Kompiler : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
rummad
D geriaoueg
Linenn 19: Linenn 19:
=== Gwiriañ an tipoù ===
=== Gwiriañ an tipoù ===


Rankout a ra tipoù ar variantennoù bezañ kempoell. Er skouer a-üs e rank <kbd>avaloù</kbd> ha <kbd>perennoù</kbd> bezañ niveroù, ha n’eo ket, da skouer, chadennoù (variantennoù a zo testennoù enno).
Rankout a ra tipoù ar variennoù bezañ kempoell. Er skouer a-üs e rank <kbd>avaloù</kbd> ha <kbd>perennoù</kbd> bezañ niveroù, ha n’eo ket, da skouer, chadennoù (variennoù a zo testennoù enno).


=== Produiñ kod binarel ===
=== Produiñ kod binarel ===

Stumm eus an 20 Gou 2019 da 20:21

Ur c’hompiler a zo ur meziant a dro ur program eus e stumm mammenn — un destenn — d’ur stumm binarel a c’hell bezañ peurgaset gant un urzhiataer, peurliesañ dindan kontroll ur reizhiad korvoiñ resis.

Labour ur c’hompiler

Dielfennerezh geriadurel

Da gentañ e vez lennet pep arouez er vammenn. Strollet e vez an arouezoù e jotoueroù. Da skouer, el linnen-mañ:

frouezh = avaloù + perennoù

Strollet eo f, r, o, u, e, z, h evit sevel ar jotouer frouezh.

Dielfennezezh sintaksel

Strollet eo ar jotoueroù, « gerioù » ar program, evit ober « frazennoù » a c’hell bezañ peurgaset gant un urzhiataer. Gant ar memes skouer eo savet un heuliad oberiadurioù : sammañ avaloù ha perennoù, lakaat an disoc’h e frouezh.

Gwiriañ an tipoù

Rankout a ra tipoù ar variennoù bezañ kempoell. Er skouer a-üs e rank avaloù ha perennoù bezañ niveroù, ha n’eo ket, da skouer, chadennoù (variennoù a zo testennoù enno).

Produiñ kod binarel

Troet eo ar frazennoù da god binarel a ra gant kement urzhioù a c’hell an urzhiataer hag ar reizhiad korvoiñ peurgas.

Gwellaat ar c’hod

Dielfenn a ra ar c’hompiler ar c’hod binarel evit klask lakaat tammoù kod efedusoc’h e lec’h ar re produet e penn kentañ.

Lennadur

  • (en) Compilers: Principles, Techniques, and Tools, Alfred V. Aho, Monica S. Lam, Ravi Sethi, Jeffrey D. Ullman, Pearson Education, Inc., 2006.