Mithridates Eupator : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lamet kuit eo bet ar restr ''Ponto.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant Ellin Beltz
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Mithridates VI Louvre.jpg|thumb|250px|Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz [[Herakles]]. Marmor, prantad an [[Impalaeriezh roman]] (1añ kantved goude J.-K.)]]
[[Restr:Mithridates VI Louvre.jpg|thumb|250px|Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz [[Herakles]]. Marmor, prantad an [[Impalaeriezh roman]] (1añ kantved goude J.-K.)]]
'''Mitridates Veur''' (''Megas'') , pe '''Mithridates VI''' pe '''Mithridates Eupator''' (da lâret eo an hini en deus un tad nobl), ganet war-dro [[-132|132]] kent JK, ha marvet e [[-63|63]] kent JK, a oa roue [[Pontos (bro)|Pontos]] hag [[Armenia|Armenia-Vihanañ]], e norzh [[Anatolia]] ([[Turkia]] hiziv), er Iañ kantved kent JK. Roue e voe adalek [[-120|120]] kent JK betek e varv e [[-63|63]] kent JK. Brudet eo anv Mitridates evel unan eus enebourien dañjerusañ [[Republik Roma]] hag unan eus ar re a reas ar muiañ a verzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled diwezh [[Republik Roma]] e-pad an tri brezel anvet [[Brezelioù Mithridates]]: [[Lucius Cornelius Silla]], [[Lucullus]] ha [[Pompeius]].

==E vuhez==
'''Mithridates VI''' pe '''Mithridates Eupator''' (da lâret eo an hini en deus un tad nobl) pe '''Mithridates Veur''' (''Megas'') a oa ganet war-dro 132 a-raok J.-K. ha mervel a reas e 63 a-raok J.-K.. Roue [[Pontos (bro)|rouantelezh Pontos]] hag [[Armenia|Armenia-Vihanañ]] e oa, e norzh [[Anatolia]] ([[Turkia]] hiziv), eus 120 a-raok J.-K. da 63 a-raok J.-K. Brudet eo Mithridates evel unan eus enebourien dañjerusañ [[Republik Roma]] hag evel unan eus ar re a reas ar muiañ berzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled eus diwezh Republik Roma e-pad [[Brezelioù Mithridates]]: [[Lucius Cornelius Silla]], [[Lucullus]] ha [[Pompeius]]. Mab e oa da Vithridates V Evergetos, roue [[Pontos]], a oa bet kevredad [[Henroma|Roma]] e-pad [[Trede brezel punek]].
Mab e oa da [[Vitridates V Evergetos]], roue [[Pontos]], a oa bet kevredad da [[Henroma|Roma]] e-pad [[Trede brezel punek]].
Orin an anv "Mithridates" zo latin. ''Mithradates'' (Μιθραδάτης) an hini a oa skrivet war enskrivadurioù ha pezhioù moneiz ar roue, eus an [[henberseg]] ''Mithradatha'', "donezon eus [[Mithra]]".
Orin an anv "Mithridates" zo latin. ''Mithradates'' (Μιθραδάτης) an hini a oa skrivet war enskrivadurioù ha pezhioù moneiz ar roue, eus an [[henberseg]] ''Mithradatha'', "donezon eus [[Mithra]]".

== E yaouankiz ==
== E yaouankiz ==

Mithridates a oa bet ganet war-dro [[-132|132 a-raok J.-K.]] e [[Sinop (kêr)|Sinope]]. Muntret e voe e dad, moarvat war urzhioù e vamm, [[Laodike VI]], war-dro [[-120|120 a-raok J.-K.]]. Heuliet e voe ar marv-se gant ur c'hevezherez kriz en-dro d'ar roue yaouank en doa aon evit e vuhez hag a repuas er chase hag er studi (komz a rae, a-hervez, 22 pe 25 yezh). Reiñ a ra c'hoant an aergelc'h-se dezhañ da anavout en un doare peurvat ar [[kontamm|c'hontammo]]ù hag an enepkontammoù a veze implijet d'ar mare-se ha da zont da vezañ dic'hloazus ouzh o efed. Hervez ar vojenn e vefe deuet a-benn dre forzh kemer kementadoù kontamm bihan en un doare ingal.

Linenn 24: Linenn 25:
E [[-74|74 kent J.-K.]] avat e varvas roue [[Bithynia|Bitinia]], [[Nikomedes IV]], ha lezel a reas e rouantelezh d'ar Romaned dre hêrezh. Mithridates a wele bezañs ar romaned stok ouzh e harzoù evel ur gourdrouz ha disklêriañ a reas ar brezel dezhe gant skoazell [[Tigranes II (Armenia)|Tigranes II]] ([[brezelioù Mithridates|Trede brezel Mithridates]]). Trec'hiñ a ra ar [[Konsul|c'honsul]] [[Marcus Aurelius Cotta|Cotta]] e [[C'halkedon]] ha lakaat seziz war [[Kizikos|Gizikos]] pa oa argaset eus Bitinia e-kichen Pontos gant un ergerzhadeg renet gant [[Lucullus]] ([[-72|72 kent J.-K.]]-[[-71|71 kent J.-K.]]). Faezhet e oa e [[Emgann Granikos (-70)|Granikos]], e [[Emgann Kizikos (-70)|Kizikos]], hag e [[Emgann Lemnos (-70)|Lemnos]]. Mont a reas Mithridates dindan dec'h neuze betek [[Armenia]]. E-pad ur pennad e voe dic'houest an eil tu pe egile da gemer an tu-kreñv mes Lucullus a voe trec'h adarre e [[-69|69 kent J.-K.]] ha kemer a reas [[Tigranakert]]. A-drugarez da emsavadeg al [[lejion]]où roman a-enep o rener, e teuas Mithridates a-benn da gemer adarre [[Pontos|Rouantelezh Pontos]]. Faezhet e voe da vat gant [[Pompeius]] e [[-66|66 kent J.-K.]] e-kichen ar stêr [[Eufratez]] ha tec'het a reas da [[Krimea|Grimea]] e keoded [[Kerch|Pantikapaion]].

