Raymonde de Laroche : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "<!-- --------------------------------------- --> {|class="infobox" style="width:auto; font-size:90%;" |- !colspan="2" style="background-image:linear-gradient(to right, #abc..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 25 Mez 2019 da 19:18

Raymonde de Laroche

E miz Eost 1909
Ganedigezh Élisa Léontine Deroche
22 Eost 1882
Pariz
Marv 18 Gouere 1919
Le Crotoy
Broadelezh  Gall

Micher Levierez
Breved Niv. 36, 08/03/1910

Élisa Deroche, lesanvet baronez Raymonde de Laroche (Pariz, 26 a viz Eost 1882Le Crotoy, 18 a viz Gouere 1919) e voe ar vaouez kentañ er bed o tapout he breved levierez nijerezed.

Merc'h Charles-François Deroche ha Christine Calydon Gaillard e oa Élise. Goude he studioù e voulc'has ur respet aktourez er c'hoariva, ma kemeras al lesanv, evel ma oa ar c'hiz e metoù aktourezed ar mare : baronnne Raymonde de Laroche ; kizellerez, livourez ha bleinerez herrgirri e voe ivez.

E deroù an XXvet kantved e kejas ouzh an diaraoger en nijerezh Charles Voisin (18821912), a roas kentelioù leviañ dezhi ; adalek an 22 a viz Here 1909 e voe lezet da nijal en he unan. An eil maouez er bed o leviañ en he unan e voe Raymonde de Laroche, pa oa bet Thérèse Peltier en he raok e 1908, hag an hini gentañ o tapout he breved leviañ d'an 8 a viz Meurzh 1910, pa voe deroet dezhi an diplom niverenn 36 gant an Aéro-Club de France a-berzh ar Fédération Aéronautique Internationale ">(FAI/abbr title="World Air Sports Federation>WASP)goude un nijadenn a-hed 20 kilometr. [1] [2]

Diouzhtu goude he breved e kemeras perzh e nijadegoù e Bro-C'hall hag en estrenvro : e Sankt-Peterbourg d'ar 16 a viz Mae e nijas e-pad 23 munutenn hag e pignas betek 200 m a-raok pradañ dirak an tsar Nikolaz II ; ken bamet e voe hennezh ma deroas dezhi medalenn Urzh Santez-Anna (rusianeg : Орден Cвятой Анны, Orden Svyatoy Anny), alese he brud en nijadegoù, ma kendalc'has da nijal pelloc'h hag uheloc'h.
D'ar 6 a viz Gouere, e Reims, e voe sac'het keflusker he nijerez Voisin, a gouezhas a-greiz nijal ; bruzhunet e voe an nijerez hag he levierez : 18 tort, en o zouez he brec'h kleiz, he gar dehoù hag he lestr [3]. Goude un hir a ziglañvadur ha marv he mignon ar saver kirri-nij Charles Voisin d'ar 26 a viz Gwengolo 1912 en ur gwallzarvoud karr-tan e levias a-nevez adalek miz Du ar bloaz-se, ha d'ar 25 a viz Du 1913 ez eas ar Gib Fémina ganti goude un nijadenn 323 km. [4] Mennet e oa da c'hounez ar Gib 1914, met tarzhañ a reas ar Brezel-bed kentañ d'an 28 a viz Gouere.

Goude an arsav-brezel e miz Du 1918 ha daoust da walloù en he buhez prevez – marv he fried war an talbenn ha marv he mab diwar ar grip spagnol – e tistroas d'an oabl. Da c'hortoz Kib Fémina 1919 e klaskas tapout rekord an uhelder war bourzh un nijerez Caudron G3. D'ar 7 a viz Mezheven ez eas ar maout ganti en Issy-les-Moulineaux (departamant an Hauts-de-Seine hiziv) gant 3 962 m, hogen tri devezh diwezhatoc'h e pignas an Amerikanez Ruth Law Oliver (18871970) betek 4 481 m ; d'an 12 avat e tizhas Raymonde de Laroche 4 800 m, alese he eil lesanv : Uhelañ Maouez ar Bed.
Goude ar gur-se ez eas ar varonez betek Le Crotoy evit prientiñ ar Gib Fémina ; eno, d'an 18 a viz Gouere 1919, p'edo-hi azezet en un nijerez kentpatrom e-kichen al levier, hennezh a voulc'has ul looping pa oa re izel an ardivink, ha lazhet e voe an daou zen.

Un timbr en he enor a voe embannet e Bro-C'hall e 2010. [5]

Levrlennadur

  • (fr) MARCK, Bernard : Elles ont conquis le ciel – 100 femmes qui ont fait l'histoire de l'aviation et de l'espace, Arthaud, 2009 (ISBN 978-2-7003-0121-2)
  • (fr) MARCK, Bernard : Histoire de l'aviation, Flammarion, 2012 (ISBN 978-2-08-128010-6)
  • (en) LEBOW, Eileen F. : Before Amelia – Women Pilots in the Early Days of Aviation, Potomac Books, 2003 (ISBN 978-1-57488-532-3)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

Adrienne Bolland

D'ar 17 a viz Gwengolo 1921
Ganedigezh 25 Du 1895
Arcueil
Marv 18 Meurzh 1975
Pariz
Broadelezh  Gall

Micher Levierez
Breved Niv. 751, 26/01/1920

Adrienne Armande Pauline Bolland (Arcueil, 25 a viz Du 1895Pariz, 18 a viz Meurzh 1975) a oa ul levierez c'hall. Ar vaouez kentañ e voe o nijal dreist an Andoù etre Arc'hantina ha Chile e 1921.

Yaouankiz

Merc'h e oa da Henri Boland, ur c'hazetenner Belgiat [1] hag en devoa kuitaet e vro da heul un afer bolitikel hag arc'hantel [2] ha d'e wreg Marie Josépine Pasques, a-orin belgiat eveltañ. En Arcueil en em stalias H. Boland hag e ziegezh a seizh bugel, Adrienne o vezañ an hini diwezhañ ; skrivagner levrioù touristañ evit an Touring-club de France hag an ti-embann Hachette e oa an tad pa varvas trumm d'an 19 a viz Here 1909 [3]
Pa voe en oad e renas Adrienne ur vuhez diroll, o kas anezhi hag o lakaat klaoustre er redadegoù kezeg. E 1919 e kollas e holl arc'hant goude bezañ fiziet en ur gazeg fall ha da noz, p'edo en un davarn, e tisklêrias e felle dezhi bezañ ul levierez, kement-se evit sikour gant he mamm hag a oa o vont war baouraat a-c'houde marv he fried ; un den dianav a gemennas dezhi e oa an ti Caudron war-nes digeriñ ur skol-leviañ e Le Crotoy (Somme). Diouzhtu e kemeras penn an hent. [4]

Levierez

E Le Crotoy e voe degemeret Adrienne Boland e skol al levier ha farder nijerezioù René Caudron (1884-1959), ma voe ouzhpennet un /l/ d'he anv dre fazi bizskrivañ, a viras a-hed ar peurrest eus he buhez. Daou viz war-lerc'h e tapas he breved ; an trizekvet maouez brevedet er bed e voe, Raymonde de Laroche o vezañ bet an hini gentañ e 1910.
Daoust d'he zemz-spered – ur spered dies a blac'h eo bet a-viskoazh, meur a wec'h e voe lezet peg ouzh an douar abalamour da gannañ kamaladed skol – e voe gopret gant Caudron evel levierez-amprouiñ adalek ar 1añ a viz C'hwevrer 1920. [5]. Evel ar re all e krogas gant ar vicher a levierez : kas nijerezioù d'ar brenerien. Buan avat e roas da c'houzout e oa mennet da gaout he nijerez dezhi, ha sevenet e voe he het goude m'he devoa graet ul looping.

E miz Eost 1920 e fellas da René Caudron ma vije enoret al levierez stadunanat Harriet Quimby (18751912) a voe ar vaouez kentañ o vont a Londrez da Galais dreist Mor Breizh. Urzh a roas da Adrienne Bolland nijal enep, a Vro-C'hall da Vro-Saoz. Fiziet enni un nijerez hag arc'hant evit he mizoù e Bro-Saoz e oa darev Adrienne da zibradañ war-du Calais pa voe kemennet dezhi e oa bodet he mignoned levierien e Brusel... ha hi ha nijal betek Belgia ha kas anezhi eno a-hed an nozvezh gant arc'hant Caudron. Antronoz e lennas er gazetenn e kreded e oa bet kollet er mor, ha bigi kaset war he lerc'h. « Mar boan beuzet en noz-se, » emezi, « ne oa ket en dour, a-dra-sur... ».
D'ar 25 a viz Eost 1920 avat e voe Adrienne Bolland ar vaouez kentañ o vont eus Bro-C'hall da Vro-Saoz dreist Mor Breizh [6], ar pezh a zegasas dezhi pardon he fatrom ha brud dre ar c'hazetennoù.

An Andoù

Hanter evit ledanaat e varc'had, hanter evit bezañ disammet un tamm diouzh e levierez vervek, René Caudron he c'hasas da Arc'hantina evit diskouez e ardivinkoù war nij. A-du e voe Adrienne, pa oa o klask brud.

Adrienne Bolland en Arc'hantina
El Gráfico, 19/03/1921

Pan erruas Adrienne Bolland e Buenos Aires e miz Genver 1921 gant he mekanikour René Duperrier, div nijerez Caudron G.3 e kasedoù ha nebeutoc'h eget 40 eurvezh nij en he chakod e komprenas pegen bras e oa bet ar bruderezh a-berzh Caudron er vro, pa embannas ar c'hazetennoù ne vije ket gouest ar C'hallez da nijal dreist an Andoù. Asantiñ d'an dae a reas al levierez ha mantret e voe Duperrier, pa ouie ne oa ket gouest ar G.3 da nijal uheloc'h eget 4 200 m, da lavarout eo uhelder keitat an aradennad ; da 6 570 m e sav ar menez-tan Tupungato etre Mendoza en Arc'hantina ha Santiago e Chile. Goulennet e voe ma vije kaset un nijerez c'halloudusoc'h, ar pezh a voe nac'het gant Caudron ; pennek an tamm anezhi e c'hortozas Adrienne Bolland ma vije bastet d'he ezhommoù.
Pa dremene ar sizhunvezhioù e skuishaas al levierez en he leti e Buenos Aires hag e tivizas nijal gant ar G.3 betek Santiago daoust d'ar gouzavadennoù niverus. E kreiz miz Meurzh ez eas dre dren da Vendoza gant he mekanikour hag unan eus an div nijerez ; d'an 20 a viz Meurzh e nijas div wech dirak kêriz.
En noz a-raok ar veaj da Chile e teuas ul labourerez yaouank a orin gall ha n'he devoa biskoazh gwelet un nijerez da welout Adrienne evit deskrivañ un tremen dre an arridennad : « Pa viot el laez du-hont e welot ul lenn stummet evel un istrenn. Ret e vo deoc'h treiñ war an tu kleiz, war-du tor ar menez. Kollet e viot mar troit war an tu dehoù. ».
D'ar 1añ a viz Ebrel 1921 da 6 eur beure e tibradas ar G.3 e Mendoza – hep nadoz-vor, uhelventer na kartenn ebet – war-du Santiago dre Ode Uspallata (3 832 m) ha troad ar menez Aconcagua (6 960,80 m). Koll he hent a reas al levierez etre ar menezioù uhel, stourm a reas he nijerez ouzh an avelioù kreñv ha yen-sklas a vire outi a nijal buanoc'h eget 50 km/h ; da 4 200 m e nije re uhel, ha hep werenn-dal d'he gwareziñ e teuas gwad e fri ha genoù Adrienne, skornet e voe he bizied hag he zreid, trellet he daoulagad. Bepred e veze kaset ar G.3 d'an traoñ gant an avelioù, pa welas al levierez al lenn-istrenn [7] ; da neuze e troas war-du ar Su ha tor ar menez serzh evel ma oa bet lavaret dezhi ober : kaset e voe war-du al laez gant nerzh an avel ha douget betek kompezennoù Chile. Goude un nijadenn boanius a badas 4 eurvezh ha 17 munutenn e pradas e Skol Aerlu Santiago.
Tomm-berv e voe an degemer digant poblañs ha pennadurezhioù Santiago goude ken digredus ur gur ; ezvezant avat e oa konsul Bro-C'hall, pa grede dezhañ e oa ur pesk Ebrel eus an istor-se. [8]

Goude bezañ diskouezet perzhioù ar G.3 en Arc'hantina hag en Uruguay e tistroas ar skipailhig Caudron da Vro-C'hall, ma voe dianavet ar pezh a oa bet graet e Suamerika. Daou vloaz war-lerc'h e voe dic'hopret Adrienne Bolland gant René Caudron war goulenn e eil gwreg, a oa gwarizius.
E miz Meurzh 1924, tri bloaz goude an darvoudenn, e voe deroet al Légion d'honneur d'al levierez en enor d'he nijadenn a-dreuz an Andoù. [9] Daou viz goude, d'ar 27 a viz Mae en Orly (Val-de-Marne hiziv) ez eas ganti rekord an niver brasañ a loopings graet gant ul levierez : 212 en ur ober 73 munutenn gant un nijerez Caudron C-27 [10] ; e 1969 e oa ganti c'hoazh. [11]

Adal neuze e c'hounezas Adrienne Bolland he bara dre ziskouez an nijerezh e Bro-C'hall a-bezh d'an dud n'o devoa biskoazh gwelet ur c'harr-nij a-dost, ha dre werzhañ nijadennoù kentañ. Hervez he lavar e kemeras perzh en holl nijadegoù betek 1939. Meur da wech e voe darbet dezhi bezañ lazhet en ur gwallzarvoud abalamour ma oa bet tarvet he nijerez : gwarizi a-berzh levierien ? bengasoni ? abegoù all ? den ne oar.[11]

E 1930 e timezas gant an nijer Ernest Vinchon (1893-1966), a gemeras perzh en nijadegoù ganti betek an Eil Brezel-bed. Er Rezistañs e voe ar c'houblad a-hed ar brezel.

D'an 18 a viz Meurzh 1975, nav bloaz goude marv he fried, ez eas Adrienne Bolland da Anaon d'he zro. N'eus nemeti a-douez an « Eskell gall » ha n'eus bet savet monumant ebet dezhi e Bro-C'hall pe e lec'h all. Un timbr en he enor a voe embannet e Bro-C'hall e 2005. [12]

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (en) BRANCHU, Marc (2012) : Rebel on highAir France. Kavet : 24 Mezheven 2019.

Notennoù

  1. (fr) Généarc. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) POPIROT, Les chevaliers de la platine, Le Gaulois niv. 353, 05/07/1883 – Lenn en-linenn.
  3. (fr) Touring-club de France]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) Lycée Adrienne Bolland. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (fr)Air Journal. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (fr) Le Temps, 27/08/1920
  7. Laguna del Inca war ar gartenn.
  8. (fr) France-Aviation niv. 323, Gouere-Eost 1982. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  9. (fr) Le Matin, 22/03/1924. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (fr) L'Aéronautique niv. 61, Even 1924]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. 11,0 ha11,1 (fr) BOLLAND, Adrienne : Souvenirs irrévérencieux, er gelaouenn Icare niv. 51 – Diskramzer-Goañv 1969. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  12. (fr) Wikitimbres. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Léna Bernstein

Poltred gant Morburre
Ganedigezh 1 Genver 1906
Leipzig
Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Marv 3 Mezheven 1932
Biskra  Aljeria c'hall
Broadelezh  Gall (1932)

Micher Levierez
Breved A-raok 1929

Léna Bernstein (Leipzig, 1añ a viz Genver 1906Biskra, 3 a viz Mezheven 1932) a oa ul levierez c'hall, ar vaouez kentañ hag an eil den o nijal dreist ar Mor Kreizdouar goude Roland Garros.

Yuzevien rusian divroet da Alamagn kent divroañ adarre da Vro-C'hall e oa he zud. Goude tapet he breved levierez en Aulnat e-kichen Clermont-Ferrand ez eas da Bariz, mennet-start ma oa da bilat rekordoù daoust dezhi bezañ paour. Leviañ a reas ur Potez VIII a-raok ma vije prestet dezhi un nijerez Caudron C.109 gant an nijer Maurice Finat (1894-1935).

Nijadenn eeun

E 1929 e klaskas pilat rekord an nijadenn hirañ war ul linenn eeun a-dreuz ar Mor Kreizdouar adalek Istre (Bouches-du-Rhône). Ne voe aotreet he nijadenn nemet war-du an Norzh, ar pezh a oa dic'hallus rak re wan e oa keflusker an nijerez evit pignat buan a-walc'h ; dibradañ a reas Léna Bernstein ha treiñ war-du ar Su. A-boan a-us ar mor e voe hejet-dihejet an nijerez gant ar mistral, un avel walarn eus ar re greñvan, setu e rankas al levierez goullonderiñ beol an trelosk hag ober hanter tro ; semplañ a reas abalamour da vurezh an dour-tan, hogen disi e voe he fradañ daoust d'ar fourradoù avel.
Antronoz e oa sioulaet an avel ha dibradañ adarre a reas al levierez ; a-us Korsika e verzas e oa tost goullo ar veol — damserret hepken e oa bet war an trelosk — ha ret e voe dezhi pradañ e nijva milourel Pisa en Italia. Dre ma ne oa ket bet aotreet da nijal a-us Italia e voe lamet he nijerez diouti, met en deiz war-lerc'h e tibradas Léna Bernstein dre laer en ur zilezel war an douar he sae-leviañ, he zokarn hag he c'hartennoù.
D'an 19 a viz Eost 1929 e klaskas un trede gwech hag e teuas a-benn : dibradañ a reas eus Istre hag en un nijadenn ez eas betek Sidi Barrani en Egipt tost da harzoù Libia, 2 268 km pelloc'h dreist ar mor. Ar vaouez kentañ e voe o nijal dreist ar Mor Kreizdouar, an eil den er bed goude ar Gall Roland Garros hag en devoa nijet a-hed 735 km etre Fréjus (Var) ha Bizerte (Tunizia) d'an 23 a viz Gwengolo 1913. [1]

Nijadenn serr

Bloaz goude e klaskas Léna Bernstein nijal pelloc'h eget al levierez Maryse Bastié hag a oa chomet en aer e-pad 26 eurvezh ha 48 munutenn. D'ar 1añ hag an 2 a viz Mae 1930, e nijas L. Bernstein e-pad 35 eurvezh ha 45 munutenn he-unan en ur Farman F.192 marilhet F-AJLU : pilet rekord M. Bastié eta, ha hini Charles Lindbergh (33 eurvezh ha 30 munutenn dreist ar Meurvor Atlantel) war an dro. E miz Gwengolo avat e voe adtapet ar rekord gant Maryse Bastié (37 eurvezh ha 55 munutenn).

Nijadennoù hir

Goude ar rekord e kendalc'has Léna Bernstein da nijal en he Farman F-AJLU en ur brientiñ un nijadenn betek Tokyo, gant sponsoriñ ar stalioù Galeries Lafayette.
D'an 8 a viz Du 1930 da 6 eur veure – diouzh noz eta – e tibradas gant he mekanikour Guitton eus nijva Toussus-le-Noble (Yvelines hiziv) ; en Istre e pradas da leuniañ ar veol kent nijal betek Roma, ma pradas antronoz da 8 eur beure. Kalz amzer a gollas eno en abeg d'ar maltouterezh ; ne c'hallas dibradañ nemet da 11 eur noz. D'an 10 da 6 eur hanter beure e voent en Aten goude un nijadenn-noz sioul. Da 11 noz e nijas ar c'houblad kuit war-du Aleppo e Siria, ma'z errujont d'an 11 da 7 eur beure, hep gouloù ebet war vourzh avat ; buan e voe kempennet gant Guitton a-raok dibradañ da 8 eur hanter ha nijal betek Baghdad en Irak. Alese e nijjont war-du Basra er gevred, met avelioù enep hag ur gorventenn-draezh o redias d'ober hanter tro ha da bradañ e Baghdad adarre da serr-noz ; dre ma oa fall an hedgwel e c'hwitas Léna Bernstein war ar pradañ : ar Farman a bennboellas goude torret he c'hilhor, hag a-serzh edo pa chomas a-sav. Echu e voe gant an nijadenn Pariz-Tokyo. Distreiñ a reas ar c'houblad nijerien da Bariz ; kaset da Veirout dre sammgarr ha da Vro-C'hall dre vor e voe ar Farman F-AJLU. [2]

Bloaz diwezhatoc'h e klaskas L. Bernstein nijal betek Saigon, hogen c'hwitañ a reas c'hoazh abalamour ma rankas pradañ en India.
Goude forzh stourm e teuas a-benn da gaout un nijerez Farman F-230 n°10 marilhet F-ALGJ.[3] en eskemm ouzh kentelioù leviañ. D'an 30 a viz Mae 1931 e klaskas dibradañ en Istre met dre ma oa dreistbec'hiet an ardivink gant an trelosk e voe diskaret gant ur fourrad avel. Gloazet e voe al levierez ha kaset da ospital Marsilha. Er gêr-se e voe roet un nijerez all dezhi, ur Farman F-236 n°3 (a zo un F-230 unplas) marilhet F-ALMB [4]. Daoust dezhi bezañ gwall wan c'hoazh e kuitaas ar glañvadez an ospital hep paeañ ar mizoù.

Diwezh

E 1932 e voe broadet Léna Bernstein gant gouarnamant Bro-C'hall.
Divizout a reas un nijadenn hir all, adalek Biskra (Aljeria) betek Baghdad dre Dunizia, ar Mor Kreizdouarel, biz Libia, Egipt ha Liban – un 3 600 km bennak en holl. [5] Klask a reas mont betek Biskra da brientiñ ar veaj, met ne ouie ket e oa berzet ouzh an nijerezioù Farman F.230 dibradañ a-c'houde ur gwallzarvoud ma oa marvet daou zen, hag ouzhpenn edo urcherien war he lerc'h a-c'houde he zec'hadenn diouzh an ospital... Dont a reas a-benn evelato da vont betek Aljer dre widre e dibenn miz Mae, hag alese da Viskra ma voe diskaret ar Farman bihan gant an avel.
Nebeut a wall a voe, met skuizh-divi e oa al levierez, ha diwasket. D'an 3 a viz Mezheven e c'houlennas digant un taksi he c'has betek an dezerzh, hag e kasas ar bleiner d'ar gêr. Daou zevezh goude e voe kavet he c'horf e-kichen ur voutailh gwin Champagn hag ur gorzenn louzeier.

E bered Biskra e voe beziet Léna Bernstein.

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. (fr) Kartenn nijadenn Léna Bernstein. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Farman F.192 n°4 F-AJLU. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) Farman F.230 n°10 F-ALGJ. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) Civil Aircraft Register – France. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (fr) Kartenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Maryse Bastié

E 1932
Ganedigezh Marie-Louise Bombec
27 C'hwevrer 1898
Lemojez
Marv 6 Gouere 1952
Bron (Rhône)
Broadelezh  Gall

Micher Levierez
Ofiserez en Aerlu
Breved Niv. 221, 29 Gwengolo 1925

Marie-Louise Maryse Bastié, bet ganet Marie-Louise Bombec, (Lemojez, 27 a viz C'hwevrer 1898Bron, 6 a viz Gouere 1952) a voe al levierez c'hall kentañ o tapout meur a rekord en nijerezh, hag an hini gentañ ivez o vout un ofiserez en Aerlu gall.

Respet

E 1909, pa oa-hi 11 vloaz, e varvas he zad Joseph Bombec ; gant he mamm Céline Filhoulaud e voe desavet er baourentez, ha goude he zesteni studioù kentañ e 1912 ez eas da wrierez lêr en ul labouradeg boteier. E 1915, d'an oad a 17 vloaz, e timezas gant Jean-Baptiste Gourinchas hag e c'hanas ur mab anvet Germain.
E 1917 he devoe he nijadenn gentañ ; bloaz goude e voe sekretourez-bizskriverez e Kompagnunezh an Tredan e Lemojez. E 1920 e torras he dimez.

Maeronez al letanant levier Louis Bastié hag a oa en talbenn e-pad ar Brezel-bed kentañ e voe Maryse Bombec ; e 1922 e timezjont hag e talc'hjont ur stal boteier e Cognac. Pa yeas he fried da Vourdel da gelenn nijal e teskas Maryse leviañ gant ar monitour Guy Bart, ha d'an 29 a viz Gwengolo 1925 e tapas he breved levierez eno. Sizhun goude, d'ar 6 a viz Here, e sevenas he c'hur gentañ : tremen gant un nijerez Caudron G.3 dindan pont treuzvourzhañ Bourdel, a-rez dourioù ar stêr Garona, kement-se evit gounit brud ha bezañ gopret gant saverien kirri-nij evel levierez. Ur c'hwitadenn e voe er c'heñver-se, rak e-pad pell ne c'hallas ket nijal kement ha ma felle dezhi.

E 1926 e varvas Louis Bastié en ur gwallzarvoud nijerez. Maryse a zigoras ur skol-leviañ, a rankas serriñ goude 6 miz. Da neuze ez eas betek Pariz, ma c'hounezas un nebeud arc'hant dre nijadennoù kentañ, bruderezh-nij ha diskouezioù tanlazheroù – entanañ a rae keflusker an nijerez en oabl ha lazhañ a rae an tan goude pradañ. Ugent munutenn hepken e padas pep hini eus he div nijadenn hirañ er bloaz-se.

E 1927, p'edo en Orly (Val-de-Marne hiziv) gant an nijadennoù kentañ hag ar bruderezh-nij e reas anaoudegezh gant al levier Maurice Drouhin (18911928).
E 1928 e voe prestet dezhi un nijerez Caudron C.109 ; gant an ardivink-se hag he c'havandad Drouhin e c'hounezas e miz Mezheven ur priz a 25 000 lur gall [1] a roas tro dezhi da brenañ an nijerez.
D'an 13 a viz Gouere, Maryse Bastié ha Drouhin a dapas rekord ar bed an hirañ nijadenn eeun etre Orly ha Trzebiatów e Pomerania ar C'hornôg e Polonia (1 058 km ent-ofisiel). [2]
D'an 9 a viz Eost e varvas Maurice Drouhin a-c'houde ur gwallzarvoud war bourzh un nijerez kentpatrom. [3] Er bloaz-se ivez, d'an 11 a viz Here, e voe Maryse Bastié ar vaouez kentañ o tapout aotre an treuzkas foran (niv. 1136).

E 1929 ez eas ganti rekord Bro-C'hall padelezh al levierezed (10 eurvezh ha 30 munutenn) ; klask a reas ober gwelloc'h c'hoazh hogen sac'het e voe ar c'heflusker ; en trede gwech, e miz Gouere 1929, e rankas pradañ a-raok echuiñ met gwellaet e voe ar rekord etrebroadel evelato, gant 26 eurvezh ha 48 munutenn.

D'ar 1añ a viz Ebrel 1930 ez eas Maryse Bastié da Alamagn davit he nijerez nevez, unan Klemm L-25a1 gant ur c'heflusker gall Salmson ha lesanvet Trottinette ganti. D'an 2 a viz Gwengolo e levias he nijerez betek ma voe ret dezhi pradañ dre ziouer a drelosk, da lavarout eo e-pad 37 eurvezh ha 55 munutenn – pelloc'h eget rekord Léna Bernstein (25 eurvezh ha 45 munutenn d'an 2 a viz Mae 1930). A-c'houde ar gur-se, Salmson a brofas ur c'harr-tan da Varyse, hag unan nevez bep daou vloaz betek he marv e 1952.
E miz Here e prenas un nijerez nevez, unan Caudron C.230.

D'an 28 a viz Mezheven 1931 e tibradas Maryse Bastié eus Le Bourget (Seine-Saint-Denis hiziv) hag e nijas betek Yurino e-kichen Nijniy Novgorod en URSS ma pradas goude 30 eurvezh ha 30 munutenn, da lavarout eo 2 976 km ha 97,5 km/h an tizh keitat. [4] Goude an nijadenn-se e voe anvet da Varc'hegez al Légion d'honneur hag e voe deroet Harmon Trophy stadunanat ar bloaz 1931 dezhi.

