HTML : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D syntaxhighlight
Linenn 44: Linenn 44:
== Emdroadur ==
== Emdroadur ==


Al langaj HTML, abaoe ma oa bet ijinet e [[1991]], a zo bet gwellaet meur a wezh. An emdroadur pennañ eo an [[XHTML]], da lakaat an teul HTML kewir gant ar standard [[XML]].
Ijinet eo bet HTML e [[1991]] war ziazez [[SGML]], ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant [[XHTML]] eo bet diazezet HTML war ar standard [[XML]] ; gant HTML4 a dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.


[[Rummad:Lavarioù merkañ]]
[[Rummad:Lavarioù merkañ]]

Stumm eus an 23 Gou 2019 da 18:45

HTML (Hyper Text Markup Language) a zo ul lavar merkañ implijet dreist-holl evit sevel pajennoù evit Internet.

An Tagoù HTML

Ur bajenn HTML a vesk an destenn da vout diskouezet war ar skramm gant "tagoù", da lâret eo kemennoù evit divizout penaos e rankfe ar merdeer diskouez (fichañ...) ar skrid. Peurvuiañ e teu an tagoù daou-ha-daou: un tag-deraouiñ, hag un tag-echuiñ. An tag-deraouiñ a gemenn, hag a verk penn-kentañ ar pennad-skrid (an "elfenn"). Hag an tag-echuiñ a verk dibenn an elfenn.

Tagoù pennañ

<html> : evit lâret e teraou un teul HTML, neuze e ranko ar merdeer tretañ kement a zeuio war e lerc'h e-giz kod HTML.

<head> : evit merkañ talbenn un teul HTML. Bez' emañ e-barzh ennañ ar stlennoù pennañ diwar-benn an teul, hini ebet anezho ne vo diskouezet war-eeun.

<body> : evit deraouiñ "korf" un teul HTML, da lavaret eo e endalc'h, kement a vo diskouezet d'an implijer e-barzh prenestr ar merdeer.

Head

E-barzh an elfenn <head> e vo kavet :

  • <title> : titl ar bajenn, hag a vo skrivet e-barzh e barrenn-titl ar merdeer.

Body

E-barzh ar c'horf body e c'haller kavout tagoù all, e-giz da skouer :

  • <h1>, <h2>,... <h6> : titloù ar c'hevrennoù, an iskevrennoù...
  • <p> : evit digeriñ ur rannbennad nevez.
  • <br> : evit cheñch linenn hep cheñch rannbennad.
  • <table> : evit krouiñ un daolenn (e-barzh hemañ e vo kavet ivez <tr> evit pep linenn eus an daolenn, ha neuze <td> evit dispartiañ ar stlennoù).
  • <div>: evit merkañ ur rann...

Skouer

<!DOCTYPE HTML>
<html>
 <head>
   <meta http-equiv="Content-Type" content="text/html; charset=UTF-8">
   <title>Salud, mestr an dud !</title>
 </head>
  <body>
   <p><span style="color:red;"><b>Salud,</b></span><br><span style="color:blue;">mestr an dud !</span></p>
  </body>
</html>

a vo diskouezet war ar skramm :

Salud
mestr an dud !

Emdroadur

Ijinet eo bet HTML e 1991 war ziazez SGML, ha gwellaet eo bet meur a wezh. Gant XHTML eo bet diazezet HTML war ar standard XML ; gant HTML4 a dreist-holl HTML5 eo deuet HTML, gant CSS ha Javascript, de vezañ a-walc’h evit sevel ul lec’hienn : diezhomm eo bremañ Flash, Java, pe Silverlight. Bremañ n’eus ken niverenn doare ebet.