Amelia Earhart : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Rummad resisoc'h
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{|class="infobox" style="font-size:90%;"
[[Restr:Amelia earhart 1937.jpg|thumb|300px|Amelia e 1937.]]

'''Amelia Earhart''' (distagadur: {{IPA|[ˈɛərhɑrt]}}), ganet d'ar [[24 a viz Gouere]] [[1897]] en [[Atchnison]] ([[Kansas]]), kollet d'an [[2 a viz Gouere]] e [[1937]] e-kichen [[Enez Howland]], disklêriet marv d'ar [[5 a viz Genver]] [[1939]], a zo un [[SUA|Amerikanez]] e-touez [[nijerezh|nijerien]] gentañ an Istor hag ur skrivagnerez. Ar plac'h kentañ e voe o treuziñ ar [[Meurvor Atlantel]] en hec'h-unan, e [[1932]]. E-kerzh he buhez e tifennas gwirioù ar merc'hed ha dre he buhez e tiskouezas e c'halle ar merc'hed bevañ hag ober ar pezh a garent. Kollet e voe er mor er bloaz 1937 pa oa o klask ober tro ar bed en e hirañ (a-hed ar [[keheder|c'heheder]]), dre ar reter.
!colspan="2" style="background-image:linear-gradient(to right, #abcdef, #fff); color:#ff7200;"|
[[Restr:BSicon AIRCLUB.svg|48px]]

Amelia Earhart

|-align="center"
|colspan="2"|[[File:Amelia Earhart 1935.jpg|250px]]
D'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1935]]

|'''Ganedigezh'''||[[24 Gouere]] [[1897]]
[[Atchison (Kansas)|Atchison]], {{Kansas}}

|'''Steuziadur'''||[[2 Gouere]] [[1937]]
[[Meurvor Habask]]

|'''Statud'''||Disklêriet marv ''in absentia''

|'''Broadelezh'''||[[Restr:Flag of the United States.svg|24px]] [[Stadunanat]]

|'''Lesanvioù'''|||''Lady Lindy''
''Queen of the Air''

|colspan="2"|

|'''Micherioù'''||Levierez
Skrivagnerez

|colspan="2"|

|'''Breved'''|| FAI niv. 6017, [[16 Mae]] [[1923]]

|colspan="2"|

|'''Internet||[https://www.ameliaearhart.com/ www.ameliaearhart.com/]

'''Amelia Mary "Meeley" Earhart''' ({{IPA|[ˈɛərhɑ:rt]}}), bet ganet d'ar [[24 a viz Gouere]] [[1897]] en [[Atchison (Kansas)|Atchison]] ([[Kansas]]), steuziet er [[Meurvor Habask]] d'an [[2 a viz Gouere]] [[1937]] ha disklêriet marv d'ar [[5 a viz Genver]] [[1939]], a oa ul levierez hag ur skrivagnerez [[stadunanat]] ; ar c'hentañ maouez er bed o leviañ en he unan dreist ar [[Meurvor Atlantel]] e voe.

Meur a rekord a yeas ganti, ha berzh a reas he levrioù diwar-benn he nijadennoù. Pouezus e voe he ferzh e savidigezh [[Ninety-Nines|The Ninety-Nines]] ''(The 99s)'', a zo ur gevredigezh levierezed etrebroadel staliet en [[Oklahoma City]].

Pa oa o klask leviañ tro ar bed gant he loman e 1937 e voe kollet roud eus o nijerez dreist ar [[Meurvor Habask]] e-kichen [[Enez Howland]].
== Liammoù diavaez ==
==Yaouankiz==
* {{en}} [http://www.ameliaearhart.com/ Lec'hienn ofisiel]
[[Restr:Ameliachild.jpg|thumb|Amelia war-dro [[1901]]]]
Amelia Earhart a voe ganet d'ar Yaou 24 a viz Gouere 1897 d'an [[alvokad]] Samuel "Edwin" Stanton Earhart ([[1867]]–[[1930]]) ha d'e wreg Amelia "Amy" Otis ([[1869]]–[[1962]]) en Atchison (Kansas), e ti he zud-kozh a-berzh mamm, ar banker Alfred Gideon Otis hag e wreg Amelia Josephine Harres.

E [[1907]] e voe kaset an tad da labourat e [[Des Moines (Iowa)|Des Moines]] ([[Iowa]]) gant e implijer, ar Rock Island Railroad ; d'e heul ez eas e bried, en ur lezel Amelia hag he c'hoar Muriel ([[1899]]–[[1998]]) e ti an dud-kozh en Atchison. Eno e voent skoliataet gant o mamm-gozh hag ur c'houarnerez. E Des Moines e welas Amelia un nijerez e [[1908]], pa oa-hi dek vloaz ; nac'hañ a reas an nijadenn gentañ a voe kinniget dezhi gant he zad. E [[1909]] ez eas an div blac'h da chom gant o zud en Iowa, ma'z ejont d'ur skol evit ar wech kentañ ; 12 vloaz e oa Amelia, ha 10 vloaz he c'hoar.

Finborte a rae an tiegezh, a brenas un ti nevez hag a c'hopras mevel ha matezh, pa voe merzhet e oa troet an tad da [[Mezventi|vezvier]] ; e [[1914]], hag eñ oadet 47 vloaz, e voe rediet gant Rock Island Railroad da vont war e leve. Petra bennak ma klaskas an alvokad bezañ pareet diouzh e gleñved ne voe biskoazh adc'hopret gant Rock Island Railroad. D'ar mare-se e varvas Amelia Josephine Harres, he devoa lakaet al lodenn eus he madoù a yaje gant he merc'h dindan gward gant aon ma vije drouziviet gant Samuel S. Earhart ; gwerzhet e voe an ti ha kement a oa e-barzh.

{{Commons|Category:Amelia Earhart}}
E [[1915]] e kavas an tad labour er Great Northern Railway e [[Saint Paul (Minnesota)|Saint Paul]] ([[Minnesota]]) ; eno ez eas Amelia Earhart d'al [[lise]]. En hevelep bloaz e c'houlennas Samuel bezañ anvet e [[Springfield (Missouri)|Springfield]] ([[Missouri (stad)|Missouri]]) en ur post a oa dalc'het gant un den hag a oa o vont war e leve ; berr avat e voe tad Amelia pa zistroas an den war e ziviz : da 48 vloaz en em gavas Samuel dilabour. Ar vamm a gasas an div blac'h ganti da [[Chicago]] da vevañ gant mignoned. Eno e klaskas Amelia ul lise dereat da studiañ ar skiantoù ; goude ur bloavezh digenvez en Hyde Park High School e voe diplomet e [[1916]]. Goude-se ez eas da skol-veur Ogontz School e [[Rydal]] ([[Pennsylvania]]), hogen ne echuas ket ar studioù.

Da vare Nedeleg [[1917]] ez eas Amelia Earhart da [[Toronto|Doronto]] davet he c'hoar. Eno e welas gloazidi o tistreiñ eus ar [[Brezel-bed kentañ]], ar pezh he c'hasas da vezañ stummet evel klañvdiourez gant ar [[Luskad Etrebroadel ar Groaz Ruz hag ar C'hreskloar Ruz|Groaz Ruz]] kent mont da labourat gant ar ''Voluntary Air Detachment'' en ospital milourel Toronto.

Pa voe tizhet Toronto gant kleñved-bed ar [[grip]] e [[1918]] e voe ret da Amelia Earhart labourat noz ha deiz, kement ha ken bihan ma voe tizhet ivez e miz Gwengolo gant [[skeventfo]] ha [[sinusit]]. Klañvadez e chomas en ospital adalek deroù miz Du betek diwezh ar bloavezh. Dre ma ne oa ket eus [[bevastaler]]ioù d'ar mare-se e voe oberataet meur a wech, en aner avat daoust d'ur bloavezh diskuizh a dremenas e ti he c'hoar e [[Northampton (Massachusetts)|Northampton]] ([[Massachusetts]]). Gant sinusit henek e voe bec'hiet a-hed an nemorant eus he buhez.
{{DEFAULTSORT:Earhart, Amelia}}

E dibenn he fredad diglañvadur, e [[1919]] pa oa 22 vloaz, en em brientas Amelia da vont d'ar skol-veur Smith College e Northampton ; kemmañ he mennozh a reas avat, ha mont da [[New York]] e Columbia University ma studias ar [[mezegiezh|vezegiezh]]. Bloaz goude e paouezas gant he studioù da vont gant he zud, a veve kevret en-dro e [[Long Beach (Kalifornia)|Long Beach]] ([[Kalifornia]]).

