ur varzhoneg gant Friedrich von Schiller diwar-benn gouel Isis (1795).
- La Quête Isis eo anv trede levrenn eus Les perspectives dépravées gant an istorour gallek lituanian Jurgis Baltrušaitis (1903-1988).[3]
-
Isis e Mirdi Karnak
-
Isis hag Horus
(Berliner Museum) -
Isis hag Horus
(Mirdi al Louvre)
Notennoù
- ↑ (fr) Auguste de Villiers de L'Isle-Adam (1862) : Isis , CSIPP, 2017(ISBN 978-1-5465-5036-5)
- ↑ "Sais" en henc'hresianeg, "Sa al-Hagar" en arabeg hiziv, a oa ur geoded henegiptat war glann gleiz delta ar stêr Nil.
- ↑ (fr) Jurgis Baltrušaitis (1985) : Les Perspectives dépravées / 3 – La Quête d'Isis : essai sur la légende d'un mythe, Flammarion, 1999 (ISBN 978-2-08-081628-3)
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |