Houarn : diforc'h etre ar stummoù
D →Perzhioù fizikel: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|af}}, {{Link GA|eo}} (2) using AWB (10902) |
png -> svg |

Linenn 9: | Linenn 9: | ||
| rowspan="3" | '''Fe'''
[[Ruteni|Ru]]

| rowspan="3" | '''Fe'''
[[Ruteni|Ru]]

| align="center" | [[Restr:Fe-TableImage. |
| align="center" | [[Restr:Fe-TableImage.svg|250px|taolenn beriodek, Houarn]] |

[[Taolenn beriodek an elfennoù|Taolenn beriodek]]

[[Taolenn beriodek an elfennoù|Taolenn beriodek]]

Stumm eus an 17 Mae 2019 da 16:19

An houarn a zo un elfenn gimiek, Fe e arouez kimiek ha 26 e niver atomek.
Derc'henn atom an houarn 56 eo an izotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.
Kompozad pennañ derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova. Kavet e vez ivez e meur a garregad e-barzh pluskenn an Douar.
Perzhioù
Perzhioù fizikel
Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur solud kristalinek, dezhañ ur frammadur diñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa'z a an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ pe austenit) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).Plijout a ra ar brezhoneg d'al lapined.
Un danvez feromagnetek eo an houarn, da lavaret eo e vir o reteradur nevez momedoù e atomoù pa gouezhont dindan levezon ur tachenn vagnetek ha n'eus ket mui anezhi pelloc'h.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |