Hertz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
nevesaat
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:
An '''hertz''' (arouez : '''Hz''') eo an [[unanennoù deveret eus ar sistem etrebroadel|unanenn deveret eus ar Reizhiad Etrebroadel]] (SI) evit muzuliañ an [[frekañs]]où, da lavarout eo an niver a dalmoù pe luslelladoù dre [[eilenn]]. Kevatal eo an hertz gant un talm pe ul luskellad dre eilenn (s<sup>-1</sup>, 1/s).<br>
An '''hertz''' (arouez : '''Hz''') eo an [[unanennoù deveret eus ar sistem etrebroadel|unanenn deveret eus ar Reizhiad Etrebroadel]] (SI) evit muzuliañ an [[frekañs]]où, da lavarout eo an niver a dalmoù pe luslelladoù dre [[eilenn]]. Kevatal eo an hertz gant un talm pe ul luskellad dre eilenn (s<sup>-1</sup>, 1/s).<br>


Diwar anv ar [[fizikour]] [[alamagn|alaman]] [[Heinrich Hertz|Heinrich Rudolf Hertz]]([[1857]]–[[1894]]) en deus kaset labourioù skiantel a-bouez war dachenn an [[elektromagnetegezh]] ez eo bet anvet an unanenn.
Diwar anv ar [[fizikour]] [[alamagn|alaman]] [[Heinrich Hertz|Heinrich Rudolf Hertz]] ([[1857]]–[[1894]]) en deus kaset labourioù skiantel a-bouez war dachenn an [[elektromagnetegezh]] ez eo bet anvet an unanenn.


== Skouerioù ==
== Skouerioù ==

Stumm eus an 2 Her 2019 da 10:34


Ur bondon La3, 440Hz

An hertz (arouez : Hz) eo an unanenn deveret eus ar Reizhiad Etrebroadel (SI) evit muzuliañ an frekañsoù, da lavarout eo an niver a dalmoù pe luslelladoù dre eilenn. Kevatal eo an hertz gant un talm pe ul luskellad dre eilenn (s-1, 1/s).

Diwar anv ar fizikour alaman Heinrich Rudolf Hertz (18571894) en deus kaset labourioù skiantel a-bouez war dachenn an elektromagnetegezh ez eo bet anvet an unanenn.

Skouerioù

  • 50 Hz eo frekañs red pebeilat rouedad an tredan 230V en Afrika, en Azia hag en Europa, da lavarout eo e vez tuginet bleinegezh (+ pe -) ar bonnoù 50 wezh bep eilenn. Ur frekañs a 50 Hz a dalv ez eus 100 kemm dre eilenn, pep bonn a vez muiel (+) 50 gwezh ha leiel (-) 50 gwezh bep eilenn.
  • Muzuliet e vez uhelder ar sonioù gant an niver a zaskrenoù dre eilenn (e-touez traoù all). An notenn sonerezh La3 dave a dalm da 440 Hz ; ar frekañs-se eo a vez roet gant ar bondon, ar c'hentonerioù elektronek ha gant ton ur pellgomzer.
  • Gouest eo divskouarn un den yac'h da glevout sonioù en ur skalfad ker boud ha 20 Hz ha ker skiltr ha 20 kHz (20 000 Hz).
  • Skignet e vez ar gwagennoù skingomz e moduladur frekañs war ur vandenn etre 80 MHz ha 108 MHz (80 x 106 – 108 x 106 Hz).
  • E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, kewerier un urzhiataer hiniennel a dalme etre 1 MHz hag 8 MHz. Hiziv an deiz (2019), un urzhiataer hezoug boutin a dalm da 2 GHz (2 x 1012 Hz), da lavarout ur c'helchiad diazez 0,5 ns.
  • Etre 400 THz (400 x 1012Hz) ha 484 THz (480 x 1012Hz eo frekañs ar gouloù ruz zo ).

Lieskementoù ha ranngementoù en SI

  • Etrebroadel eo an anvioù ivez.
Lieskementoù
Kementad Anv Arouez
x 101 decahertz daHz
x 102 hectohertz hHz
x 103 kilohertz kHz
x 106 megahertz MHz
x 109 gigahertz GHz
x 1012 terahertz THz
x 1015 petahertz PHz
x 1018 exahertz EHz
x 1021 zettahertz ZHz
x 1024 yottahertz YHz
Ranngementoù
Kementad Anv Arouez
x 10-1 decihertz dHz
x 10-2 centihertz cHz
x 10-3 millihertz mHz
x 10-6 microhertz µHz
x 10-9 nanohertz nHz
x 10-12 picohertz pHz
x 10-15 femtohertz fHz
x 10-18 attohertz aHz
x 10-21 zeptohertz zHz
x 10-24 yoctohertz yHz