Glaoda ar Prad : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Portrait de Claude-Marie Le Prat.png|thumb|Poltred Glaoda ar Prad en Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907]]
[[Restr:Portrait de Claude-Marie Le Prat.png|thumb|Poltred Glaoda ar Prad en Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907]]
'''Glaoda ar Prad''', pe '''Klaoda ar Prad''' (skrivet "Klaoda 'r Prat" gantañ e-unan) (1875-1926) a oa ur skrivagner brezhonek katolik.
'''Glaoda ar Prad''', pe '''Klaoda ar Prad''' (skrivet "Klaoda 'r Prat" gantañ e-unan) (1875-1926), anvet ivez '''Barzh Plougastell''', a oa ur skrivagner brezhonek katolik.


==E vuhez==
==E vuhez==

Stumm eus an 12 Gou 2019 da 15:47

Poltred Glaoda ar Prad en Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907

Glaoda ar Prad, pe Klaoda ar Prad (skrivet "Klaoda 'r Prat" gantañ e-unan) (1875-1926), anvet ivez Barzh Plougastell, a oa ur skrivagner brezhonek katolik.

E vuhez

Ganet e Brest d'ar 25 a viz Genver 1875, ha marvet e Vern-d'Anjou d'an 13 a viz Ebrel 1926, a oa kelenner ha skrivagner brezhonek. Meur a anv-pluenn en doa : Pluenzir, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou, ha marteze Klaod Koz.
Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Desavet e voe e Plougastell, e Kerzadiou. Mont a reas da vevel da skol al Likez, da Gemper. Met lakaet e voe war ar studi, ha goude kaset da zeskiñ ar vicher skolaer.

E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos-Pêr ar Braz (barzh Dirlemm) ha Fañch Elies (Abeozen).

E 1905, da 30 vloaz, e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar Brezel-bed kentañ. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz.

Fin e vuhez

E 1924 ez eas da gelenn da Anjev. Eno e varvas daou vloaz goude.
Douaret e voe e Kervaria-Sular, e Treger, bro e wreg.

Oberennoù

Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù c'hoari, ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz.

Notennoù ha daveoù

  1. An Teir C'had enlinenn e peurunvan
  2. Chomit er gêr ! enlinenn e peurunvan.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.