Filip Oillo : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{Infobox Skrivagner
[[Skeudenn:FilipOillo.jpg|200px|thumb|right|Filip Oillo e 2008]]
| anv = Filip Oillo
| skeudenn = FilipOillo.jpg
| ment =
| alc'hwez = Filip Oillo e 2008
| anv mat = Philippe Oillo
| anv pluenn =
| obererezh = Skrivagner
| deiziad ganet = [[1956]]
| lec'h ganet = e [[Gwened]], {{Bro-Wened}}, {{Breizh}}
| deiziad marv =
| lec'h marv =
| yezh = [[Brezhoneg]]
| luskad =
| rumm =
| enorioù = [[Priz Langleiz]] e [[1995]]
| oberennoù pennañ =
| traoù ouzhpenn =
| sinadur =
| ment sinadur =
| lec'hienn =
}}

'''Filip Oillo''' zo un emsaver hag ur skrivagner brezhonek.
'''Filip Oillo''' zo un emsaver hag ur skrivagner brezhonek.



Stumm eus an 26 Gou 2019 da 10:06

Filip Oillo
Filip Oillo
Filip Oillo e 2008
Anv ofisiel Philippe Oillo
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh 1956
e Gwened, Bro-Wened Bro-Wened, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz e 1995


Filip Oillo zo un emsaver hag ur skrivagner brezhonek.

Ganet e 1956 e Gwened, en ur familh gwriziennet e Teiz e Bro-Wened Uhel, met tremen a reas e yaouankiz e Aljeria hag e Senegal, ma teskas wolofeg. Brezhoneg ivez a zeskas gant e dud-kozh, ha goude e-unan, en ur genderc'hel gant e studi, eus Dakar da Bariz ha da Dolosa ma tapas e ziplom ijinour e Skol Vroadel an Nijerezh.

An Emsaver

Deuet da Vreizh e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, e kemeras perzh e savidigezh skol Diwan Landerne hag e Gouelioù Kann al Loar, ur gevredigezh a vo prezidant anezhi e-pad 10 vloaz.

E Burev Diwan Breizh eo bet e-pad pell. Pa soñje dezhañ e oa Diwan o vont da goll hec'h ene e roas e zilez eus ar burev war un dro gant Daniel Kernalegenn, Mari Madeg ha Dora Vargas pa voe anv a sinañ un emglev gant ar Stad c'hall a-benn enframmañ Diwan en deskadurezh Stad dindan renerezh Andrew Lincoln, prezidant Diwan da neuze.

E Kuzul-merañ Ofis ar Brezhoneg emañ bremañ (2006).

Ar Skrivagner

Apokalips 9, e zanevell gentañ, a voe embannet e 1988 e-barzh Al Liamm. Re all zo bet war he lerc'h: Alc'hwez ar Baradoz, Sant Emilion Da Virviken, Al Loman dizanv, Palankin ar Seizh Plijadur Warn-Ugent....

E 1994 e teuas er-maez kentañ levrenn un droidigezh diwar spagnoleg ar XVvet kantved, levr-bourzh Kristol Goulm (Levr bourzh ar veaj kentañ, levrenn gentañ, Al Liamm).

E 1996, e voe embannet gant Al Liamm, e romant kentañ, Blaz An Holen, ac'h eas ar Priz Langleiz gantañ e 1995, istor un den eus kornad Brest hag ac'h a da veajiñ eus Bro-Wened da Goumbala, ur vro faltaziet eus Afrika du.

Disklêriet e oa bet gant an oberour e teuje ur romant all, C'hwez Ar Pebr, war-lerc'h. Met n'eo ket deuet er-maez c'hoazh.

E skridoù