E 1932 e voe gopret al levierez gant ar farder nijerezioù Potez evit diskouez e ardivinkoù e Bro-C'hall hag en Afrika an Norzh.

E 1934 ez eas gant al levierezed Adrienne Bolland hag Hélène Boucher da stourm evit ma vije roet d'ar merc'hed ar gwir da vouezhiañ, a-du gant ar bolitikourez wregelour Louise Weiss (18931983). E dibenn ar bloaz e klañvaas hag e voe lamet he aotre diganti keit ha ma veze prederiet e Megève (Savoia-Uhel).

D'an 28 a viz Mezheven 1935 e varvas he mab Germain, 15 vloaz, diwar an derzhienn difoid e Tunizia. E miz Eost e krouas Maryse Bastié ur skol-leviañ en Orly gant he monitour kentañ Guy Bart ; berrbad e voe ar skol-se avat.
E dibenn ar bloaz e tivizas pilat rekord nevez an nijal dreist ar Meurvor Atlantel dre ar Su, a oa d'al levierez zelandneveziat Jean Batten (19091982) abaoe miz Du (13 eurvezh ha 39 munutenn).

Evit prientiñ an taol-arnod e reas ur monedone dreist ar meurvor gant Jean Mermoz hag en devoe graet tremen ugent gwech c'hoazh abaoe 1930. D'ar 7 a viz Kerzu 1936 e steuzias Mermoz a-us ar meurvor a-vaez da Zakar (Senegal).
D'an 12 a viz Kerzu e tibradas Maryse Bastié gant he nijerez Caudron 635 Simoun marilhet F-ANXO, badezet Jean Mermoz en enor d'al levier meur aet da get nevez a oa, hag e pradas e Dakar d'ar Sadorn 19. Eno, he mekanikour Lendroit a stalias un eil beol evit an trelosk evit ma c'hallje an nijerez kas 890 litr a zour-tan ganti. D'ar Merc'her 29 e tibradas al levierez, he-unan war vourzh, da 7 eur 23 beure. Da 7 eur 28 noz (eur Pariz) e pradas e Natal e Brazil, goude un nijadenn 12 eurvezh ha 5 munutenn, 3 173 km ha 264 km/h an tizh keitat. [5] Goude ar gur-se e eas Maryse betek Buenos-Aires en Arc'hantina ha Montevideo en Uruguay ma voe fiziet he nijerez da bennadurezhioù an Aerlu gall. Da Ofiserez el Légion d'honneur e voe anvet pa voe distro da Vro-C'hall.

En hañv 1937 ez eas gant he mignonez al levierez Suzanne Tillier war bourzh an nijerez Caudron Simoun marilhet F-AQAY da Rusia evit un droiad bruderezh hag o c'hasas betek Irkoutsk e Siberia. [6]
Eus miz Du 1937 da viz Meurzh 1938 e voe e Suamerika adarre, gant ur Simoun all, evit un droiad prezegennoù ; en Uruguay ec'h adkavas nijerez rekord 1936, a oa bet lezet da vreinañ ; e eil Simoun a lezas e Suamerika ivez. Pa voe distro da Vro-C'hall e tigoras ur skol-leviañ.

E 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed. Pa voe aloubet Bro-C'hall e miz Mae 1940 ez eas da skoazellañ ar Groaz Ruz d'ober war-dro ar brizonidi e kamp-bac'h Drancy. Eno e torras he ilin p'edo un tren o vont kuit da Alamagn, nammet e chomas ha krennet e voe war he aotreoù nijal. Kuzhet a-drek he labour evit ar Groaz Ruz e tastume titouroù diwar-benn ar c'houzalc'herien evit ma vijent kaset da Londrez dre gomandant gall ar c'hamp-bac'h.
Goude ar brezel, e miz Here 1944, ez emezelas Maryse Bastié en Aerlu gall evel klañvdiourez ha letanant levierez — ar c'hentañ ofiserez e voe en aerlu-se ; e 1946 e kuitaas an arme goude 3 500 eurvezh nij. [7]

E 1947 e voe anvet da Gommandourez el Légion d'honneur en abeg da oberoù dibar er brezel hag oberoù er Rezistañs ; ar c'hentañ maouez e voe o vout anvet ent-milourel.

E 1951 e voe gopret gant servij an darempredoù foran er Centre d'Essais en Vol nevez-krouet. [8] Dre m'eo kefridi pennañ ar CEV amprouiñ nijerezioù kent o frenañ ez eas Maryse Bastié war bourzh un Nord 2501 Noratlas 02 marilhet F-WFUN a oa war ziskouez e nijadeg ar 6 a viz Gouere 1952 e Bron. Ar skipailh a-bezh a varvas pa gouezhas an Nord 2501 war an douar.

E bered Montparnasse e Pariz emañ bez Maryse Bastié.

Rekordoù

  • Gouere 1928 : hirañ nijadenn eeun (1 058 km)
  • Gouere 1929 : padelezh etrebroadel (26 eurvezh ha 48 munutenn)
  • Gwengolo 1930 : padelezh etrebroadel (37 eurvezh ha 55 munutenn)
  • Mezheven 1931 : hirañ nijadenn eeun etrebroadel (2 976 km)
  • Kerzu 1936 : treizh Meurvor Atlantel ar Su Dakar Natal(12 eurvezh ha 5 munutenn)

Enorioù

Restr:Tombe de Maryse Bastie.jpg
Bez Maryse Bastié
  • Komandourez el Légion d'honneur ent-milourel
  • Citation à l'ordre de la Nation
  • Urzh ar Steredenn Ruz (Орден Краснoй Звезды, Orden Krasnoï Zvezdy) – URSS, 1931 [9]
  • Marc'hegez Urzh Broadel Kroaz ae Su (Ordem Nacional do Cruzeiro do Sul) – Brazil, 1937
  • Restr:Société encouragement au progrès FRA ribbon.jpg Grande médaille d'or de la Société d'encouragement au progrès – Bro-C'hall, 1937
  • Plakenn argant melen an Aéro-Club de France – Bro-C'hall, 1937
  • Urzh Steredenn Roumania (Ordinul Național Steaua României)Roumania, 1937
  • Médaille de la jeunesse et des sports – Bro-C'hall, 1937
  • Komandourez en Urzh ar Palmes académiques – Bro-C'hall, 1937
  • Urzh an Dellezegezh (Orden al Mérito) — Chile, 1938
  • Kroaz an Nijerezh – Perou, 1938
  • Urzh an Dieuber (Orden del Libertador)Venezuela, 1938
  • Urzh Roueel Sant-OLavs (Kongelige Norske St. Olavs Orden)Norvegia, 1940
  • Komandourez Urzh Broadel al Lejion a enor – Bro-C'hall, 1947 (marc'hegezh e 1931, ofiserez e 1936)
  • Croix de guerre 1939-1945 avec palmes – Bro-C'hall
  • Médaille de la Résistance française – Bro-C'hall
  • Médaille de l'Aéronautique –Bro-C'hall
  • Komandourez Urzh Rouantel Kambodjia (គ្រឿងឥស្សរិយយសព្រះរាជាណាចក្រកម្ពុជា) –Kambodjia
  • E 1955 e voe embannet un timbr en enor da Varyse Bastié [10], a voe adembannet e 2016. [11]

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. War-dro 15 000 € hiziv.
  2. (fr) Kartenn.
  3. (fr) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) Kartenn.
  5. (fr) Kartenn.
  6. (en) WILES, John : Memoirs of Suzanne Tillier — The Story of an Extraordinary Woman, Infinity, 2008 (ISBN 978-0-7414-5081-4)
  7. (fr) Service historique de la Défense. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  8. GROLLEAU, Henri-Pierre : Le Centre d'Essais en Vol, Marines Éditions, 2006 (ISBN 978-2-915379-56-3)
  9. An holl enorioù a gavor e CHEYMOL, Jacques & FRADET, Alain : Maryse Bastié – DeLimoge-Feytiat à Lyon-Bron, Conservatoire Aéronautique en Limousin, 2010
  10. (fr) Wikitimbres. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. Wikitimbres. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Léon Delagrange

Etre 1908ha 1910
Ganedigezh 13 Meurzh 1872
Orléans
Marv 4 Genver 1910
Marcheprime (Gironde)
Broadelezh  Gall

Micher Nijer
Kizeller
Karr-nij E. Archdeacon (1904)

Léon Ferdinand Marie Delagrange, bet ganet en Orléans d'an 13 a viz Meurzh 1872 hag aet da Anaon e Marcheprime (Gironde) d'ar 4 a viz Genver 1910, a voe un diaraoger en nijerezh hag ur c'hizeller gall.

Respet

Mab e oa da Henri Ferdinand Delagrange hag e wreg Aimée Lucie Gaucheron, farderien pallennoù en Orléans. Goude e studioù e kloerdi bihan La Chapelle-Saint-Mesmin nepell diouzh e c'hêr c'henidik ez eas da zeskard war ar mekanikerezh adalek 1891 betek 1893. E miz Here ar bloaz diwezhañ-se ez eas d'ober e amzer soudard en Orléans betek miz Gwengolo 1894.

Goude e goñje ez eas du studiañ ar c'hizellerezh e Skol an Arzoù-kaer e Pariz gant Louis-Ernest Barrias (18411905) ha Charles Vital-Cornu (18511927). Diskouezet e voe e oberennoù er Salon des artistes français kent dezhañ emezelañ en ensavadur e 1900. Dre e zarempredoù gant arzourien all e reas anaoudegezh gant diaraogerien an nijerezh.

E miz Mezheven 1905 ez arvestas ouzh taolioù-arnod karr-nij an alvokad gall Ernest Archdeacon (18631950) bet savet ha leviet gant Gabriel Voisin (18511927) war ar stêr Seine. E dibenn ar bloaz 1906 e kejas ouzh ar vreudeur Voisin hag e krogas da ijinañ un nijerez anvet Delagrange n°1 a voe savet el labouradeg Voisin.
D'an 28 a viz C'hwevrer 1907 e voe nijadenn gentañ an ardivink 10 m e hirder ha 10,560 m e hed-eskell, kaset gant ur c'heflusker 50 marc'h-nerzh ha leviet gant Gabriel Voisin ; ur c'hwitadenn e voe an taol-arnod avat. Kazeg a reas c'hoazh d'ar 7 a viz Meurzh, met d'an 30 a viz Meurzh e nijas a-hed 60 m e-pad 6 eilenn – an eil rekord goude hini Alberto Santos-Dumont (1873-1932), en devoa nijet a-hed 220 m e-pad 21 eilenn d'an 12 a viz Du 1906. D'ar 6 a viz Mae 1907 e tibradas L. Delagrange en ardivink hag e nijas a-hed 80 m, ur 4 m bennak a-us an douar.
Aliet gant E. Archdeacon e lakaas Léon Delagrange div flodenn ouzh ar c'harr-nij, a voe adanvet Delagrange-Archdeacon met ned eas ket pelloc'h ar c'henlabour etre an daou zen. D'an 2 a viz Du 1907 e nijas a-hed un 50 m bennak, hogen terriñ a reas an ardivink d'ar 5 a viz Du ; dinamm e voe L. Delagrange, met foeltret e voe an nijerez ; ar c'heflusker hepken a voe dastumet. Diouzhtu goude e voe savet an Delagrange n°2, a nijas a-hed ur 100 m bennak e miz Genver 1908 en Issy-les-Moulineaux (Hauts-de-Seine hiziv). Eno e kejas ouzh al levier Henri Farman (18741958), en devoa tapet rekord an tizh hag an hed digant A. Santos Dumont d'ar 26 a viz Here 1907 gant 52,7 km/h a-hed 770 m. [1]

Rekordoù

A-c'houde e gejadenn ouzh H. Farman e yeas meur a rekord gant Léon Delagrange.

♦ 1908
  • 17 a viz Meurzh : priz an 200 m digant an Aéro-Club de France, ma nijas a-hed 269 m.
D'an 21 e nijas a-hed 1 500 m, met gant H. Farman ez eas ar priz gant 2 004,80 m e 3 munutenn ha 31 eilenn. [2]
1909
D'an 21 a viz Gouere e voe anvet da Varc'heg al Légion d'honneur. [4]

Diwezh

Dibradenn diwezhañ Delagrange

D'ar 4 a viz Genver1910 e torras unan eus eskell ar Blériot, a gouezhas eus 20 m en oabl war nijva Bourdel ; flastret e voe al levier dindan ar peñse.
Dielfennet e voe ar gwallzarvoud a-c'houde unan heñvel a c'hoarvezas gant al levier gall-ha-perouat yaouank Jorge Chávez Dartnell (18871910) e miz Gwengolo : evit ur c'heflusker 25 marc'h-nerzh e oa bet jedet framm ar Blériot XI, neket evit unan div wech galloudusoc'h, ha ker kreñv e oa an nerzh-sachañ war funioù-skor an eskell ma torrent.

Levrlennadur

  • (fr) DELAGRANGE, Olivier & Yolande : Léon Delagrange – Le "Dandy volant", Éditions Larivière, 2003 (ISBN 978-2-914205-75-7)
  • (fr) MARCK, Bernard : Dictionnaire universel de l'aviation, Éditions Tallandier, 2005 (ISBN 978-2-84734-060-0)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (fr) Early aviators. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Air Journal. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) Aviatechno. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) Archives Nationales. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Suzanne Bernard

D'ar 1añ a viz Mae 1912
Ganedigezh 1893
Troyes
Marv 10 Meurzh 1912
Étampes
Broadelezh  Gall

Micher Levierez

Suzanne Bernard (Troyes, 1893 [1]Étampes, 10 a viz Meurzh 1912) a voe ul levierez c'hall.

D'an 2 a viz Gouere 1911 e voe he nijadenn gentañ, a-hed 64 km war bourzh an aervag Aube kaset gant al levier Darsonval. Adalek miz Here e heulias kentelioù leviañ.

D'an 10 a viz Meurzh 1912 e tremenas he breved levierez e nijva Étampes ; mat e oa bet an daou amprou kentañ met en trede, hini an uhelder, e c'hwitas war ur c'horn-tro hag an nijerez Farman III da droidellat kent flastrañ war an douar. War an taol e voe lazhet al levierez yaouank, oadet 19 vloaz hepken. [2]

Mard he devije bet he breved en deiz-se e vije bet Suzanne Bernard unan eus an dek levierez kentañ brevedet gant an Aéro-Club de France.

E bered Troyes e voe beziet d'an 12 a viz Meurzh, ambrouget gant un niver bras a nijerien deuet eus Bro-C'hall hag eus broioù all. [3]

Notennoù

  1. (fr) L'Illustration niv. 3603, 16/03/1912
  2. (fr) MANON, Hélène & HERRMANN, Léon : Eclats de Guerre et d'Amour – Seconde partie : janvier - septembre 1918, Z4 Éditions, 2016 (ISBN 978-1-326-45216-2)Lenn en-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) Corpus étampois. Kavet : 24 Mezheven 2019.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Maryse Hilsz

E 1935, dirak he Mauboussin M.122
Ganedigezh Marie-Antoinette Hilsz
7 Meurzh 1901
Levallois (Seine)
Marv 30 Genver 1946
Bény (Ain)
Broadelezh  Gall

Micher Harzlammerez
Levierez
Breved Niv. 1293, 30 Ebrel 1930
Ar Morane MS.60 Moth diwezhañ (1989)
Maryse Hilsz e Bangkok (02/1934)

Marie-Antoinette "Maryse" Hilsz (Levallois, 7 a viz Meurzh 1901Bény, 30 a viz Genver 1946) a voe un harzlammerez hag ul levierez c'hall, ofiserez en Aerlu gall. Brudet eo dre uhelder ha padusted he nijadennoù. Diouzh tu ar Rezistañs e voe e-pad an Eil Brezel-bed a-raok mervel en ur gwallzarvoud karr-nij.

Yaouankiz

En ur familh elzasat divroet da Bariz e 1870 evit chom gall e voe ganet Marie-Antoinette da François Hilsz, barazher, hag Eugénie Letourneur e wreg. Buan e voe graet Maryse eus Marie-Antoinette.
E Levallois ar mare-se e veze fardet nijerezioù el labouradegoù Louis Blériot, Clément-Bayard ha Voisin Frères. P'edo o teskiñ ar vicher a gabellerez e kêr ez ae gant mignoned da sellout ouzh an ardivinkoù nevez-se, alese he c'hoant da nijal ivez. Peogwir n'he devoa na diplom, nag arc'hant nag anaoudeien e metoù an nijerezh ez eas da harzlammerez evit paeañ he breved levierez.
D'ar 24 a viz C'hwevrer 1924 e varvas François Hilsz. D'an 9 a viz Even, Lun ar Pantekost er bloaz-se, e voe aozet ur genstrivadeg harzlammat evit an deraouidi ; a-c'houde al lamm kentañ-se e teskas an doare hag ez eas da harzlammerez nann-soudard a-vicher (tremen 112 lamm) ha d'an 20 a viz Ebrel 1930 e tapas he breved levierez, an niverenn 1293.

Levierez

Diouzhtu e fellas dezhi tapout rekordoù.

1930

E 1930 end-eeun e nijas a-us Maroko, Aljeria ha Tunizia.

En hevelep bloaz e reas he beaj hir kentañ : en he unan e tibradas eus Le Bourget d'an 12 a viz Du war bourzh un nijerez Morane-Saulnier MS.60 Moth marilhet F-AJOE [1] a levias betek Saigon hag e pradas e Pariz d'ar 7 a viz C'hwevrer 1931 goude meur a dro-gaer (pradañ dre ret meur a wech, mont war kein un azen davit eoul, ur viñs-tro torr en Istanbul hag all). [2]

1932

E deroù 1932 e tibradas eus Le Bourget adarre hag e levias ur Farman 291 marilhet F-ALUI [3] betek Antananarivo e Madagaskar, ma pradas d'an 31 a viz Meurzh goude un nijadenn 24 000 km ; al levierez kentañ e voe o treuziñ ar Sahara en he unan.
D'an 19 a viz Eost en hevelep bloaz ez eas ganti rekord an uhelder evit ar merc'hed e Villacoublay (en Yvelines hiziv), gant 9 791 m ; anvet e voe da Varc'hegez al Légion d'honneur goude an nijadenn-se.

1933

E 1933 e nijas eus Pariz betek Ha Noi e 5 devezh hepken – ur rekord all – hag e tistroas dre Dokyo. Da Woman of the Year ("Maouez ar Bloaz") e voe dilennet gant ar Fédération Aéronautique Internationale, a-gevret gant Amelia Earhart [4] ; an Harmon Trophy stadunanat 1933 a voe deroet dezhi ivez.

1934

D'an 18 a viz Even 1934 e varvas al levier André Salel, a oa bet karantez Maryse Hilsz abaoe deroù ar bloavezhioù 1930, e-kerzh leviañ ur c'hentpatrom Farman F.420-01 e Châteaufort (en Yvelines hiziv). Al levierez a lakaas sevel en nijva ur maen-koun en e enor ha hini e vekanikour Roger Robin.
Er bloaz-se e torras he rekord Pariz-Ha Noi pa nijas e-pad 5 devezh c'hoazh, met dre Golkata, Saigon, Ha Noi ha betek Tokyo ; ur Bréguet 330 [5] marilhet F-AKFM [6] ha lesanvet Joe III eus an Aerlu gall kaset gant ur c'heflusker 650 marc'h-nerzh e oa an nijerez, ha pa zistroas da Vro-C'hall e voe kaset Maryse Hilsz dre Greizeuropa da ziskouez an ardivink.

1935

E 1935 ez eas ganti Kib Hélène Boucher pa nijas a Vuc (en Yvelines hiziv) da Ganas e 2 eurvezh ha 29 munutenn. [7]

1936

D'an 23 a viz Even 1936 ez eas gant Maryse Hilsz rekord uhelder ar merc'hed gant 14 310 m [8] [9] [10] gant ur [11] ; ganti edo ar rekord-se c'hoazh e 1948. [12]
D'ar 29 a viz Eost ez eas ganti Kib Hélène Boucher adarre pa nijas a Vuc da Ganas en 1 eurvezh, 52 munutenn ha 43 eilenn gant un nijerez Caudron-Renault 685 Super Rafale [13] a nijas da 366,760 km/h keitat. [14]
E miz Du, p'edo o klask pilat rekord tizh ar merc'hed, e voe strinket a-ziwar he c'hador ; a-drugarez d'he harzlamm e voe saveteet.

Rezistañs hag aerlu

Er bloaz 1941 ez emezelas Maryse Hilsz e rouedad Buckmaster ar Rezistañs. E-kerzh unan eus he c'hefridioù e rankas pradañ e Turkia.

E 1944, maodiern an Aer e gouarnamant kentañ Charles de Gaulle a zivizas krouiñ Korf kentañ al levierezed milourel diwar skouer ar re a oa bet savet gant Marina Raskova en URSS e-kerzh an Eil Brezel-bed. Levierezed gall brudet a voe galvet, Maryse Bastié, Élisabeth Boselli, Anne-Marie Imbrecq, Élisabeth Lion ha Maryse Hilsz en o zouez. Goude ur predad embreger e Châteauroux hag ur c'helc'hiad studioù e Tours e voe degemeret an holl anezho. Maryse Hilsz a voe an hini gentañ o vout anvet en Aerlu gall ; isletanant e voe er GLAM (Groupe de Liaisons Aériennes Ministérielles).
D'an 30 a viz Genver 1946, p'edo o nijal kostez Bourg-en-Bresse e-kerzh ur veaj a Villacoublay da Varinhana (Bouches-du-Rhône) e frimas lankerioù he Siebel Si 204 GLAM, tarzhañ a reas lost an nijerez, ha lazhet e voe ar skipailh : al levierez hag an tri isletanant all a oa war vourzh. [15]
Da heul ar gwallzarvoud-se (hag abalamour ma oa bet anvet maodiern an Aer d'ur post all) e paouezas an Aerlu gall da duta levierezed.

E bered Levallois-Perret emañ bez Maryse Hilsz. [16]

  • E 1972 e voe embannet un timbr 10 lur gall en enor da Hélène Boucher ha Maryse Hilsz (gant he Morane-Saulnier 60 Moth F-AJOE). [17]

Rekordoù (etrebroadel, merc'hed)

Deiziad Rekord Lec'h Nijerez
12/11/1930 – 07/02/1931 Hed : > 20 000 km Le Bourget-Saigon-Le Bourget Morane-Saulnier MS.60 Moth F-AJOE
31/03/1932 Hed : 24 000 km Le Bourget-Antananarivo Farman 291 F-ALUI
19/08/1932 Uhelder : 9 791 m Villacoublay
1933 Hed ha padelezh (5 devezh) Pariz-Tokyo-Pariz
1934 Hed (c. 35 000 km) ha pedelezh (5 devezh) Pariz-Tokyo-Pariz Bréguet 330 "Joe III" F-AKFM
1935 Tizh (2e 29', 276 km/eur) Buc-Canas
23/06/1936 Uhelder : 14 310 m Villacoublay Potez 506
29/08/1936 Padelezh : 1e 52' 43" Buc Caudron-Renault 685 Super Rafale

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) Golden Years of Aviation.
  2. Kartenn.
  3. (en) Golden Years of Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) LONG, Elgen M. & LONG, Marie K. : Amelia Earhart – The Mystery Solved, Sion & Schuster, 1999 (ISBN 978-0-7432-0217-6)En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (fr) Bréguet 1918-1939 p. 21. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) Golden Years of Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  7. (fr) Kartenn.
  8. (fr) HIRSCHAUER L. & DOLLFUS Ch. : L'Année aéronautique 1936–1937, Dunod, 1937 – En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  9. (fr) L'Aérophile niv. 12, Kerzu 1937 p. XXIII — skrivet *Milsz, ha 07/07/1936 eo an deiziad. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (fr) L'Aérophile, Even 1946. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. (fr) Potez 506
  12. (en) Flight, 29/01/1948. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  13. (fr) Aviafrance. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  14. (fr) L'Aérophile niv. 12, Kerzu 1937 p. XXII. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  15. (fr) Air Journal, 30/01/2011. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  16. (fr) Cimetières de France et d'ailleurs. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  17. (fr) WikiTimbres. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Hélène Boucher

E 1934
Ganedigezh 23 Mae 1908
Pariz
Marv 30 Du 1934
Guyancourt (Seine)
Broadelezh  Gall

Micher Levierez
Breved 21 Even 1931

Hélène Antoinette Eugénie "Léno" Boucher (Pariz, 23 a viz Mae 1908Guyancourt, 30 a viz Du 1934) a voe ul levierez nijerezioù c'hall.
Petra bennak ma voe berr-berr he respet e tapas meur a rekord tizh e deroù ar bloavezhioù 1930. En ur gwallzarvoud karr-nij e kollas he buhez.

Yaouankiz

Merc'h e oa d'an tisavour Léon Boucher (18681939) ha d'e wreg Élisabeth Hélène Dureau. Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ, an tiegezh a guitaas Pariz d'en em staliañ en o zi kozh e Yermenonville (Eure-et-Loir). Eno e tastumas Hélène skridoù ha luc'hskeudennoù a denne d'al levierien ha d'an nijerezioù. Goude ar brezel e tistroas gant he familh da Bariz, ma reas he studioù. Da 16 vloaz e tapas he aotre da vleinañ kirri-tan, a-raok kenderc'hel gant he studioù e Skol an Arzoù-Ker.

E 1930, d'an oad a 22 vloaz, e tivizas bezañ levierez a-vicher evit kaout an dial eus marv al levier ha saver nijerezioù Jean Hubert (18851927), a oa mignon d'he breur. He nijadenn gentañ a reas d'ar 4 a viz Gouere hag adalek miz Meurzh 1931 e teskas leviañ. Brevedet e voe d'an 21 a viz Even, goude 100 eurvezh nij hag un nijadenn diouzh noz. Bloaz war-lerc'h e voe brevedet a-vicher, ar pevare maouez e Bro-C'hall goude Adrienne Bolland (1920), Maryse Bastié (1925) ha Maryse Hilsz (30 Ebrel 1930). Diouzhtu e prenas ur nijerezig eildorn, un De Havilland DH.60G Gipsy Moth saoz bet marilhet F-AJKM e miz Kerzu 1929 (G-AALY e oa e Bro-Saoz). [1] [2]

Respet

E miz Here 1932 e kemeras perzh e nijadeg CaenDeauville ; sac'het e voe he nijerez, ret e voe dezhi pradañ ha chom a reas an nijerez a-skourr ouzh ur wezenn, met dibistig e voe al levierez yaouank.

D'an 2 a viz Gouere1933 e nijas e redadeg an Daouzek eurvezh en Angers en ur gas an danvez levierez Edmée Jarlaud (19101939) ganti ; 14vet e voe he renk, met ar c'hentañ maouez oc'h echuiñ e voe.
Miz diwezhatoc'h, d'an 2 a viz Eost, e tapas rekord ar bed an uhelder (5 900 m) evit al levierezed war bourzh ur Mauboussin M-123 Corsaire.
Adalek miz Gwengolo e heulias kentelioù troioù-ouesk war nij.

E 1934 ez eas gant al levierezed Adrienne Bolland ha Maryse Bastié da stourm evit ma vije roet d'ar merc'hed ar gwir da vouezhiañ, a-du gant ar bolitikourez wregelour Louise Weiss (18931983).
Er bloaz-se e voe gopret gant an embregerezh Caudron-Renault evit amprouiñ embregadusted o nijerezioù. [3]
D'an 8 a viz Gouere e voe eil e Daouzek eurvezh Angers — en he unan war bourzh un nijerez Caudron C.430 Rafale e-pad 12 eurvezh, pa oa daou nijer en ardivikink a dapas ar priz kentañ. Ganti evelato ez eas rekord etrebroadel tizh ar merc'hed war 1 000 km gant 250,086 km/h keitat. [4]

D'an 30 a viz Du, e-kerzh un nijadenn-bleustriñ e Guyancourt gant he ardivink Caudron C.430 Rafale, e voe tapet an nijerez gant barr ar gwez hag e yeas da flastrañ ouzh an douar. Gloazet-garv e voe Hélène Boucher, a varvas en hent da ospital Versailles.
Obidoù broadel a voe graet dezhi en iliz-veur Saint-Louis des Invalides e Pariz – ar wech kentañ evit ur vaouez – kent bezañ beziet e Yermenonville.

Rekordoù etrebroadel

Eizh rekord etrebroadel a yeas gant Hélène Boucher.

Hélène Boucher dirak he C.430 Rafale (1934)
Rummad Rekord Kur Deiziad
Nijerez skañvoc'h eget 450 kg, 1 gador Uhelder 5 900 m 2 Eost 1933
Nijerez gant ur c'heflusker Tizh a-hed 1 000 km 250,06 km/h 8 Gouere 1934
Nijerez 280 – 560 kg, lieskador 250,09 km/h
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad
Nijerez gant ur c'heflusker Tizh a-hed 1 000 km 409,18 km/h 8 Eost 1934
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 412,37 km/h
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad 409,18 km/h
250,09 km/h
Tizh a-hed 3 km 445,03 km/h 11 Eost 1934

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) Golden Years of Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Lunell. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. REDIER, Antoine : Hélène Boucher, jeune fille française, Flammarion, 1935 — En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. Ul levierez all anvet Becker a oa gant H. Boucher. Gwelit (fr) HIRSCHAUER L. & DOLLFUS Ch. : L'Année aéronautique 1936–1937, Dunod, 1937 – En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Marina Raskova
Раско́ва Мари́на Миха́йловна

E 1938
Ganedigezh 15 Meurzh 1912
Moskov
Marv 4 Genver 1943
Saratov
Broadelezh  Soviedel

Micher Lomanez
Levierez

Brevedoù Lomanez : 1934
Levierez : 1935

Lu Военно-воздушные силы
(Aerlu soviedel)

Respet 19381943
Renk Major
Letanant Surentez ar Stad
Emgannoù Talbenn ar Reter [1]

Enorioù
Harozez an URSS
Орден Ленина Urzh Lenin
Орден Отечественной войны Urzh Talbenn ar Reter
Медаль «За боевые заслуги» Dellezegezh en Emgann
Юбилейная медаль «XX лет Рабоче-Крестьянской Красной Армии» XXvet Deiz-ha-Bloaz Arme Ruz
al Labourerien hag ar Gouerien

Marina Mikhaïlovna Raskova (rusianeg : Раско́ва Мари́на Миха́йловна Raskova Marina Mic'hailovna), bet ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1912 [2] e Moskov hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Genver 1943 e Saratov, a voe ul levierez vilourel soviedel da vare an Eil Brezel-bed.
Diazezañ a reas tri rejimant levierezed da stourm ouzh aloubadeg Alamagn, ha bez' e voe unan eus an teir maouez kentañ o vezañ enoret evel Harozezed URSS.

Respet

Merc'h e oa d'ar c'haner opera ha kelenner Mikhail Dmitrievich Malinin (18531919) ha d'e wreg Anna Spiridonovna Lyubatovitch (1882 – goude 1954), kanerez ha kelennerez. Goude he studioù e Skol sonerezh Pouchkin Moskov ma voe pianoourez e teskas galleg, italianeg, ar gimiezh ha diskiblezhioù milourel. E deroù 1929 ez eas Marina, 17 vloaz, da galvezourez en ul labouradeg arlivadurioù.
E miz Ebrel 1929 e timezas gant Sergey Raskov, a oa un ijinour en hevelep labouradeg. Goude ganedigezh he merc'h Tatyana e paouezas Marina da labourat betek miz Here 1931.
E 1932 e voe treserez-raktreserez e Labourva an aerlestrerezh en Akademiezh an Aerlu. Daou vloaz goude e voe ijinourez en aerlestraz Leningrad hag e tapas he breved lomanez. Bloaz goude, e 1935, e voe brevedet evel levierez ; e miz Here e torras he dimez.

D'ar 24 a viz Here 1937 e voe lomanez rekord etrebroadel an hed, war bourzh un nijerez Yakovlev AIR-12 leviet gant Valentina Grizodouvova (19091993), a-hed 1 445 km. Daou rekord hed etrebroadel a dapas e 1938 gant un dournijerez Beriev MP-1 : d'ar 24 a viz Mae gant 1 7749 km ha d'an 2 a viz Gouere gant 2 241 km.

Harozez URSS

D'ar 24 ha 25 a viz Gwengolo 1938, war bourzh an nijerez Tupolev ANT-37 (DB-2) Родина Rodina ("Mammvro") gant div vaouez all – ar bennlevierez Valentina Grizodouvova hag al levierez Polina Osipenko (19071939) – e nijas Marina Raskova, al lomanez, war-eeun eus Moskov da Gerbi (Керби) a-hed 6 450 km e-pad 26 eurvezh ha 26 munutenn. [3]
Dre ma oa koumoulek an amzer e rankas al levierezed nijal en disgwel ha fiziout e Marina Raskova, a evezhie ardivinkoù ar bourzh. Buan e voe skornet an nijerez, ha ret e voe lakaat ar biñsoù da dreiñ buanoc'h evit o diskornañ. Goude tremenet an Oural e voe kollet al liamm dre skingomz gant Moskov, ar pezh a lakaas ar skipailh da dremen dre Gomsomolsk-an-Amour ; pa voe Mor Oc'hotsk war wel, an nijerez a ziskwelas ne chome trelosk nemet evit un hantereurvezhiad nij, setu e tivizas ar bennlevierez Grizodouvova pradañ en taiga – a-raok pradañ avat e roas urzh da Varina Raskova da harzlammat rak en arvar e oa buhez al lomanez, a oa staliet e penn pennañ an ANT-37, dirak ar biñsoù-tro. En ur c'heun e stokas an ardivink ouzh an douar, en ul lec'h dianav d'e skipailh. Moskov a gasas un niver bras a nijerezioù all da furchal ar menezioù, ar mor hag an taiga ; hemolc'herien a furchas ivez. Dek devezh goude, d'an 3 a viz Here, e voe kavet an teir maouez gant un nijerez. [4]
An nijadenn-se e voe rekord an hini hirañ ; d'an 2 a viz Du e voe anvet an teir maouez da Harozed URSS – ar wech kentañ e voe en Istor URSS ma voe deroet an titl-se da vaouezed – ha kemmet anv Kerbi en Imeni-Poliny-Osipenko. Yaouank e oa an teir maouez : 29 bloaz e oa Grizodouvova, 31 bloaz e oa Osipenko ha 26 vloaz e oa Raskova.
An ANT-37 Mammvro a voe kaset da Gomsomolsk, ma servijas e Talbenn ar Reter.

El Lu Ruz

El Lu Ruz e voe Marina Raskova e 1938, met gopret gant an NKVD (ar Surentez diabarzh) e voe ivez : eus miz C'hwevrer 1937 betek miz C'hwevrer 1939 evel alierez, hag evel pennletanant Surentez ar Stad en Aerlu e 1941 ; a-hed an amzer, abaoe 1938, e voe renerez Ofis an aerlinennoù etrebroadel e Moskov.

A-c'houde digoradur Talbenn ar Reter gant an Oberiadur brezel Barbarossa (22 a viz Even 1941) ez arveras Marina Raskova he dere hag he darempredoù micherel gant Jozef Stalin a-benn ma vije krouet unvezioù stourm merc'hed hepken enno.
D'an 8 a viz Here 1941 e voe roet aotre dezhi da sevel an aerunvez 122 ; d'ar 15 a viz Here e voe krouet an unvez, enni tri rejimant — merc'hed hepken enno, war-dro 400 anezho :

Kaset e voe ar merc'hed da studiañ e Skol-leviañ kêr Engels, war ribl kleiz ar stêr Volga en oblast Saratov ; eno e voent stummet a-hed 6 mizvezh e-lec'h an 18 mizvezh rekis. Marina Raskova eo a zivizas kas pep unan eus ar merc'hed da levierez hemolc'hiñ, da levierez bombezañ , da lomanerez, da vindrailherez, da vekanikourez pe da armdiourez.

D'an 22 a viz Du 1942, Marina Raskova a skrivas da gomandant an Aerlu e distrig ar Volga e oa prest merc'hed ar 587vet da vont d'an talbenn, goude o stummadur stank. E deroù miz Genver 1943 e nijjont war-du Stalingrad.
D'an 28 a viz Kerzu 1942, war bourzh he Yakovlev UT-2, ez ambrougas Marina Raskova ar 587vet betek an talbenn kent distreiñ davit he bombezer Pe-2, na c'hallas ket nijal abalamour d'ur gorventenn erc'h. D'ar 4 a viz Genver 1943 da beder eur d'abardaez e c'hellas Raskova hag he strollad dibradañ war-du koumoul izel ; da 5 eur 56 munutenn e roas urzh da doullañ ar gwiskad koabr, ha hi da gentañ – steuziañ a reas. D'ar 7 a viz Genver e voe kavet ar Pe-2 nepell diouzh kêriadennig Mokhailovka, en oblast Saratov ; marv e oa pevar den ar skipailh.

Devet e voe korf-marv Marina Rakova, hag ar jarl-kañv a voe siellet e-kichen hini Polina Osipenko e moger Kremlin Moskov, sko war al Leurgêr Ruz.

Levrlennadur

  • (en) SURHONE, Lambert M. &al. : Women in War and Resistance – Selected Biographies of Soviet Women Soldiers, Focus Publishing, 2006 (ISBN 978-1-58510-160-3)
  • (en) COTTAM, Kazimiera J. : Soviet Women in World War II, Betascript Publishing, 2010 (ISBN 978-613-0-42876-1)
  • (en) Dastumadenn Articles on Soviet Women including MArina Raskova & al., Hephaestus Books, 2011 (ISBN 978-1-244-45868-0)
  • (en) MASON, Fergus : Night Witches – A History of the All Female 588th Night Bomber Regiment, CSIPP, 2014 (ISBN 978-1-5025-3692-1)
  • (en) WEIN, Elizabeth : A Thousand Sisters – The Heroic Airwomen of the Soviet Union in World War II, HarperCollins, 2019 (ISBN 978-0-06-245301-3)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

(fr) Marina Raskova et les femmes pilotes soviétiques durant la guerre 1939-45. Kavet : 24 Mezheven 2019.

Notennoù

  1. Rusianeg : Великая Отечественная война Velikaya Otetchestvennaya voyna Brezel meur brograrour
  2. 15/03 hervez an deiziadur juluan, hini Impalaeriezh Rusia ; 28/03 hervez an deiziadur gregorian adalek Dispac'h Rusia 1917.
  3. Kartenn.
  4. (ru) Семейные истории ("Istoriù tiegezhel"). Kavet : 24 Mezheven 2019.
Ruth Law Oliver

5 a viz Mae 1917
Ganedigezh Ruth Bancroft Law
21 Mae 1887
Lynn
Massachusetts Massachusetts
Marv 1añ Kerzu 1970
San Francisco
Kalifornia
Broadelezh  Stadunanat

Micher Levierez

Breved 12 Du 1912

Ruth Law Oliver, bet ganet d'an 21 a viz Mae 1887 e Lynn (Massachusetts) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Kerzu 1970 e San Francisco (Kalifornia), a voe unan eus diaraogerezed an nijerezh er bloavezhioù 1910.

Buhez

Ganet e voe Ruth Bancroft Law, da Sarah Bancroft Breed hag he fried Frederick Henry Law.
He breur henañ e oa an harzlammer, faragoueller hag aktour Rodman Law (18851919). [1]

Pa oant bugale e veze atav Ruth hag he breur o taeañ an eil egile da ober sotonioù dañjerus evel pignat er wezenn uhelañ, lammat a-ziwar toenn ur c'hrañj pe mont a-c'haoliad war ar pennoù-chatal gouesañ. [2].
E 1912, pan eas Rodman da harzlammer, ez eas Ruth diouzh he zu da c'houlenn kentelioù leviañ digant Orville Wright (18711948) ; nac'hañ a reas an nijer meur, pa soñje dezhañ ne veze ket tuet ar merc'hed gant ar mekanikoù – ar pezh a oa diwir evit a sell ouzh Ruth, evel p'en diskouezas meur a wech diwezhatoc'h. Ne voe ket diwarc'het Ruth avat : « An doare gwellañ da'm lakaat d'ober un dra bennak eo lavarout din n'on ket gouest », a skrivas-hi e 1921. [3] En diwezh ez asantas Wright da werzhañ un nijerez Wright Model B d'an danvez levierez, a glaskas ur monitour.
Daou anezho a gavas e Massachusetts, ha goude teir sizhunvezh stummadur e voe ar 5vet maouez brevedet en SUA d'an 12 a viz Du 1912, Diouzhtu e kemeras perzh e nijadegoù-diskouez.

Loopings
War-du al laez

War-du an traoñ

Goude bezañ desket ober troioù-ouesk gant un nijerez en o diskouezas adalek 1915 e Daytona Beach (Florida) ; er bloaz-se e spontas he fried Charles Oliver pa gemennas bezañ e-sell da ober ul looping (tresañ ur c'helc'h a-serzh en oabl), ha div wech e teuas a-benn en taol-kentañ. Betek 1919 e tarempredas Daytona Beach, ma voe-hi ar vaouez kentañ o leviañ, o nijal diouzh noz hag o tozviñ un harzlammer. Eno e nijas tremen 900 gwech, ha he-unan e kempenne kefluskerioù he nijerezioù.

En nevezamzer 1916 ez emezelas en ur genstrivadeg uhelder ; div wech e voe en eil plas, a-dreñv gwazed – fuloret an tamm anezhi e tisklêrias Ruth Law Oliver bezañ mennet da dapout ur rekord hag a voe dreist kement nijer.

D'an 20 a viz Du 1916 e tapas Ruth Law rekord an nijadenn herrañ a-dreuz SUA adalek Chicago (Illinois) betek Hornell (New York), da lavarout eo 950km, he-unan war bourzh un nijerez Curtiss Model E Pusher. [4]
Antronoz e nijas betek New York, ma voe berr an trelosk ganti a-us kêr ; plaviñ a reas, ha pradañ war Governors Island e beg Manhattan dirak ur c'habiten eus an US Army a gemmas boujiennoù ar Model E. D'an 2 a viz Kerzu e voe aozet koan en he enor, ma kejas ouzh Woodrow Wilson, 28vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Pan eas SUA tre er Brezel-bed kentañ e miz Ebrel 1917 e klaskas Ruth Law emezelañ evel levierez, met berzet e oa ar vicher d'ar merc'hed. Ker feuket e voe ma skrivas ur pennad anvet « Let Women Fly » ("Lezit ar merc'hed da nijal") er gelaouenn Air Travel.

Goude ar brezel e kendalc'has da dapout rekordoù. D'ar 7 a viz Mezheven 1919 ez eas rekord an uhelder, 3 962 m, gant Raymonde de Laroche e Bro-C'hall ; tri devezh diwezhatoc'h e pignas Ruth Law Oliver betek 4 481 m ; d'an 12 avat e tizhas Raymonde de Laroche 4 800 m.

E 1922 e voe souezhet-bras Ruth Law pa zeskas dre ar gazetenn e oa o vont da levierez war he leve, ha hi oadet 35 bloaz hepken ; skuizh e oa aet he fried gant he micher zañjerus, ha savet en devoa an embann evit he lakaat da baouez. Plegañ a reas, hag ober war-dro he liorzh e Los Angeles. E 1932 avat e c'houzañvas un diwaskadenn nervel, dre ziouer a nijadennoù hervezi. [3]

E 1948 ez eas dre an tren da Washington, D.C. da lidañ profidigezh o nijerez Kitty Hawk gant ar vreudeur Wright d'ar Smithsonian Institute. [3]

A-c'houde he marv d'ar 1añ a viz Du 1970 e San Francisco e voe beziet e Lynn, Massachusetts.

Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en)
  2. Dixit o zad e The Wichita Daily Eagle, 02/11/1919]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) Smithsonian, 22/03/2017. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) {{cite web|url=https://fr.distance.to/Chicago,IL,USA/Hornell,NY,USA%7Ctitle=Kartenn]
Harriet Quimby

E 1911
Ganedigezh 11 Mae 1875
Coldwater
Michigan Michigan
Marv 1añ Gouere 1912
Squantum
Massachusetts Massachusetts
Broadelezh  Stadunanat

Micher Skrivagnerez
Levierez
Aktourez

Breved 1añ Eost 1911
Lesanvioù ''Dresden China Aviatrix
China Doll
Luc'hskeudenn gant Theodore Marceau e 1911
Luc'hskeudenn gant Theodore Marceau e 1911
Bruderezh evit an died Vin Fiz, 1912
H. Quimby eo al levierez, hervez liv he sae

Harriet Quimby, bet ganet d'an 11 a viz Mae 1875 e Coldwater (Michigan) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Gouere 1912 e Squantum (Massachusetts), a voe ar c'hentañ maouez stadunanat brevetet en nijerezh, hag ar vaouez kentañ o leviañ dreist Mor Breizh, nebeut a-raok he marv en ur gwallzarvoud.

Buhez

Ganet e voe Harriet e 1875 da William hag Ursula Quimby e Coldwater (Michigan) [1]. War-dro 1890 ez eas an tiegezh da Galifornia da glask gwelloc'h buhez.

E deroù ar bloavezhioù 1900 ez eas da gazetennerez. E 1902 e krogas da skrivañ er San Francisco Dramatic Review ; evit ar San Francisco Chronicle hag ar San Francisco Call e labouras ivez. E 1903 e tilojas da Vanhattan e New York da vurutellañ pezhioù-c'hoari evit Leslie's Illustrated Weekly, ma embannas tremen 250 pennad betek 1912. [2]

E 1911 e skrivas seizh senario evit filmoù mut bet sevenet gant D. W. Griffith e Biograph Studios e New York. [3]

Levierez

E 1910 e voe dedennet Harriet Quimby gant an nijerezh, goude bezañ bet en un nijadeg e Belmont Park en Elmont (New York). Eno e kejas ouzh an nijer meur John Moisant (18681910) hag e c'hoar Matilde (18781964).
Bloaz goude, d'ar 1añ a viz Eost 1911, e voe Harriet ar c'hentañ levierez brevedet e Stadoù-Unanet Amerika ; Matilde e voe an eil, d'ar 14 a viz Eost. [4]

A-boan brevedet ez emezelas Harriet Quimby er strollad Moisant International Aviators, hag e tiskouezas he barregezh a-dreuz SUA. Buan e voe lesanvet Dresden China Aviatrix ("Levierez Porselen Dresden") ha China Doll ("Poupinell Borselen") abalamour d'he ment vihan, d'he c'hened ha d'he sae-leviañ a c'halle treiñ buan a vragoù da vrozh bet treset ha fardet ganti diwar gloan liv ar prun. [2]

D'ar 16 a viz Ebrel 1912 e tibradas eus Dover e Bro-Saoz, en he unan war bourzh ur Blériot XI kaset gant ur c'heflusker Gnome 50 marc'h-nerzh (37,3 kW), ha 59 munutenn diwezhatoc'h e pradas en Équihen-Plage e Bro-C'hall, goude bezañ leviet 610 m a-us ar mor gant un nadoz-vor hepken. Ar vaouez kentañ o leviañ dreist Mor Breizh e voe Harriet Quimby. [5]
Ne voe ket gwall vrudet ar gur-se avat, dre ma oa aet al lestr RMS Titanic d'ar strad en derc'hent.

Pa voe distro d'ar gêr e voe gopret al levierez gant an embregerezh Armour Meat Packing eus Chicago evit brudañ e zied nevez Vin Fiz, a veze brudet gant an nijer Cal Rogers (1879-1912) a-c'houde e nijadenn a-dreuz SUA e 1911. [6]

D'ar 1 a viz Gouere 1912 e nijas Harriet Quimby e trede nijadeg Boston e Squantum, Massachusetts war bourzh he nijerez nevez, ur Blériot XI adarre, gant aozer an abadenn. Hiziv an deiz c'hoazh ne ouzer ket perak e tiskennas ar Blériot a-bik p'edo 300 m uhel en oabl a-us ar mor ; strinket e voe al levierez hag an treizhad a-ziwar o c'hadorioù, hag e kouezhjont war-du o marv. An ardivink a blavas hag a sankas er fank.

Unnek miz goude he breved e oa marvet Harriet Quimby, d'an oad a 37 vloaz. E bered Woodlawn e The Bronx e New York e voe beziet ; bloaz goude e voe treuzkaset da vered Kensico, e Valhalla e Stad New York, er biz da New York City.

Levrlennadur

  • (en) ERISMAN, Fred : From Birdwomen to Skygirls – American Girls' Aviation Stories, Texas Christian University Press, 2009 (ISBN 978-0-87565-397-6)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Dre ma n'eus bet kavet skrid-ganedigezh ebet, meur a gêr o deus embannet bezañ lec'h ganedigezh Harriet Quimby abaoe he marv, Arcadia Township war ribl Lenn Michigan en o zouez. Coldwater eo al lec'h hervez ar Federal Aviation Administration.
  2. 2,0 ha2,1 (en) Jill W. Tallman : Thanks, Harriet, 02/08/2011. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (en)
  4. (en) The New York Times, 14/08/1911. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en) Flightglobal, 20/04/1912. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) Airport Journals. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Jean Batten
CBEOCS

E 1937
Ganedigezh Jane Gardner Batten
15 Gwengolo 1909
Rotorua
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez
Marv 22 Kerzu 1982
Palma (Mallorca)
Banniel Spagn Spagn
Broadelezh  Zelandneveziat

Micher Levierez

Breved Kerzu 1930

Lesanvioù Hine-o-te-Rangi
("Merc'h an Neñvoù" e maorieg)
Garbo of the Skies
("Garbo an neñvoù")

Jean Batten, bet ganet Jane Gardner Batten d'ar 15 a viz Gwengolo 1909 e Rotorua (Zeland-Nevez) [1] hag aet da Anaon d'an 22 a viz Kerzu 1982 e Palma (Spagn) [1], a voe ul levierez zelandneveziat hollvrudet er bloavezhioù 1930 abalamour da veur a rekord dre ar bed. Hi e voe levierez an nijadenn gentañ a Vro-Saoz da Zeland-Nevez e 1936.

Buhez

Jane – a voe lesanvet Jean abred hag he buhez-pad – a voe ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1909 e Rotorua, Zeland-Nevez, trede bugel ha merc'h nemeti an dentour Frederick Harold Batten hag e wreg Ellen Nellie Blackmore, a-orin eus Wellington o-daou.

E 1913 e tilojas an tiegezh da Auckland. Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e voe kaset an tad da dalbenn ar C'hornôg, alese un diskar a gorvoderioù hag a redias ar vamm hag ar vugale da vevañ e meur a lojeiz dister. Dre ma oa Ellen Blackmore ur venelouriez e vroudas he merc'h da vezañ ur vaouez veur e bed ar wazed.
Pa zistroas Frederick Batten eus ar brezel e 1919 e oa boas e wreg da ren an tiegezh, ha ne fellas ket dezhi dilezel ar galloud ; pa voe torret an dimez e deroù ar bloavezhioù 1920 ez eas Jane da vevañ gant he mamm, ha start e voe al liamm etrezo a-hed o buhez.

Gant harp he zad e voe kaset da ziabarzhiadez e Ladies' College, e karter cheuc'h Remuera en Auckland ; eno e c'hounezas meur a briz e meur a zanvez. E 1924, da 15 vloaz, ez eas d'ur skol sekretouriezh ; er bloaz-se ivez e krogas da studiañ ar piano hag ar varrezh, gant ar soñj bezañ a-vicher en daou arz-se.
E dibenn miz Mae 1927 avat e voe bamet gant nijadenn Charles Lindbergh dreist ar Meurvor Atlantel. Fellout a reas dezhi deskiñ leviañ ; kalonekaet e voe gant he mamm, he c'hasas da Sydney da gaout he nijadenn gentañ. Eno e nijas gant al levier aostralian Charles Kingsford Smith (18971935) ; adal neuze e voe mennet Jean Batten da vezañ ul levierez par d'an nijerien vrudetañ.

E deroù 1930 e werzhas he fiano evit paeañ ar veaj da Vro-Saoz gant he mamm. Eno e teskas leviañ el London Aeroplane Club, ma tapas he breved e miz Kerzu.

Levierez

Diouzhtu e prientas un nijadenn a Vro-Saoz da Aostralia, pa oa mennet da bilat ar rekord (19,3 devezh) bet staliet gant al levierez saoz Amy Johnson e miz Mae 1930. Dre ma oa paour an div vaouez e tistrojont da Zeland-Nevez da glask dastum arc'hant, en aner avat. Distreiñ en he unan da Londrez a reas Jean, davit he breur John hag a oa un aktour brudet [2] ; chikan a voe etrezo, mont kuit a reas Jean, ha biken ken ne gomzjont an eil d'egile.
Peogwir edo o klask ur sponsor e tivizas Jean Batten tremen he breved kenwerzhel. Evit paeañ ar 100 eurvezh kentelioù rekis e amprestas 500 £ digant Fred Truman, ul levier zelandneveziat eus ar Royal Air Force a oa e-sell da zimeziñ ganti. Tapet ar breved ganti ez eas kuit diouzh Truman, hep daskor e arc'hant dezhañ, hag e troas war-du Victor Hugo Dorée, ur Saoz pinvidik hag a vage ivez karantez outi ; 400 £ a amprestas-eñ digant e vamm da brenañ un nijerez De Havilland Gipsy Moth eus miz Eost 1929 marilhet G-AALG [3] evit e zousig.

E miz Ebrel 1933 e tibradas Jean Batten eus Londrez war-du Aostralia. A-us Iraq e voe tapet en ur gorventenn-draezh ha rediet da bradañ en dezerzh. Antronoz e voe skoet gant ur gorventenn all a-us Baloutchistan (e Pakistan hiziv), ma rankas pradañ adarre. Goude-se e voe sac'het keflusker an nijerez, a voe foeltret pa glaskas al levierez pradañ e Karachi. Dibistig e chomas Jean Batten avat.
Distroet da Londrez m'edo o vevañ gant he mamm eus an eil kambr lav annezet d'eben, ez eas e darempred gant an embregerezh eoulioù Castrol hag e klaskas lakaat V. H. Dorée da brenañ un nijerez all dezhi ; pa nac'has hennezh ez eas kuit Jean dioutañ da viken hag e troas war-du an nijer ha gwazer-eskemm Edward Walter.
Ken fromet e voe Charles Wakefield, a oa e penn Castrol, gant skoultrenn J. Batten ma asantas bezañ he sponsor ha ma prenas eviti ur Gipsy Moth all marilhet G-AARB. [4]

E miz Ebrel 1934 e klaskas J. Batten adarre nijal betek Aostralia, met ur c'hwitadenn e voe ivez : p'edo o leviañ diouzh noz kostez Roma e voe berr an trelosk ganti hag e pradas ar gwellañ ma c'hallas e-touez ur milendall a beulioù skingomz. Pennek an tamm anezhi e lakaas kempenn an De Havilland hag e nijas betek Londrez. Eno ez amprestas divaskell izel nijerez E. Walter ha daou zevezh goude, d'an 8 a viz Mae, e tibradas a-nevez he-unan o leviañ he Gipsy Moth G-AARB.
Ar wech-se e tizhas Darwin goude un nijadenn a 14 devezh, 22 eurvezh ha 30 munutenn – pilet e voe rekord Amy Johnson (19 devezh, 7 eurvezh ha 45 munutenn, war bourzh ur Gipsy Moth ivez).
Diouzhtu e voe brudet al levierez zelandneveziat er bed a-bezh, d'an oad a 25 bloaz. En Aostralia hag e Zeland-Nevez (ma'z eas dre vor, pa ne oa ket gouest he nijerez da dreuziñ 2 200 km en un tenn) e voe lubanet outi, arc'hant a zeuas puilh dezhi dre prizioù ha prezegennoù, engroezioù a veze d'he heul bepred. Plijet-bras e voe Jean Batten gant kement-se holl, hag e pep prezegenn e trugarekae he mamm evit bezañ bet ur skor divrall dezhi.