Eno, d'an [[28 a viz Kerzu]] [[1920]], e tapas Amelia Earhart he nijadenn gentañ (10 [[munutenn]], 10 [[dollar]]) ; goude-se e tivizas mont da levierez. D'an [[3 a viz Genver]] [[1921]] e kemeras he c'hentel gentañ digant al levierez [[Neta Snook]] ([[1896]]–[[1991]]), war bourzh un nijerez [https://en.wikipedia.org/wiki/File:Flying_jenny_cropped.jpg Curtiss JN-4] ; labourat a reas evit espern ar 1 000 dollar rekis evit ar c'hentelioù : luc'hskeudennerez, bleinerez sammgirri, berrskriverez, hag all.

C'hwec'h miz diwezhatoc'h e prenas Amelia Earhart he nijerez gentañ, un daoublaeneg [https://commons.wikimedia.org/wiki/Category:Kinner_Airster#/media/File:Kinner_Airster_Aero_Digest_February_1927.jpg Kinner Airster] melen a lesanvas ''The Canary''. Gant he familh e voe sikouret da baeañ evit an ardivink eil dorn-se.

D'an [[22 a viz Here]] [[1922]], an danvez levierez a lakaas he nijerez kozh da bignat betek 14 000 troatad (4 267,2 m), ar pezh a voe rekord ar bed evit ar merc'hed.

D'ar [[16 a viz Mae]] [[1923]] e voe Amelia Earhart ar 16{{vet}} maouez stadudanat brevedet gant ar ''Fédération Aéronautique Internationale'' (FAI/WASF). <ref>{{en}} {{cite web|url=https://npg.si.edu/exhibit/earhart/pop-ups/02.html|title=Breved Amelia Earhart|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref>

Ne c'hallas ket Amelia Earhart bezañ ul levierez a vicher kerkent ha brevedet, rak rivinet e oa he ziegezh abalamour d'ur postadur en ur [[mengleuz|vengleuz]] [[gips]] hag a reas freuz-stal ; tamm-ha-tamm e oa aet he hêrezh digant he mamm-gozh da netra. Pa ne c'helle ket askorusaat he fostadur en nijerezh e werzhas Amelia ''The Canary'' hag e prenas ur [[karr-tan|c'harr-tan]].

E deroù [[1924]] ez eas he sinusit war washaat hag oberataet e voe adarre, en aner avat. Klask a reas sevel meur a embregerezh, met ret e voe dezhi kavout un hent all. E 1924 ivez, da heul torridigezh dimez he zud, e kasas he mamm ganti en he c'harr da veajiñ eus Kalifornia betek [[Boston]] ; eno e voe oberataet Amelia a-nevez, gant muioc'h a verzh.

Goude diglañvaat e tistroas da Golumbia University, ma studias e-pad un nebeud mizvezhioù betek ma voe rediet da baouez dre ziouer a arc'hant. Da gelennerez ez eas neuze, kent mont e [[1925]] da labourerez sokial e Boston ; e [[Medford, Massachusetts|Medford]] e bannlev Boston en em stalias, hag eno e kendalc'has da ober war-dro an nijerezh : emezelañ a reas e rann Boston an ''American Aeronautical Society'', ma voe dilennet da veskadoriadez. Amelia Earhart eo a levias ar c'hentañ nijadenn ofisiel o tibradañ eus Dennison Airport e [[Quincy, Massachusetts]] e [[1927]].

Gopret e voe evel gwerzherez gant an embregerezh Kinner Aircrafts tro-dro da Voston ; kronikerez e voe ivez e [[kazetennerezh|kazetennoù]] rannvro Boston, ma klaskas luskañ an nijerezh. A-feur ma kreske he brud e rakwele sevel un aozadur a vodje levierezed.
==Levierez==
{|class="infobox" style="font-size:90%"

|[[File:Amelia Earhart 1928.jpg|150px]]||[[File:Amelia Earhart Commemoration Stone - Burry Port.jpg|153px]]
|-align="center
|Dik a-raok dibradañ
war-du [[Europa]]||Maen-koun
e Porth Tywyn

Goude nijadenn [[Charles Lindbergh]] dreist ar [[Meurvor Atlantel]] e miz Mae 1927 e vennas Amy Phipps ([[1873]]-[[1959]]), anezhi ur vouezhiacherez dengarourez entanet gant an nijerezh ha gwreg d'ar [[politker]] [[saoz]] [[Frederick Guest]] ([[1875]]-[[1937]]), bezañ ar vaouez kentañ oc'h ober kement all evel levierez pe dreizhadez. Pa verzas e oa re zañjerus eviti e kinnigas skoazellañ ar raktres. Digant Amelia Earhart e voe goulennet mont kevret gant an nijer Wilmer Stultz ([[1900]]-[[1929]]) hag ar mekanikour Louis Gordon ; ne vije ket Amelia o leviañ eta, met karget e vije da zerc'hel deizlevr an nijadenn. D'ar [[17 a viz Mezheven]] [[1928]] e tibradjont war bourzh ur [https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Ad_Astra_Aero_-_Fokker_F-VII-B_3-m_(CH190).jpg Fokker F-VIIb/3m] e [[Trepassey]] ([[Douar-Nevez ha Labrador]]) ; 20 eurvezh ha 40 munutenn diwezhatoc'h e pradjont e [[Porth Tywyn]], [[Sir Gaerfyddin]], e mervent [[Kembre]].

Antronoz e nijas A. Earhart betek [[Southampton]] e [[Bro-Saoz]]. Eno e levias [https://www.jetphotos.com/photo/8972150 Avro Avian 594 Avian III G-EBUG]] al levierez [[iwerzhon]]at [[Mary, Lady Heath]] ([[1896]]-[[1932]]) ; diwezhatoc'h e prenas an nijerez, a lakaas da gas da [[SUA]] dre vor.

Brud a c'hounezas Amelia Earhart en SUA : peogwir e tenne he dremm da hini Charles "Lucky Lindy" Lindbergh e krogas lod kazetennoù ha kelaouennoù d'ober ''Lady Lindy'' anezhi, ha ''Queen of the Air'' e voe al lesanv a voe roet dezhi gant United Press. Diouzhtu goude he distro d'ar gêr e voulc'has Amelia un droiad prezegennoù e 1928 ha [[1929]]. P'edo o veajiñ e tivizas an embanner ha bruder George P. Putnam – a oa bet unan eus aozerien an nijadenn dreuzatlantel – brudañ Amelia dre un droiad prezegennoù all, ul levr bet skrivet ganti <ref>EARHART, Amelia : ''op. cit.''</ref> ha pegañ he foltred war marc'hadourezhioù liesdoare evel malizennoù, pakadoù [[butun]] ha dilhad evit ar merc'hed.

Berzh bras a reas ar c'houlzad brudañ evit sankañ skeudenn Amelia Earhart e spered an dud. Tennañ splet eus kement-se a reas al levierez evit luskañ an nijerezh e metoù ar merc'hed : kenpennskriverez ar gelaouenn ''Cosmopolitan'' e voe e 1929. En hevelep bloaz e voe unan eus an dud hag a labouras evit ma vije diorroet aerlinennoù e diabarzh SUA ; kevret gant Charles Lindbergh e voe kannadez ar gompagnunezh Transcontinental Air Transport (TAT). Arc'hant ha moneiz a bostas da sevel an aerlinenn gentañ etre New York ha [[Washington D.C.]] ; anvet e voe da veskadoriadez National Airways hag a vere meur a aerlinenn e biz SUA.

Nec'het e oa Amelia Earhart gant he nijadenn dreuzatlantel avat, pa ne oa bet nemet un dreizhadez – fellout a rae dezhi tapout ur rekord "digousi". E miz Mezheven 1928 e oa bet an nijadenn vrudet, e miz Eost e oa bet embannet he levr, ha da zeiz diwezhañ ar miz-se end-eeun e tibradas gant he [https://wwtn.wordpress.com/2012/10/11/beryl-flying/1928-avro-avian-7083-sits-on-an-airfield/ Avian 7083] e [[Rye (New York)|Rye]] ([[New York (stad)|New York]]) war-du [[Los Angeles]] ha distro. <ref>{{en}} {{cite web|url=https://web.archive.org/web/20070929221217/http://www.ameliaflight.com/ameliaflight/flight.po|title=''Amelia Earhart's Flight Across America''|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref> E 23 c'hêr ez arsavas evit nijal a-hed 8&nsp;850 km ar veaj. Ar vaouez kentañ er bed e voe o leviañ en he unan a-dreuz norzh SUA ha distro.

E 1929, A. Earhart a gemeras perzh er ''Women's Air Derby'' kentañ, un nijadeg evit al levierezed. D'an [[18 a viz Eost]] e tibradas ar merc'hed eus [Santa Monica]] (Kalifornia) war-du [[Cleveland (Ohio)]], ma errujont d'ar [[26 a viz Eost]] ; trede e rann an ardivinkoù ponner e voe Amelia e diwezh an nijadeg. Da heul an abadenn ez aozas bodageg veur an ''International Organization of Women Pilots'' (IOWP) a vod levierezed abaoe an [[2 a viz Du]] 1929 ; dre ma teuas 99 maouez diwar ar 117 a oa ezel e teuas ''Ninety-Nines'' (99) da vout lesanv an IOWP.

Bloaz goude, e [[1930]], e voe Amelia Earhart e penn an 99 hag unan eus pennoù an ''National Aeronautic Association'' (NAA) ma labouras evit ma vije krouet rann rekordoù al levierezed ; heñvel a reas pelloc'h er WASF, eo an NAA un ezel diazezer anezhi.
[[File:Amelia Earhart and husband George Putnam 1931.jpg|thumb|Earhart ha Putman, [[2 Ebrel]] 1931]]
D'ar [[7 a viz C'hwevrer]] [[1931]] e timezas gant George P. Putman.

En hevelep bloaz e tapas Amelia rekord an uhelder pa gasas ur [https://web.archive.org/web/20170924183750/https://airandspace.si.edu/collection-objects/model-static-pitcairn-pca-2-beech-nut Pitcairn PCA-2] da 18 415 troatad (5 613 m).
[[File:Lockheed Vega 5b Smithsonian.jpg|thumb|left|Lockheed Vega 5B Amelia Earhart]]
Mennet start e oa Amelia Earhart da nijal en he unan dreist ar Meurvor Atlantel, evel ma oa bet graet gant Charles Lindbergh e 1927. Da veure an [[20 a viz Mae]] 1932 e tibradas war bourzh ul Lockheed Vega 5b e [[Harbour Grace]] en Douar-Nevez, ganti ur skouerenn eus ar gazetenn ''Telegraph-Journal'' da brouiñ an deiziad ; e sell e oa al levierez da bradañ e [[Le Bourget]] evel ''Lucky Lindy'', hogen abalamour da gudennoù mekanikel degaset gant avelioù kreñv ha sklas deuet eus an norzh e rankas pradañ e Cúil Mór, [[Doire (kêr)|Doire]], [[Norzhiwerzhon]] goude un nijadenn 14 eurvezh ha 56 munutenn.

Ar c'hentañ maouez o leviañ dibaouez dreist ar Meurvor Atlantel e voe Amelia Earhart neuze ; [[Kongres ar Stadoù-Unanet]] a zeroas dezhi an ''Distinguished Flying Cross'' evit he "harozegezh pe oberenn dibar en ur gemer perzh en un nijadenn", [[Bro-C'hall]] he anvas da Varc'hegez al ''[[Lejion a enor|Légion d'honneur]]'', hag ar [[Prezidant Stadoù-Unanet Amerika|prezidant]] [[Herbert C. Hoover]] a roas dezhi Medalenn aour an ''National Geographic Society''.

Goude-se e skoulmas Amelia Earhart darempredoù a vignoniezh gant ar ''[[First Lady of the United States|FLOTUS]]'' [[Eleanor Roosevelt]] hag al levierez veur [[Jacqueline Cochran]] ; kenlabourat a rejont evit luskañ gwirioù ar merc'hed en SUA hag er bed.

E miz Du [[1934]], p'edo Amelia gant un droiad prezegennoù e voe un tan-gwall en he zi e Rye, ma voe distrujet he deizlevrioù. A-c'houde ar gwallzarvoud-se e tilojas ar re Butnam da Galifornia, ma voe George unan eus renerien [[Paramount Pictures]] en [[Hollywood]]. E Kalifornia e kejas Amelia ouzh an nijer Paul Mantz ([[1903]]–[[1965]]) hag he sikouras da wellaat he barregezh war an nijadennoù hir.

D'an [[11 a viz Genver]] [[1935]] e voe Amelia Earhart ar vaouez kentañ o leviañ en he unan eus [[Honolulu]] da [[Oakland (Kalifornia)|Oakland]] (Kalifornia), war bourzh he Lockeed Vega. D'an [[19 a viz Ebrel]] en hevelep bloaz, gant he ardivink bepred, e levias eus Los Angeles betek [[Kêr-Vec'hiko]] ; alese e tibradas d'an [[8 a viz Mae]] war-du New York.

E 1935 c'hoazh, d'an [[30 a viz Eost]], e kemeras perzh e nijadeg ar ''Bendix Trophy'' eus [[Burbank (Kalifornia)|Burbank]] (Kalifornia) da Gleveland (Ohio), un 3 300 km bennak. Ar bempvet levierez e voe oc'h erruout, abalamour ma ne c'helle he Lockeed tizhout nemet 314 km/h pa oa gouest ar re all da nijal betek 480 km/h ; reuzius e voe an nijadeg : latar, barradoù arnev spontus, ar c'henstriver Cecil A. Allen ([[1904]]–[[1935]]) a varvas pa begas an tan en e nijerez en ur zibradañ <ref>{{en}} {{cite web|url=https://dmairfield.com/people/allen_ce/|title=''Cecil A. Allen''|accessdate=16 Mezheven 2019}}</ref> hag al levierez Jacqueline Cochran a rankas dilezel en abeg da gudennoù mekanikel.

Goude-se e komprenas Amelia Earhart e oa ret dezhi kaout un nijerez nevez, pa felle dezhi nijal a-hed [[Keheder|Gouriz ar bed]].
==Tro ar bed ha steuziadur==
E deroù [[1936]] e krogas Amelia Earhart da brientiñ he nijadenn an-unan a-hed ar c'heheder, da lavarout eo ur 47 000 km bennak war-du ar c'hornôg bepred. E miz Gouere, gant sikour rann an Nijerezh e Purdue University e [[West Lafayette (Indiana)|West Lafayette]] ([[Indiana]]) m'edo kuzulierez, e lakaas ar saver nijerezioù Lockheed e Burbank da fardañ un ardivink diouzh he dezverkoù a-fed beolioù [[Trelosk kondon|trelosk]] kent dibab ar c'habiten a vor Harry Manning da loman. Un eil loman a voe kavet, ar c'habiten a vor Fred Noonan hag a ouie lomaniñ un nijerez : Manning a vije loman eus [[Hawaii]] da Enez Howland er mervent, Noonan eus an enez da [[Aostralia]], hag en he unan e vije al levierez da echuiñ ar veaj betek SUA.
;♦ Kentañ arnod
D'ar [[17 a viz Meurzh]] [[1937]] e nijas ar skipailh eus Oakland da Honolulu. Abalamour ma chome gennet biñsoù-tro an nijerez a vare da vare e voe kaset da stalioù-labour an [[United States Navy|US Navy]] e [[Pearl Harbor]] ; tri devezh goude, pa glaskas ar skipailh dibradañ, e troidellas al Lockheed war ar roudenn, torret e voe ar c'hilhoroù, ar [[keflusker dre enleskiñ|c'hefluskerioù]] a stokas ouzh al leurenn, riklañ war e gof a reas an ardivink en ur c'haouiñ ar roudenn. Ampellet e voe an nijadenn, ha kaset an nijerez da Vurbank dre vor. Den ne oar a-zivout abeg ar gwallzarvoud : tarzhet ur vandenn-rod, torret ar c'hilhoroù pe faziet al levierez.
<gallery mode="packed" heights="180px" style="font-size:90%;">
Earhart-electra 10.jpg|Lockheed Model 10 ''Electra'' Amelia Earhart en Oakland (Kalifornia), d'ar 17 a viz Meurzh 1937
</gallery>
;♦ Eil arnod
[[Restr:Amelia Earhart flight route.svg|thumb|upright=1.6|Hent an eil arnod]]
Pa voe kempenn al Lockheed e prientas ar skipailh an eil arnod, a vije war-du ar reter e-lec'h ar c'hornôg, kement-se en abeg da gemmadennoù en avelioù hag en titouroù diwar-benn an amzer. Al loman F. Noonan hepken a oa war bourzh gant al levierez ; d'an [[20 a viz Mae]] e tibradjont eus Oakland da [[Miami|Viami]] ([[Florida]]) ''via'' Burbank, [[Tucson]] ([[Arizona]]) ha [[New Orleans]] ([[Louiziana|Louisiana]]). E Miami ez embannjont o raktres.

