Francisco de Goya : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 31: Linenn 31:
<gallery>
<gallery>
Image:Partida de caza.jpg|<center>''Chaseadeg [1775]''</center>
Image:Partida de caza.jpg|<center>''Chaseadeg [1775]''</center>
Image:Goja Kukla.jpg|<center>''Le Pantin'' <br />(1791-1792)</center>
Image:Goja Kukla.jpg|<center>''[[Ar Jostrom]]'' <br />(1791-1792)</center>
Image:Goya Alba1.jpg|<center>''Dugez Alba'' <br />(1795)</center>
Image:Goya Alba1.jpg|<center>''Dugez Alba'' <br />(1795)</center>
Image:Francisco de Goya y Lucientes 036.jpg|''Murlivadur''
Image:Francisco de Goya y Lucientes 036.jpg|''Murlivadur''

Stumm eus an 25 Eos 2019 da 13:44

Emboltred.

Francisco de Goya y Lucientes, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1746 e Fuendetodos, en Aragon, e Bro-Spagn, ha marvet d'ar 15 a viz Ebrel 1828 e Bourdel, e Bro-C'hall, a oa ul livour spagnol.

E vuhez

Mab e oa da Gracia Lucientes († 1785) ha da José de Goya († 1781). E dad a oa alaourer e Zaragoza ha labourat a rae evit chalonied iliz-veur ar Pilar. E Zaragoza e tremenas e vugaleaj. Gant e dad ha gant e genlabourerien e teskas elfennoù kentaén e vicher da zont. Degemeret e voe en akademiezh-tresañ José Luzán e Zaragoza e 1759 hag eno e chomas betek 1763.

E 1770 e veajas da Italia.

Gant Bourboned Spagn

Mont a reas da Vadrid da vevañ diwezhatoc'h pa'z eas da livour ofisiel al lez dindan ren Carlos IV. Eno e chomas etre 1775 ha 1819 .


E bost a viras e-pad an dalc'hidigezh c'hall met da fall ez eas e zarempredoù gant Fernando VII ha mont kuit a reas da Vro-C'hall e 1824 gant e serc'h Leocadia Weiss, hag o merc'h Rosario Weiss.

E varv

E Bourdel e varvas e 1828.

Las majas

La maja desnuda, "Ar bompinell noazh", oberenn savet etre 1790 ha 1800, a oa bet goulennet, a greder, gant Manuel Godoy, rak gouzout a ouzer e oant en ur c'habined en e di.

En div daolenn e weler ur vaouez en he gourvez war ur gwele o sellout ouzh an arvester. N'eo ket ur vaouez eus ar vitologiezh, unan wir eus amzer Goya a veze graet la Gitana anezhi eo. E La maja desnuda eo marteze awenet gant korf dugez Alba. Lavaret ez eus bet ivez e c'halle bezañ serc'h Godoy, Pepita Tudó.
Goude an trouz a savas e Spagn abalamour d'ar maja desnuda e nac'has Goya he gwiskañ, ha gwelloc'h e kavas livañ unan all : ar maja vestida, "ar bompinell wisket".

Livadurioù Goya

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.