E Sydney e dibenn ar bloaz-se e vagas Jean Batten karantez evit un nijer aostralian anvet Beverley Shepherd. Pa c'houlennas-eñ dimeziñ ganti e torras pep darempred gant ar gwazer-eskemm E. Walter, a voe ker fuloret ma kasas dezhi ul lizher-dle a-zivout divaskell e nijerez.

Percival Gull 6 Jean Batten

Distreiñ da Londrez a reas al levierez e 1935 gant he Gipsy Moth — ar pezh a reas anezhi ar vaouez kentañ o leviañ eus Bro-Saoz da Aostralia ha da Aostralia da Vro-Saoz. Eno e krogas he dere da wellaat : pennadoù er c'hazetennoù, prizoù a-vil-vern digant metoù etrebroadel an nijerezh. Pedet e voe gant ar Royal Air Force – gwazed holl – da gemer perzh en ur film evit tuta nijerien. Dre ma ouezas merañ he brud hag an arc'hant deuet diwarnañ e c'hallas prenañ un nijerez nevez, ur Percival P.3 Gull 6 marilhet G-ADPR, a anvas Jean.

D'an 11 a viz Du 1935 da 6 eur beure GMT e tibradas gant he Fercival, un eurier hag un nadoz-vor, eus Lympne (Kent) da Suamerika, ma pradas e Natal, Brazil, d'an 13 a viz Du goude un nijadenn a 2 zevezh, 13 eurvezh ha 15 munutenn. Kompren a reas e oa aet ganti rekord etrebroadel an treuz Bro-Saoz Suamerika, ha hini an tizh dreist Meurvor Atlantel ar Su ; al levierez kentañ e voe o seveniñ an nijadenn-se.
Brav e voe graet dezhi e Brazil, Arc'hantina hag Uruguay : profoù ha youadegoù. Kevret gant al levierez stadunanat Amelia Earhart (18981937) e c'hounezas an Harmon Aviatrix Trophy 1935, a yeas ganti he-unan e 1936 ha 1937. [5] ; ar Royal Aero Club's Britannia Trophy 1935 a voe deroet dezhi er Rouantelezh-Unanet [6] ; gant ar gazetenn saoz Daily Express e voe anvet da unan eus pemp Maouez ar Bloavezh.

Pa zistroas da Vro-Saoz ez eas da vevañ gant he mamm en ul lec'h kuzh. Goude bezañ bet anvet da CBE (Commander of the Most Excellent Order of the British Empire) e Palez Buckingham e tibradas adarre d'ar 5 a viz Here 1936 war-eeun war-du Zeland-Nevez; en Auckland e pradas 11 devezh ha 45 munutenn diwezhatoc'h. Ken diviet e oa avat ma c'houzañvas un diwaskadenn e-kerzh an droiad prezegennoù e oa da ober. Nullet e voe an droiad evit ma c'hellje diskuizhañ, hag e miz C'hwevrer 1937 e tistroas da Sidney davit B. Shepherd ; d'an deiz ma erruas avat e voe lazhet he danvez pried en ur gwallzarvoud nijerez. Mont a reas Jean hag e vamm Ellen da guzhat e Sydney e-pad meur a vizvezh.

E miz Here 1937 e voe broudet Jean Batten gant he mamm da nijal an-dro. Gant he Fercival e levias betek Bro-Saoz e 5 devezh ha 18 eurvezh – ur rekord koulz evit ar baotred hag ar merc'hed – hag e teuas J. Batten da vezañ an den kentañ en Istor o kaout ar rekord UK AU hag AU UK, d'an oad a 28 vloaz. He nijadenn hir ziwezhañ e voe.

Goude ar c'hlod

Ellen Batten hag he merc'h a zistroas d'o buhez e Bro-Saoz, o vont d'an eil chomlec'h kuzh d'egile pa ne veze ket Jean gant un droiad prezegennoù dre Europa. E Sveden edo pa darzhas an Eil Brezel-bed d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939. Aotre a voe roet dezhi evelato da leviañ he Fercival G-ADPR hollvrudet a-dreuz aeregor Alamagn da zistreiñ da Vro-Saoz.
Berzet e voe da Jean Batten kemer perzh er brezel gant he Gull 6, a voe deoget gant ar Royal Air Force ; goude bezañ bleinet klañvgirri e-pad un nebeud mizvezhioù ez eas da Boole (Dorset) da labourat e-pad tri bloaz en ul labouradeg pourvezioù brezel. Adalek 1943 e veajas a-dreuz Breiz-Veur a-benn dastum arc'hant evit ar striv-brezel. E-sell e oa da zimeziñ gant un nijer en R.A.F. goude ar brezel, met lazhet e voe hennezh e-kerzh ur gefridi a-us Europa.

Goude ar brezel, e 1946 ez eas Jeane Batten hag he mamm d'en em staliañ e Jamaika, ma chomjont betek 1953. Er bloaz-se e tistrojont da Vro-Saoz hag e vlegnjont a-dreuz Europa e-pad seizh vloaz. E 1960 e prenas an div vaouez un ti e-kichen Málaga, e Spagn. Eno e chomjont betek dibenn 1965, pa fellas dezho tremen ar goañvezh ha pelloc'h en enezeg Madeira koulz hag en inizi Kanariez hag en Afrika an Norzh. D'an 19 a viz Gouere 1966] avat e varvas Ellen e Tenerife, Kanariez, d'an oad a 89 bloaz ; 57 vloaz e oa Jean Batten. E Tenerife e chomas, an tostañ d'he mamm. E-pad tri bloaz e voe en diwaskadenn.
E dibenn 1969, oadet 60 vloaz, e tistroas da Londrez goude bezañ bet un tamm surjianerezh heneuziañ, livet he blev e du ha gwisket ur verrvrozh hag e splujas en-dro e metoù an nijerezh. Kalz tud e krede dezho e oa marvet gwerso, ha dianav e oa he anv da vuioc'h a dud c'hoazh. E 1970 e tistroas da Zeland-Nevez hag e kemeras ur gambr en ul leti dre ur falsanv ; anavezet e voe avat, ha lid a voe graet dezhi.

Goude distroet da Denerife ne voe ket evit chom sioul. E-pad dek vloaz e veajas dre ar bed. E 1977 e voe deroet ul leve dezhi gant Stad Zeland-Nevez, pa grede d'ar pennadurezhioù e veve en dienez.

E 1982 e kuitaas Tenerife da vat hag e tistroas da Londrez. E miz Here ez eas da Inizi Balearez, pa felle dezhi prenañ ur ranndi e Mallorca da dremen an nemorant eus he buhez. D'an 8 a vie Du e skrivas d'he embanner, ha biken ne voe klevet diganti adal neuze.
E-pad pemp bloaz ne ouezas den tra pe dra war he divout. E miz Gwengolo 1987 e voe gouezet ar wirionez : marvet e oa Jean Batten d'an 22 a viz du 1982, d'an oad a 73 vloaz a-c'houde bout bet dantet gant ur c'hi ha nac'het ma vije bet graet war he zro. Den ne oa bet kelaouet, ha beziet e oa bet e bez boutin bered Palma d'an 22 a viz Genver 1983.

Delwenn da Jean Batten
en aerborzh Auckland

Rekordoù

  • 1934 : Londrez Darwin • 14 devezh, 22 eurvezh, 30 munutenn • Rekord tizh etrebroadel.
  • 1935 : Aostralia Londrez • 17 devezh, 15 eurvezh • Monedone kentañ gant ur vaouez.
  • 1935 : Bro-Saoz Brazil • 8 000 km e 2 zevezh, 13 eurvezh ha 15 munutenn • Rekord etrebroadel • Rekord tizh dreist ar Meurvor Atlantel ar Su (13 eurvezh ha 15 munutenn) • Kentañ levierez o vont eus UK da Suamerika.
  • 1936 : Bro-Saoz Zeland-Nevez • 22  891 km en 11 devezh ha 45 munutenn • Rekord etrebroadel
  • 1937 : Aostralia Bro-Saoz • 5 devezh ha 18 eurvezh • Rekord etrebroadel

Enorioù

Levrlennadur

  • (en) BATTEN, Jean : Solo Flight, Jackson & O'Sullivan, Sydney, 1934 • Levraoueg Rotorua. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Adembannnadur : Alone in the Sky, Airlife Publishing, 1987 (ISBN 978-1-85310-023-9)
  • (en) BATTEN, Jean : My Life, George G. Harrap & Co. Ltd, 1938 • En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. 1,0 ha1,1 (en) Find A Grave. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (en)
  3. (en) Golden Years of Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) Golden Years of Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en) Harmon Trophy Explained. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) The Royal Aero Club. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  7. (en) NZ Hall of Fame. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Jerrie Cobb

E 1960
Ganedigezh Geraldyn Menor Cobb
5 Meurzh 1931
Norman
Oklahoma Oklahoma
Marv 18 Meurzh 2019
Florida Florida
Broadelezh  Stadunanat

Micher Levierez

Brevedoù
• Prevez
• Kenwerzhel

1948
5 Meurzh 1949]

Geraldyn Menor Jerrie Cobb, bet ganet d'ar 5 a viz Meurzh 1931 e Norman (Oklahoma) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Meurzh 2019 e Florida a oa ul levierez stadunanat hag a dapas tri rekord etrebroadel. Perzh a gemeras er raktres Mercury 13, ma voe gourdonet trizek maouez da vont en egor.

Yaouankiz

Merc'h e oa d'al letanant-koronal ha nijer William H. Cobb hag e wreg Helena Butler Stone. Alies e tiloje an tiegezh da heul kefrifioù milourel an tad ; un nebeud sizhunioù goude ganedigezh Geraldyn en em stalias he zud e Washington D.C., m'edo Ulysses Stevens Stone, he zad-kozh a-berzh mamm, e karg e Ti Dileuridi ar Stadoù-Unanet. Pa voe korbellet an dilennad en ur vouezhiadeg e tistroas ar re Gobb da Oklahoma.
Pan eas SUA en Eil Brezel-bed d'ar 7 a viz Kerzu 1941 e voe anvet W. H. Cobb d'un unvez U. S. National Guards e Whichita Falls, Texas ; dilojañ a reas c'hoazh da Zenver (Colorado) a-raok distreiñ da Oklahoma goude ar brezel. Eno e voe dedennet Geraldyn gant al leviañ, goude bezañ nijet e 1943, d'an oad a 12 vloaz, gant he zad war bourzh e Waco UPF-7. Da 16 vloaz, e 1947 e veze o leviañ ur PiperJ-3 Club en ur sirk-nij a-us Kompezennoù Meur Oklahoma hag o vannañ follennoù a-us kêriadennoù evit brudañ donedigezh sirkoù. Arc'hant a c'hounezas dre werzhañ nijadennoù kentañ. D'an oad a 17 vloaz, e 1948 e voe brevedet evel levierez prevez, ha bloaz goude e tapas he breved kenwerzhel.

Levierez

Da 19 vloaz e kelenne al leviañ da wazed, ha da 21 bloaz (1952) e treuzkase nijerezioù hemolc'her ha reoù bombezer stadunanat de luioù estren dre ar bed a-bezh.
Buan e rankas talañ da ziv gudenn : distro nijerien ampart eus ar brezel, ha gwallziforc'h ar merc'hed e metoù an nijerezh stadunanat. Ret e voe da Jerrie Cobb treiñ war-du micherioù disteroc'h evel al louzaouiñ parkeier hag an ensellout eoulsanioù diwar nij. Ne voe ket digalonekaet evit kement-se, pa dapas he ferzhegezhioù micherel evit leviañ nijerezioù lieskeflusker, nijal dre ardivinkoù hepken, kelenn war zouar, kelenn diwar nij, hag he breved levierez aerlinenn. O leviañ en aerlinennoù e tapas meur a rekord tizh hag uhelder gant nijerezioù Commander.
Evit prenañ un nijerez PT-19 Cornell digant an USAF ha bezañ dizalc'h ez eas da c'hoarierez softball damvicherel gant ar skipailh Oklahoma City Queens.
E 1959, hag hi 28 vloaz, e voe levierez ha reolourez en Aero Design & Engineering Company hag a farde an Aero Commander a gase da dapout rekordoù ; unan eus ar merc'hed reolour kentañ en nijerezh e voe Jerrie Cobb.

E 1960 he devoa leviet e-pad 7 000 eurvezh ha tapet tri rekord etrebroadel : hirañ nijadenn dibaouez (1959), brasañ tizh (1959) hag uhelañ nijadenn (11 280 m, 1960). Bloaz war-lerc'h e voe gopret evel kuzulierez gant an NASA evit raktres ar beajoù en egor a-c'houde kur URSS ha Youriy Gagarin d'an 12 a viz Ebrel 1961.

Mercury 13

Jerrie Cobb o tremen un arnodenn evit Mercury, 06/04/1960 [1]

Mercury 13 eo al lesanv a voe roet da drizek maouez a gemeras perzh en ur raktres prevez da gas merc'hed en egor, distag diouzh raktres Mercury an NASA ma voe gourdonet seizh gwaz – ar Mercury 7 – adalek an 9 a viz Ebrel 1959.
Evit bezañ degemeret da zanvez astraerien en NASA e veze diuzet gwazed diouzh ar 7 dezverk-mañ :

  1. bezañ yaouankoc'h eget 40 vloaz ;
  2. bezañ bihanoc'h eget 1,80 m ;
  3. bezañ yac'h-pesk ;
  4. kaout un aotreegezh ;
  5. kaout un diplom digant ur skol nijourien-arnodiñ ;
  6. kaout 1 500 eurvezh nijal da nebeutañ ;
  7. bezañ brevedet war nijerez dre zazloc'h.

Tremen an hevelep arnodennoù ha gwazed an NASA a voe rekis d'an 13 maouez, lesanvet FLATs (First Lady Astronaut Trainees) gant Jerrie Cobb, e dibenn o rummad arnodoù Mercury. E-touez an 2% gwellañ an daou raktres e voe J. Cobb. [2]
Gant div vaouez all e voe kaset Jerrie da Oklahoma da dremen arnodoù ar prantad 2 ha 3. Goude-se e oant da genderc'hel en Naval School of Aviation Medicine e Florida, met nullet e voe ar prantad-se gant ar Skol war zigarez ma n'he devoa ket bet aotre ofisiel da implijout dafar an US Navy evit ur raktres prevez ha nann-ofisiel.
An NASA ivez a gavas pep digarez evit lezel ar merc'hed a-gostez. Daoust d'he niver bras a eurvezhioù nijal, d'he rekordoù, d'he baregezh war al leviañ 64 doare nijerez dre viñs ha d'he zisoc'hoù en arnodoù Mercury 13 e voe korbellet gant an NASA abalamour ma n'he devoe biskoazh leviet un nijerez dre zazloc'h – petra bennak m'he devoa nijet en unan a-dreñv al levier ha gouzañvet an hevelep destrizhoù korfel.

E miz Gouere 1962 e voe galvet Jerrie Cobb da zougen testeni dirak Poellgor an Diuzañ Astraerien e Kongres ar Stadoù-Unanet a-zivout astraerezed.

Pa lavaras Jessica Weis, ezel eus ar Poellgor, e oa sparlet an hent d'ar merc'hed da arnodennoù an NASA e tisklêrias an astraer John Glenn (19212016) :

« I think this gets back to the way our social order is organized, really. It is just a fact. The men go off and fight the wars and fly the airplanes and come back and help design an build and test them. The fact that women are not in this field is a fact of our social order. It may be undesirable. lt obviously is, but we are only looking, as I said before, to people with certain qualifications. If anybody can meet them I am all for them. »
Me 'soñj din e teu kement-se eus aozadur hon urzh kevredigezhel, e gwirionez. Ur fed eo, tra ken. Ar wazed a ya kuit da ren brezel hag a gas an nijerezioù hag a zistro hag a sikour d'o sevel ha fardañ hag arnodiñ. Ur fed eus hon urzh kevredigezhel eo ar fed ma n'emañ ket ar merc'hed war an dachenn-se. Dihetus eo marteze. Dihetus eo, a-dra-sur, met evel am eus lavaret kentoc'h n'emaomp nemet o klask tud perzhegezhioù resis ganto. Mar gall forzh pe zen bennak o diskouez, neuze e savan a-du krenn ganto. [3]

Jerrie Cobb ha lod eus Mercury 13 a c'hourc'hemennas ma vije aotreet ar merc'hed da bleustriñ gant ar wazed, met an NASA ne gemere nemet nijerien arnodiñ vilourel, ampart war an nijal buan-kenañ, ha stummet evel ijinourien e ken degouezh ma vije ret leviañ hep ardivinkoù. Ne voe ket tremenet dreist ar reolenn evit degemer J. Cobb. Unnek miz goude, d'ar 16 a viz Even 1963, ar Soviedez Valentina Terechkova a voe ar vaouez kentañ en egor. Ugent vloaz diwezhatoc'h, d'an 18 a viz Even 1983, e voe Sally Ride an Amerikanez kentañ.

Skoazell zengar

E 1963, oadet 32 vloaz, e tivizas Jerrie Cobb en em reiñ d'ar skoazell zengar. E-pad tremen 30 vloaz e nijas e Suamerika da zegas pourvezioù da Amerindianed ha da zigeriñ aerhentoù nevez a-dreuz an Andoù hag a-us Amazonia evit tizhout kornadoù distro. Gant kartennoù savet ganti ez ergerzhe takadoù brasoc'h eget SUA. A-drugarez dezhi e voe kaset muioc'h a zafar hag a louzeier da bobladoù hag a oa chomet digenvez betek-henn. E 1981 e voe kinniget hec'h anv evit Priz Nobel ar Peoc'h. [4]

D'an 29 a viz Here 1998 e voe adkaset John Glenn, 77 vloaz, d'an egor evit muzuliañ efedoù hevelep beaj war un den kozh. E 1999, an National Organization for Women a stourmas a-du gant Jerrie Cobb, a oa 67 vloaz, evit ma vije kaset ivez rak tremenet he devoa dre ar raktres Mercury 13 an hevelep arnodennoù ha John Glenn dre an NASA. Ouzhpenn, tro a oa d'an NASA da reizhañ ar fazi a oa bet graet 35 bloaz kentoc'h. Siwazh, korbellet e voe J. Cobb adarre war zigarez ma ne oa raktres all ebet gant an NASA da gas tud kozh all en egor goude J. Glenn. Biskoazh ned eas Jerrie Cobb en egor eta.

Jerrie Cobb a c'hoarias he roll en teulfilm Mercury 13 embannet gant Netflix d'an 20 a viz Ebrel 2018. [5]

Mervel a reas d'an 18 a viz Meurzh 2019 en he zi e Florida, trizek devezh goude he 88vet deiz-ha-bloaz.

Enorioù pennañ

  • Pilot of the Year – National Pilots Association – 1959
  • Harmon International Trophy – "The World's Best Woman Pilot" – 1971
  • Oklahoma Hall of Fame – 1976 [6]
  • Doctor of Science, honoris causa, University of Wisconsin – 2007 [7]
  • The National Aviation Hall of Fame – 2012 [8]
  • Amelia Earhart Gold Medal of Achievement
  • Amelia Earhart Memorial Award
  • Pioneer Woman Award evit he skoazell zengar

Levrlennadur

  • (en) COBB, Jerrie : Jerrie Cobb, Solo Pilot, Jerrie Cobb Foundation Inc., 1997 (ISBN 978-0-9659924-0-4)
  • (en) COBB, Jerrie : Woman Into Space – The Jerrie Cobb Story, Literary Licensing LLC, 2012 (ISBN 978-1-258-43103-7)
  • (en) ACKMANN, Martha : The Mercury 13 – The True Story of Thirteen Women and the Dream of Space Flight, Random House, 2004 (ISBN 978-0-375-75893-5)
  • (en) NOLEN, Stephanie : Promised the Moon – The Untold Story of the First Women in the Space Race, Basic Books, 2004 (ISBN 978-1-56858-319-8)
  • (en) WEITEKAMPF, Margaret : Right Stuff, Wrong Sex: America's First Women in Space Program, John Hopkins University Press, 2004 (ISBN 978-0-8018-7994-4)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Edo oc'h embreger ar MASTIF (Multi-Axis Space Test Inertia Facility), a zarvane ul lestr-egor o troellennañ. Dont a reas a-benn d'e vestroniañ ha d'e lakaat war an hent reizh.
  2. (en) Great Images in NASA. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (en) Qualifications for Astronauts, 17-18/07/1962. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. Gant Poellgor Meur ar Broadoù Unanet evit ar repuidi (PMBUR/UNHCR/HCR) ez eas ar Priz.
  5. (en)
  6. (en) Oklahoma Hall of Fame
  7. (en) University of Wisconsin/Oshkosh
  8. (en) National Aviation
Bessie Coleman

War he breved FAI, 15/06/1921
Ganedigezh Elizabeth Coleman
26 Genver 1892
Atlanta
Texas Texas
Marv 30 Ebrel 1926
Jacksonville
Florida Florida
Broadelezh  Stadunanat

Micher Levierez

Breved 15 Even 1921

Lesanvioù Brave Bessie
Queen Bess

Internet www.bessiecoleman.org

Elizabeth Bessie Coleman, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1892 en Atlanta (Texas) hag aet da Anaon d'an 30 a viz Ebrel 1926 e Jacksonville (Florida), a oa ul levierez stadunanat. Bez' e voe ar c'hentañ maouez a ziagentiezh afrikan hag amerindian o tapout he breved levierez en SUA ha digant ar Fédération Aéronautique Internationale, e 1921.
Ret e oa bet dezhi talañ ouzh diforc'hidigezh ar re Zu ha gwallziforc'h ar merc'hed en SUA e deroù an XXvet kantved, met brud a c'hounezas dre he ampartiz ha buan e voe ur skouer evit ar merc'hed hag ar re Zu en he bro, pa oa he bezañs en oabl ur flac'had da stereotipoù ar mare.

Yaouankiz

An dekvet eus trizek bugel George Coleman, ur merer a ziagentiezh cherokee hag afrikan, hag e wreg Susan, a oa a ziagentiezh afrikan, e oa Bessie Coleman. E 1894, daou vloaz goude he ganedigezh, e tilojas he zud eus Atlanta, nepell diouzh an harzoù gant Arkansas, da Waxahachie, ur 300 km bennak pelloc'h er mervent ha 35 km er su da Zallas ; eno e soñje da George ha Susan kavout aesoc'h buhez en ur gêr hag a veve diwar ar c'hoton. Un dachenn 100 a brenjont e rann ar re Zu, ma lakajont sevel un ti bihan. Pan eas Bessie d'ar skol da 6 vloaz e voe kavet e oa speredek ha barrek-kenañ war ar matematikoù.
E 1901, pa oa Bessie 9 bloaz, e voe mennet he zad da zistreiñ da Oklahoma (anvet Indian Territory er mare-se) abalamour ma oa aet og gant an diforc'hidigezh hag a rene e Waxahachie evel e Texas dre vras ; pa nac'has e wreg mont d'e heul e kuitaas an tiegezh. Goude disparti o zad ez eas kuit breudeur goshañ Bessie ivez ha Susan en em gavas gant ar peder flac'h yaouankañ, Bessie o vezañ an henañ. Labour a gavas ar vamm, ha Bessie a reas war-dro he c'hoarezed hag an ti. Bep bloaz e veze torret standur Bessie – skol, labour en ti, an iliz – gant eost ar c'hoton. Pep den a oa rekis, setu e laboure an tiegezh Coleman a-bezh er parkeier.

Da 12 vloaz e voe degemeret Bessie e skolaj ar Missionary Baptist Church, ma tremenas an eizh live e c'hwec'h vloaz. Goude-se, da 18 vloaz e 1910, e tastumas he boujedenn hag ez eas da Langston (Oklahoma) da studiañ er skol-veur evit ar re Zu anvet Colored Agricultural and Normal University, nepell diouzh Oklahoma City. Ur bloaz hepken e studias avat, pa voe ret dezhi distreiñ da Waxahachie dre ziouer a arc'hant. Eno e adstagas gant he buhez kent hag e voe gopret evel kannerez.

E 1915, pa fellas dezhi bevañ ur vuhez all, ez eas kuit da Chicago davet he breudeur Walter ha John ; ganto e vevas en ur glask labour e karter ar re Zu. Buan e troas da genedourez e meur a stal ha ker buan all e voe unan eus lennerezed aketus The Chicago Defender, ur sizhunieg evit al lennerien zu pergen bet diazezet gant Robert S. Abbott (18701940) e 1905 evit difenn o gwirioù. [1]
Tri bloaz goude, e 1918, e teuas Susan hag he zeir merc'h all da vevañ e Chicago ivez. E 1919 e tistroas Walter ha John eus Bro-C'hall m'o devoa servijet er Brezel-bed kentañ ; er bloaz-se end-eeun, adalek ar 27 a viz Gouere betek an 3 a viz Eost e voe ar gwashañ kabaduilh enep ar re Zu e kêr, The Chicago Race Riot of 1919 (Kabaduilh gouennelour Chicago 1919). Pa glevas digant he breudeur e oa merc'hed gall o leviañ nijerezed e tivizas Bessie mont war ar vicher ivez.

Levierez

Breved FAI Bessie Coleman
Gant he nijerez (1922)

Ne c'hallas ket Bessie Coleman kavout den pe zen a-du da gelenn a leviañ dezhi, abalamour d'he liv ha d'he reizh. Robert Abbott he alias da vont da Vro-C'hall ; goude bezañ dastumet trawalc'h a arc'hant, kemeret kentelioù galleg e ti Berlitz a-drugarez da R. Abbott ha d'ur banker, ha bet ur paseporzh warnañ vizaoù gall ha breizhveuriat ez eas Bessie kuit da Europa e miz Du 1920. Eno e heulias kentelioù e skol ar vreudeur Caudron e Le Crotoy (Somme) ; dek mizvezh e pade ar stummadur met e seizh hepken e teskas Bessie leviañ un nijerez Nieuport 82 [2], gant embregadoù ouesk a-walc'h : treiñ krenn, troellañ hag ober loopings (tresañ kelc'hioù a-serzh en oabl).
D'ar 15 a viz Even 1921 e resevas he breved digant ar Fédération Aéronautique Internationale, ar pezh a roe aotre dezhi da nijal er bed a-bezh. Goude-se e chomas e Le Crotoy e-pad tri miz evit en em varrekaat.

D'ar 16 a viz Gwengolo 1921 e lestras war-du New York. Souezhet-bras e voe pa voe degemeret en SUA gant kalz pennadoù er c'hazetennoù. Tro a oa dezhi da c'hounez arc'hant dre leviañ e sirkoù-nij met ret e oa bezañ barrekoc'h eget live ar breved, setu e tistroas da Vro-C'hall e miz C'hwevrer 1922. Eno e kemeras kentelioù ouzhpenn en Nieuport ; e-kerzh he chomadenn e weladennas labouradegoù njerezioù en Alamagn hag en Izelvroioù a-raok distreiñ da SUA e miz Eost.
Diouzhtu e lakaas Bessie en he fenn sevel ur skol-leviañ evit ar re Zu. Peogwir e oa o kregiñ gant ar vicher en SUA e reas bruderezh evit desachañ tud prest da baeañ evit sellout outi o nijal : dre he unwisk damvilourel hag e frezegennoù helavar e teuas a-benn da gavout he lec'h e metoù an nijerezh : un teulfilm digomz diwar he fenn a zeuas er-maez e miz Eost 1922. [3] Er bloaz-se ivez e tiskouezas he barregezh evit ar wech kentañ e nijva Checkerboard e Chicago. [4]. D'an 3 a viz Gwengolo 1923 e kemeras perzh en he nijadeg kentañ er-maez eus he bro, sponsoret gant The Chicago Defender e Curtiss Field e-kichen New York City. Nijadegoù all a voe dre ar vro, evel e Chicago ha Memphis (Tennessee) ; e miz Mezheven 1925 e voe he nijadenn gentañ e Texas, e Houston.

Bepred gant ar soñj sevel ur skol ez eas da Galifornia da c'hounez arc'hant a-benn prenañ he nijerez dezhi, e prenas an ardivink hag en e dorras a-raok distreiñ da Chicago. E-pad daou vloaz e nijas hag e prezegas e Texas. E Dallas e roas arrezoù e-skeud prenañ un nijerez Curtiss JN-4. Goude un distro berr da Chicago e roas ur stirad prezegennoù e salioù evit ar re Zu e Georgia hag e Florida ; er Stad diwezhañ-se e tigoras ur stal gened en Orlando evit ponneraat he yalc'h.
Dre amprestiñ nijerezioù e kendalc'has da gemer perzh e nijadegoù, hag e harzlammas ivez a-wechoù. Bewech e nac'he nijal mar beze gwallziforc'het an arvesterien, ha ret e veze staliañ un enkerzh hepken evit an holl dud. Gant harp un nevidour e c'hallas paeañ ar peurrest eus ar JN-4 e Dallas ha kaset e voe an ardivink betek Jacksonville e Florida, ma oa Bessie da nijal d'ar 1añ a viz Mae 1926.
E dibenn miz Ebrel ez erruas e Jacksonville. D'an 30 e pignas war bourzh ar JN-4 leviet gant ur mekanikour evit un nijadenn-arnod ; e-kerzh an nijadenn ez eas un dra bennak a-dreuz gant an ardivink, al levier a reas ur fazi hag a gollas ar reoladur, ha Bessie a voe strinket a-ziwar he c'hador meur a gantad metroù a-us an douar.

Pemp mil a dud a voe en oferenn en Orlando a-raok ma voe kaset ar c'horf da Chicago. Dek mil a dud a zibunas eno dirak an arched, ha miliadoù ouzhpenn a voe en obidoù al levierez.

Enorioù

  • Gant an nijer du William J. Powell (18971942) e voe diazezet e 1929 ar Bessie Coleman Aero Club, ar rouedad skolioù-leviañ a oa bet hunvre Elizabeth. Da heul kement-se e voe meur a nijer Afrikan-Amerikan brudet, evel The Flying Hobos (James Herman Banning hag e vekanikour Thomas C. Allen) hag a dreuzas SUA eus Los Angeles da Long Island e 1932. [5]
  • 1931 : staliet e voe un nijadeg vloaziek en enor da Vessie Coleman gant ar Challenger Pilots' Association e Chicago, ur strollad nijerien afro-amerikan hag a lakaas ivez sevel un nijva evit ar re Zu e Robbins, Illinois. [6]
  • 1973 : krouet e voe an NAI, {{cite web|url=https://www.facebook.com/NegroAirmenInternationalInc%7Ctitle=Negro Airmen International, Inc.].
  • 1977 : levierezed afro-amerikan bro Chicago a ziazezas ar Bessie Coleman Aviators Club ; bep bloaz, d'an 30 a viz Ebrel, e nijont kevret gant ar Challenger Pilots' Association hag NAI da strewiñ bleunioù war bez Bessie Coleman. [7]
  • 1990 : an anv Bessie Coleman Drive a voe roet gant maer Chicago d'ar vali a zo dirak termenva an aerborzh etrebroadel [8] ; heñvel a voe graet en aerborzhioù Oakland (Kalifornia) [9], Tampa (Florida) [10] ha Frankfurt (Alamagn) [11] ; hentoù all zo bet anvet Bessie Coleman e Nisa, Pariz, Poitiers ha Waxahachie.
  • 1993 : ur rann eus Levraoueg-kêr Chicago a voe anv en enor da Vessie Coleman. [12]
  • 1995 : an U.S. Postal Service a embannas un timbr en enor da Vessie Coleman en dastumad Back Heritage. [13]
  • 2001 : degemeret e voe Bessie en National Women's Hall of Fame. [14]
  • 2006 : degemeret e voe en National Aviation Hall of Fame. [15]
  • 2013 : d'an niv. 14 diwar 51 Heroes of Aviation e voe lakaet gant ar gelaouenn Flying. [16]
  • 2014 : degemeret e voe en International Air & Space Hall of Fame e San Diego (Kalifornia). [17]
  • 2015 : ur straed en Orlando a voe adanvet en he enor. [18]
  • 2018 : Bessie Coleman – Première aviatrice noire, teulfilm gallek sevenet gant Olivier Sarrazin. [19]

Levrlennadur

  • (en) RICH, Doris L. : Queen Bess – Daredevil Aviator, Smithsonian, 1993 (ISBN 978-1-56098-265-4)
  • (en) HART, Philip S. : Up in the Air: The Story of Bessie Coleman, Carolrhoda Books, 1996 (ISBN 978-0-87614-949-2)
  • (en) SPREKELMEYER, Linda : These We Honor – The International Aerospace Hall of Fame, San Diego Air & Space Museum, 2006 (ISBN 978-1-57864-397-4)
  • (en) BROADNAX, Samuel L., : Blue Skies, Black Wings – African American Pioneers of Aviation, Praeger, 2007 (ISBN 978-0-275-99195-1)
  • (en) HARDESTY, Von : Black Wings – Courageous Stories of African Americans in Aviation and Space History, Smithsonian, 2008 (ISBN 978-0-06-126138-1)
  • (en) GANSON, Barbara : Texas Takes Wings – A Century of Flight in the Lone Star State, University of Texas Press, 2014 (ISBN 978-0-292-75408-9)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) Newspapers. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. Un Nieuport 17 gant ur c'heflusker tro e oa an Nieuport 82.
  3. (en)  ; filmoù all diwar-benn Bessie Coleman zo listennet en IMDb.
  4. Chicago Midway International Airport (MDW) hiziv.
  5. (en) Pioneers of Flight]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) Pioneers of Flight]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  7. (en) Encyclopedia.com]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  8. (en) Chicago O'Hare International Airport (ORD)]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  9. (en) (OAK)]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (TPA)]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. (FRA)]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  12. (en) Chicago Public Library]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  13. (en) U.S. Stamp Gallery]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  14. (en) National Women's Hall of Fame. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  15. (en) The National Aviation Hall of Fame. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  16. (en) Flying Gouere 2013, p. 40. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  17. (en) San Diego Air & Space Museum. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  18. (en) Orange County Government, Florida. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  19. (fr) Harmattan TV. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Marthe Niel

E 1910
Ganedigezh Marie-Ange Denieul
29 Kerzu 1878
Pempont
Breizh Breizh
Marv 18 Du 1928
Roazhon
Breizh Breizh
Broadelezh  Gall

Micher Levierez

Breved Niv. 226
29 Eost 1910

Marthe Niel, bet ganet Marie-Ange Denieul d'an 29 a viz Kerzu 1878 e Pempont hag aet da Anaon d'an 18 a viz Du 1928 e Roazhon, a oa ul levierez c'hall bet ganet e Breizh. Bez' e voe an eil maouez o tapout he breved levierez e Bro-C'hall, e 1910, nebeud goude Raymonde de Laroche, hag an hini gentañ war un nijerez unplaenek.

Ganet e voe e kêriadenn Le Cannée e Pempont, merc'h d'ar c'houer Joachim Denieul ha d'e wreg Marie-Joseph Saget.
D'an 9 a viz Mae 1900, pa oa-hi keginerez e Pariz, e timezas gant ar marc'hadour gwin Pierre-Firmin Fontalbat. Pevar bloaz goude e voe torret an dimez.

E miz Ebrel 1910 e krogas da gemer kentelioù leviañ e skol ar saver nijerezioù elzasat Paul Koechlin (18811916) e Mourmelon-le-Grand en arondisamant Châlons-en-Champagne (Marne)
D'an 29 a viz Eost e tapas ar breved niverenn 226 digant an Aéroclub de France war un ardivink unplanek Koechlin 35 marc'h-nerzh galloud e geflusker. [1]
Adal neuze e tibabas Marthe Niel da anv e metoù an nijerezh.

Diouzhtu e kemeras perzh e nijadegoù. A-raok bezañ brevedet zoken e voe gant daou garr-nij en "Eil sizhun veur an nijerezh e Champagn" e Reims, d'ar 6 a viz Gouere 1910. [2] ; ne oa ket ar vaouez nemeti, pa nijas Raymonde de Laroche hag al levierez velgiat Hélène Dutrieu (18771961) ivez.
En hini gentañ goude he breved, e Dijon (2225 a viz Gwengolo 1910), e voe Marthe Niel ar vaouez nemeti a-douez 7 den ; gant Marcel Hanriot (18941961), 16 vloaz, ez eas an darn vuiañ eus ar prizioù, petra bennak ma oa anezhañ yaouankañ nijer Europa [3]; ur priz dibar a voe deroet da Varthe Niel. [4]
Goude-se e nijas e Stockel e-kichen Brusel (Here 1910), Periguers (Ebrel 1911), Galhac (Mae 1911), Tula (Gouere 1911) hag Ussèl (Eost 1911).

D'an 18 a viz Du 1915 e timezas gant Paul Koechlin, a voe lazhet d'ar 17 a viz Eost 1916 en Emgann ar Somme. Goude ar Brezel-bed kentañ, d'ar 5 a viz Eost 1919, e timezas gant Raymond Clerc e Sant-Maloù-Benion.

E Roazhon e varvas Marthe Niel, oadet 49 bloaz, d'an 18 a viz Du 1928 a-c'houde un oberatadenn.

Levrlennadur

  • LEBOW, Eileen F. : Before Amelia – Women Pilots in the Early Days of Aviation, Potomac Books, 2003 (ISBN 978-1-61234-225-2)
  • ROBINEAU, Lucien : Les Français du ciel – Dictionnaire historique, Le Cherche Midi, 2005 (ISBN 978-2-7491-0415-7)
  • MARCK, Bernard : Elles ont conquis le ciel – 100 femmes qui ont fait l'histoire de l'aviation et de l'histoire, Arthaud, 2009 (ISBN 978-2-7003-0121-2)
  • BUSCH, Philippe : Une passion jusqu'au ciel – Marthe Niel et Paul Koechlin, Éditions de l'Officine, 2016 (ISBN 978-2-35551-245-2)

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. (fr) Les Vieilles Tiges. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) La deuxième grande semaine d'aviation de la Champagne, juillet 1910, p. 14. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) Marcel Hanriot, p. 7. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) Early Aviators. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Marie Marvingt

E 1912
Ganedigezh 20 C'hwevrer 1875
Orlhac
Marv 14 Kerzu 1963
Nancy
Broadelezh  Gall

Micherioù Aervagerez • Kazetennerez
Klañvdiourez • Levierez
Skrivagnerez • Sportourez

Brevedoù 1899 (karr-tan)
1901 (baloñs sturius)
Niv. 281, 8 Du 1910 (nijerez)
1960 (biñsaskell)

Lesanv La Fiancée du Danger
E Chamonix e 1913

Marie Félicie Élisabeth Marvingt, bet ganet d'an 20 a viz C'hwevrer 1875 en Orlhac hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Kerzu 1963 e Nancy, a oa ur sportourez, ur glañvdiourezh, un ijinourez, ul levierez hag ur gazetennerez c'hall.

Er sportoù e voe brudet da gentañ hag e c'hounezas meur a briz ; goude-se e troas war-du an aervagerezh e 1891 hag an nijerezh e 1910 ; un nijerez-ambulañs a voe ijinet ganti e 1912.
Meur a rekord etrebroadel a dapas e meur a ziskiblezh, hag ar vaouez enoret ar muiañ en Istor Bro-C'hall e voe.

Yaouankiz

Merc'h e oa da Félix Constant Marvingt, tailhanter er post, ha d'e wreg Élisabeth Brusquin. E 1889, pa oa-hi 14 vloaz, e varvas he zad ha tri breur dezhi. Divizout a reas chom dizimez, divugel, ha gouestlañ he buhez d'ar sportoù.
Un aotreegezh war al lennegezh a dapas, hag e teskas pemp yezh (an esperanteg en o zouez) a-raok mont da gazetennerez. Ar vezegiezh, ar gwir, ar c'han hag an distilhañ a studias ivez, koulz hag ar c'hizellerezh, al livouriezh ; un aktourez hag ur skrivagnerez e voe ivez.

Respet

Marie Marvingt e voe ar vaouez kentañ o neuñvial a-dreuz ar stêr Seine (12,5 km). Dre ur stummadur sirk Rancy e voe fungorollerez, janglerez, marc'hegerezh, ha trapezerez.
E 1899 e voe unan eus ar maouezed kentañ o kaout an aotre da vleinañ ur c'harr-tan ; daou vloaz goude e voe aotreet da leviañ ur baloñs sturius.

E meur a sport e voe brudet : bobsleigh, golf, iskrim, jiminas, kanoe, marc'hegezh, marc'hhouarnerezh, melldroad, polo, ruzikat, ski, sportoù emgannañ ha tennañ. Prizioù a voe deroet dezhi en darn vuiañ eus ar sportoù-se, ha 17 rekord etrebroadel en nijerezh a yeas ganti.
Da 15 vloaz, e 1890, e roeñvas gant he c'hanoe a-hed 400 km eus Nancy da Goblenz. E 1899 e voe aotreet da vleinañ ur c'harr-tan ; bleinañ ur stlejerez hag ur vag-dre-dan a zeskas ivez goude-se.
E 1901 e voe he nijadenn gentañ en ur baloñs sturius ; er bloaz-se e voe brevedet. E 1905 e tapas Priz kentañ ar pouleñvat hag e voe ar vaouez kentañ o kas ur marc'h-houarn grand-bi ; gant an doare marc'h-houarn a anavezomp – hag a oa nevez d'ar mare – e troadikellas eus Nancy da Vilano, eus Nancy da Dolosa hag eus Nancy da Vourdel.
E 1907 e voe kampionez en International Shooting Competition gant un tenn war-hed 300 metr ; en hevelep bloaz e c'hounezas Neuñvadeg Pariz, pa neuñvias a-hed 16 km e 4 eurvezh ha 8 munutenn : pilet e voe rekord 5 eurvezh ha 10 munutenn an neuñvierez aostralian Annette Kellermann (1886-1975), ar Vorganez aostralian. Tri bloaz goude, d'ar 15 a viz Meurzh 1910, e voe enoret M. Marvingt gant Medalenn aour Akademiezh ar Sportoù. Gant an alpaerezh e voe dedennet ivez : war kabenn un dek menez bennak en Alpoù e plantas he fig, ar Menez Gwenn en o zouez.
Peogwir e veze diaes ober sportoù gant ur sae hag e oa berzet d'ar merc'hed gwiskañ brageier ez ijinas Marie Marvingt ar vrozh-bragoù.

Mennet e oa da gemer perzh e Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1908, met berzet e oa d'ar merc'hed ; redek a reas evelato hep bezañ enskrivet : goude ar gwaz diwezhañ e loc'has-hi hag e voe ar vaouez kentañ oc'h echuiñ ar redadeg, gant tremen 160 km redet bemdez.
E 1908 e Chamonix, 1909 e Gerardmer (Vosges) ha 1910 er Ballon d'Alsace ez eas ganti maout ar ski, al luj hag ar ruzikat ; d'ar 26 a viz Genver 1910 e c'hounezas Kib Léon Auscher kampionad etrebroadel ar bobsleigh evit ar merc'hed e Chamonix.

E 1909 e tibradas eus Nancy gant ur baloñs sturius war-du Suffolk e Bro-Saoz ; ar vaouez kentañ e voe o nijal a-us Mor Breizh ha Mor an Hanternoz. Bloaz goude, d'an 8 a viz Du 1910, e voe an trede maouez er bed o vezañ brevedet evit leviañ un nijerez (breved niv. 281) goude Raymonde de Laroche (niv. 36) ha Marthe Niel (niv. 226) [1] hag un dournijerez. Diouzhtu e labouras da sevel raktres un nijerez-ambulañs.
E 1910 ivez e tapas Priz kentañ an nijadeg hir en Aéroclub de l'Est, pa levias eus Nancy da Neufchâteau e-kichen Liège e Belgia e pemzek eurvezh ; en hevelep bloaz, e c'hounezas ar priz kentañ pa nijas eus Nancy da Rondefontaine (Doubs) ; gant he baloñs, e 1910 bepred, e nijas eus Nancy da Garlsruhe en Alamagn, ha c'hoazh eus Nancy da Landau en Alamagn adarre. Pevarzek gwech e levias he baloñs sturius e 1912, en o zouez nijadennoù Pariz–Brusel ha Pariz–Mars-la-Tour (Meurthe-et-Moselle).

E deroù ar Brezel-bed kentañ e 1914 en em wiskas evel ur gwaz hag ez emouestlas e 42vet batailhon ar chaseourien war droad ; pa voe merzet he zaol gwidre en trañcheoù e chomas en talbenn, ma servijas evel klañvdiourez ha skoazellerez er surjianerezh. Pelloc'h e voe anvet e 3vet rejimant chaseourien an Alpoù e torosad an Dolomitoù en Italia, ma adreñvas gloazidi dre ski. E 1915 e voe o leviañ ur bombezer a-us an danframmoù milourel alaman e Metz ; kroaz-brezel 1914-1918 a voe deroet dezhi.
Gant an nijerez-ambulañs bet aozet ganti e c'hallas kas buanoc'h ar c'hloazidi. Goude ar brezel e kendalc'has da stourm evit ma vije diorroet an nijerezh mezegel. E 1934, pa oa Marie Marvingt ofiserez e servij ar Yec'hed el lu gall en Afrika an Norzh e tiazezas ur servij nijerezioù-ambulañsoù e Maroko ; hi a voe ar c'hentañ klañvdiourez-nijerez brevedet en diskiblezh nevez-se, e 1935.

E 1960, hag hi oadet 85 bloaz, ez eas eus Pariz da Nancy war varc'h-houarn hag e tapas he breved leviañ ur viñsaskell ; e miz Du e levias ar c'hentañ biñsaskell dre zazloc'h gall, ar SNCASO SO.1221 Djinn.
Nebeut a-raok he marv en un ti evit ar re gozh e Nancy – biskoazh n'eo bet pinvidik, pa ne veze gopret nemet evel kazetennerez – he devoa lakaet he anv da vont betek al Loar.

  • E 1922 he devoa Marie Marvingt embannet e roje 10 000 dollar da gement den hag a raje gwelloc'h egeti war tachenn ar sportoù, an arzoù, ar skiantoù hag ar beajoù. Adembann a reas he galv er c'hazetennoù e 1938, hag er skinwel e 1948. Biskoazh n'eo bet rediet da ziyalc'hañ ar sammad.

Oberennoù

Un nijerez-ambulañs en Aostralia... a-drugarez da Varie Marvingt.
  • 1935 : Les ailes qui sauvent, teulfilm diwar-benn an nijerezh mezegel. [2]
  • 1949 : Sauvés par la colombe, teulfilm diwar-benn an nijerezh mezegel.

Enorioù

Medalennetañ maouez Bro-C'hall eo Marie Marvingt hiziv c'hoazh : 34 medalenn en holl, koulz en he bro hag er bed, en o zouez Kroaz ar brezel 1914-1918, Marc'hegez al Lejion a enor (1935), Marc'hegezh Urzh ar Yec'hed Foran (1937), Ofiserez al Lejion a enor (1949).

Hêrezh

  • La fiancée du danger (2009), teulfilm sevenet gant Michèle Larue ha Noël Burch. [3] [4]
  • La fiancée du danger (2017), teulfilm skrivet gant Patrick Baud ha sevenet gant Bernard Rebatel ha Jimmy Valentin. [5]

Levrlennadur

  • (fr) CORDIER, Marcel & MAGGIO, Rosalie : Marie Marvingt, la femme d'un siècle, Éditions Pierron, 1991 (ISBN 978-2-7085-0092-1)
  • (fr) BARON-BOILLEY, Françoise : Marie Marvingt – À l'aventure du sport, L'Harmattan, 2013 (ISBN 978-2-343-01269-8)
  • (fr) VEILLON, Jean & VEILLON, Raymond : Marie Marvingt, Le Bourget : Ailes Annciennes, 2013 (ISBN 978-2-9523694-6-6)
  • (fr) CLECH, Jacky & UDERZO-OTT, Monique : Histoires de pilotes, tome 8 – Marie Marvingt, Idées Plus Éditions, 2016 (ISBN 978-2-916795-67-6)
  • (fr) BRASME, Pierre : Femmes d'exception en Lorraine, Le Papillon Rouge, 2018 (ISBN 978-2-490379-00-2)
  • (en) MAGGIO, Rosalie : Marie Marvingt, Fiancée of Danger – First Female Bomber Pilot, World-Class Athlet and Inventor of the Air Ambulance, McFarland, 2019 (ISBN 978-1-4766-7550-3)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (fr) [ps://www.defense.gouv.fr/fre/actualites/articles/8-mars-le-saviez-vous-le-fabuleux-destin-de-marie-marvingt Ministère des Armées]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  • (fr) [p://fc1ddq.free.fr/marvingt.htm Marie Marvingt – La fiancée du danger]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  • (fr) [p://99s.delta-juliette.org/History.php TINDON, Hélène : Les Ninety-Nines France]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  • (en) [ps://trove.nla.gov.au/newspaper/article/37964323 "The Bride of Danger"– The Western Mail, 08/05/1914]. Kavet : 24 Mezheven 2019.

Notennoù

  1. (fr) Vieilles Tiges. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Gaumont Pathé. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) [ps://www.filmsdocumentaires.com/films/109-marie-marvingt-la-fiancee-du-danger Films & Documentaires]. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr)Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en)
Jeanne Herveux

D'ar 17 a viz Kerzu 1921
Ganedigezh Jeanne Aline Herveux
10 Kerzu 1885
Pariz
Marv 16 Genver 1955
Londrez
Broadelezh  Gall

Micherioù Levierez

Breved Niv. 318, 7 Kerzu 1910

Lesanv Jane Herveu(x)

Jeanne Aline Herveux, bet ganet d'an 10 a viz Kerzu 1885 e Pariz [1] hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Genver 1955 e Londrez, a oa ul levierez c'hall.

Merc'h e oa da Emmélie Henriette Herveux, 24 bloaz, aktourez er c'hoariva ; ne voe ket disklêriet anv an tad. [1]

Er sportoù e voe brudet da gentañ, e 1903, goude bezañ kemeret perzh e redadegoù war varc'h-houarn].
Daou vloaz goude, hag hi 20 vloaz, e voe degemeret e skipailh an embregerezh Werner hag a farde marc'hoù-houarn, marc'hoù-tan ha kirri-tan e Levallois-Perret abaoe 1897. Bleinañ kirri Werner a reas evit o diskouez : e Crystal Palace Londrez e sevenas ul looping gant ur c'harr ; bleinañ a reas ivez e redadegoù e Deauville, Château-Thierry, Gaillon (Eure) ha Laffrey (Isère). E-pad ur mare berr e voe o redek war marc'hoù-tan Werner ivez.

E 1910 ez eas Jeanne Herveux da zeskiñ leviañ nijerezioù e skol Louis Blériot e Mourmelon (Marne). D'ar 7 a viz Kerzu e tapas ar breved niv. 318 digant an Aéroclub de France, ar pevare maouez goude Raymonde de Laroche (niv. 36), Marthe Niel (niv. 226) ha Marie Marvingt (niv. 281) [2].
E meur a nijadeg e kemeras perzh ; da geñver Kib Fémina 1911 (28 Mae8 Mezheven), ma voe enskrivet dindan an anv Jane Herveu, e nijas a-hed 248 km, ar pezh he lakaas da eil goude al levierez velgiat Hélène Dutrieu (254,12 km) [3] ; 92,4 km/h e oa bet tizh keitat J. Hervieu war un unplaeneg Blériot e Compiègne ha 85,4 km/h hini H. Dutrieu war un daoublaeneg Farman en Étampes, met ur gevezadenn a hed e oa ar gib Fémina.

D'an [22 a viz Kerzu]] 1911 e tigoras ur skol-leviañ evit ar merc'hed, met buan ez eas da get abalamour ma ne voe ket trawalc'h a zeskardezed.

D'an 18 a viz Eost 1913 e timezas gant Paul Marie Robert Bouzalguet. [1]

Goude ar Brezel-bed kentañ, d'an 3 a viz Ebrel 1919, e voe filmet gant Gaumont oc'h erruout e nijva Issy-les-Moulineaux (Hauts-de-Seine hiziv) o vleinañ ur c'harr Butterosi kent dibradañ en un nijerez Caudron ha nijal dreist Pariz a-benn hadañ bruderezh evit ar c'harr. [4]

Goude-se ez eas Jeanne Herveux d'en em staliañ e Stadoù-Unanet Amerika, ma voe kelennerez war al leviañ a-raok mont da gabellerez. Eno e timezas e miz C'hwevrer 1921 gant an apotiker Philip Catalano. [5]

E 1932 e tistroas da Bariz da geñver digoratur ur skol-leviañ war toenn ar stal Galeries Lafayette.

E Londrez e varvas a-c'houde ur gouezhadenn d'ar 16 a viz Genver 1955. [6]

Levrlennadur

  • (fr) ROBIBEAU, Lucien & MIQUEL, Pierre : Les Français du ciel – Dictionnaire historique, Le Cherche Midi, 2005 (ISBN 978-2-7491-0415-7)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Dielloù Pariz (pajenn 24). Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Les Vieilles Tiges. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (en) - 0011.html Flight, 06/01/1912. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) Le Matin, 04/04/1919, p.2, bann 6, pennad 2. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en) The evening Telegram, 03/05/1921. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) Chicago Tribune, 16/01/1955. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Hélène Dutrieu

War-dro 1915
Ganedigezh 10 Gouere 1877
Tournai
Marv 26 Mezheven 1961
Pariz
Broadelezh  Belgiat (betek 1922)
 Gall (adalek 1922)

Micherioù Rederez war varc'h-houarn
Levierez
Aktourez
Faragouellerez
Kazetennerez

Breved Niv. 27 (e Belgia)
25 Du 1910

Lesanv La flèche humaine
The Girl-Hawk [1]

Hélène Marguerite Dutrieu, bet ganet d'an 10 a viz Gouere 1877 e Tournai hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Mezheven 1961 e Pariz, a oa ul levierez velgiat. Ur rederez war varc'h-houarn, ur faragouellerez war varc'h-houarn ha war varc'h-tan, ul levierez herrgirri hag ambulañsoù e voe ivez, koulz hag un aktourez ha renerez un ospital milourel.

Buhez

D'an 10 a viz Gouere 1877 e Tournai (Hainaut) e voe ganet Hélène Dutrieu, merc'h da Florent Désiré Dutrieu, ofiser el Lu Belgiat, ha d'e wreg Marie Clotilde Van Tieghem ; ur breur henañ he devoa, Eugène, bet ganet d'ar 26 a viz Here 1872 e Tournai ivez. Diwezhatoc'h e tilojas an tiegezh da Lille, e Bro-C'hall, ma tigoras ul livadennerezh.

Marc'hhouarnerezh
War-dro 1896

D'an oad a 14 vloaz e paouezas Hélène da vont d'ar skol hag e krogas da c'hounit he bara dre vont da rederez war varc'h-houarn – anavezet e oa Eugène er metoù-se dija, koulz e proviñs Tournai hag e norzh Bro-C'hall, hag eñ eo he broudas da vont war an tu-se. [2]

E 1895, oadet 18 vloaz, Hélène Dutrieu a gemeras perzh er redadegoù kentañ aozet evit ar merc'hed war velodrom Tournai. Diouzhtu e tapas rekord an hed redet en un eurvezh, kevret gant al lesanv La flèche humaine. Buan e troas da rederez a vicher, hag ez eas da Bariz da glask fred. Dre ma c'houneze sammadoù arc'hant bewech ma c'houneze redadegoù – alies-tre — e c'hallas mont da Vilano en Italia da brederiañ he breur hag a oa bet gloazet e-kerzh ur redadeg. Eno e redas-hi ivez, o c'hounez prizioù e Brescia, Firenze, Napoli ha Roma. Goude un nebeud mizioù e tistroas da Bariz e 1896.
Eno e voe tutet gant ar gourdoner saoz brudet Choppy Warburton (18451897), met pa verzas e veze dopet gantañ e kuitaas ar skipailh hag ez eas da Vro-Saoz da drec'hiñ div vaouez all. A-c'houde ar gur-se e voe pedet Hélène Dutrieu davit te gant Albert Edward, priñs Kembre, a renas dindan an anv Edward VII diwezhatoc'h. [2]

E 1897 ha 1898 ez eas ganti priz kentañ Kampionad an tizh war roudenn en Oostende. E miz Eost 1898 e voe trec'h e Priz Meur Europa e Berlin, hag e miz Du e 12 Days Race ("Redadeg an Daouzek Devezh") Londrez ; er bloaz-se e voe deroet Kroaz Sant Andrev Belgia da gambionadez doubl ar bed gant ar roue Leopold II. Goude-se e paouezas H. Dutrieu da redek ; gant an arc'hant he devoa dastumet e tigoras ur stal dilhad e Lille, ma reas kazeg.

Aktourez

Da Bariz ez eas neuze, ma heulias kentelioù kanañ ha c'hoariva. Ret e voe dezhi dilezel ar c'hanañ, met c'hoari a reas en ur pezh elzasat anvet Mossieu le maire gant Gustave Stoskopf (18691944), ma errue war al leurenn... war varc'h-houarn. Alies e c'hoarias Hélène Dutrieu e meur a bezh, betek ma welas ur skritell hag a vrude faragouell un Amerikan lesanvet Diavolo war varc'h-houarn. E-pad pevar bloaz, adalek 1906 betek 1909, e voe Hélène Dutrieu un aktourez e Pariz. [3]

Faragouellerez

Peogwir e krede start e raje gwelloc'h c'hoazh eget Diavolo e klaskas fred war an dachenn-se. Petra bennak ma oa-hi kampionadez ar bed war roudenn ne voe ket fiziet enni a-fed ober div walenn (looping) war varc'h-houarn evel a veze graet ; pennek an tamm anezhi ez ijinas Hélène Dutrieu un doare efedusoc'h met diaesoc'h d'en ober, hag a voe diskouezet d'an dud e Marsilha e miz Gouere 1903 : looping the loop a-hed 15 metr. La flèche humaine e oa anv an arvest, evel-just. Kement a verzh a reas ar faragouellerez-se ma voe diskouezet e Nimes, Lille, Pariz [4], Londrez [5], Berlin, Leipzig, Wien, Sankt-Peterbourg ha Moskva [2]. E Berlin (1904) e c'hoarias An den-saezh war ur marc'h-tan, hogen kouezhañ a reas hag e rankas chom gourvezet e-pad eizh mizvezh ; biken ken ne glaskas diskouez La moto ailée. [3]
Dizale avat e klaskas Hélène Dutrieu un doare all da vont buanoc'h c'hoazh.

Bleinerez

Bleinañ herrgirri e redadegoù a reas Hélène Dutrieu er bloavezhioù 1904–1907. [6]

Levierez
La Demoiselle (1908)
Nijadeg e Burtoon-on-Trent, 1910

E 1908, goude bezañ gwelet La flèche humaine, ar saver nijerezioù Clément-Bayard a c'houlennas digant ar faragouellerez bezañ ar vaouez kentañ o leviañ La Demoiselle, un nijerez unplaenek skañv a oa bet ijinet gant an nijer brazilian Alberto Santos-Dumont (18731932). Asantiñ a reas Hélène Dutrieu ; siwazh, ur c'hwitadenn e voe he nijadenn gentañ e nijva Issy-les-Moulineaux (Hauts-de-Seine hiziv) ha distrujet e voe La Demoiselle. Klask gwelloc'h nijerez a reas an danvez levierez.
D'an 9 a viz Ebrel 1910 e c'hallas nijal e-pad tremen ur c'hardeur e Mouzon (Ardennes), o leviañ un nijerez Farman zaoublaenek kaset gant ur c'heflusker belgiat Vivinus 40 marc'h-nerzh (29,4 kW) e c'halloud. D'an 19 a viz Ebrel e levias an hevelep ardivink adarre ; dre an nijadenn-se voe Hélène Dutrieu al levierez kentañ o kas un treizher ganti.
Adalek 1909 e voe ret bezañ brevedet evit kas un nijerez e Bro-C'hall, neuze ez eas H. Dutrieu da skol Farman e Mourmelon (Marne). D'an 23 a viz Eost 1910 e voe korbellet en arnodenn abalamour d'he broadelezh, ha Raymonde de Laroche e voe ar vaouez kentañ o vezañ brevedet e Bro-C'hall ; ne oa ket ret c'hoazh bezañ brevedet e Belgia, setu ez eas Hélène Dutrieu da gemer perzh en un nijadeg e Blankenberge. Eno, d'an 3 a viz Gwengolo, e nijas betek Oostende ha Brugge kent distreiñ da Vlankenberge ; meur a rekord evit ar merc'hed a dapas dre an nijadenn diarsav-se : kentañ maouez o nijal e-maez kêr, o kas un treizher, o vont hag o tistreiñ en un tenn, rekord an uhelder (~ 400 m), ar padelezh (~ 40 munutenn), an hed (~ 45 km). Goude-se e kemeras perh e nijadegoù all e Belgia, en Izelvroioù hag e Breizh-Veur. A-c'houde kement-se e voe deroet da Hélène Dutrieu ar breved niverenn 27 deiziadet 23/11/1910, an hini kentañ bet deroet d'ur vaouez e Belgia.

E 1910 c'hoazh e nijas en Odesa (Ukraina) hag e New York (SUA) ; d'ar 5 a viz Kerzu ez eas ganti ar Gib Fémina 1910 en Étampes, ma levias e-pad 1 eurvezh ha 9 munutenn a-hed 60,8 km – al levierez kentañ e voe o nijal pelloc'h eget un eurvezh.

En Europa hag en SUA e nijas Hélène Dutrieu a-hed ar bloaz 1911. E Firenze (Italia) ez eas ganti La Coppa del Re (Kib ar Roue), dirak trizek gwaz eus ar re ampartañ ; en SUA e tapas meur a rekord evit ar merc'hed, en o zouez un nijadenn un eurvezh ha kard a-hed 219 km ; d'an 31 a viz Kerzu ez eas ar Gib Fémina ganti adarre (2 eurvezh ha 58 munutenn a-hed 254,8 km).
Bloaz goude e voe digoret an nijadegoù d'un doare ardivink nevez : an dournijerez. Hélène Dutrieu e voe ar vaouez kentañ o leviañ unan, e miz Gouere 1912, war lenn Enghien-les-Bains (Val d'Oise hiziv). Miz goude e voe en un nijadeg e Suis, ma tapas ar maout.

D'an 9 a viz Genver 1913 e voe lakaet H. Dutrieu da Varc'hegezh al Lejion a enor gant ar gouarnamant gall, abalamour d'e rekordoù etrebroadel bet tapet gant nijerezioù gall.

Adalek deroù ar Brezel-bed kentañ e voe berzet d'ar merc'hed nijal. Peogwir e oa ret dezhi chom peg ouzh an douar ez eas Helène Dutrieu da vleinañ ambulañsoù evit luskad ar Groaz Ruz ; buan e voe lakaet da renerez ambulañsoù an ospital Messimy e Pariz. E 1915 ha 1916, diwar goulenn ar jeneral Gallieni (18491916) hag a oa gouarnour milourel Pariz, ez eas da SUA da zistagañ prezegennoù propaganda. Goude he distro da Vro-C'hall e voe anvet da renerezh an ospital milourel Val-de-Grâce e Pariz.

Goude ar bezel ez eas Hélène Dutrieu, 41 bloaz, da gazetennerez. Pevar bloaz goude, e 1922, e timezas gant ar c'hazetenner ha politiker Pierre Mortier (18821946) ; dre-se e tapas ar vroadelezh c'hall. Gant he fried e voe fiziet dezhi melestradurezh e gazetennoù.
Pa varvas P. Mortier e 1946 e tilezas an intañvez kement karg er c'hazetennerezh hag ez eas da vrudañ an nijerezh. Dilennet e voe da veskadoriadez rann ar merc'hed en Aéro-club de France ; e 1953 e voe deroet dezhi Medalenn an Nijerezh Gall ; e 1955 e voe Ofiserez el Lejion a enor ; e 1956 e krouas ar priz benel gall-ha-belgiat anvet Kib Hélène Dutrieu-Mortier a veze deroet bep bloaz d'al levierez he devoa nijet en he unan war an hed brasañ hep pradañ ; e 1958 e voe Ofiserez Urzh Léopold e Belgia.

D'ar 26 a viz Even 1961, da 84 bloaz, ez eas da Anaon en he ranndi e Paris.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Ar plac'h-falc'hun.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr)Le Temps, 10/11/1903, p. 2, pennad La flèche humaine (bannoù 3, 4 ha 5). Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. 3,0 ha3,1 (fr) La semaine politique et littéraire de Paris, 12/01/1913. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) 'L'Universel, 24/09/1903, p. 53. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en) Star, 20/02/1904. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (fr) Le petit braquet. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Jacqueline Auriol

D'an 2 a viz Meurzh 1969
(Nijadenn gentañ Concorde)
Ganedigezh 5 Du 1917
Challans
Marv 11 C'hwevrer 2000
Pariz
Broadelezh  Gall

Micher Levierez

Brevedoù 1948 (foran)
Niv. 27, 1950 (milourel)
Niv. 29, 18 Du 1955 (arnodiñ)

Jacqueline Auriol, bet ganet Jacqueline Marie-Thérèse Suzanne Douet d'ar 5 a viz Du 1917 e Challans hag aet da Anaon d'an 11 a viz C'hwevrer 2000 e Pariz, a voe ar c'hentañ levierez-arnodiñ e Bro-C'hall. Pemp gwech e voe deroet dezhi Harmon Trophy ar gwellañ levierez er bed. [1]

Buhez

Ganet e voe Jacqueline Douet en un tiegezh nevidourien prenn ha danvezioù binvidik vandeat. Da 16 vloaz, e 1933, e voe he nijadenn gentañ e Grenoble, hep bezañ gwall zedennet gant an nijerezh avat. Goude he studioù e Skol-veur Naoned e fellas dezhi bezañ ur ginklourez a vicher, setu ez eas da Skol al Louvre e Pariz.
E 1938, oadet 21 bloaz, e timezas gant Paul Auriol (1918-1992), anezhañ mab Vincent Auriol (1884-1966) hag a voe Prezidant ar Republik C'hall adalek 1947 betek 1954. A-hed an Eil Brezel-Bed ez eas Jacqueline Auriol da labourat evit ar Rezistañs enep an Ac'huberezh. Goude ar brezel e voe renerez embregerezh he zud.

E 1948 e voe brevedet war un nijerez daoublaenek Stampe kent mont da faragouellerez ha levierez-arnodiñ. D'an 11 a viz Gouere 1949, p'edo treizhadez war bourzh kentpatrom un dournijerez SCAN 30 e stokas rust an ardivink ouzh gorre ar stêr Seine ; gloazet garv e voe J. Auriol : torret he c'hlopenn ha bruzhunet he dremm ; a-hed daou vloavezh e c'houzañvas 16 oberatadenn e Stadoù-Unanet Amerika. Ne voe ket digalonekaet evit kement-se : goude pareet e tapas he brevedoù milourel, plaverez ha biñsaskell e 1950. E 1951 e voe deroet an Harmon Trophy dezhi.

D'an 21 a viz Kerzu 1952 ez eas ganti rekord benel ar bed an tizh pa levias un nijerez dre zazloc'h De Havilland Vampire "Mistral" da 855,92 km/h keitat ; pilet e voe rekord al levierez stadunanat Jacqueline Cochran (19061980), a c'houlennas ma vije deroet an Harmon Trophy 1952 d'al levierez c'hall, ar pezh a voe graet ; d'an 20 a viz Mae 1953 e tistroas ar rekord gant J. Cochran avat pa nijas da 1 050 km/h war bourzh un F-86 Sabre. [2] Tri miz goude, d'ar 15 a viz Eost, e voe J. Auriol an eil maouez er bed o tremen dreist moger ar son (Mach 1, da lavarout eo 1 224 km/h en aer da 15 °C) war bourzh ur Mystère II ; J. Cochran e oa bet ar vaouez kentañ, d'an 18 a viz Mae, gant he F-86 dija. Setu al levierez c'hall e-touez an nebeudig a dud o devoa tizhet Mach 1, hag adarre ez eas an Harmon Trophy ganti.

D'an 20 a viz Ebrel 1954 e voe degemeret Jacqueline Auriol e Skol an nijerien-arnodiñ, an EPNR ma voe brevedet d'an 18 a viz Du 1955, ar pezh a zigoras dezhi dorioù didreuzus Kreizenn an nijadennoù arnod (CEV) e Brétigny-sur-Orge.
E miz Mae 1955 ivez, p'edo J. Cochran beskadoriadez an FAI e tisklêrias ne vije mui a rekordoù evit ar merc'hed adalek ar 1añ a viz Mezheven – un doare da virout he lesanv Primañ mouez ar bed ; da zerc'hent an deiziad-se, d'an 31 a viz Mae, e nijas J. Auriol da 1 151 km/h o leviañ un Mystère IV, ar pezh a redias J. Cochran da zistreiñ war he giz. Hag un trede Harmon Trophy evit Jacqueline Auriol. Bloaz goude e voe darbet dezhi mervel ouzh stur he Mystère IV a oa oc'h ober troelladenn ; dont a reas a-benn da vestroniañ an ardivink ha da bradañ dibistig e Brétigny.

Ijinet e oa bet Brezel an div Jacqueline gant ar gazetennerien, met mignonezed e chomas Cochran hag Auriol daoust d'ar c'hevezerezh, a voe adlañset d'an 22 a viz Mezheven 1962 pa levias J. Auriol ur Mirage III-C da 1 850,2 km/h ; ne voe ket daleet respont an Amerikanez : d'ar 1añ a viz Mae1963 e nijas da 1 937,15 km/h ; adtapet e voe ar rekord gant ar C'hallez d'ar 14 a viz Mezheven gant 2 038,70 km/h. D'ar 1añ a viz Mezheven 1964 e levias J. Cochran ul Lockeed F-104G Starfighter da 2  097 km/h. Aet ar maout ganti hag oadet 58 vloaz e paouezas an Amerikanez veur da gevezañ.

D'ar 5 a viz Mae 1966 ez eas ur rekord all gant Jacqueline Auriol, hini an tizh a Bariz da Abidjan (Aod an Olifant).

Goude 20 vloaz en Aerlu, 5 000 eurvezh nij enno 2 000 evel levierez-arnodiñ tremen 140 nijerez ha biñsaskell a bep doare ez eas Jacqueline Auriol war he leve. Anvet e voe da gadoriadez Kevredigezh Mignoned Maryse Bastié.
D'an 11 a viz C'hwevrer ez eas da Anaon e Pariz.

Rekordoù

Seizh rekord etrebroadel a voe enrollet war anv Jacqueline Auriol gant ar Fédération aéronautique internationale / World Air Sports Federation.

Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C-1 [3] Tizh war 100 km 818,18 km/h 12 Mae 1951 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 855,92 km/h 21 Kerzu 1952
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 1 151 km/h 31 Mae 1955
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 850,2 km/h 22 Mezheven 1962
2 038,70 km/h 14 Mezheven 1963
C-1g [4] Tizh war amred kloz 2 000 km, digargad 819,13 km/h 15 Mae 1965 Enrollet – A dalv c'hoazh
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad 859,51 km/h 10 Mezheven 1965

.

Enorioù

  • 1951, 1952, 1953, 1955 ha 1956 : Harmon Trophy ar gwellañ levierez er bed.
  • 1952 : Grand Officier de la Légion d'honneur
  • 1962 : Commandeur de l'Ordre du Mérite sportif
  • 1963 : Priz Icare an AJPAE
  • 1997 : Grand-Croix de l'Ordre national du Mérite
  • Medalenn aour an Aéro-club de France
  • Medalenn aour an FAI
  • Un timbr 4 en enor da Jacqueline Auriol a voe embannet e Bro-C'hall e 2003. [5]

Levrlennadur

  • (fr) AURIOL, Jacqueline : Vivre et voler, Flammarion, 1968
  • (fr) NOETINGER, Jacques : L'aviation – Une révolution du XXème siècle, Nouvelles Éditions Latines, 2005 (ISBN 978-2-7233-2058-0)
  • (fr) POIRIER, Jean-Pierre : La véritable Jacqueline Auriol, Pygmalion, 2005 (ISBN 978-2-85704-970-8)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) Harmon Trophy. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. NOETINGER, Jacques, op. cit.
  3. Nijerezioù.
  4. Nijerezioù 9 000 – 12 000 kg a bouez enno pa zibradont.
  5. (fr) WikiTimbres. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Jacqueline Cochran

War-dro 1940
Ganedigezh Bessie Lee Pittman
11 Mae 1906
Muscogee
Florida Florida
Marv 9 Eost 1980
Indio
Kalifornia
Broadelezh  Stadunanat

Micherioù Levierez
Den a aferioù
Kazetennerez

Breved 1932
Lesanv The Speed Queen'
("Rouanez an Tizh")

Jacqueline "Jackie" Cochran, bet ganet Bessie Lee Pittman d'an 11 a viz Mae 1906 e Muscogee (Florida) [1] hag aet da Anaon d'an 9 a viz Eost 1980 en Indio (Kalifornia), a oa ul levierez stadunanat ; ar c'hentañ maouez er bed o terriñ moger ar son e voe.
Un diaraogerez e voe en nijerezh, hag unan eus levierezed pennañ he amzer : pemp Harmon Trophy a voe deroet dezhi. Brudet eo ar c'hevezerezh etrezi hag al levierez c'hall Jacqueline Auriol evit an titl a "herrekañ maouez er bed".
Pouezhus e voe he roll e stummadur merc'hed ar Women's Auxiliary Army Corps (WAAC, oberiant 1942-1978) hag ar Women Airforce Service Pilots (WASP, oberiant 19431944).
Un niver bras a rekordoù er bed a yeas gant Jacqueline Cochran etre 1937 pa oa 31 bloaz ha 1964 pa oa 58 vloaz : 3 rekord hed, 4 rekord uhelder ha 45 rekord tizh, da lavarout eo 52 rekord en holl.

Yaouankiz

Pempvet bugel Mary Grant hag he fried Ira Pittman, ur saver milinoù hag a veaje a gêr da gêr e oa Bessie Lee, bet ganet d'an 11 a viz Mae 1906 e Muscogee, Florida, a zo hiziv ur gêr dasmant e Pensacola.
E deroù ar bloavezhioù 1920, pa oa-hi 13 pe 14 vloaz hervezi [2] e timezas gant Robert Cochran hag e c'hanas ur mab anvet Robert ivez, a varvas e 1925 en e bempvet bloavezh ; goude torret an dimeziñ e tibabas Bessie Lee Pittman bezañ anvet Jacqueline "Jackie" Cochran. E Pensacola e kavas labour evel kenedourez kent mont da New York e 1929 da labourat en ur saloñs eus ar re cheuc'hañ. Buan e fellas dezhi krouiñ he linennad gwezeladoù.

E 1932 e voe profet dezhi un nijadenn gentañ, hag entanet e voe ; en hevelep bloaz e kejas ouzh an alvokad ha greantour Floyd Bostwick Odlum (18921976), a ginnigas he skoazellañ da ziorren he staliad gwezeladoù hag he alias da zeskiñ leviañ un nijerez. En bloaz-se end-eeun e tremenas Jacqueline teir sizhunvezh e Roosevelt Flying School e New York, ma tapas he breved – etre 8 ha 12 sizhunvezhiad kentelioù e oa ar geidenn d'ar mare-se, hag en eil devezh e nije en he unan dija.

E 1935 e torras Floyd B. Odlum e zimez kent hag e 1936, oadet 44 bloaz, ez euredas gant J. Cochran, a oa 30 vloaz ; he fried e chomas betek deiz diwezhañ e vuhez. D'ar mare-se e tiazezas J. Cochran he embregerezh gwezeladoù, Jacqueline Cochran Incorporated, a reas berzh buan en abeg d'ar bruderezh graet gant al levierez a nije a-dreuz ar vro war bourzh he nijerez dezhi da vrudañ he c'henderc'hadoù ; dont a reas he fried a-benn da lakaat Marilyn Monroe da erbediñ ar gwezeladoù Wings of Beauty ("Eskell ar Gened") [3] hag e 1947 e voe ti Jacqueline Cochran ingaler nemetañ ar gwezeladoù Nina Ricci en SUA. [4]

Levierez

E miz Here 1934 e voe Jacqueline Cochran unan eus an teir maouez hag a gemeras perzh er redadeg-nij MacRobertson Air Race eus Mildenhall (Suffolk) e Bro-Saoz da Velbourne en Aostralia gant arsavioù ret e Baghdad (Irak), Allahabad (India), Singapour, Darwin (Aostralia) ha Charleville en Aostralia ivez ; al levierez saoz Amy Johnson hag un dreizhadez anvez E. Lay e oa an div vaouez all. Gant ar mekanikour W. Smith Pratt e nijas J. Cochran war bourzh un ardivink Grnville R-6H ; ned ejont ket pelloc'h eget Bukarest avat, rak torret e voe dirouderioù an nijerez pa bradas eno.

E 1937 e voe ar vaouez nemeti o kemer perzh er Bendix Trophy Los AngelesCleveland, ha gant al levierez Amelia Earhart e labouras evit ma vije digoroc'h ar redadeg-se d'ar maouezed ; er bloaz-se e tapas J. Cochran rekord an tizh a-hed 3 km gant 470,40 km/h hag an Harmon Trophy stadunanat (gant Jean Batten ez eas an hini etrebroadel). Bloaz goude e c'hounezas ar Bendix Trophy hag e voe deroet dezhi he Harmon Trophy etrebroadel kentañ.

Eil Brezel-bed
J. Cochran o reiñ an Divaskell d'ul levierez nevez er WASP, 03/07/1943

Pa darzhas an Eil Brezel-bed e miz Gwengolo 1939 e skrivas Jacqueline Cochran da Eleanor Roosevelt, a oa FLOTUS d'ar mare-se hag oberiant war an difenn gwirioù ar merc'hed en SUA, evit goulenn ma vije krouet ur rannarme levierezed en U.S.A.F. ; ar merc'hed-se a sammje kement nijadenn nann-brezelour evit ma c'helljed kas ar wazed d'an talbenn diouzh ezhomm. Goulenn a reas ivez bezañ lakaet e penn ar rannarme nevez, a-live gant penn ar WAAC. En hevelep bloaz e skrivas ivez da benn an Air Corps Ferrying Command (ACFC), a oa karget da zezougen lizheroù ha nijerezioù e diabarzh an U.S.A.F., evit ma vije graet al labour gant merc'hed, bepred gant ar sell disammañ ar wazed hag o c'has d'an talbenn. Penn an ACFC a c'houlennas diganti renabliñ levierezed SUA : anvioù, niver a eurvezhioù nij, barregezhioù, c'hoant da nijal evit SUA, ha buhezskrid. Dre furchal fichennaouegoù ar Civil Aeronautics Administration e teuas J. Cochran a-benn da zastum an titouroù rekis. [5]
E miz Mezheven 1941 e voe krouet an Army Air Force (AAF), an Aerlu stadunanat ; ar penn anezhañ a ouie e oa levierezed oc'h ober labour mat er British Air Transport Auxiliary (A.T.A.) en R.A.F. ar Rouantelezh-Unanet, setu e c'houlennas digant Jacqueline Cochran kas ganti ur strollad levierezed a-zoare da welout penaos en em denne Breizhveuriz – ha goude he distro e vije divizet a-zivout levierezed en AAF ; neuze e voe J. Cochran ezel eus an aozadur Wings of Britain hag a gase nijerezioù amerikan da Vreizh-Veur a-raok ma kemerje SUA perzh er brezel-bed ; dre-se e voe ar vaouez kentañ o leviañ ur bombezer a-dreuz ar Meurvor Atlantel, d'ar 1añ a viz Gouere 1941 – ul Lockheed A-29 Hudson e oa. [6] Tuta 76 levierez a reas J. Cochran, hogos an holl tremen mil eurvezh nij en o chakod ; 25 anezho a dremenas arnodoù strizh an AAF hag e miz Meurzh 1942 ez ejont gant J. Cochran da emezelañ en A.T.A. ; d'ar renk a Flight Captain (Squadron Leader en RAF, Major en U.S.A.F., lieutenant-colonel en Aerlu gall) e voe anvet J. Cochran en A.T.A goude un nebeud mizvezhioù.
E-keit ha m'edo Cochran e Breizh-Veur, e miz Gwengolo 1942, e tivizas penn an AAF krouiñ an unvez Women's Auxiliary Ferrying Squadron (WAFS) ma voe bodet 29 maouez renet gant al levierez-arnodiñ Nancy Harkness Love. Pa glevas Jacqueline Cochran e vije karget al levierezed-se da zezougen nijerezioù miourel e tistroas da SUA, ma labouras evit ma vije fiziet kefridioù pouezusoc'h d'ar merc'hed. D'ar 15 a viz Gwengolo 1942 e voe krouet ar Women's Flying Training Detachment (WFTD), renet ganti ; e miz Eost 1943 e voe kendeuzet gant ar WAFS da sevel ar WASP renet gant J. Cochran, rann an dezougen o chom dindan urzhioù Nancy Harkness Love. Kantadoù a levierezed a voe stummet e Texas dindan evezh Cochran adalek miz Eost 1943 betek miz Kerzu 1944.

Pa voe divodet ar WASP e miz Kerzu 1944 ez eas Jacqueline Cochran da zoaretaerez ; edo war bourzh an USS Missouri d'an 2 a viz Gwengolo 1945 pa voe sinet kodianidigezh Impalaeriezh Japan gant Shigemitsu Mamoru, maodiern an Aferioù estren, ar jeneral Umezu Yoshijirō, penn Lu Impalaeriezh Japan hag ar jeneral stadunanat Douglas MacArthur, a oa e penn ar Gevredidi ; Cochran a voe ar c'hentañ Amerikanez o lakaat troad e Japan goude ar brezel. Pelloc'h e kendalc'has gant he labour en Alamagn, Rusia ha Sina ; edo e Prosezioù Nürnberg ivez.
Er bloaz-se e voe deroet an Distinguished Service Medal da Jacqueline Cohran en enor d'he servijoù, petra bennak ma ne oa ket-hi ezel eus al Lu stadunanat. [7]

Goude 1945 e kendalc'has J. Cochran gant he embregerezh gwezeladoù hag he micher levierez-arnodiñ – biskoazh n'he devoa paouezet ganto e-pad ar brezel : berzh a rae an embregerezh, ha perzh a gemeras al levierez er c'hemmadennoù bras a voe degaset d'ar bombezer Martin B-26 Marauder – a veze lesanvet Widowmaker ("Farder intañvezed") ken dañjerus ma oa – hag e adkrogas gant an nijadegoù. Gant he c'hozh Beechcraft D17W eus 1937 e nije eus Texas m'edo ar WASP betek sez he embregerezh e New York hag he labouradeg en New Jersey.
D'an 9 a viz Gwengolo 1949 ez emezelas en United States Air Force evel letanant-koronal adarme ; da goronal e voe anvet e 1969 kent mont war he leve e 1970.

Adalek ar bloavezhioù 1940 betek re 1970 e nijas Jacqueline Cochran buanoc'h, uheloc'h ha pelloc'h eget forzh pe levierez pe nijer. Tapet e voe avat pan erruas oadvezh an nijezioù dre zazloc'h : berzet e oant d'ar maouezed er Stadoù-Unanet. Hag hi tost da 50 vloaz e vennas al levierez kaout un tañva, setu ez eas da Ganada ma voe tutet gant ar farder nijerezioù Canadair [8] ; goude-se e voe gopret evel levierez-arnodiñ gant Northrop Corporation ha Lockheed Corporation – an tri embregerezh-se a farde nijerezioù de zazloc'h, setu kavet ganti an dro da leviañ herrekañ ardivinkoù ar mare.
D'an 20 a viz Mae 1953 en em gavas J. Cochran e dezerzh New Mexico, ma tibradas en ur jet Canadair F-86 Sabre a lakaas da bignat betek 45 000 troatad (13 716 metr) kent splujañ war-du an douar ha tremen dreist moger ar son (Mach 1, da lavarout eo 1 224 km/h en aer da 15 °C) – ar vaouez kentañ en Istor oc'h ober kement all. Ne oa ket bet enrollet an nijadenn gant an tour kontrollañ, setu e tremenas un eil gwech evit ma vije ur rekord ofisiel ; pilet neuze e voe rekord tizh ar bed ar C'hallez Jacqueline Auriol, bet tapet d'an 21 a viz Kerzu 1952 war bourzh un nijerez dre zazloc'h De Havilland Vampire "Mistral" gant 855,92 km/h a dizh keitat. Div sizhun war-lerc'h e levias adarre J. Cochran da Vach 1 en unan eus an div nijerez a voe filmet gant Paramount ; kollet e voe an enrolladenn avat pa darzhas ar c'hamera abalamour da zaou drouz dreistson an ardivinkoù.

Kadoriadez ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI/WASF) e voe adalek 1958 betek 1960, ar vaouez nemeti o terc'hel ar post-se.

Adalek miz Eost betek miz Here 1961, pa oa-hi 55 bloaz hag o labourat evit Northrop, e tapas Jacqueline Cochran meur a rekord hed, tizh hag uhelder o leviañ un nijerez dre zazloc'h Northrop T-38A-30-NO Talon marilhet 60-0551 ; d'an 12 a viz Here ez eas daou rekord ganti : uhelder un nijadenn a-blaen (16 841 m) hag an uhelder rik (17 091m). [9]

Mercury 13

J. Cochran o vout anvet da evit an NASA, 30/11/1960

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Mercury 13 eo al lesanv a voe roet da drizek maouez a gemeras perzh en ur raktres prevez da gas merc'hed en egor, distag diouzh raktres Mercury an NASA ma voe gourdonet seizh gwaz – ar Mercury 7 – adalek an 9 a viz Ebrel 1959.
Evit bezañ degemeret da zanvez astraerien en NASA e veze diuzet gwazed diouzh ar 7 dezverk-mañ :

  1. bezañ yaouankoc'h eget 40 vloaz ;
  2. bezañ bihanoc'h eget 1,80 m ;
  3. bezañ yac'h-pesk ;
  4. kaout un aotreegezh ;
  5. kaout un diplom digant ur skol nijourien-arnodiñ ;
  6. kaout 1 500 eurvezh nijal da nebeutañ ;
  7. bezañ brevedet war nijerez dre zazloc'h.

Tremen an hevelep arnodennoù ha gwazed an NASA a voe rekis d'an 13 maouez, en o zouez al levierez stadunanat Jerrie Cobb hag a stourmas a-hed he buhez evit ma vije anavezet barregezh ar merc'hed.
A-du gant Mercury 13 ha J. Cobb e savas J. Cochran er penn-kentañ ; alierez an NASA e voe adalek an 30 a viz Du 1960 avat, ha pa verzas e oa Mercury 13 o vont war-raok e labouras evit ma ne vije raktres ebet a-vaez d'an NASA – dreist-holl e felle dezhi chom gwellañ levierez ar bed [10] ; e 1962 e voe paouezet gant ar raktres prevez.

Politikerezh

Tomm ouzh ar Strollad Republikan eo bet Jacqueline Cochran a-hed he buhez. E 1952, hi hag he fried a skoazellas sevel ur vodadeg veur e Madison Square Garden, New York City, evit skorañ koulzad prezidantel Dwight D. Eisenhower. Filmet e voe ar vodadeg, ha J. Cochran a levias d'e gas da vurevioù Eisenhower e Bro-C'hall.
E 1956 en em ginnigas evel dilennadez republikan 29vet distrig Kalifornia e Kongres ar Stadoù-Unanet, dindan an anv Jacqueline Cochran-Odlum ; goude bezañ gounezet dilennadeg-diabarzh ar strollad republikan e kollas an dilennadeg prezidantel (48,5%) e-tal an demokrat Dalip Singh Saund (51,5%). Ker ral a wech e kolle J. Cochran tra pe dra ma voe bec'hiet gant ar c'hwitadenn-se a-hed an nemorant eus he buhez.

En he zi en Indio, Kalifornia, e varvas Jacqueline Cochran d'an 9 Eost 1980, oadet 74 vloaz. An anv Jacqueline Cochran Regional Airport (kod IATA : TRM) a voe roet da aerborzh Thermal e Coachella Valley, Kalifornia ; e Coachella Valley Public Cemetery emañ bez al levierez. [11]

Rekordoù

Jacqueline Cochran a voe al levierez kentañ er bed war meur a dachenn en nijerezh : leviañ ur bombezer dreist ar Meurvor Atlantel (e 1941), leviañ un nijerez dre zazloc'h eus SUA da Europa, pradañ war un douger-nijerezioù ha dibradañ diwarnañ, pradañ en dallentez (dre ardivinkoù ar bourzh), leviañ a-us 20 000 troatad (16 841 m) gant ur maskl oksigen, ha kemer perzh er Bendix Trophy.
Ganti ez eus muioc'h a rekordoù er bed eget gant forzh pe zen bev pe varv.

52 rekord etrebroadel evit ar merc'hed a voe enrollet war anv Jacqueline Cochran gant ar Fédération aéronautique internationale / World Air Sports Federation.    
Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C [12] Tizh a-hed 3 km 470,40 km/h 21 Gwengolo 1937 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 1000 km 492,34 km/h 15 Gwengolo 1939
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 460,95 km/h 28 Gwengolo 1939
Tizh a-hed 2 000 km 533,85 km/h 6 Ebrel 1940
Tizh a-hed 100 km 470,90 km/h 20 Ebrel 1940
C-1f [13] Tizh war amred kloz 100 km, digargad 755,67 km/h 10 Kerzu 1947 Enrollet – A dalv c'hoazh
C-1 [14] Tizh a-hed 3 km 663,05 km/h 17 Kerzu 1947 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 2 000 km, digargad 720,13 km/h 22 Mae 1948 Enrollet – Dilametabaoe dre gemmadenn er reolenn
Enrollet – Pilet abaoe
C Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad 693,78 km/h 24 Mae 1948 Enrollet – Pilet abaoe
C-1 Enrollet – Dilamet dre gemmadenn er reolenn
Tizh war amred kloz 500 km, digargad 703,38 km/h 29 Kerzu1949 Enrollet – Dilametabaoe dre gemmadenn er reolenn
Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 737,34 km/h 9 Ebrel 1951 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 050,18 km/h 18 Mae 1953 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 500 km, digargad 950,032 km/h 23 Mae 1953 Enrollet – Pilet abaoe
Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Uhelder 14 377 m 24 Mae 1953 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 1 067,68 km/h 3 Even 1953 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
1 358,6 km/h 24 Eost 1961 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 1 000 km, digargad 1 028,99 km/h 8 Gwengolo 1961
Hirañ amred 2 166,77 km 15 Gwengolo 1961
Hed 2 401,78 km 18 Gwengolo 1961
Uhelder un nijadenn a-blaen 16 841 m 2 Here 1961 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 262,19 km/h 6 Here 1961 Enrollet – Pilet abaoe
Uhelder un nijadenn a-blaen 16 841 m 12 Here 1961
Uhelder 17 091 m
Tizh a-hed un tennad raganavezet 564,88 km/h 22 Ebrel 1962
822,69 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
564,88 km/h
728,26 km/h Enrollet – Pilet abaoe
558,50 km/h
746,22 km/h
558,50 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
749,11km/h Enrollet – Pilet abaoe
565,45 km/h
822,69 km/h
565,45 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
816,32 km/h Enrollet – Pilet abaoe
Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Hed 3 661,33 km Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed un tennad raganavezet 728,26 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
562,56 km/h Enrollet – Pilet abaoe
746,22 km/h Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
562,56 km/h
749,11 km/h
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 2 048,88 km/h 12 Ebrel 1963 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 1 937,15 km/h 1 Mae 1963
Tizh a-hed 15/25 km war-eeun 2 300,23 km/h 11 Mae 1964
Tizh war amred kloz 100 km, digargad 2 097,27 km/h 1 Even 1964
Tizh war amred kloz 500 km, digargad 1 814,37 km/h 3 Even 1964

Enorioù

Milourel
  •   U.S. Air Force Command Pilot Wings
  •   Women Airforce Service Pilots Badge
  •   U.S. Army Distinguished Service Medal
  •   Legion of Merit
  •   Distinguished Flying Cross
  •   American Campaign Medal
  •   World War II Victory Medal
  •   National Defense Service Medal
  •   Armed Forces Reserve Medal
All

Levrlennadur

  • (en) COCHRAN, Jacqueline (1954) : The Stars at Noon, Ayer Co Pub, 1979 (ISBN 978-0-405-12156-2)
  • (en) PITTMAN AYERS, Billie & DEES, Beth : Superwoman Jacqueline Cochran – Family Memories about the Famous Pilot, Patriot, Wife & Businesswoman, First Book Library, 2001 (ISBN 978-0-7596-6763-1)
  • (en) NOLEN, Stephanie : Promised the Moon: The Untold Story of the First Women in the Space Race, Four Wall Eight Windows, 2003 (ISBN 978-1-56858-275-7)
  • (en) BROCKERMAN, Steven : Jackie Cochran: American Athena, Capitalism Magazine, 2006 – Rann 1 & Rann 2
  • (en) SPREKELMEYER, Linda : These We Honor – The International Aerospace Hall of Fame, San Diego Air and Space Museum, 2006 (ISBN 978-1-57864-397-4)
  • (en) SMITH-DAUGHERTY, Rhonda : Jacqueline Cochran – Biography of a Pioneer Aviator, McFarland, 2012 (ISBN 978-0-7864-6275-9)

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. Pittman Ayers & Dees, op. cit.
  2. En he buhezskrid The Stars at Noon ez embannas bezañ bet ganet etre 1905 ha 1908, ha na c'houzout resis abalamour ma oa bet un emzivadez bet kemeret da verc'h gant ar re Bittman. E levr he nizez B. Pittman Ayers avat ez eo sklaer ez ijinas J. Cochran an darn vrasañ eus istor he bugaleaj, petra bennak ma chomas tost d'ar re Bittman a-hed he buhez.
  3. Brudet eo he ruz-muzelloù e Gentlemen Prefer Blondes, 1953 ; gwelit cite web|url=https://www.imdb.com/title/tt0045810/videogallery?ref_=tt_ov_vi_sm%7Ctitle=Internet Movie Database|accessdate=24 Mezheven 2019}}
  4. Nina Ricci. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. COCHRAN, J., op. cit.
  6. (en) A Timeline of Women in Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  7. (en)Distinguished Service Award to Jacqueline Cochran 01/03/1945. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  8. A zo Bombardier Aerospace abaoe 1986.
  9. (en) This Day in Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (en) ACKMANN, Martha : The Mercury 13 – The True Story of Thirteen Women and the Dream of Space Flight, Random House, 2004 (ISBN 978-0-375-75893-5)
  11. 11,0 ha11,1 Find A Grave
  12. Nijerezioù gant ur c'heflusker
  13. Nijerezioù etre 6 000 ha 9 000 kg a boez enno d'an dibradañ.
  14. Douarnijerezioù (n'int ket dournijerezioù).
  15. (fr) GeoHack
Elgen Long

War-dro 1972
Ganedigezh 12 Eost 1927
McMinnville, Oregon Oregon
Broadelezh  Stadunanat

Micher Nijer
Loman
Ijinour enklasker
Skrivagner

Internet www.elgenlong.com
PBY Catalina (1942–43)
Ur PBY Catalina
Ur PB2Y Coronado (1940–41)
Ur PB2Y Coronado

Elgen Marion Long (McMinnville, Oregon, 12 a viz Eost 1927) zo un nijer hag ul loman stadunanat brudet dre e nijadenn tro-dro d'ar bed dreist Pennahel an Norzh ha Pennahel ar Su e 1971, ha dre e enklask a-zivout steuziadur al levierez Amelia Earhart er Meurvor Habask e 1937.

Buhez

Goude bezañ bet skoliataet betek e bemzekvet bloaz, e 1942, ez emezelas Elgen Long en US Navy ma voulc'has e respet en nijerezh : er skingomz da gentañ, evel loman da c'houde hag evel nijer en diwezh ; war-dro 55 000 eurvezh nij zo en e chakod.

E dibenn an Eil Brezel-bed e nijas E. Long tremen kant gwech war bourzh nijerezioù Consolidated Aircraft PBY ha PB2Y a-hed hag a-dreuz ar Meurvor Habask da evezhiañ fiñvoù lu Impalaeriezh Japan ; goude an arsav-brezel e miz Eost 1945 e voe kaset da nijal a-us ar staliadurioù japanat war Enez Formoza (Taiwan hiziv) da c'houzout ha tennet e vije warnañ pe doujet e vije da sinadur an Impalaeriezh.

Goude ar brezel, d'an 12 a viz Mae 1946, e timezas Elgen Long gant Marie Katherine Kurilich eus Cleveland (Ohio) ; a-hed o buhez e labourjont kevret, betek marv Marie e 2003.
Adkregiñ gant e studioù a reas Elgen a-benn tapout un diplom en aerlestrerezh hag ur breved mekanikour nijerezed. Petra bennak ma oa echu an Eil Brezel-bed e chome meur a dachenn-emgann er bed, ha kaset e voe da saveteiñ repuidi dre o c'has dre nijerez ; paotr ar skingomz e voe da gentañ, loman da goude, ha nijer e-pad 40 vloaz er Reter-Nesañ, en Israel, Hungaria, Korea, Sina, Viêt-Nam ha Yemen. E-keit-se e voe stummet e Kalifornia evit mont da enklasker a-c'houde gwallzarvoudoù c'hoarvezet gant nijerezioù.

E 1971, hag eñ 44 bloaz, e nijas Elgen Long en e unan war bourzh ur PiperPa-31Navajo e-pad 215 eurvezh a-hed 28 devezh d'ober tro ar bed dre an daou benn-ahel en ur ober gant un ardivink lomaniñ nevez. Bloaz goude e voe deroet dezhañ Medalenn aour ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI/WASF) e Pariz, ha Priz Meur an Institute of Navigation.

Goude-se e tivizas E. Long hag e wreg beajiñ dre ar bed evit atersiñ an dud hag o devoa kemeret perzh pe berzh e nijadenn Amelia Earhart. Gant ar fondezon SeaWord e Cape Porpoise (Maine) emañ ar roadennoù hag atersadennoùo deus dastumet e-pad 35 bloaz. Diwar kement-se e savas ar c'houblad an damkanadenn Crash and Sank Theory : aet beol an trelosk da hesk e rankas Amelia Earhart morañ ; pa ne oa ket al Lockheed un dournijerez e sankas er mor ha beuzet e voe ar skipailh ; emañ ar peñse war strad ar meurvor, ur 700 m bennak dindan ar gorre. [1]. Bremañ c'hoazh emañ Elgen Long o labourat evit kavout Amelia Earhart.

Rekordoù ofisiel

Tri rekord hepken zo bet enrollet gant an FAI diwar ar15a zo bet tapet gant Elgen Long.

Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C-1e [2] Tizh etre pennoù-ahel an Douar 59,709 km/h 22 Du 1971 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Tizh etre 2 boent war ar c'heheder dreist ur penn-ahel 65,328 km/h 28 Du 1971
Tizh tro-dro d'ar bed dreist pennoù-ahel an Douar 93,05 km/h 3 Kerzu 1971

Liammoù diavaez

Notennoù

  1. (en) Crash and Sank Theory. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. Nijerezioù etre 3 000 ha 6 000 kg a bouez enno d'an dibradañ.
Amelia Earhart

D'ar 5 a viz Meurzh 1935
Ganedigezh 24 Gouere 1897
Atchison, Kansas Kansas
Steuziadur 2 Gouere 1937
Meurvor Habask
Statud Disklêriet marv in absentia
Broadelezh  Stadunanat
Lesanvioù Lady Lindy
Queen of the Air

Micherioù Levierez
Skrivagnerez

Breved FAI niv. 6017, 16 Mae 1923

Internet www.ameliaearhart.com/

Amelia Mary "Meeley" Earhart ([ˈɛərhɑ:rt]), bet ganet d'ar 24 a viz Gouere 1897 en Atchison (Kansas), steuziet er Meurvor Habask d'an 2 a viz Gouere 1937 ha disklêriet marv d'ar 5 a viz Genver 1939, a oa ul levierez hag ur skrivagnerez stadunanat ; ar c'hentañ maouez er bed o leviañ en he unan dreist ar Meurvor Atlantel e voe.
Meur a rekord a yeas ganti, ha berzh a reas he levrioù diwar-benn he nijadennoù. Pouezus e voe he ferzh e savidigezh The Ninety-Nines (The 99s), a zo ur gevredigezh levierezed etrebroadel staliet en Oklahoma City.

Pa oa o klask leviañ tro ar bed gant he loman e 1937 e voe kollet roud eus o nijerez dreist ar Meurvor Habask e-kichen Enez Howland.

Yaouankiz

Amelia war-dro 1901

Amelia Earhart a voe ganet d'ar Yaou 24 a viz Gouere 1897 d'an alvokad Samuel "Edwin" Stanton Earhart (18671930) ha d'e wreg Amelia "Amy" Otis (18691962) en Atchison (Kansas), e ti he zud-kozh a-berzh mamm, ar banker Alfred Gideon Otis hag e wreg Amelia Josephine Harres.
E 1907 e voe kaset an tad da labourat e Des Moines (Iowa) gant e implijer, ar Rock Island Railroad ; d'e heul ez eas e bried, en ur lezel Amelia hag he c'hoar Muriel (18991998) e ti an dud-kozh en Atchison. Eno e voent skoliataet gant o mamm-gozh hag ur c'houarnerez. E Des Moines e welas Amelia un nijerez e 1908, pa oa-hi dek vloaz ; nac'hañ a reas an nijadenn gentañ a voe kinniget dezhi gant he zad. E 1909 ez eas an div blac'h da chom gant o zud en Iowa, ma'z ejont d'ur skol evit ar wech kentañ ; 12 vloaz e oa Amelia, ha 10 vloaz he c'hoar.

Finborte a rae an tiegezh, a brenas un ti nevez hag a c'hopras mevel ha matezh, pa voe merzhet e oa troet an tad da vezvier ; e 1914, hag eñ oadet 47 vloaz, e voe rediet gant Rock Island Railroad da vont war e leve. Petra bennak ma klaskas an alvokad bezañ pareet diouzh e gleñved ne voe biskoazh adc'hopret gant Rock Island Railroad. D'ar mare-se e varvas Amelia Josephine Harres, he devoa lakaet al lodenn eus he madoù a yaje gant he merc'h dindan gward gant aon ma vije drouziviet gant Samuel S. Earhart ; gwerzhet e voe an ti ha kement a oa e-barzh.
E 1915 e kavas an tad labour er Great Northern Railway e Saint Paul (Minnesota) ; eno ez eas Amelia Earhart d'al lise. En hevelep bloaz e c'houlennas Samuel bezañ anvet e Springfield (Missouri) en ur post a oa dalc'het gant un den hag a oa o vont war e leve ; berr avat e voe tad Amelia pa zistroas an den war e ziviz : da 48 vloaz en em gavas Samuel dilabour. Ar vamm a gasas an div blac'h ganti da Chicago da vevañ gant mignoned. Eno e klaskas Amelia ul lise dereat da studiañ ar skiantoù ; goude ur bloavezh digenvez en Hyde Park High School e voe diplomet e 1916. Goude-se ez eas da skol-veur Ogontz School e Rydal (Pennsylvania), hogen ne echuas ket ar studioù.

Da vare Nedeleg 1917 ez eas Amelia Earhart da Doronto davet he c'hoar. Eno e welas gloazidi o tistreiñ eus ar Brezel-bed kentañ, ar pezh he c'hasas da vezañ stummet evel klañvdiourez gant ar Groaz Ruz kent mont da labourat gant ar Voluntary Air Detachment en ospital milourel Toronto.

Pa voe tizhet Toronto gant kleñved-bed ar grip e 1918 e voe ret da Amelia Earhart labourat noz ha deiz, kement ha ken bihan ma voe tizhet ivez e miz Gwengolo gant skeventfo ha sinusit. Klañvadez e chomas en ospital adalek deroù miz Du betek diwezh ar bloavezh. Dre ma ne oa ket eus bevastalerioù d'ar mare-se e voe oberataet meur a wech, en aner avat daoust d'ur bloavezh diskuizh a dremenas e ti he c'hoar e Northampton (Massachusetts). Gant sinusit henek e voe bec'hiet a-hed an nemorant eus he buhez.

E dibenn he fredad diglañvadur, e 1919 pa oa 22 vloaz, en em brientas Amelia da vont d'ar skol-veur Smith College e Northampton ; kemmañ he mennozh a reas avat, ha mont da New York e Columbia University ma studias ar vezegiezh. Bloaz goude e paouezas gant he studioù da vont gant he zud, a veve kevret en-dro e Long Beach (Kalifornia).
Eno, d'an 28 a viz Kerzu 1920, e tapas Amelia Earhart he nijadenn gentañ (10 munutenn, 10 dollar) ; goude-se e tivizas mont da levierez. D'an 3 a viz Genver 1921 e kemeras he c'hentel gentañ digant al levierez Neta Snook (18961991), war bourzh un nijerez Curtiss JN-4 ; labourat a reas evit espern ar 1 000 dollar rekis evit ar c'hentelioù : luc'hskeudennerez, bleinerez sammgirri, berrskriverez, hag all.
C'hwec'h miz diwezhatoc'h e prenas Amelia Earhart he nijerez gentañ, un daoublaeneg Kinner Airster melen a lesanvas The Canary. Gant he familh e voe sikouret da baeañ evit an ardivink eil dorn-se.

D'an 22 a viz Here 1922, an danvez levierez a lakaas he nijerez kozh da bignat betek 14 000 troatad (4 267,2 m), ar pezh a voe rekord ar bed evit ar merc'hed.
D'ar 16 a viz Mae 1923 e voe Amelia Earhart ar 16vet maouez stadudanat brevedet gant ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI/WASF). [1]
Ne c'hallas ket Amelia Earhart bezañ ul levierez a vicher kerkent ha brevedet, rak rivinet e oa he ziegezh abalamour d'ur postadur en ur vengleuz gips hag a reas freuz-stal ; tamm-ha-tamm e oa aet he hêrezh digant he mamm-gozh da netra. Pa ne c'helle ket askorusaat he fostadur en nijerezh e werzhas Amelia The Canary hag e prenas ur c'harr-tan.
E deroù 1924 ez eas he sinusit war washaat hag oberataet e voe adarre, en aner avat. Klask a reas sevel meur a embregerezh, met ret e voe dezhi kavout un hent all. E 1924 ivez, da heul torridigezh dimez he zud, e kasas he mamm ganti en he c'harr da veajiñ eus Kalifornia betek Boston ; eno e voe oberataet Amelia a-nevez, gant muioc'h a verzh.
Goude diglañvaat e tistroas da Golumbia University, ma studias e-pad un nebeud mizvezhioù betek ma voe rediet da baouez dre ziouer a arc'hant. Da gelennerez ez eas neuze, kent mont e 1925 da labourerez sokial e Boston ; e Medford e bannlev Boston en em stalias, hag eno e kendalc'has da ober war-dro an nijerezh : emezelañ a reas e rann Boston an American Aeronautical Society, ma voe dilennet da veskadoriadez. Amelia Earhart eo a levias ar c'hentañ nijadenn ofisiel o tibradañ eus Dennison Airport e Quincy, Massachusetts e 1927.
Gopret e voe evel gwerzherez gant an embregerezh Kinner Aircrafts tro-dro da Voston ; kronikerez e voe ivez e kazetennoù rannvro Boston, ma klaskas luskañ an nijerezh. A-feur ma kreske he brud e rakwele sevel un aozadur a vodje levierezed.

Levierez

Dik a-raok dibradañ
war-du Europa
Maen-koun
e Porth Tywyn

Goude nijadenn Charles Lindbergh dreist ar Meurvor Atlantel e miz Mae 1927 e vennas Amy Phipps (1873-1959), anezhi ur vouezhiacherez dengarourez entanet gant an nijerezh ha gwreg d'ar politker saoz Frederick Guest (1875-1937), bezañ ar vaouez kentañ oc'h ober kement all evel levierez pe dreizhadez. Pa verzas e oa re zañjerus eviti e kinnigas skoazellañ ar raktres. Digant Amelia Earhart e voe goulennet mont kevret gant an nijer Wilmer Stultz (1900-1929) hag ar mekanikour Louis Gordon ; ne vije ket Amelia o leviañ eta, met karget e vije da zerc'hel deizlevr an nijadenn. D'ar 17 a viz Mezheven 1928 e tibradjont war bourzh ur Fokker F-VIIb/3m e Trepassey (Douar-Nevez ha Labrador) ; 20 eurvezh ha 40 munutenn diwezhatoc'h e pradjont e Porth Tywyn, Sir Gaerfyddin, e mervent Kembre.
Antronoz e nijas A. Earhart betek Southampton e Bro-Saoz. Eno e levias Avro Avian 594 Avian III G-EBUG] al levierez iwerzhonat Mary, Lady Heath (1896-1932) ; diwezhatoc'h e prenas an nijerez, a lakaas da gas da SUA dre vor.

Brud a c'hounezas Amelia Earhart en SUA : peogwir e tenne he dremm da hini Charles "Lucky Lindy" Lindbergh e krogas lod kazetennoù ha kelaouennoù d'ober Lady Lindy anezhi, ha Queen of the Air e voe al lesanv a voe roet dezhi gant United Press. Diouzhtu goude he distro d'ar gêr e voulc'has Amelia un droiad prezegennoù e 1928 ha 1929. P'edo o veajiñ e tivizas an embanner ha bruder George P. Putnam – a oa bet unan eus aozerien an nijadenn dreuzatlantel – brudañ Amelia dre un droiad prezegennoù all, ul levr bet skrivet ganti [2] ha pegañ he foltred war marc'hadourezhioù liesdoare evel malizennoù, pakadoù butun ha dilhad evit ar merc'hed.
Berzh bras a reas ar c'houlzad brudañ evit sankañ skeudenn Amelia Earhart e spered an dud. Tennañ splet eus kement-se a reas al levierez evit luskañ an nijerezh e metoù ar merc'hed : kenpennskriverez ar gelaouenn Cosmopolitan e voe e 1929. En hevelep bloaz e voe unan eus an dud hag a labouras evit ma vije diorroet aerlinennoù e diabarzh SUA ; kevret gant Charles Lindbergh e voe kannadez ar gompagnunezh Transcontinental Air Transport (TAT). Arc'hant ha moneiz a bostas da sevel an aerlinenn gentañ etre New York ha Washington D.C. ; anvet e voe da veskadoriadez National Airways hag a vere meur a aerlinenn e biz SUA.

Nec'het e oa Amelia Earhart gant he nijadenn dreuzatlantel avat, pa ne oa bet nemet un dreizhadez – fellout a rae dezhi tapout ur rekord "digousi". E miz Mezheven 1928 e oa bet an nijadenn vrudet, e miz Eost e oa bet embannet he levr, ha da zeiz diwezhañ ar miz-se end-eeun e tibradas gant he Avian 7083 e Rye (New York) war-du Los Angeles ha distro. [3] E 23 c'hêr ez arsavas evit nijal a-hed 8&nsp;850 km ar veaj. Ar vaouez kentañ er bed e voe o leviañ en he unan a-dreuz norzh SUA ha distro.

E 1929, A. Earhart a gemeras perzh er Women's Air Derby kentañ, un nijadeg evit al levierezed. D'an 18 a viz Eost e tibradas ar merc'hed eus [Santa Monica]] (Kalifornia) war-du Cleveland (Ohio), ma errujont d'ar 26 a viz Eost ; trede e rann an ardivinkoù ponner e voe Amelia e diwezh an nijadeg. Da heul an abadenn ez aozas bodageg veur an International Organization of Women Pilots (IOWP) a vod levierezed abaoe an 2 a viz Du 1929 ; dre ma teuas 99 maouez diwar ar 117 a oa ezel e teuas Ninety-Nines (99) da vout lesanv an IOWP.