Alese e nijjont da [[Suamerika]], e treuzjjont ar Meurvor Atlantel betek [[Afrika]] kent tizhout [[India]], [[Azia ar Gevred]] ha [[Lae (Morobe)|Lae]] e [[Morobe]] ([[Tiriad Ginea-Nevez]], [[Papoua Ginea-Nevez]] hiziv). Tost d'an tri c'hard eus ar veaj a oa bet graet (34 437,94 km) ; dreist ar [[Meurvor Habask]] war-du Honolulu e vije an 12 697,312 km diwezhañ — biskoazh avat ne erruas Amelia Earhart ha Fred Noonan en Hawaii.
{| class="wikitable mw-collapsible mw-collapsed" style="margin:auto; font-size:95%;"

!colspan="6" style="background-color:#fedcba;"|Raktres ha disoc'h nijadenn Amelia Earhart, 20/05 – 4/07 1937

!Deiziad!!Dibradañ!!Pradañ!!Troc'had (km)!!Hollad(km)!!Notennoù

|20/05||Oakland, Kalifornia||Burbank, Kalifornia||524,116||524,116||

|21/05||Burbank||Tucson, Arizona||727,836‬||1 251,952||

|22/05||Tucson||New Orleans, Louisiana||1 981,64||3 233,592||

|23/05||New Orleans||Miami, Florida||1 085,272||4 318,864||

|1/06||Miami||[[San Juan (Puerto Rico)|San Juan]], [[Puerto Rico]]||1 681,616||6 000,48||

|2/06||San Juan||[[Caripito]], [[Venezuela]]||911,184||6 911,664||

|3/06||Caripito||[[Paramaribo]], [[Surinam]] ||1 129,72||8 041,384||

|2/06||Paramaribo||[[Fortaleza]], [[Brazil]]||2 114,984||10 156,368||

|5/06||Fortaleza||[[Natal (Rio Grande do Norte)|Natal]], Brazil||435,22||10 591,588||

|7/06||Natal||[[Saint-Louis (Senegal)|Saint-Louis]], [[Senegal]]||3 198,404||13 789,992||Dreist ar Meurvor Atlantel

|8/06||Saint-Louis||[[Dakar]], Senegal||185,2||13 975,192||

|10/06||Dakar|| [[Gao]], [[Soudan C'hall]] <ref>E [[Mali]] hiziv.</ref>||1 881,632||15 856,824||

|11/06||Gao||[[Ndjamena|Fort-Lamy]], [[Afrika ar C'heheder C'hall]] <ref>E [[Tchad]] hiziv.</ref>||1 685,32||17 542,144||

|12/06||Fort-Lamy|| [[El Facher]], [[Soudan Saoz-hag-Egiptat]] <ref>E [[Soudan]] hiziv.</ref>||1 129,72||18 671,864||

|rowspan="2"|13/06||El Facher|| [[C'hartoum]], Soudan Saoz-hag-Egiptat||809,324||19 481,188||

|C'hartoum||[[Massawa]], [[Afrika ar Reter Italian]] <ref>En [[Eritrea]] hiziv.</ref>||740,8||20 221,988||

|14/06||Massawa|| [[Assab]], Afrika ar Reter Italian||446,332||20 668,32||

|15/06||Assab||[[Karachi]], [[Raj brezihveuriat]] <ref>E [[Pakistan]] hiziv.</ref>||3 013,204||23 681,524||Kentañ nijadenn war-eeun eus ar [[Mor Ruz]] da [[India]]

|17/06||Karachi||[[Kolkata|Calcutta]], [[Indez Breizh-Veur]]||2 181,656||25 863,18||

|18/06||Calcutta||[[Akyab]], [[Birmania Breizh-Veur]] <ref>E [[Myanmar]] hiziv.</ref>||538,932||26 402,112||

|19/06||Akyab||[[Rangoon]], Myanmar||496,336||26 898,448||

|rowspan="2"|20/06||Rangoon, Burma ||[[Bangkok]], [[Thailand|Siam]]||583,38||27 481,828||

|Bangkok||[[Singapour]], [[Diazezadurioù ar Strizhoù-mor]] <ref>Ur gêr-Stad eo Singapour hiziv.</ref>||1 444,56||28 926,388||

|21/06||Singapour||[[Bandung]], [[Indez Nederlandat ar Reter]] <ref>En [[Indonezia]] hiziv.</ref>||1 001,932||29 928,32||

|rowspan="2"|25/06||Bandung||[[Surabaya]], Indez Nederlandat ar Reter||574,12||30 502,44||Ampellet an abeg d'ar [[monson]]

|Surabaya||Bandung||574,12||—||Distro evit kempenn an nijerez
A. Earhart tapet gant ar red-kof

|26/06||Bandung||Surabaya||574,12||—||

|27/06||Surabaya||[[Kupang]], Indez Nederlandat ar Reter||1 237,136||31 739,576||

|28/06||Kupang||[[Darwin (Aostralia)|Darwin]], [[Aostralia]]||824,14||32 563,716||[[Radiogoniometr]] kempennet
[[Harz-lamm|Harzoù-lamm]] dilamet ha kaset da SUA

|29/06||Darwin||Lae||1 874,224||'''34 437,94'''||
|-bgcolor="#fedcba"
|'''2/07'''||'''Lae'''||'''Enez Howland'''||4 733,712||(39 171,652)||'''Ne voe ket tizhet – Diwezh an arnod'''
|-bgcolor="#fff"
|3/07 ||Enez Howland||Honolulu||(3 518,8)||(42 690,452)||(Raktreset)
|-bgcolor="#fff"
|4/07||Honolulu||Oakland||(4 444,8)||'''(47 135,252)'''||(Raktreset)

|colspan="6"|
* '''Mammenn :''' {{en}} {{cite web|url=https://web.archive.org/web/20130703131716/http://searchforamelia.org/|title=''Search for Amelia''|accessdate=24 Mezheven 2019}}

D'ar [[5 a viz Genver]] [[1939]] e voe disklêriet marv Amelia Earhart ha Fred Noonan ''in absentia'', da lavarout eo « pa n'emañ ket an den amañ ».

Den ne oar resis petra zo c'hoarvezet gant Amelia Earhart, Fred Noonan hag al Lockheed Model 10 a-vaez da Enez Howland. A-douez an niver bras a zamkanadennoù a zo bet ez eo hini al loman, nijer hag ijinour en aerlestrerezh stadunanat [[Elgen Long]] hag e wreg Maria an hini soliusañ, goude 34 bloavezh enklask : aet beolioù an trelosk da hesk e rankas Amelia morañ ; pa ne oa ket al Lockheed un [[dournijerez]] e sankas er mor ha beuzet e voe ar skipailh ; emañ ar peñse war strad ar meurvor, ur 700 m bennak dindan ar gorre. <ref>{{en}} {{cite web|url=http://www.elgenlong.com/#/earhart/crash-and-sank|title=''Crash and Sank Theory''|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref>

{|class="infobox" style="font-size:90%;"
|-align="center" valign="bottom"
|[[Restr:Earhart Light.jpg|180px]]||[[Restr:United States postage stamp honoring Amelia Earhart (1963).jpg|158px]]
|-align="center"
|''Earhart Light'' war Enez Howland||Timbr 1963

