Brezhoneg eeun : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D E peurunvan e tlefed skrivañ e Wikipedia.
Linenn 33: Linenn 33:
*levrioù an heuliadenn ''Berr-ha-berr'', ''Ali Baba, Aladdin, Sindbad ar martolod'' en o zouez.
*levrioù an heuliadenn ''Berr-ha-berr'', ''Ali Baba, Aladdin, Sindbad ar martolod'' en o zouez.


==Hiriv==
==Hiziv==
Ne gomzer ket nemeur eus ''brezhoneg eeun'' hiriv. Levrioù all e brezhoneg aes a zo, evit deskarded, met n'eus ket kaoz a vrezhoneg eeun gant an oberourien.
Ne gomzer ket nemeur eus ''brezhoneg eeun'' hiziv. Levrioù all e brezhoneg aes a zo, evit deskarded, met n'eus ket kaoz a vrezhoneg eeun gant an oberourien.


==Liammoù==
==Liammoù==

Stumm eus an 29 Mae 2019 da 14:16

Ar brezhoneg eeun a oa un dibab mil ger brezhonek, da zeskiñ d'ar vrezhonegerien lenn ha skrivañ o yezh da gentañ, hag aesaat deskiñ ar yezh d'ar re all. Ijinet e oa bet e 1935 gant Roparz Hemon.

Orin

Kemeret en doa da skouer ar Simple English, pe Basic English, krouet gant ar yezhoniour saoz Charles Kay Ogden (1889-1957), evit kelenn saozneg, ha kinniget el levr Basic English: A General Introduction with Rules and Grammar embannet e 1930.
Kemend-all a vo graet evit ar galleg ivez er bloavezhioù 1950 gant ar français fondamental savet evit kelenn galleg d'an estrenien ha da bobloù an impalaeriezh trevadennel c'hall a oa da vezañ gallekaet.

Petra eo ?

Un doare aes da lenn ha skrivañ brezhoneg eo ar brezhoneg eeun.

E saozneg e oa ar skouer pa oa bet krouet ar roll-gerioù ha savet e oa bet ur roll eus ar brezhoneg pemdez, mil ger ennañ, gant Roparz Hemon, evit ma vije aesoc'h al lenn d'ar re a gomañs da zeskiñ brezhoneg. Embannet e oa bet e 1935[1].

Lennadurezh

Diwar-benn ar brezhoneg eeun gant Roparz Hemon

  • Alc'hwez ar brezhoneg eeun ; La clef du breton simple, Gwalarn (83), 1935 ; adembannet e 2001 gant Mouladurioù Hor Yezh,
  • Penaos eo bet savet Roll-Geriou ar « Brezoneg Eeun », Gwalarn (118), 1938[2],
  • Penaos eo bet savet roll gerioù-diazez ar brezhoneg, Ar bed keltiek (27), 1961.

Levrioù skrivet e brezhoneg eeun

Gant Roparz Hemon

Embannadurioù An Here :

  • levrioù an heuliadenn Berr-ha-berr, Ali Baba, Aladdin, Sindbad ar martolod en o zouez.

Hiziv

Ne gomzer ket nemeur eus brezhoneg eeun hiziv. Levrioù all e brezhoneg aes a zo, evit deskarded, met n'eus ket kaoz a vrezhoneg eeun gant an oberourien.

Liammoù

Notennoù ha daveennoù