Erbiom : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint
Linenn 19: Linenn 19:
| align="right" colspan="2" rowspan="2" | '''Er'''<br />[[Fermiom|Fm]]
| align="right" colspan="2" rowspan="2" | '''Er'''<br />[[Fermiom|Fm]]
|-
|-
| align="center" colspan="6"| [[Restr:Er-TableImage.png|250px|taolenn beriodek, Erbiom]]
| align="center" colspan="6"| [[Restr:Er-TableImage.svg|250px|taolenn beriodek, Erbiom]]


<div style="text-align: right"><small>[[Taolenn beriodek an elfennoù|Taolenn beriodek]]</small></div>
<div style="text-align: right"><small>[[Taolenn beriodek an elfennoù|Taolenn beriodek]]</small></div>

Stumm eus an 29 Mez 2019 da 16:29

E R B I O M
0 0 0 0 0 0 0 0
HolmiomErbiomTuliom
Er
Fm
taolenn beriodek, Erbiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 68
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad, trovezh, bloc'h Lantanidoù, 6, f
Tolz atomek 167,259 u
Aozadur elektronek
[Xe] 4f12 6s2
Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 30, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
(oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 1,24 (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 589,303 kJ/mol
2 : 1 151,069 kJ/mol
3 : 2 194,075 kJ/mol
4 : 4 119,920 kJ/mol
Skin atomek 229 pm
Skin kenamsav 177 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20°C) 9,044 g/cm3
Teuzverk 1 529°C
Bervverk 2 868°C
Tredanharzusted 860 nΩ•m (e 20°C)
Neuz an elfenn

Erbiom

Un elfenn gimiek eo an erbiom ; Er eo e arouez kimiek, 68 e niver atomek ha 167,259 e dolz atomek.

Istor

E 1843 e voe tennet div oksidenn vetalek eus un tamm kailh gadolinit gant ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander e Stockholm : unan velen, a oa oksidenn terbiom Tb2O3, hag unan roz a oa oksidenn erbiom Er2O3.
Dispis eo ar gavadenn avat, rak lantanidoù all a oa hep mar er standilhon ; e 1878 e voe tennet iterbiom 70Yb eus un tamm erbiom gant ar c'himiour suis Jean-Charles de Galissac e Geneva, hag er bloavezh war-lerc'h e voe tennet skandiom 21Sc eus an iterbiom.
Er2O3 glanoc'h a voe hiniennekaet e 1905 gant ar c'himiour gall Georges Urbain hag, en hevelep bloavezh, gant ar c'himiour saoz Charles James.
E 1934 e voe kenderc'het ar metal glan gant ar gimiourien alaman Wilhelm Karl Klemm ha Heinrich Bommer[1].
Evel anvioù an itriom, an terbiom hag an iterbiom e teu anv an erbiom eus Ytterby, ur gêriadenn e-kichen Stockholm ma tenner kailhoù puilh al lantanidoù enno.[2]

Perzhioù

Ur metal govelius eo an erbiom, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù morzhol ; aes eo da stummañ.
Ferromagnetek eo an erbiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -254,15°C : treiñ a ra da warell.
Gourzhferromagnetek eo etre -254,15 ha -193,15°C : n'eus gwarellegezh ken gantañ.
E gwrezverkoù tommoc'h eget -193,15°C e tro da gewarellek, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.

Kimiek

  • Buan e tazgwered an erbiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Er [k] + 6 H2O [d] → 2 Er(OH)3 [dz] + 3 H2 [g] [3]
  • Dilufrañ gorrek a ra an erbiom en aer, hag aes eo e lakaat da zeviñ :
4 Er + 3 O2 → 2 Er2O3 (trioksidenn erbiom)
2 Er [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 Er3+ [dz] + 3 SO42- [dz] + 3 H2 [g]
  • Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Er pa vez tommoc'h eget 200°C :
2 Er [k] + 3 X2 [g] → 2 ErX3 [k]

Izotopoù

C'hwec'h izotop eus Er a gaver en natur : Er-162, Er-164, Er-166, Er-167, Er-168 hag Er-170.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 29 anezho, 169Er o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 9,4 devezh.

Izotopoù stabilañ an erbiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
160Er kevanaozet 28,58 eurvezh 160Ho

162Er

0,139

> 1,4x1014 bloavezh 158Dy
dre skinoù α
162Dy
dre skinoù β
164Er 1,601 stabil, 96 neutron
165Er kevanaozet 10,36 eurvezh 165Ho
166Er 33,503 stabil, 98 neutron
167Er 22,869 stabil, 99 neutron
168Er 26,978 stabil, 100 neutron
169Er kevanaozet 9,4 devezh 169Tm

170Er

14,910

> 3,2x1017 bloavezh 166Dy
dre skinoù α
170Yb
dre skinoù β
171Er kevanaozet 7,516 eurvezh 171Tm
172Er kevanaozet 49,3 eurvezh 172Tm

Arver

Notennoù

  1. SIMON Arndtn MATTAUSCH Hansjürgen, Ryazanov Mikhail, Kremer Reinhard K., Lanthanides as d Metals, Max Planck-Institut für Festkörperforschung, Stuttgart, 2005 — ResearchGate (en) Liamm oberiant 17 C'HWE 2013
  2. BBC H2G2 (en) Liamm oberiant 17 C'HWE 2013
  3. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok