Raymond Delaporte : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 33: Linenn 33:
Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e reas skol, en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur [[Korkig]] da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol [[Per Denez]], ''Brezhoneg buan hag aes'', ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.
Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e reas skol, en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur [[Korkig]] da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol [[Per Denez]], ''Brezhoneg buan hag aes'', ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.
== An istorour ==
== An istorour ==
Un istorour e oa ivez Raymond Delaporte. Labouret en devoa war istor [[Kastell-Nevez-ar-Faou]].
Un istorour e oa ivez Raymond Delaporte. Labouret en devoa war istor [[Kastell-Nevez-ar-Faou]] evel e dad.
Setu tresadennoù gant an tad bet embannet e 1909 er Bulletin de la Société préhistorique de France Société préhistorique française.
Setu tresadennoù gantañ
<gallery mode="packed" heights="200px">
<gallery mode="packed" heights="200px">
Restr:Le camp fortifié de Lesneven (d'après Delaporte).jpg|Kamp-kreñv Lesneven.
Restr:Le camp fortifié de Lesneven (d'après Delaporte).jpg|Kamp-kreñv Lesneven.

Stumm eus an 16 Gou 2019 da 14:30

Remont ar Porzh
Raymond Delaporte
Raymond Delaporte d'ar 17 a viz Mae 1941
Anv ofisiel Raymond Delaporte
Obererezh Geriadurour
Ganedigezh e 1907
e Kastell-Nevez-ar-Faou, e Breizh Breizh
Marv e 1990
e Kastell-Nevez-ar-Faou, e Breizh Breizh
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg, Saozneg


Raymond Delaporte (Kastell-Nevez-ar-Faou, 13 a viz Gwengolo 1907 - 7 a viz Du 1990) a oa ur broadelour breizhat katolik hag ur geriadurour. Remont ar Porzh e oa e anv brezhonek.

Buhez

Genidik e oa Raymond Delaporte eus Kastell-Nevez ar Faou. Daou vreur en doa, Herve Delaporte hag Yves Delaporte, anavezet o-daou ivez, en emsav broadel breizhek. Mont a reas da skol-veur Angers d'ober e studi war ar Gwir. Da ugent vloaz e lakaas e anv e Strollad Emrenerien Vreiz. E 1932 e savas Breuriez ar Brezoneg er Skoliou, asambles gant tud evel Yeun ar Gow, evit kas ar brezhoneg war-raok er skolioù kristen. E miz Meurzh 1938 e voe anvet da rener ar strollad Bleun Brug. Dilezel a reas renerezh ar Bleun-Brug e miz Kerzu 1940, pa voe galvet da gemer penn Strollad Broadel Breizh e-lec'h Olier Mordrel.

Strollad Broadel Breizh

Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek 1944. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da Iwerzhon. Kondaonet e voe e miz Mae 1947 da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv a-enep ar varnadenn-se.

"Le devoir de l'Heure" testenn gant Raymond Delaporte e kazetenn ar strollad L'Heure Bretonne d'an 12 a viz Kerzu 1943)

Iwerzhon

Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e reas skol, en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur Korkig da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol Per Denez, Brezhoneg buan hag aes, ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.

An istorour

Un istorour e oa ivez Raymond Delaporte. Labouret en devoa war istor Kastell-Nevez-ar-Faou evel e dad. Setu tresadennoù gant an tad bet embannet e 1909 er Bulletin de la Société préhistorique de France Société préhistorique française.

Oberennoù

Levrioù

  • Raymond Delaporte, Elementary Breton-English Dictionary. Cork University Pesss, 1979. Advoulet e 1986 ha 1992.
  • Raymond Delaporte, Elementary English-Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Raymond Delaporte, Elementary Breton-English and English-Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1995. An div levrenn unanet en ul levr.
  • Remon ar Porzh, Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù, 3 levrenn embannet : A-B, CH-C'H-D, E-F-G, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 1989, 1993

Kelaouennoù

  • L'Heure Bretonne Even 1940 - Even 1944
  • War du ar pal Dastumadenn studiadennoù diwar-benn Breiz, Revue d'études bretonne, miz C'hwevrer 1938 ha miz Eost 1939

Troidigezhioù

  • Brezhoneg... buan hag aes "A beginner's course in Breton, adapted from the French of Per Denez", Raymond Delaporte, Cork University Press, 1añ a viz Genver 1977 (ISBN 9780902561113)

Levrlennadur