*Un tour-tan bihan a voe savet war Enez Howland e [[1963]] en enor da Amelia Earhart. <ref>{{en}}{{cite web|url=https://news.google.com/newspapers?nid=1310&dat=19630817&id=wpYzAAAAIBAJ&sjid=DOMDAAAAIBAJ&pg=6634,3172509|title=''The Register-Guard'', 17/08/1963|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref>
*Un timbr aerbost a voe embannet er hevelep blaz gant en SUA.
*[[(3895) Earhart]] eo an anv bet roet gant ar [[steredoniezh|steredoniourez]] [[Carolyn S. Shoemaker]] e [[1995]] d'un [[asteroidenn]] a gavas er [[Gourizad asteroidennoù]] d'an [[23 a viz C'hwevrer]] [[1987]] en Asellva [[Menez Palomar]], [[San Diego County]], Kalifornia.
==Rekordoù ofisiel==
{|class="wikitable"

!Rummad!!Isrummad!!Rekord!!Kur!!Deiziad!!Statud

|rowspan="4"|Nijerezioù||rowspan="4"|C <ref>Nijerezioù gant ur [[Keflusker dre enleskiñ|c'heflusker]].</ref>||Tizh war amred kloz 100 km, gant ur c'hargad 500 kg||275,90 km/h||rowspan="2"|[[25 Mezheven]] [[1930]]||rowspan="4"|Enrollet – Pilet abaoe

|Tizh a-hed 100 km||281,47 km/h

|Tizh a-hed 3 km||291,55 km/h||[[5 Gouere]] 1930

|Hed war ul linenn eeun hep pradañ||3 939,25 km||[[25 Eost]] [[1932]]

*'''Mammenn :''' {{en}} [https://www.fai.org/records?f%5B0%5D=field_record_sport%3A2020&f%5B1%5D=field_athlete%253Atitle_field%3AAmelia%20Earhart FAI / WASF].
==Skrivagnerez==
Berzh a reas Amelia Earhart gant he fluenn. Pennadoù a skrivas da luskañ an nijerezh er gelaouenn ''Cosmopolitan'' adalek 1928 betek 1930 ; pennadoù, bleinskridoù hag arnodskridoù a sinas e meur a gazetenn ivez.

Tri levr he deus skrivet : ''20 Hrs. 40 Min'' (1928) ma kontas he nijadenn dreuzatlantel gentañ ; ''The Fun of It'' (1932) zo ur c'hounskrid hag un arnodskrid diwar-benn ar merc'hed en nijerezh ; ''Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures'' (1937) a zastum he deizlevr a gase da SUA pa oa o klask ober tro ar bed ; gant he fried G. Putnam eo bet prientet an embann.
==Levrlennadur==
*{{en}} EARHART, Amelia (Eost 1928) : ''20 Hrs. 40 Min – Our Flight in the Friendship'', Martino Fine Books, 2014 {{ISBN|978-1-61427-687-6}}
*{{en}} EARHART, Amelia (1932) : ''The Fun of It – Random Records of My Own Flying and of Women in Aviation'', Chicago Review Press, 2006 {{ISBN|978-0-915864-55-3}}
*{{en}} EARHART, Amelia (1937) : ''Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures'', Trotamundas Press, 2009 {{ISBN|978-1-906393-14-4}}
*{{en}} GARST, Shannon : ''Amelia Earhart – Heroine of the Skies'', Julian Messner, 1947 {{ISBN|978-0-671-32315-8}}
*{{en}} RANDOLPH, Blythe : ''Amelia Earhart'', Franklin Watts, 1987 {{ISBN|978-0-531-10331-9}}
*{{en}} LEDER, Jane Mersky : ''Amelia Earhart'', Greenhaven, 1989 {{ISBN|978-0-89908-070-3}}
*{{en}} RICH, Doris L. : ''Amelia Earhart – A Biography'', Smithsonian Press, 1996 {{ISBN|978-1-56098-725-3}} + e-book, Smithsonian Books, 2013 {{ISBN|978-1-58834-382-6}}
*{{en}} GOLDSTEIN, Donald M. & DILLON, Katherine V. : ''Amelia – The Centennial Biography of an Aviation Pioneer'', Potomac Books, 1997 {{ISBN|978-1-57488-134-9}}
*{{en}} LONG, Elgen M. & Marie K. : ''Amelia Earhart – The Mystery Solved'', Simon & Schuster, 2009 {{ISBN|978-1-4391-6466-2}}
==Liammoù diavaez==
{{Commons|Category:Amelia Earhart}}
*{{en}} {{cite web|url=http://www.aviationhistory.org/ah_Amelia_Earhart.html|title=''Lady Lindy – Life History''|accessdate=24 Mezheven 2019}}
*{{en}} {{cite web|url=https://www.historynet.com/lady-lindy-the-remarkable-life-of-amelia-earhart-july-97-aviation-history-feature.htm|title=''Lady Lindy – The Remarkable Life of Amelia Earhart''|accessdate=24 Mezheven 2019}}
*{{en}} {{cite web|url=https://web.archive.org/web/20070929121928/http://www.americanheritage.com/rss/articles/web/20070702-fred-noonan-lockheed-electra-george-putnam-tighar-ric-gillespie-david-jourdan.shtml|title=''Searching for Amelia Earhart''|accessdate=24 Mezheven 2019}}
*{{en}} {{cite web|url=https://www.c-span.org/video/?308058-1/amelia-earhart-exhibit|title=Video : ''Amelia Earhart Exhibit''|accessdate=24 Mezheven 2019}}
*{{en}} {{cite web|url=https://www.c-span.org/video/?322919-1/tour-amelia-earhart-collection-purdue-university|title=Video : ''Amelia Earhart Collection at Purdue University''|accessdate=24 Mezheven 2019}}
*{{en}} {{cite web|url=https://www.c-span.org/video/?307184-1/75th-anniversary-disappearance-amelia-earhart|title=Video : ''75th Anniversary of the Disappearance of Amelia Earhart''|accessdate=24 Mezheven 2019}}
==Notennoù==
{{Daveoù|bannoù=2}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1897]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1897]]
[[Rummad:Marvioù 1937]]
[[Rummad:Marvioù 1937]]
[[Rummad:Nijerien SUA]]
[[Rummad:Istor an nijerezh]]
[[Rummad:Levierezed]]
[[Rummad:Levierezed SUA]]

Stumm eus an 25 Mez 2019 da 19:43

Amelia Earhart

D'ar 5 a viz Meurzh 1935
Ganedigezh 24 Gouere 1897
Atchison, Kansas Kansas
Steuziadur 2 Gouere 1937
Meurvor Habask
Statud Disklêriet marv in absentia
Broadelezh  Stadunanat
Lesanvioù Lady Lindy
Queen of the Air

Micherioù Levierez
Skrivagnerez

Breved FAI niv. 6017, 16 Mae 1923

Internet www.ameliaearhart.com/

Amelia Mary "Meeley" Earhart ([ˈɛərhɑ:rt]), bet ganet d'ar 24 a viz Gouere 1897 en Atchison (Kansas), steuziet er Meurvor Habask d'an 2 a viz Gouere 1937 ha disklêriet marv d'ar 5 a viz Genver 1939, a oa ul levierez hag ur skrivagnerez stadunanat ; ar c'hentañ maouez er bed o leviañ en he unan dreist ar Meurvor Atlantel e voe.
Meur a rekord a yeas ganti, ha berzh a reas he levrioù diwar-benn he nijadennoù. Pouezus e voe he ferzh e savidigezh The Ninety-Nines (The 99s), a zo ur gevredigezh levierezed etrebroadel staliet en Oklahoma City.

Pa oa o klask leviañ tro ar bed gant he loman e 1937 e voe kollet roud eus o nijerez dreist ar Meurvor Habask e-kichen Enez Howland.

Yaouankiz

Amelia war-dro 1901

Amelia Earhart a voe ganet d'ar Yaou 24 a viz Gouere 1897 d'an alvokad Samuel "Edwin" Stanton Earhart (18671930) ha d'e wreg Amelia "Amy" Otis (18691962) en Atchison (Kansas), e ti he zud-kozh a-berzh mamm, ar banker Alfred Gideon Otis hag e wreg Amelia Josephine Harres.
E 1907 e voe kaset an tad da labourat e Des Moines (Iowa) gant e implijer, ar Rock Island Railroad ; d'e heul ez eas e bried, en ur lezel Amelia hag he c'hoar Muriel (18991998) e ti an dud-kozh en Atchison. Eno e voent skoliataet gant o mamm-gozh hag ur c'houarnerez. E Des Moines e welas Amelia un nijerez e 1908, pa oa-hi dek vloaz ; nac'hañ a reas an nijadenn gentañ a voe kinniget dezhi gant he zad. E 1909 ez eas an div blac'h da chom gant o zud en Iowa, ma'z ejont d'ur skol evit ar wech kentañ ; 12 vloaz e oa Amelia, ha 10 vloaz he c'hoar.

