Jeanne Herveux : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn krouet gant : "{|class="infobox" style="font-size:90%;" |- !colspan="2" style="background-image:linear-gradient(to right, #abcdef, #fff); color:#ff7200;"|<div style="float:right; padding:..." |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 25 Mez 2019 da 19:37
Jeanne Herveux
| |
---|---|
D'ar 17 a viz Kerzu 1921 | |
Ganedigezh | Jeanne Aline Herveux 10 Kerzu 1885 Pariz |
Marv | 16 Genver 1955 Londrez |
Broadelezh | Gall |
Micherioù | Levierez |
Breved | Niv. 318, 7 Kerzu 1910 |
Lesanv | Jane Herveu(x) |
Jeanne Aline Herveux, bet ganet d'an 10 a viz Kerzu 1885 e Pariz [1] hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Genver 1955 e Londrez, a oa ul levierez c'hall.
Merc'h e oa da Emmélie Henriette Herveux, 24 bloaz, aktourez er c'hoariva ; ne voe ket disklêriet anv an tad. [1]
Er sportoù e voe brudet da gentañ, e 1903, goude bezañ kemeret perzh e redadegoù war varc'h-houarn].
Daou vloaz goude, hag hi 20 vloaz, e voe degemeret e skipailh an embregerezh Werner hag a farde marc'hoù-houarn, marc'hoù-tan ha kirri-tan e Levallois-Perret abaoe 1897. Bleinañ kirri Werner a reas evit o diskouez : e Crystal Palace Londrez e sevenas ul looping gant ur c'harr ; bleinañ a reas ivez e redadegoù e Deauville, Château-Thierry, Gaillon (Eure) ha Laffrey (Isère). E-pad ur mare berr e voe o redek war marc'hoù-tan Werner ivez.
E 1910 ez eas Jeanne Herveux da zeskiñ leviañ nijerezioù e skol Louis Blériot e Mourmelon (Marne). D'ar 7 a viz Kerzu e tapas ar breved niv. 318 digant an Aéroclub de France, ar pevare maouez goude Raymonde de Laroche (niv. 36), Marthe Niel (niv. 226) ha Marie Marvingt (niv. 281) [2].
E meur a nijadeg e kemeras perzh ; da geñver Kib Fémina 1911 (28 Mae–8 Mezheven), ma voe enskrivet dindan an anv Jane Herveu
, e nijas a-hed 248 km, ar pezh he lakaas da eil goude al levierez velgiat Hélène Dutrieu (254,12 km) [3] ; 92,4 km/h e oa bet tizh keitat J. Hervieu war un unplaeneg Blériot e Compiègne ha 85,4 km/h hini H. Dutrieu war un daoublaeneg Farman en Étampes, met ur gevezadenn a hed e oa ar gib Fémina.
D'an [22 a viz Kerzu]] 1911 e tigoras ur skol-leviañ evit ar merc'hed, met buan ez eas da get abalamour ma ne voe ket trawalc'h a zeskardezed.
D'an 18 a viz Eost 1913 e timezas gant Paul Marie Robert Bouzalguet. [1]
Goude ar Brezel-bed kentañ, d'an 3 a viz Ebrel 1919, e voe filmet gant Gaumont oc'h erruout e nijva Issy-les-Moulineaux (Hauts-de-Seine hiziv) o vleinañ ur c'harr Butterosi kent dibradañ en un nijerez Caudron ha nijal dreist Pariz a-benn hadañ bruderezh evit ar c'harr. [4]
Goude-se ez eas Jeanne Herveux d'en em staliañ e Stadoù-Unanet Amerika, ma voe kelennerez war al leviañ a-raok mont da gabellerez. Eno e timezas e miz C'hwevrer 1921 gant an apotiker Philip Catalano. [5]
E 1932 e tistroas da Bariz da geñver digoratur ur skol-leviañ war toenn ar stal Galeries Lafayette.
E Londrez e varvas a-c'houde ur gouezhadenn d'ar 16 a viz Genver 1955. [6]
-
Jane Herveux
e skol L. Blériot e miz Eost 1911 -
J. Herveux war an darvaner nij, 1932
Levrlennadur
- (fr) ROBIBEAU, Lucien & MIQUEL, Pierre : Les Français du ciel – Dictionnaire historique, Le Cherche Midi, 2005 (ISBN 978-2-7491-0415-7)
Liammoù diavaez
- (fr) Jane Herveu, le risque pour compagnie. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) Femmes pilotes. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) Les femmes etl'aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (en) Early Aviators. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Notennoù
- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Dielloù Pariz (pajenn 24). Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) Les Vieilles Tiges. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) - 0011.html Flight, 06/01/1912. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) Le Matin, 04/04/1919, p.2, bann 6, pennad 2. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) The evening Telegram, 03/05/1921. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) Chicago Tribune, 16/01/1955. Kavet : 24 Mezheven 2019.