Karl Veur : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 60: Linenn 60:
[[Rummad:Karolingiz]]
[[Rummad:Karolingiz]]
[[Rummad:Rouaned ar Franked]]
[[Rummad:Rouaned ar Franked]]
[[Rummad:Tud marvet gant an danijenn skevent]]

Stumm eus an 26 Mae 2019 da 21:33

Karl Veur hag ar Pab Adrian I

Karl Veur (742- Aachen, 28 a viz Genver 814), anvet Charlemagne e galleg, Charlemagne pe Charles the Great e saozneg, Karl der Große en alamaneg, ha Carolus Magnus e latin, a voe roue ar Franked (771-814) hag Impalaer ar C’hornôg (800-814). Sellet e vez outañ hiziv, koulz e Bro-C'hall hag en Alamagn, evel unan eus diazezourien pep hini eus an div vro-se.

E vuhez

Mab henañ Pepin Grenn e oa Karl, ha ganet e oa bet, war a greder, d’ar 1añ a viz Ebrel 742. Met hervez istorourien zo e vije bet kentoc’h e 747 pe e 748. Ren a reas war ar Franked war-lerc’h marv e vreur Karloman Iañ (771).

Tagañ a reas al Lombarded annezet en hanternoz Italia (774). Gant ar brezel aloubidigezh-se e voe diskouezet e oa deuet galloud ar rouaned frank da vezañ bras : Karl Veur a gemeras an anv a roue al Lombarded. A-hed e vuhez e voe Karl-Veur o vrezeliañ. Aloubiñ a reas bro ar Saksoned en hanternoz Alamagn ha lakaat anezho da dreiñ da gristenien. Lakaat a reas, goude se, ar Friziz da sujañ hag aloubiñ a reas Panonia. Klask a reas aloubiñ Spagn, met ne voe ket trec’h a-enep ar vuzulmaned a oa eno. Dont a reas a-benn koulskoude da grouiñ un takad anvet Marca Hispanica (Marz Spagn), war an harzoù etre e impalaeriezh ha Spagn. En hevelep doare e klaskas aloubiñ Breizh ha dont a-benn da grouiñ Marz Breizh (789-790), un takad evit mirout ouzh ar Vretoned da vont pelloc’h war-zu ar reter, hag ennañ broioù Naoned, Roazhon ha Gwened. Dindan beli ur c’hont e oa bet lakaet Marz Breizh. Unan anezho e voe Rolant, un niz da Garl Veur, an hini a voe lazhet e Roncevaux (771), pa oa armeoù an impalaer o klask aloubiñ Spagn.

Ken bras e oa deuet e zomani da vezañ ma soñjas adsevel Impalaeriezh roman ar C'hornôg. Gant ar Pab e voe kurunet impalaer e Roma d’ar 25 a viz Kerzu 800. Evel-se e oa lakaet Impalaeriezh ar Garolingidi war ar memes live hag impalaeriezh Bizantion ha Kalifelezh Baghdad.

Delwenn Karl Veur e Frankfurt, un delwenn eus an XVIIIvet kantved

Kenderc’hel a reas Karl Veur gant labour e dad evit kempenn mererezh ar vro. Eus Aachen, ma oa e gêr-benn, e veze renet an impalaeriezh gantañ. Kas a rae e pep rannvro un noblañs en e c’hourc’hemenn, anvet missus dominicus (kefridiad ar mestr) hag un eskob. En amzer Karl Veur e voe savet al lur, un unanenn voneiz hag un unanenn bouez. Rannet e oa al lur (moneiz) e 20 gwenneg ha rannet e oa pep gwenneg e 12 diner. Yezh pemdeziek Karl Veur e oa ar frankeg, ur yezh c’hermanek komzet gant ar Franked. Gouzout a rae latin hag un tamm gresianeg ivez. Un doare azginivelezh e voe mare e impalaeriezh. Ne ouie ket skrivañ gwall vat met desket en doa lenn ha broudañ a reas an dud da zeskiñ lenn en-dro dezhañ dre sevel skolioù en e balez. En e amzer e voe adskrivet dornskridoù latin, harpet e voe an arz (adeiladouriezh, lennegezh) ha liammoù kenwerzhel a voe gant broioù ar Reter nesañ.

Sinadur Karl Veur (Karolus)

Pa varvas Karl Veur, e 814, e voe douaret en iliz-veur Aachen. War e lerc’h e renas e vab, Loeiz an Deol, a oa bet kurunet e 813. Gant Karl Veur e oa kroget remziad ar Garolingidi.

Ar Priz Karl Veur a vez roet bep bloaz, e kêr Aachen, d’un den hag en deus kaset war-raok unvanidigezh Europa.

Pennadoù all





En e raok:
Pepin III
Rouaned ar Franked

768814
War e lerc'h:
Loeiz an Deol


En e raok:
Dider Lombardia
Rouaned al Lombarded

774814
War e lerc'h:
Loeiz an Deol


En e raok:
Den ebet
Impalaer ar C'hornôg

800814
War e lerc'h:
Loeiz an Deol