Finborte a rae an tiegezh, a brenas un ti nevez hag a c'hopras mevel ha matezh, pa voe merzhet e oa troet an tad da vezvier ; e 1914, hag eñ oadet 47 vloaz, e voe rediet gant Rock Island Railroad da vont war e leve. Petra bennak ma klaskas an alvokad bezañ pareet diouzh e gleñved ne voe biskoazh adc'hopret gant Rock Island Railroad. D'ar mare-se e varvas Amelia Josephine Harres, he devoa lakaet al lodenn eus he madoù a yaje gant he merc'h dindan gward gant aon ma vije drouziviet gant Samuel S. Earhart ; gwerzhet e voe an ti ha kement a oa e-barzh.
E 1915 e kavas an tad labour er Great Northern Railway e Saint Paul (Minnesota) ; eno ez eas Amelia Earhart d'al lise. En hevelep bloaz e c'houlennas Samuel bezañ anvet e Springfield (Missouri) en ur post a oa dalc'het gant un den hag a oa o vont war e leve ; berr avat e voe tad Amelia pa zistroas an den war e ziviz : da 48 vloaz en em gavas Samuel dilabour. Ar vamm a gasas an div blac'h ganti da Chicago da vevañ gant mignoned. Eno e klaskas Amelia ul lise dereat da studiañ ar skiantoù ; goude ur bloavezh digenvez en Hyde Park High School e voe diplomet e 1916. Goude-se ez eas da skol-veur Ogontz School e Rydal (Pennsylvania), hogen ne echuas ket ar studioù.

Da vare Nedeleg 1917 ez eas Amelia Earhart da Doronto davet he c'hoar. Eno e welas gloazidi o tistreiñ eus ar Brezel-bed kentañ, ar pezh he c'hasas da vezañ stummet evel klañvdiourez gant ar Groaz Ruz kent mont da labourat gant ar Voluntary Air Detachment en ospital milourel Toronto.

Pa voe tizhet Toronto gant kleñved-bed ar grip e 1918 e voe ret da Amelia Earhart labourat noz ha deiz, kement ha ken bihan ma voe tizhet ivez e miz Gwengolo gant skeventfo ha sinusit. Klañvadez e chomas en ospital adalek deroù miz Du betek diwezh ar bloavezh. Dre ma ne oa ket eus bevastalerioù d'ar mare-se e voe oberataet meur a wech, en aner avat daoust d'ur bloavezh diskuizh a dremenas e ti he c'hoar e Northampton (Massachusetts). Gant sinusit henek e voe bec'hiet a-hed an nemorant eus he buhez.

E dibenn he fredad diglañvadur, e 1919 pa oa 22 vloaz, en em brientas Amelia da vont d'ar skol-veur Smith College e Northampton ; kemmañ he mennozh a reas avat, ha mont da New York e Columbia University ma studias ar vezegiezh. Bloaz goude e paouezas gant he studioù da vont gant he zud, a veve kevret en-dro e Long Beach (Kalifornia).
Eno, d'an 28 a viz Kerzu 1920, e tapas Amelia Earhart he nijadenn gentañ (10 munutenn, 10 dollar) ; goude-se e tivizas mont da levierez. D'an 3 a viz Genver 1921 e kemeras he c'hentel gentañ digant al levierez Neta Snook (18961991), war bourzh un nijerez Curtiss JN-4 ; labourat a reas evit espern ar 1 000 dollar rekis evit ar c'hentelioù : luc'hskeudennerez, bleinerez sammgirri, berrskriverez, hag all.
C'hwec'h miz diwezhatoc'h e prenas Amelia Earhart he nijerez gentañ, un daoublaeneg Kinner Airster melen a lesanvas The Canary. Gant he familh e voe sikouret da baeañ evit an ardivink eil dorn-se.

D'an 22 a viz Here 1922, an danvez levierez a lakaas he nijerez kozh da bignat betek 14 000 troatad (4 267,2 m), ar pezh a voe rekord ar bed evit ar merc'hed.
D'ar 16 a viz Mae 1923 e voe Amelia Earhart ar 16vet maouez stadudanat brevedet gant ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI/WASF). [1]
Ne c'hallas ket Amelia Earhart bezañ ul levierez a vicher kerkent ha brevedet, rak rivinet e oa he ziegezh abalamour d'ur postadur en ur vengleuz gips hag a reas freuz-stal ; tamm-ha-tamm e oa aet he hêrezh digant he mamm-gozh da netra. Pa ne c'helle ket askorusaat he fostadur en nijerezh e werzhas Amelia The Canary hag e prenas ur c'harr-tan.
E deroù 1924 ez eas he sinusit war washaat hag oberataet e voe adarre, en aner avat. Klask a reas sevel meur a embregerezh, met ret e voe dezhi kavout un hent all. E 1924 ivez, da heul torridigezh dimez he zud, e kasas he mamm ganti en he c'harr da veajiñ eus Kalifornia betek Boston ; eno e voe oberataet Amelia a-nevez, gant muioc'h a verzh.
Goude diglañvaat e tistroas da Golumbia University, ma studias e-pad un nebeud mizvezhioù betek ma voe rediet da baouez dre ziouer a arc'hant. Da gelennerez ez eas neuze, kent mont e 1925 da labourerez sokial e Boston ; e Medford e bannlev Boston en em stalias, hag eno e kendalc'has da ober war-dro an nijerezh : emezelañ a reas e rann Boston an American Aeronautical Society, ma voe dilennet da veskadoriadez. Amelia Earhart eo a levias ar c'hentañ nijadenn ofisiel o tibradañ eus Dennison Airport e Quincy, Massachusetts e 1927.
Gopret e voe evel gwerzherez gant an embregerezh Kinner Aircrafts tro-dro da Voston ; kronikerez e voe ivez e kazetennoù rannvro Boston, ma klaskas luskañ an nijerezh. A-feur ma kreske he brud e rakwele sevel un aozadur a vodje levierezed.

Levierez

Dik a-raok dibradañ
war-du Europa
Maen-koun
e Porth Tywyn

Goude nijadenn Charles Lindbergh dreist ar Meurvor Atlantel e miz Mae 1927 e vennas Amy Phipps (1873-1959), anezhi ur vouezhiacherez dengarourez entanet gant an nijerezh ha gwreg d'ar politker saoz Frederick Guest (1875-1937), bezañ ar vaouez kentañ oc'h ober kement all evel levierez pe dreizhadez. Pa verzas e oa re zañjerus eviti e kinnigas skoazellañ ar raktres. Digant Amelia Earhart e voe goulennet mont kevret gant an nijer Wilmer Stultz (1900-1929) hag ar mekanikour Louis Gordon ; ne vije ket Amelia o leviañ eta, met karget e vije da zerc'hel deizlevr an nijadenn. D'ar 17 a viz Mezheven 1928 e tibradjont war bourzh ur Fokker F-VIIb/3m e Trepassey (Douar-Nevez ha Labrador) ; 20 eurvezh ha 40 munutenn diwezhatoc'h e pradjont e Porth Tywyn, Sir Gaerfyddin, e mervent Kembre.
Antronoz e nijas A. Earhart betek Southampton e Bro-Saoz. Eno e levias Avro Avian 594 Avian III G-EBUG] al levierez iwerzhonat Mary, Lady Heath (1896-1932) ; diwezhatoc'h e prenas an nijerez, a lakaas da gas da SUA dre vor.

Brud a c'hounezas Amelia Earhart en SUA : peogwir e tenne he dremm da hini Charles "Lucky Lindy" Lindbergh e krogas lod kazetennoù ha kelaouennoù d'ober Lady Lindy anezhi, ha Queen of the Air e voe al lesanv a voe roet dezhi gant United Press. Diouzhtu goude he distro d'ar gêr e voulc'has Amelia un droiad prezegennoù e 1928 ha 1929. P'edo o veajiñ e tivizas an embanner ha bruder George P. Putnam – a oa bet unan eus aozerien an nijadenn dreuzatlantel – brudañ Amelia dre un droiad prezegennoù all, ul levr bet skrivet ganti [2] ha pegañ he foltred war marc'hadourezhioù liesdoare evel malizennoù, pakadoù butun ha dilhad evit ar merc'hed.
Berzh bras a reas ar c'houlzad brudañ evit sankañ skeudenn Amelia Earhart e spered an dud. Tennañ splet eus kement-se a reas al levierez evit luskañ an nijerezh e metoù ar merc'hed : kenpennskriverez ar gelaouenn Cosmopolitan e voe e 1929. En hevelep bloaz e voe unan eus an dud hag a labouras evit ma vije diorroet aerlinennoù e diabarzh SUA ; kevret gant Charles Lindbergh e voe kannadez ar gompagnunezh Transcontinental Air Transport (TAT). Arc'hant ha moneiz a bostas da sevel an aerlinenn gentañ etre New York ha Washington D.C. ; anvet e voe da veskadoriadez National Airways hag a vere meur a aerlinenn e biz SUA.

Nec'het e oa Amelia Earhart gant he nijadenn dreuzatlantel avat, pa ne oa bet nemet un dreizhadez – fellout a rae dezhi tapout ur rekord "digousi". E miz Mezheven 1928 e oa bet an nijadenn vrudet, e miz Eost e oa bet embannet he levr, ha da zeiz diwezhañ ar miz-se end-eeun e tibradas gant he Avian 7083 e Rye (New York) war-du Los Angeles ha distro. [3] E 23 c'hêr ez arsavas evit nijal a-hed 8&nsp;850 km ar veaj. Ar vaouez kentañ er bed e voe o leviañ en he unan a-dreuz norzh SUA ha distro.

E 1929, A. Earhart a gemeras perzh er Women's Air Derby kentañ, un nijadeg evit al levierezed. D'an 18 a viz Eost e tibradas ar merc'hed eus [Santa Monica]] (Kalifornia) war-du Cleveland (Ohio), ma errujont d'ar 26 a viz Eost ; trede e rann an ardivinkoù ponner e voe Amelia e diwezh an nijadeg. Da heul an abadenn ez aozas bodageg veur an International Organization of Women Pilots (IOWP) a vod levierezed abaoe an 2 a viz Du 1929 ; dre ma teuas 99 maouez diwar ar 117 a oa ezel e teuas Ninety-Nines (99) da vout lesanv an IOWP.

Bloaz goude, e 1930, e voe Amelia Earhart e penn an 99 hag unan eus pennoù an National Aeronautic Association (NAA) ma labouras evit ma vije krouet rann rekordoù al levierezed ; heñvel a reas pelloc'h er WASF, eo an NAA un ezel diazezer anezhi.

Earhart ha Putman, 2 Ebrel 1931

D'ar 7 a viz C'hwevrer 1931 e timezas gant George P. Putman.
En hevelep bloaz e tapas Amelia rekord an uhelder pa gasas ur Pitcairn PCA-2 da 18 415 troatad (5 613 m).

Lockheed Vega 5B Amelia Earhart

Mennet start e oa Amelia Earhart da nijal en he unan dreist ar Meurvor Atlantel, evel ma oa bet graet gant Charles Lindbergh e 1927. Da veure an 20 a viz Mae 1932 e tibradas war bourzh ul Lockheed Vega 5b e Harbour Grace en Douar-Nevez, ganti ur skouerenn eus ar gazetenn Telegraph-Journal da brouiñ an deiziad ; e sell e oa al levierez da bradañ e Le Bourget evel Lucky Lindy, hogen abalamour da gudennoù mekanikel degaset gant avelioù kreñv ha sklas deuet eus an norzh e rankas pradañ e Cúil Mór, Doire, Norzhiwerzhon goude un nijadenn 14 eurvezh ha 56 munutenn.
Ar c'hentañ maouez o leviañ dibaouez dreist ar Meurvor Atlantel e voe Amelia Earhart neuze ; Kongres ar Stadoù-Unanet a zeroas dezhi an Distinguished Flying Cross evit he "harozegezh pe oberenn dibar en ur gemer perzh en un nijadenn", Bro-C'hall he anvas da Varc'hegez al Légion d'honneur, hag ar prezidant Herbert C. Hoover a roas dezhi Medalenn aour an National Geographic Society.
Goude-se e skoulmas Amelia Earhart darempredoù a vignoniezh gant ar FLOTUS Eleanor Roosevelt hag al levierez veur Jacqueline Cochran ; kenlabourat a rejont evit luskañ gwirioù ar merc'hed en SUA hag er bed.

E miz Du 1934, p'edo Amelia gant un droiad prezegennoù e voe un tan-gwall en he zi e Rye, ma voe distrujet he deizlevrioù. A-c'houde ar gwallzarvoud-se e tilojas ar re Butnam da Galifornia, ma voe George unan eus renerien Paramount Pictures en Hollywood. E Kalifornia e kejas Amelia ouzh an nijer Paul Mantz (19031965) hag he sikouras da wellaat he barregezh war an nijadennoù hir.

D'an 11 a viz Genver 1935 e voe Amelia Earhart ar vaouez kentañ o leviañ en he unan eus Honolulu da Oakland (Kalifornia), war bourzh he Lockeed Vega. D'an 19 a viz Ebrel en hevelep bloaz, gant he ardivink bepred, e levias eus Los Angeles betek Kêr-Vec'hiko ; alese e tibradas d'an 8 a viz Mae war-du New York.
E 1935 c'hoazh, d'an 30 a viz Eost, e kemeras perzh e nijadeg ar Bendix Trophy eus Burbank (Kalifornia) da Gleveland (Ohio), un 3 300 km bennak. Ar bempvet levierez e voe oc'h erruout, abalamour ma ne c'helle he Lockeed tizhout nemet 314 km/h pa oa gouest ar re all da nijal betek 480 km/h ; reuzius e voe an nijadeg : latar, barradoù arnev spontus, ar c'henstriver Cecil A. Allen (19041935) a varvas pa begas an tan en e nijerez en ur zibradañ [4] hag al levierez Jacqueline Cochran a rankas dilezel en abeg da gudennoù mekanikel.
Goude-se e komprenas Amelia Earhart e oa ret dezhi kaout un nijerez nevez, pa felle dezhi nijal a-hed Gouriz ar bed.

Tro ar bed ha steuziadur

E deroù 1936 e krogas Amelia Earhart da brientiñ he nijadenn an-unan a-hed ar c'heheder, da lavarout eo ur 47 000 km bennak war-du ar c'hornôg bepred. E miz Gouere, gant sikour rann an Nijerezh e Purdue University e West Lafayette (Indiana) m'edo kuzulierez, e lakaas ar saver nijerezioù Lockheed e Burbank da fardañ un ardivink diouzh he dezverkoù a-fed beolioù trelosk kent dibab ar c'habiten a vor Harry Manning da loman. Un eil loman a voe kavet, ar c'habiten a vor Fred Noonan hag a ouie lomaniñ un nijerez : Manning a vije loman eus Hawaii da Enez Howland er mervent, Noonan eus an enez da Aostralia, hag en he unan e vije al levierez da echuiñ ar veaj betek SUA.

♦ Kentañ arnod

D'ar 17 a viz Meurzh 1937 e nijas ar skipailh eus Oakland da Honolulu. Abalamour ma chome gennet biñsoù-tro an nijerez a vare da vare e voe kaset da stalioù-labour an US Navy e Pearl Harbor ; tri devezh goude, pa glaskas ar skipailh dibradañ, e troidellas al Lockheed war ar roudenn, torret e voe ar c'hilhoroù, ar c'hefluskerioù a stokas ouzh al leurenn, riklañ war e gof a reas an ardivink en ur c'haouiñ ar roudenn. Ampellet e voe an nijadenn, ha kaset an nijerez da Vurbank dre vor. Den ne oar a-zivout abeg ar gwallzarvoud : tarzhet ur vandenn-rod, torret ar c'hilhoroù pe faziet al levierez.

♦ Eil arnod
Hent an eil arnod

Pa voe kempenn al Lockheed e prientas ar skipailh an eil arnod, a vije war-du ar reter e-lec'h ar c'hornôg, kement-se en abeg da gemmadennoù en avelioù hag en titouroù diwar-benn an amzer. Al loman F. Noonan hepken a oa war bourzh gant al levierez ; d'an 20 a viz Mae e tibradjont eus Oakland da Viami (Florida) via Burbank, Tucson (Arizona) ha New Orleans (Louisiana). E Miami ez embannjont o raktres.
Alese e nijjont da Suamerika, e treuzjjont ar Meurvor Atlantel betek Afrika kent tizhout India, Azia ar Gevred ha Lae e Morobe (Tiriad Ginea-Nevez, Papoua Ginea-Nevez hiziv). Tost d'an tri c'hard eus ar veaj a oa bet graet (34 437,94 km) ; dreist ar Meurvor Habask war-du Honolulu e vije an 12 697,312 km diwezhañ — biskoazh avat ne erruas Amelia Earhart ha Fred Noonan en Hawaii.

Raktres ha disoc'h nijadenn Amelia Earhart, 20/05 – 4/07 1937
Deiziad Dibradañ Pradañ Troc'had (km) Hollad(km) Notennoù
20/05 Oakland, Kalifornia Burbank, Kalifornia 524,116 524,116
21/05 Burbank Tucson, Arizona 727,836‬ 1 251,952
22/05 Tucson New Orleans, Louisiana 1 981,64 3 233,592
23/05 New Orleans Miami, Florida 1 085,272 4 318,864
1/06 Miami San Juan, Puerto Rico 1 681,616 6 000,48
2/06 San Juan Caripito, Venezuela 911,184 6 911,664
3/06 Caripito Paramaribo, Surinam 1 129,72 8 041,384
2/06 Paramaribo Fortaleza, Brazil 2 114,984 10 156,368
5/06 Fortaleza Natal, Brazil 435,22 10 591,588
7/06 Natal Saint-Louis, Senegal 3 198,404 13 789,992 Dreist ar Meurvor Atlantel
8/06 Saint-Louis Dakar, Senegal 185,2 13 975,192
10/06 Dakar Gao, Soudan C'hall [5] 1 881,632 15 856,824
11/06 Gao Fort-Lamy, Afrika ar C'heheder C'hall [6] 1 685,32 17 542,144
12/06 Fort-Lamy El Facher, Soudan Saoz-hag-Egiptat [7] 1 129,72 18 671,864
13/06 El Facher C'hartoum, Soudan Saoz-hag-Egiptat 809,324 19 481,188
C'hartoum Massawa, Afrika ar Reter Italian [8] 740,8 20 221,988
14/06 Massawa Assab, Afrika ar Reter Italian 446,332 20 668,32
15/06 Assab Karachi, Raj brezihveuriat [9] 3 013,204 23 681,524 Kentañ nijadenn war-eeun eus ar Mor Ruz da India
17/06 Karachi Calcutta, Indez Breizh-Veur 2 181,656 25 863,18
18/06 Calcutta Akyab, Birmania Breizh-Veur [10] 538,932 26 402,112
19/06 Akyab Rangoon, Myanmar 496,336 26 898,448
20/06 Rangoon, Burma Bangkok, Siam 583,38 27 481,828
Bangkok Singapour, Diazezadurioù ar Strizhoù-mor [11] 1 444,56 28 926,388
21/06 Singapour Bandung, Indez Nederlandat ar Reter [12] 1 001,932 29 928,32
25/06 Bandung Surabaya, Indez Nederlandat ar Reter 574,12 30 502,44 Ampellet an abeg d'ar monson
Surabaya Bandung 574,12 Distro evit kempenn an nijerez
A. Earhart tapet gant ar red-kof
26/06 Bandung Surabaya 574,12
27/06 Surabaya Kupang, Indez Nederlandat ar Reter 1 237,136 31 739,576
28/06 Kupang Darwin, Aostralia 824,14 32 563,716 Radiogoniometr kempennet
Harzoù-lamm dilamet ha kaset da SUA
29/06 Darwin Lae 1 874,224 34 437,94
2/07 Lae Enez Howland 4 733,712 (39 171,652) Ne voe ket tizhet – Diwezh an arnod
3/07 Enez Howland Honolulu (3 518,8) (42 690,452) (Raktreset)
4/07 Honolulu Oakland (4 444,8) (47 135,252) (Raktreset)

D'ar 5 a viz Genver 1939 e voe disklêriet marv Amelia Earhart ha Fred Noonan in absentia, da lavarout eo « pa n'emañ ket an den amañ ».

Den ne oar resis petra zo c'hoarvezet gant Amelia Earhart, Fred Noonan hag al Lockheed Model 10 a-vaez da Enez Howland. A-douez an niver bras a zamkanadennoù a zo bet ez eo hini al loman, nijer hag ijinour en aerlestrerezh stadunanat Elgen Long hag e wreg Maria an hini soliusañ, goude 34 bloavezh enklask : aet beolioù an trelosk da hesk e rankas Amelia morañ ; pa ne oa ket al Lockheed un dournijerez e sankas er mor ha beuzet e voe ar skipailh ; emañ ar peñse war strad ar meurvor, ur 700 m bennak dindan ar gorre. [13]

Earhart Light war Enez Howland Timbr 1963

Rekordoù ofisiel

Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C [15] Tizh war amred kloz 100 km, gant ur c'hargad 500 kg 275,90 km/h 25 Mezheven 1930 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 100 km 281,47 km/h
Tizh a-hed 3 km 291,55 km/h 5 Gouere 1930
Hed war ul linenn eeun hep pradañ 3 939,25 km 25 Eost 1932

Skrivagnerez

Berzh a reas Amelia Earhart gant he fluenn. Pennadoù a skrivas da luskañ an nijerezh er gelaouenn Cosmopolitan adalek 1928 betek 1930 ; pennadoù, bleinskridoù hag arnodskridoù a sinas e meur a gazetenn ivez.
Tri levr he deus skrivet : 20 Hrs. 40 Min (1928) ma kontas he nijadenn dreuzatlantel gentañ ; The Fun of It (1932) zo ur c'hounskrid hag un arnodskrid diwar-benn ar merc'hed en nijerezh ; Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures (1937) a zastum he deizlevr a gase da SUA pa oa o klask ober tro ar bed ; gant he fried G. Putnam eo bet prientet an embann.

Levrlennadur

• (en) EARHART, Amelia (Eost 1928) : 20 Hrs. 40 Min – Our Flight in the Friendship, Martino Fine Books, 2014 (ISBN 978-1-61427-687-6)
• (en) EARHART, Amelia (1932) : The Fun of It – Random Records of My Own Flying and of Women in Aviation, Chicago Review Press, 2006 (ISBN 978-0-915864-55-3)
• (en) EARHART, Amelia (1937) : Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures, Trotamundas Press, 2009 (ISBN 978-1-906393-14-4)
• (en) GARST, Shannon : Amelia Earhart – Heroine of the Skies, Julian Messner, 1947 (ISBN 978-0-671-32315-8)
• (en) RANDOLPH, Blythe : Amelia Earhart, Franklin Watts, 1987 (ISBN 978-0-531-10331-9)
• (en) LEDER, Jane Mersky : Amelia Earhart, Greenhaven, 1989 (ISBN 978-0-89908-070-3)
• (en) RICH, Doris L. : Amelia Earhart – A Biography, Smithsonian Press, 1996 (ISBN 978-1-56098-725-3) + e-book, Smithsonian Books, 2013 (ISBN 978-1-58834-382-6)
• (en) GOLDSTEIN, Donald M. & DILLON, Katherine V. : Amelia – The Centennial Biography of an Aviation Pioneer, Potomac Books, 1997 (ISBN 978-1-57488-134-9)
• (en) LONG, Elgen M. & Marie K. : Amelia Earhart – The Mystery Solved, Simon & Schuster, 2009 (ISBN 978-1-4391-6466-2)

Liammoù diavaez

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

1. (en) Breved Amelia Earhart. Kavet : 24 Mezheven 2019.
2. EARHART, Amelia : op. cit.
3. (en) Amelia Earhart's Flight Across America. Kavet : 24 Mezheven 2019.
4. (en) Cecil A. Allen. Kavet : 16 Mezheven 2019.
5. E Mali hiziv.
6. E Tchad hiziv.
7. E Soudan hiziv.
8. En Eritrea hiziv.
9. E Pakistan hiziv.
10. E Myanmar hiziv.
11. Ur gêr-Stad eo Singapour hiziv.
12. En Indonezia hiziv.
13. (en) Crash and Sank Theory. Kavet : 24 Mezheven 2019.
14. (en)The Register-Guard, 17/08/1963. Kavet : 24 Mezheven 2019.
15. Nijerezioù gant ur c'heflusker.