Aiakos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Linenn 19: Linenn 19:
*{{en}} [http://web.archive.org/20020202171822/homepage.mac.com/cparada/GML/Aeacus.html Aiakos]
*{{en}} [http://web.archive.org/20020202171822/homepage.mac.com/cparada/GML/Aeacus.html Aiakos]


[[Rummad: Bugale Zeus]]
[[Rummad:Bugale Zeus]]

Stumm eus an 3 Her 2019 da 08:49

Aiakos ha Telamon, gant Jean-Michel Moreau le Jeune.

Aiakos (Αἴακος / Aiakos e gregach), a oa mab da Zeus ha d'an nimfenn Aigina e mojennoù Hellaz kozh.

Mojenn

Ganedigezh

Kemeret gant Zeus tres un erer e kasas e zousig Aigina da enez Oinone, anvet Aigina abaoe. Eno e voe dilezet ganti he mab Aiakos kenkent ha gwilioudet.

Roue ar Virmidoned

Pa voe deuet bras ar paotr e kavas hir e amzer e-unan war e enez didud, ma c'houlennas digant e dad tudañ anezhi. ha Zeus da dreiñ e tud ar merien a veve ouzh kef un dervenn sakr. Evel-se e voe krouet pobl ar Virmidoned (diwar myrmex, « merienenn » e gregach), hag Aiakos o roue.

Gwragez ha mibien

Dimeziñ a eure da Endeis ha daou vab o doe : Peleüs, a voe tad Akilles, ha Telamon, a voe tad Aias Telamonios.

Gant an nereidenn Psamathe ec'h engehentas Fokos.

"Aiakided" a vez graet eus e ziskennidi.

Liamm diavaez