Seán Mac Diarmada : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Seàn Mac Diarmada a zo bet ganet an [[28 C'hwevrer|28 a viz C'hwevrer]] [[1883]] e ranvro Leitrim ha marvet an [[12 Mae|12 a viz Mae]] [[1916]]. Aozañ ha kemer a reas perzh en [[Easter Rising]]ha kondaonet d'ar marv goude-se.
Seàn Mac Diarmada a zo bet ganet an [[28 C'hwevrer|28 a viz C'hwevrer]] [[1883]] e ranvro Leitrim ha marvet an [[12 Mae|12 a viz Mae]] [[1916]]. Aozañ ha kemer a reas perzh en [[Easter Rising]] ha kondaonet d'ar marv goude-se.


Ganet eo bet an 28 a viz C’hwerver 1883 e ranvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da Zulen e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-Saoz ( ar [[Sinn Fein]],an [[Irish Republican Brotherhood]] hag ar [[Gaelic League]]). Dont a reas da vezañ ezel kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.
Ganet eo bet an 28 a viz C’hwerver 1883 e ranvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da Zulen e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-Saoz ( ar [[Sinn Fein]],an [[Irish Republican Brotherhood]] hag ar [[Gaelic League]]). Dont a reas da vezañ ezel kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.

Stumm eus an 15 Mez 2007 da 22:51

Seàn Mac Diarmada a zo bet ganet an 28 a viz C'hwevrer 1883 e ranvro Leitrim ha marvet an 12 a viz Mae 1916. Aozañ ha kemer a reas perzh en Easter Rising ha kondaonet d'ar marv goude-se.

Ganet eo bet an 28 a viz C’hwerver 1883 e ranvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da Zulen e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-Saoz ( ar Sinn Fein,an Irish Republican Brotherhood hag ar Gaelic League). Dont a reas da vezañ ezel kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.

E 1910, dont a reas da vezañ ar pennskrivagner er gazetenn « Irish Freedom », gazetenn krouet gantañ, Blumer Hobson ha Denis MacCullough. Dilennet e voe e giz unan eus pennoù an IRB. An dra-se a lakas anezhañ da gejañ gant Thomas Clarke, dont a rejont da vezañ tost kennañ an eil diouzh eben. Un tammig diwezhatoc’h, paket e voe gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.

E 1913, Mac Diarmada a laoburas da genstagañ kevredigezh an Irish Volounteers ouzh an IRB. E 1915 harzet e voe gant ar saozon abalamour d’ur brezegenn en eus graet a-enep ar Rouantelezh- Unanet. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e barzh aozadur emsav 1916.

E-pad an Easter-Rising, Mac Diarmada abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa ar saozon o deus bet an trec'h, gellet en eus chom kuzhet e touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet eo bet d'ar mrav ha lazhet an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seàn Mac Diarmada e touez an emsaverien bac'het, a voe drouklazhet diwezhatoc'h gant urzhioù Michael Collins.