Erwan Evenou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 37: Linenn 37:


==Levrioù==
==Levrioù==
*'''Benn Gouloù Deiz'', embannet gant [[UDB]], Brest.
* [[1972]] : ''[['Benn Gouloù Deiz]]'', barzhonegoù, embannet gant [[UDB]], Brest.
* Tezenn a-zivout [[brezhoneg]] [[Lannejenn]], 1987.
* [[1987]] : ''[[Studi fonologel brezhoneg Lanijen]]'', tezenn a-zivout [[brezhoneg]] [[Lannejenn]].
* ''[[Nikolazig ar broioù tomm]]'', [[romant]], [[Mouladurioù Hor Yezh]], 1991.
* [[1991]] : ''[[Nikolazig ar broioù tomm]]'', [[romant]], [[Mouladurioù Hor Yezh]].
* ''La langue bretonne en quête de légitimité dans l'éducation et la vie publique'', [[Keltia]], 2000.
* [[2000]] : ''[[La langue bretonne en quête de légitimité dans l'éducation et la vie publique]]'', [[Keltia]].
* ''[[Pardon sant Fiag]]'', [[romant]], 2007.
* [[2007]] : ''[[Pardon sant Fiag]]'', [[romant]], embannet gantañ e-unan.
* ''Le coq, l'hermine et le croissant'', romant e galleg, 2013.
* [[2013]] : ''[[Le coq, l'hermine et le croissant]]'', romant e galleg, embannet gantañ e-unan.
* ''Bugale milliget ar baradoz kollet'', romant, [[Al Liamm]], 2018.
* [[2018]] : ''[[Bugale milliget ar baradoz kollet]]'', romant, [[Al Liamm]].


==Liamm diavaez==
==Liamm diavaez==

Stumm eus an 25 Gou 2019 da 15:10

Erwan Evenou
Obererezh Yezhour, skrivagner
Ganedigezh d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940
en Aljer,  Aljeria
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg


Erwan Evenou (ez-ofisiel:Yvon Évenou), ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940 en Aljer, zo yezhour, skrivagner brezhonek ha skrivagner gallek. Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel, yezhel ha politikel. Bevet en deus en Aljeria e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.

Labour emsavel

War un dro gant e labour er sindikad SNI-PEGC e voe unan eus emsaverien bennañ Unvaniezh Demokratel Breizh. Bet eo sekretour Galv (e galleg: « comité d'action progressiste pour la langue bretonne ») er bloavezhioù 1970. Gant e skipailh voe aozet ar gerzhadeg a voe e 1971 etre Ploue hag an An Oriant. En noz kent e voe lojet an dud er Faoued.

Hiziv e ra war-dro skol gouren ar Faoued, bet krouet gantañ pell zo, er barrez m'emañ o chom.

E skridoù

Evel ezel eus Unvaniezh Demokratel Breizh e savas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e galleg evit ar Peuple Breton, ken e brezhoneg evit Pobl Vreizh hag ivez evit Al Liamm, dreist-holl ur pennad "kleiz ha Breizh", a zo a dalvoudegezh vras.

Embannet en deus ivez ul levr barzhonegoù, daou romant e brezhoneg, ur romant e galleg hag ur studiadenn e galleg a-zivout ar brezhoneg en deskadurezh hag er vuhez foran.

Levrioù

Liamm diavaez