Nobeliom : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20: Linenn 20:
| align="right" colspan="2" rowspan="2" | [[Iterbiom|Yb]]
'''No'''
MM
| align="right" colspan="2" rowspan="2" | [[Iterbiom|Yb]]
'''No'''
MM

| align="center" colspan="6"| [[Restr:No-TableImage.png|250px|Taolenn drovezhiek, Nobeliom]]
| align="center" colspan="6"| [[Restr:No-TableImage.svg|250px|Taolenn drovezhiek, Nobeliom]]

[[Taolenn beriodek an elfennoù|Taolenn drovezhiek]]

[[Taolenn beriodek an elfennoù|Taolenn drovezhiek]]

Stumm eus an 2 Gou 2019 da 14:28

N O B E L I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
MendeleviomNobeliomLawrensiom
Yb
No
MM
Taolenn drovezhiek, Nobeliom
Perzhioù hollek
Niver atomek 102
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad, trovezh, bloc'h Aktinidoù, 7, f
Tolz atomek 259,101 u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 7s2
Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 32, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 2, + 3
Tredanleiegezh 1,30 [diouganet] (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 641,627 kJ/mol
Skin atomek 246 pm
Skin kenamsav 176 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled [diouganet]
Douester (20°C) (stlenn ebet)
Teuzverk 827°C
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an nobeliom ; No eo e arouez kimiek, 102 e niver atomek ha 259,101 e dolz atomek.
Ar pevarzekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Istor

E 1957 ez embannas skiantourien an Ensavadur Nobel e Stockholm o doa dizoloet izotop 251 pe 253 en elfenn 102 dre skinata kuriom-244 gant karbon-13. Nobelium (No) eo an anv a rojont d'an elfenn nevez, en enor da Alfred Nobel, kent distreiñ war o c'hiz : ne oant mui asur eus o c'havadenn.
E 1958 e voe kaset an hevelep arnodenn gant skipailh Albert Ghiorso ha Glenn T. Seaborg e Skol-veur Kalifornia (Berkeley). Izotop 250 ar fermiom a voe dinoet, o tont eus izotop 252 an elfenn 102, a voe anvet nobelium ivez :

244 Cm + 12 C 256 No 252 No + 4 1 n
96 6 102 102 0

E 1961, pa oa o klask kevanaozañ an elfenn 103 (103Lr) e prouas an hevelep skipailh en doa arsellet skinoù α o tont eus an elfenn 102, a gredjont bezañ No-255.

Diouzh o zu, ar Rusianed e Labourva Flerov e Dubna (U. R. S. S.) a embannas e 1966 o doa kavet an elfenn 102 ivez, dre an dazgwered :

238 U + 22 Ne 260 No 254 No + 6 1 n
92 10 102 102 0

E 1969 e teuas skipailh Dubna a-benn da ziskouez kerentiezh kimiek etre ar 14vet lantanid (70Yb) hag an elfenn 102, a anvjont joliotium (Jo) en enor d'ar fizikour gall Frédéric Joliot-Curie (1900-1958).

E 1992 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) e oa labour Dubna e 1966 an hini resisañ, hogen miret e voe an anv nobelium abalamour d'an niver a bennadoù bet skrivet dija a rae dave da 102No.[1]

Perzhioù

Peogwir n'eus bet kavet izotop ebet eus 102No a badfe pelloc'h eget ur vunutenn ne c'haller kadarnaat perzh ebet d'an elfenn.

Izotopoù

C'hwezek skinizotop eus an nobeliom zo bet kevanaozet (248No hag an heuliad No-250 betek No-264), ha tri izomer derc'hanel zo (No-251m, No-253m ha No-254m).

Izotopoù stabilañ an nobeliom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh

253No

kevanaozet

1,62 vunutenn

α249Fm
β+253Md

254No

kevanaozet

51 eilenn

α → 250Fm
β+254Md

255No

kevanaozet

3,1 munutenn

α → 251Fm
β+255Md

257No

kevanaozet

25 eilenn

α → 253Fm
β+257Md

259No

kevanaozet

58 munutenn

α → 255Fm
e259Md

Arver

Hini ebet.

Notennoù

1. Names and symbols of transfermium elements, IUPAC, 1997 (en) Liamm oberiant 19 MEU 13

Daveennoù

Liammoù diavaez

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok