Islavarenn : diforc'h etre ar stummoù
D →Gwelit ivez:: kempenn, replaced: [[Rummad : → [[Rummad: using AWB |
D corr using AWB |
||
Linenn 40: | Linenn 40: | ||
[[Rummad:Kevreadurezh]] |
[[Rummad:Kevreadurezh]] |
||
[[Rummad: |
[[Rummad:Islavarennoù]] |
Stumm eus an 3 Her 2019 da 08:44
Er yezhoniezh e vez lavaret islavarenn (e saozneg : dependent clause pe subordinate clause) eus ul lavarenn hag a zo bet staget ouzh ul lavarenn all a zo dizalc'h, rak n'hall ket talvezout drezi hec'h-unan evel ur frazenn beurglok na reizh hervez reolennoù ar yezhadur.
Neuze e teu al lavarenn dizalc'h da vezañ pennlavarenn, hag al lavarenn stag outi da vezañ un islavarenn (eus is, izel) dre m'eo renet gant ar bennlavarenn. A-wechoù e vo stag an islavarenn ouzh un anv-kadarn pe ur raganv er bennlavarenn (ha neuze e vez anvet islavarenn-stag), a-wechoù ouzh ar prezegad, ha neuze e vo evel ur renadenn, ha meur a seurt zo eus ar re-se.
Elfennoù an islavarenn
Peurliesañ e krog un islavarenn gant ur ger (pe meur a hini) karget da liammañ, pe da isurzhiañ, lakaet dirak ur rannfrazenn. A bep seurt gerioù isurzhiañ zo, hervez an islavarennoù, hag a-wechoù hervez pe er stumm-kadarnaat pe er stumm-nac'h emañ ar verb enne.
Ar seurtoù islavarennoù
Setu ar seurtoù islavarennoù :
- an islavarenn-stag, stag ouzh un anv-kadarn pe ouzh ur raganv a zo er bennlavarenn, a c'haller gwelout evel un anv-gwan;
- An den a welez ahont zo ur poliser kuzh.
- an islavarenn-diskuliañ, stag ouzh verb ar bennlavarenn, a zo evel ne vern pe renadenn eeun;
- Ar poliser a grede e oan ur muntrer.
- an islavarenn-doareañ, stag ouzh verb ar bennlavarenn, a zo evel ne vern pe renadenn-doareañ (pe adverb-doareañ). Meur a stumm lavarenn-doareañ zo, hervez ma verkont an amzer, al lec'h, an abeg ...
- Deskiñ a ra un dra nevez e kement lec'h ma'c'h a, a zo un islavarenn-lec'h;
E meur a yezh e talvez ar gerioù stagañ da stagañ un islavarenn ouzh ul lavarenn dizalc'h, gantañ an hevelep arc'hwel hag un anv-gwan hervez framm kevreadurezhel ar frazenn, da skouer e saozneg :
- "The man who I saw"
- "(An den a welis")
E brezhoneg e vez implijet ar rannoùigoù verb "a/e" ha "ma" e seurt degouezhioù :
- "An den a garan"
- "An hini e oan o soñjal ennañ"
- "An hini ma oan o soñjal ennañ"
E degouezhioù all e c'hell en em derc'hel un islavarenn stag evel un anv, da skouer evel renadenn eeun ar verb er bennlavarenn :
- "Piv a gompren perak ne lâras netra?"
- "N'ouzon ket hag-eñ e teuio"