Bloaz goude, e 1930, e voe Amelia Earhart e penn an 99 hag unan eus pennoù an National Aeronautic Association (NAA) ma labouras evit ma vije krouet rann rekordoù al levierezed ; heñvel a reas pelloc'h er WASF, eo an NAA un ezel diazezer anezhi.

Earhart ha Putman, 2 Ebrel 1931

D'ar 7 a viz C'hwevrer 1931 e timezas gant George P. Putman.
En hevelep bloaz e tapas Amelia rekord an uhelder pa gasas ur Pitcairn PCA-2 da 18 415 troatad (5 613 m).

Lockheed Vega 5B Amelia Earhart

Mennet start e oa Amelia Earhart da nijal en he unan dreist ar Meurvor Atlantel, evel ma oa bet graet gant Charles Lindbergh e 1927. Da veure an 20 a viz Mae 1932 e tibradas war bourzh ul Lockheed Vega 5b e Harbour Grace en Douar-Nevez, ganti ur skouerenn eus ar gazetenn Telegraph-Journal da brouiñ an deiziad ; e sell e oa al levierez da bradañ e Le Bourget evel Lucky Lindy, hogen abalamour da gudennoù mekanikel degaset gant avelioù kreñv ha sklas deuet eus an norzh e rankas pradañ e Cúil Mór, Doire, Norzhiwerzhon goude un nijadenn 14 eurvezh ha 56 munutenn.
Ar c'hentañ maouez o leviañ dibaouez dreist ar Meurvor Atlantel e voe Amelia Earhart neuze ; Kongres ar Stadoù-Unanet a zeroas dezhi an Distinguished Flying Cross evit he "harozegezh pe oberenn dibar en ur gemer perzh en un nijadenn", Bro-C'hall he anvas da Varc'hegez al Légion d'honneur, hag ar prezidant Herbert C. Hoover a roas dezhi Medalenn aour an National Geographic Society.
Goude-se e skoulmas Amelia Earhart darempredoù a vignoniezh gant ar FLOTUS Eleanor Roosevelt hag al levierez veur Jacqueline Cochran ; kenlabourat a rejont evit luskañ gwirioù ar merc'hed en SUA hag er bed.

E miz Du 1934, p'edo Amelia gant un droiad prezegennoù e voe un tan-gwall en he zi e Rye, ma voe distrujet he deizlevrioù. A-c'houde ar gwallzarvoud-se e tilojas ar re Butnam da Galifornia, ma voe George unan eus renerien Paramount Pictures en Hollywood. E Kalifornia e kejas Amelia ouzh an nijer Paul Mantz (19031965) hag he sikouras da wellaat he barregezh war an nijadennoù hir.

D'an 11 a viz Genver 1935 e voe Amelia Earhart ar vaouez kentañ o leviañ en he unan eus Honolulu da Oakland (Kalifornia), war bourzh he Lockeed Vega. D'an 19 a viz Ebrel en hevelep bloaz, gant he ardivink bepred, e levias eus Los Angeles betek Kêr-Vec'hiko ; alese e tibradas d'an 8 a viz Mae war-du New York.
E 1935 c'hoazh, d'an 30 a viz Eost, e kemeras perzh e nijadeg ar Bendix Trophy eus Burbank (Kalifornia) da Gleveland (Ohio), un 3 300 km bennak. Ar bempvet levierez e voe oc'h erruout, abalamour ma ne c'helle he Lockeed tizhout nemet 314 km/h pa oa gouest ar re all da nijal betek 480 km/h ; reuzius e voe an nijadeg : latar, barradoù arnev spontus, ar c'henstriver Cecil A. Allen (19041935) a varvas pa begas an tan en e nijerez en ur zibradañ [4] hag al levierez Jacqueline Cochran a rankas dilezel en abeg da gudennoù mekanikel.
Goude-se e komprenas Amelia Earhart e oa ret dezhi kaout un nijerez nevez, pa felle dezhi nijal a-hed Gouriz ar bed.

Tro ar bed ha steuziadur

E deroù 1936 e krogas Amelia Earhart da brientiñ he nijadenn an-unan a-hed ar c'heheder, da lavarout eo ur 47 000 km bennak war-du ar c'hornôg bepred. E miz Gouere, gant sikour rann an Nijerezh e Purdue University e West Lafayette (Indiana) m'edo kuzulierez, e lakaas ar saver nijerezioù Lockheed e Burbank da fardañ un ardivink diouzh he dezverkoù a-fed beolioù trelosk kent dibab ar c'habiten a vor Harry Manning da loman. Un eil loman a voe kavet, ar c'habiten a vor Fred Noonan hag a ouie lomaniñ un nijerez : Manning a vije loman eus Hawaii da Enez Howland er mervent, Noonan eus an enez da Aostralia, hag en he unan e vije al levierez da echuiñ ar veaj betek SUA.

♦ Kentañ arnod

D'ar 17 a viz Meurzh 1937 e nijas ar skipailh eus Oakland da Honolulu. Abalamour ma chome gennet biñsoù-tro an nijerez a vare da vare e voe kaset da stalioù-labour an US Navy e Pearl Harbor ; tri devezh goude, pa glaskas ar skipailh dibradañ, e troidellas al Lockheed war ar roudenn, torret e voe ar c'hilhoroù, ar c'hefluskerioù a stokas ouzh al leurenn, riklañ war e gof a reas an ardivink en ur c'haouiñ ar roudenn. Ampellet e voe an nijadenn, ha kaset an nijerez da Vurbank dre vor. Den ne oar a-zivout abeg ar gwallzarvoud : tarzhet ur vandenn-rod, torret ar c'hilhoroù pe faziet al levierez.

♦ Eil arnod
Hent an eil arnod

Pa voe kempenn al Lockheed e prientas ar skipailh an eil arnod, a vije war-du ar reter e-lec'h ar c'hornôg, kement-se en abeg da gemmadennoù en avelioù hag en titouroù diwar-benn an amzer. Al loman F. Noonan hepken a oa war bourzh gant al levierez ; d'an 20 a viz Mae e tibradjont eus Oakland da Viami (Florida) via Burbank, Tucson (Arizona) ha New Orleans (Louisiana). E Miami ez embannjont o raktres.
Alese e nijjont da Suamerika, e treuzjjont ar Meurvor Atlantel betek Afrika kent tizhout India, Azia ar Gevred ha Lae e Morobe (Tiriad Ginea-Nevez, Papoua Ginea-Nevez hiziv). Tost d'an tri c'hard eus ar veaj a oa bet graet (34 437,94 km) ; dreist ar Meurvor Habask war-du Honolulu e vije an 12 697,312 km diwezhañ — biskoazh avat ne erruas Amelia Earhart ha Fred Noonan en Hawaii.

Raktres ha disoc'h nijadenn Amelia Earhart, 20/05 – 4/07 1937     
Deiziad Dibradañ Pradañ Troc'had (km) Hollad(km) Notennoù
20/05 Oakland, Kalifornia Burbank, Kalifornia 524,116 524,116
21/05 Burbank Tucson, Arizona 727,836‬ 1 251,952
22/05 Tucson New Orleans, Louisiana 1 981,64 3 233,592
23/05 New Orleans Miami, Florida 1 085,272 4 318,864
1/06 Miami San Juan, Puerto Rico 1 681,616 6 000,48
2/06 San Juan Caripito, Venezuela 911,184 6 911,664
3/06 Caripito Paramaribo, Surinam 1 129,72 8 041,384
2/06 Paramaribo Fortaleza, Brazil 2 114,984 10 156,368
5/06 Fortaleza Natal, Brazil 435,22 10 591,588
7/06 Natal Saint-Louis, Senegal 3 198,404 13 789,992 Dreist ar Meurvor Atlantel
8/06 Saint-Louis Dakar, Senegal 185,2 13 975,192
10/06 Dakar Gao, Soudan C'hall [5] 1 881,632 15 856,824
11/06 Gao Fort-Lamy, Afrika ar C'heheder C'hall [6] 1 685,32 17 542,144
12/06 Fort-Lamy El Facher, Soudan Saoz-hag-Egiptat [7] 1 129,72 18 671,864
13/06 El Facher C'hartoum, Soudan Saoz-hag-Egiptat 809,324 19 481,188
C'hartoum Massawa, Afrika ar Reter Italian [8] 740,8 20 221,988
14/06 Massawa Assab, Afrika ar Reter Italian 446,332 20 668,32
15/06 Assab Karachi, Raj brezihveuriat [9] 3 013,204 23 681,524 Kentañ nijadenn war-eeun eus ar Mor Ruz da India
17/06 Karachi Calcutta, Indez Breizh-Veur 2 181,656 25 863,18
18/06 Calcutta Akyab, Birmania Breizh-Veur [10] 538,932 26 402,112
19/06 Akyab Rangoon, Myanmar 496,336 26 898,448
20/06 Rangoon, Burma Bangkok, Siam 583,38 27 481,828
Bangkok Singapour, Diazezadurioù ar Strizhoù-mor [11] 1 444,56 28 926,388
21/06 Singapour Bandung, Indez Nederlandat ar Reter [12] 1 001,932 29 928,32
25/06 Bandung Surabaya, Indez Nederlandat ar Reter 574,12 30 502,44 Ampellet an abeg d'ar monson
Surabaya Bandung 574,12 Distro evit kempenn an nijerez
A. Earhart tapet gant ar red-kof
26/06 Bandung Surabaya 574,12
27/06 Surabaya Kupang, Indez Nederlandat ar Reter 1 237,136 31 739,576
28/06 Kupang Darwin, Aostralia 824,14 32 563,716 Radiogoniometr kempennet
Harzoù-lamm dilamet ha kaset da SUA
29/06 Darwin Lae 1 874,224 34 437,94
2/07 Lae Enez Howland 4 733,712 (39 171,652) Ne voe ket tizhet – Diwezh an arnod
3/07 Enez Howland Honolulu (3 518,8) (42 690,452) (Raktreset)
4/07 Honolulu Oakland (4 444,8) (47 135,252) (Raktreset)

D'ar 5 a viz Genver 1939 e voe disklêriet marv Amelia Earhart ha Fred Noonan in absentia, da lavarout eo « pa n'emañ ket an den amañ ».

Den ne oar resis petra zo c'hoarvezet gant Amelia Earhart, Fred Noonan hag al Lockheed Model 10 a-vaez da Enez Howland. A-douez an niver bras a zamkanadennoù a zo bet ez eo hini al loman, nijer hag ijinour en aerlestrerezh stadunanat Elgen Long hag e wreg Maria an hini soliusañ, goude 34 bloavezh enklask : aet beolioù an trelosk da hesk e rankas Amelia morañ ; pa ne oa ket al Lockheed un dournijerez e sankas er mor ha beuzet e voe ar skipailh ; emañ ar peñse war strad ar meurvor, ur 700 m bennak dindan ar gorre. [13]

Earhart Light war Enez Howland Timbr 1963

Rekordoù ofisiel

Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C [15] Tizh war amred kloz 100 km, gant ur c'hargad 500 kg 275,90 km/h 25 Mezheven 1930 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 100 km 281,47 km/h
Tizh a-hed 3 km 291,55 km/h 5 Gouere 1930
Hed war ul linenn eeun hep pradañ 3 939,25 km 25 Eost 1932

Skrivagnerez

Berzh a reas Amelia Earhart gant he fluenn. Pennadoù a skrivas da luskañ an nijerezh er gelaouenn Cosmopolitan adalek 1928 betek 1930 ; pennadoù, bleinskridoù hag arnodskridoù a sinas e meur a gazetenn ivez.
Tri levr he deus skrivet : 20 Hrs. 40 Min (1928) ma kontas he nijadenn dreuzatlantel gentañ ; The Fun of It (1932) zo ur c'hounskrid hag un arnodskrid diwar-benn ar merc'hed en nijerezh ; Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures (1937) a zastum he deizlevr a gase da SUA pa oa o klask ober tro ar bed ; gant he fried G. Putnam eo bet prientet an embann.

Levrlennadur

  • (en) EARHART, Amelia (Eost 1928) : 20 Hrs. 40 Min – Our Flight in the Friendship, Martino Fine Books, 2014 (ISBN 978-1-61427-687-6)
  • (en) EARHART, Amelia (1932) : The Fun of It – Random Records of My Own Flying and of Women in Aviation, Chicago Review Press, 2006 (ISBN 978-0-915864-55-3)
  • (en) EARHART, Amelia (1937) : Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures, Trotamundas Press, 2009 (ISBN 978-1-906393-14-4)
  • (en) GARST, Shannon : Amelia Earhart – Heroine of the Skies, Julian Messner, 1947 (ISBN 978-0-671-32315-8)
  • (en) RANDOLPH, Blythe : Amelia Earhart, Franklin Watts, 1987 (ISBN 978-0-531-10331-9)
  • (en) LEDER, Jane Mersky : Amelia Earhart, Greenhaven, 1989 (ISBN 978-0-89908-070-3)
  • (en) RICH, Doris L. : Amelia Earhart – A Biography, Smithsonian Press, 1996 (ISBN 978-1-56098-725-3) + e-book, Smithsonian Books, 2013 (ISBN 978-1-58834-382-6)
  • (en) GOLDSTEIN, Donald M. & DILLON, Katherine V. : Amelia – The Centennial Biography of an Aviation Pioneer, Potomac Books, 1997 (ISBN 978-1-57488-134-9)
  • (en) LONG, Elgen M. & Marie K. : Amelia Earhart – The Mystery Solved, Simon & Schuster, 2009 (ISBN 978-1-4391-6466-2)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) {{cite web=url=https://npg.si.edu/exhibit/earhart/pop-ups/02.html [title=Breved Amelia Earhart|accessdate=24 Mezheven 2019}}
  2. EARHART, Amelia : op. cit.
  3. (en) Amelia Earhart's Flight Across America. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) Cecil A. Allen. Kavet : 16 Mezheven 2019.
  5. E Mali hiziv.
  6. E Tchad hiziv.
  7. E Soudan hiziv.
  8. En Eritrea hiziv.
  9. E Pakistan hiziv.
  10. E Myanmar hiziv.
  11. Ur gêr-Stad eo Singapour hiziv.
  12. En Indonezia hiziv.
  13. (en) Crash and Sank Theory. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  14. (en)The Register-Guard, 17/08/1963. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  15. Nijerezioù gant ur c'heflusker.
Neta Snook

E 1921
Ganedigezh Mary Anita Snook Southern
14 C'hwevrer 1896
Mount Carroll, Illinois Illinois
Marv 23 Meurzh 1991
Kalifornia
Broadelezh  Stadunanat
Lesanvioù Neta
Curly
Snooky

Micher Levierez
Stummerez

Breved 1920

Mary Anita "Neta" Snook Southern, bet ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1896 e Mount Carroll (Illinois) hag aet da Anaon e Kalifornia d'an 23 a viz Meurzh 1991, a oa ul levierez stadunanat.
Ar vaouez kentañ e voe war meur a dachenn en nijerezh : deskardez e Curtiss-Wright Aviation School, levierez en Iowa, levierez a vicher, renerez un nijva ; brudet eo evit bezañ bet kentañ stummerez Amelia Earhart war al leviañ.

Yaouankiz

Abred e voe dedennet Mary Anita Snook gant ar mekanikerezh, broudet ma oa gant kirri he zud. Da bevar bloaz e veze ouzh ar rod-stur war barlenn he zad, a zeskas dezhi diwezhatoc'h ar pezh a ouie diwar-benn bouzelloù ur c'harr.
Echuet ganti he studioù e Frances Shimer School, Mount Carroll e 1912, e tilojas gant he ziegezh e 1915 da Ames, Iowa. Eno ez eas da Iowa State College (Iowa State University hiziv), ma studias an tresañ teknikel hag ar ratreañ kefluskerioù ha mekanikoù ar gounezerezh. Dre he studioù e voe dedennet gant an nijerezh, ha buan e fellas dezhi mont da levierez.

Levierez

E-kerzh he eil bloavezh er skol-veur e klaskas Neta Snook deskiñ leviañ e Curtiss-Wright Aviation School (CWAS) e Newport News (Virginia), met berzet d'ar merc'hed e oa ar skol. Bloaz goude e tistroas da Iowa, ma oa bet digoret ur skol leviañ e Davenport ; an deskardez kentañ e voe eno. Ret e voe d'ar skol serriñ avat, goude ur gwallzarvoud ma voe lazhet ar rener.
P'edo o klask ur skol all e ouezas e oa bet kemmet politikerezh CWAS, ma c'hallas bezañ degemeret – ar vaouez kentañ er skol-se Un niver bras a eurvezhioù nij a oa en he chakod pa voe berzet an nijadennoù nannsoudard en SUA abalamour d'ar Brezel-bed kentañ.

E-pad berr amzer e labouras Neta Snook en Elmira (New York) evit ar Royal Flying Corps [1] evel mekanikerez karget da ensellout hag arnodiñ kefluskerioù ha pezhioù an nijerezioù a veze kaset da dalbennoù Europa.

Goude bezañ prenet relegenn un nijerez Curtiss JN-4 Jenny "Canuck" [2] hag he lakaet degas da Iowa dre vor e tremenas daou vloavezh ouzh he c'hempenn war porzh ti he zud. E 1920 e nijas en he unan da dapout he breved ; goude-se ez emezelas al levierez en Aero Club of America hag er Fédération Internationale Aéronautique (FAI/WASF).
Da levierez a vicher ez eas Neta Snook neuze, o kemer perzh gant he Jenny en abadennoù sirk war nij er Midwest [3] hag o treuzkas touristed ha treizhidi – dre guzh, pa ne oa ket aotreet d'ober gant he breved na oa ket kenwerzhel. Pa voe rust deroù ar goañv en Iowa e tistrollas ar Jenny d'he c'has dre vor da Galifornia, m'en em stalias e Los Angeles.

Eno e klaskas labour evel stummerez en nijva Kinner Field nevez-savet gant ar farder kefluskerioù ha nijerezioù Bert Kinner (18821957) ; goude ur predad amprouiñ berr e voe gopret evel mekanikerez ha stummerez, ha pelloc'h e voe Neta Snook ar vaouez kentañ o ren un nijva kenwerzhel, ma veze kinniget kentelioù leviañ hag aervruderezh.

D'an 3 a viz Genver 1921 e teuas Amelia Earhart gant he zad da c'houlenn kentelioù leviañ digant Neta Snook, pa felle dezho e vije ur vaouez o kelenn. Un dollar e Liberty Bonds [4] dre vunutenn en aer e oa ar priz ; A. Earhart a baeas ar pemp eurvezh kentañ (300 $) kent prenañ un nijerez Kinner Aister ; digoust e voe ar 15 eurvezh da heul, abalamour ma kentelias N. Snook en ardivink he deskardez.
E-pad tremen bloaz e nijas an div vaouez kevret, ha da vignonez tost d'an tiegezh Earhart e troas Neta Snook.

E miz C'hwevrer 1921 e voe Aneta Snook ar c'hentañ maouez o kemer perzh en un nijadeg gwazed, e Los Angeles ; 5vet e voe.

Diwezh

E 1922, oadet 26 bloaz, e timezas A. Snook gant William Southern ; pa voe o tougen e paouezas da leviañ hag e werzhas he embregerezh.

Goude steuziadur Amelia Earhart er Meurvor Habask e 1937 e voulc'has Neta Snook Southern gant troiadoù prezegennoù ma konte respet A. Earhart hag he hini ; he buhezskrid a voe embannet e 1974. [5]
E 1977, oadet 81 bloaz, e nijas Neta Snook a-nevez pa voe goulennet diganti leviañ un adskeudenn eus Spirit of St. Louis Charles Lindbergh. E 1981 e voe koshañ levierez SUA.

D'an 23 a viz Meurzh 1991 e varvas Neta Snook, e deroù he 96vet bloavezh. Bloaz goude e voe degemeret en Iowa Aviation Hall of Fame. [6]

Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. A voe kendeuzet e 1918 gant ar Royal Naval Air Service da aozañ ar Royal Air Force.
  2. Canuck : luc'haj saozneg SUA evit Canadian, rak e Kanada e oa bet fardet an ardivink.
  3. Daouzek Stad a ya da sevel rannvro ar Midwest : Illinois, Indiana, Iowa, Kansas, Michigan, Minnesota, Missouri, Nebraska, North Dakota, Ohio, South Dakota ha Wisconsin.
  4. Liberty bond : amprest Stad evit kellidañ tu ar Gevredidi er Brezel-bed kentañ ; da 4,25% e save ar c'hampi e 1921.
  5. Op. cit.
  6. (en) Iowa Aviation Museum. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Amy Johnson, CBE
Restr:Amy Johnson portrait.jpg
War-dro 193335
Ganedigezh 1 Gouere 1903
Kingston upon Hull
East Riding of Yorkshire East Riding of Yorkshire
Marv 5 Genver 1941
Aber an Tavoez
Broadelezh  Breizhveuriat
Micher Levierez
Ijinourez

Breved 1929
Erru en Aostralia, 1930

Amy Johnson, bet ganet d'ar 1añ a viz Gouere 1903 e Kingston upon Hull (Kingston upon Hull) hag aet da Anaon en aber ar stêr Davoez d'ar 5 a viz Genver 1941, a oa ul levierez vreizhveuriat.
Brudet eo evit bezañ ar c'hentañ maouez o leviañ eus Bro-Saoz da Aostralia, e 1930. Meur a rekord hed all a yeas ganti er bloavezhioù 1930, en he unan pe gant he fried Jim Mollison (19051959).

Yaouankiz

An hini goshañ eus peder merc'h John William Johnson, ezel eus un tiegezh nevidourien pesked, hag e wreg Amy Hodge, merc'h-vihan maer Hull e 186061, e oa Amy.
Goude bezañ bet diplomet war an armerzh e skol-veur Sheffield e 1925 e tistroas d'ar gêr da vezañ stummet war ar sekretouriezh. Labour a gavas e ti ur c'hontaouer, met ret e voe dezhi dilezel tri miz diwezhatoc'h abalamour d'un diwaskadenn nervel. En nevezamzer 1926, e-kerzh m'edo o tiglañvaat, he devoe he nijadenn gentañ.
Labour all a gavas en un ti-brudañ ; dre ma oa e sell da vont pelloc'h war an dachenn-se, ma oa bresk he yec'hed c'hoazh ha ma save dizemglev gant he zud e tilojas da Londrez e deroù 1927.

Ne gavas fred ebet er bruderezh eno, setu e troas war-du ar c'henwerzh : danvez-gwerzherez e voe en ur stal. Diwezhatoc'h e voe sekretourez en ur c'huzulva alvokaded, ma chomas e-pad daou vloaz ; da alvokadez e vije aet Amy Johnson ivez panevet an nijerezh.

Levierez

E miz Gwengolo 1928 e voulc'has Amy Johnson deskiñ leviañ el London Aeroplane Club. Goude bezañ tapet he breved e 1929 e tilezas he labour sekretourez da vont da vekanikerez en nijva De Havilland ; eno e prientas an arnodenn da vont da ijinourez war an douar, a voe e miz Kerzu 1929. Amy Johnson e voe ar c'hentañ maouez diplomet evel ijinourez-douar gant Maodierniezh an Aer, hag e-pad ur mare e voe an hini brevedet nemeti er bed.
Brud a c'hounezas kerkent, alese he c'hoant da bilat rekord an Aostralian Bert Hinkler (18921933) hag en devoa leviet en e unan eus Bro-Saoz da Aostralia e miz C'hwevrer 1928.

Gant sikour he zad ha Lord Wakefield, anezhañ diazezer an embregerezh Castrol, e prenas Amy Johnson un nijerez eil dorn, un de Havilland DH.60 Gipsy Moth marilhet G-AAAHE. D'ar 5 a viz Mae 1930 e tibradas eus Croydon (Surrey) hag e levias a-hed 18 000 km war-du Darwin, ma pradas d'ar 24 a viz Mae goude un nijadenn 18 devezh ; ne voe ket pilet rekord B. Hinker (15,5 devezh) met dre ma voe A. Johnson ar c'hentañ levierez o nijal en he unan betek Aostralia e voe anvet da Gommandourez en Urzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat (CBE) gant ar roue George V d'an 3 a viz Mezheven da geñver e 65vet deiz-ha-bloaz [1]. Enorioù all a voe deroet dezhi : an Harmon Trophy stadunanat, Medalenn aour Kevredigezh an Ijinourien (Society of Engineers), Medalenn aour ar Royal Aero Club ha breved niv. 1 Aostralia.

Pa zistroas da Vro-Saoz e voe profet dezhi ur Gipsy Moth nevez, marilhet G-AAZV [2]. War bourzh an ardivink-se e voe Amy Honson hag he c'henlevier Jack Humphreys an dud kentañ o nijal war-eeun eus Londrez da Voskov en un devezh, e 1931 ; kerkent hag erru eno e nijjont dreist Siberia betek Tokyo, o seveniñ ar c'hentañ nijadenn Londrez-Tokyo war an dro. Ur Gipsy Moth G-ABDV a voe profet d'al levierez adarre pa voe distro d'he bro.

E 1932 e timezas Amy Johnson gant an nijer skosat Jim Mollison, en devoa tapet meur a rekord dija. E miz Gouere ar bloaz-se end-eeun e nijas al levierez en he unan eus Londrez da Gape Town (Suafrika) – pilet rekord nevez-flamm (Meurzh 1932) he fried ganti. [2] Bloaz goude, e miz Gouere 1933, e tibradas ar c'houblad war bourzh un de Havilland 84 Dragon I marilhet G-ACCV eus Bae Caerfyrddin (Kembre) war-du Brooklyn e New York ; re verr an trelosk ennañ avat e stokas an ardivink ouzh an douar e Stratford (Connecticut), ur 100 km bennak hepken a-raok pal an nijadenn ; gloazet e voe A. Johnson hag he fried er gwallzarvoud.

E 1934, ar c'houblad a gemeras perzh en nijadeg MacRobertson Air Race Londrez-Melbourne war bourzh un de Havilland DH.88 Comet ; ret e voe dezho dilezel an nijadeg en Allahabad (India) abalamour da gudennoù gant ar c'heflusker, met ganto e oa aet rekord an tizh etre Breizh-Veur hag India evelato. [2]

E miz Mae 1936 ez adtapas Amy Johson ar rekord London-Cape Town en he unan war bourzh ur Percival Gull Six marilhet G-ADZO. [3]

Diaesoc'h-diaesañ e voe dimez ar re Vollison, abalamour ma veze kevezerezh etrezo a-fed rekordoù ha ma troe Jim Mollison da vezvier a vare da vare ; e 1938 e voe torret an dimez, ha distreiñ d'he anv dimezell a reas Amy Johnson.

Eil Brezel-bed ha marv

D'an 20 a viz Mae 1940 ez emezelas Amy Johnson er British Air Transport Auxiliary (A.T.A.) en R.A.F., ma servije Jim Mollison ivez. Eno e treuzkasas nijerezioù Avro Anson d'an talbennoù betek miz Kerzu 1940 ; da neuze e voe karget da zezougen nijerezioù eus al labouradegoù da vonioù an R.A.F.

P'edo o treuzkas un nijerez Airspeed Oxford eus Prestwick da Oxford d'ar 5 a viz Genver 1941 e kejas Amy Johnson ouzh ker fall amzer ma rankas diroudañ ; da hesk ez eas beol an trelosk ha sankañ a reas an ardivink en aber ar stêr Tavoez nepell diouzh Herne Bay.
Gwelet e voe he harz-lamm, ur vag a voe kaset d'he sikour, hogen dic'houest e voe al levierez da dapout krog er c'herdin a voe stlapet outi ha beuziñ a reas dindan kouc'h al lestr.

Biskoazh ne voe kavet korf Amy Johnson. Peogwir e oa un ezel eus an ATA emañ an anv Amy V. Johson engravet an Air Forces Memorial e Runnymede, Surrey.

Levrlennadur

Limmoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. (en) The London Gazette, 03/06/1930. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) Amy Johnson. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (en) The World at Her Feet: Amy Johnson Takes on Australia. Kavet : 24 Mezheven 2019.