== fin ar roue Mithridates ==
== Fin ar roue Mitridates ==
[[Restr:Mithridates VI of Pontus.jpg|thumb|right|Pezh moneiz arc'hant gant penn Mithridates VI]]
[[Restr:Mithridates VI of Pontus.jpg|thumb|right|Pezh moneiz arc'hant gant penn Mithridates VI]]
Mithridates a rankas neuze talañ ouzh un emsavadeg renet gant e vab henañ, [[Farnakes II|Farnakes]], ha mervel a reas e 63. Hervez lod e vije bet kontellet gant ur brezelour kelt en e servij. Hervez tud all en dije klasket mervel diwar kontamm met evel m'en doa graet peadra da vezañ dic'hloazus gant ar c'hontammoù e rankas goulenn digant unan eus e c'hoprsoudarded [[galated|galatat]] lazhañ anezhañ. Beziet e voe e Sinope, e geoded c'henidik.

Stumm eus an 5 Mae 2019 da 12:13

Skeudenn eus ar roue Mithridates VI gant neuz Herakles. Marmor, prantad an Impalaeriezh roman (1añ kantved goude J.-K.)

Mitridates Veur (Megas) , pe Mithridates VI pe Mithridates Eupator (da lâret eo an hini en deus un tad nobl), ganet war-dro 132 kent JK, ha marvet e 63 kent JK, a oa roue Pontos hag Armenia-Vihanañ, e norzh Anatolia (Turkia hiziv), er Iañ kantved kent JK. Roue e voe adalek 120 kent JK betek e varv e 63 kent JK. Brudet eo anv Mitridates evel unan eus enebourien dañjerusañ Republik Roma hag unan eus ar re a reas ar muiañ a verzh. Brezeliañ a reas a-enep tri eus brasañ jeneraled diwezh Republik Roma e-pad an tri brezel anvet Brezelioù Mithridates: Lucius Cornelius Silla, Lucullus ha Pompeius.

E vuhez

Mab e oa da Vitridates V Evergetos, roue Pontos, a oa bet kevredad da Roma e-pad Trede brezel punek. Orin an anv "Mithridates" zo latin. Mithradates (Μιθραδάτης) an hini a oa skrivet war enskrivadurioù ha pezhioù moneiz ar roue, eus an henberseg Mithradatha, "donezon eus Mithra".

E yaouankiz

Mithridates a oa bet ganet war-dro 132 a-raok J.-K. e Sinope. Muntret e voe e dad, moarvat war urzhioù e vamm, Laodike VI, war-dro 120 a-raok J.-K.. Heuliet e voe ar marv-se gant ur c'hevezherez kriz en-dro d'ar roue yaouank en doa aon evit e vuhez hag a repuas er chase hag er studi (komz a rae, a-hervez, 22 pe 25 yezh). Reiñ a ra c'hoant an aergelc'h-se dezhañ da anavout en un doare peurvat ar c'hontammoù hag an enepkontammoù a veze implijet d'ar mare-se ha da zont da vezañ dic'hloazus ouzh o efed. Hervez ar vojenn e vefe deuet a-benn dre forzh kemer kementadoù kontamm bihan en un doare ingal.

Ar roue alouber

Kemer a reas ar galloud e 111 a-raok J.-K. o lakaat e vamm hag e vreur Mithridate C'hrestos (an hini olevet) e prizon. Aloubiñ a reas Bosforos Kimmeria e 107 a-raok J.-K. ha didronañ roue Kappadokia, Ariobarzane, e 94 a-raok J.-K. gant harp Tigranes II, roue Armenia. Goude se e rannas Paflagonia gant Nikomedes IV Philopator, roue Bitinia e 94 a-raok J.-K. a-raok argas hemañ ha kemer e rouantelezh e 88 a-raok J.-K..

Ar Romaned a lakaas Ariobarzane Iañ Kappadokia war e dron en-dro e -92. Tarzhañ a reas ar brezel neuze (kentañ brezel Mithridates). E 88 kent J.-K., goude bezañ kemeret Bitinia, e antreas Mithridates e keoded Efezos ha sevel a reas holl C'hresianed Azia a-enep ar Romaned. Urzh a roas da lazhañ ar Romaned a veve en Azia-Vihanañ hag e vije bet war-dro 80000 den lazhet. Goude se e tremenas e Bro-C'hres ma voe degemeret e letanant Arc'helaos evel un dieuber.

Ar brezelioù a-enep ar Romaned

Kartenn eus rouantelezh Pontos, a-raok ren Mithridates VI (mouk teñval), goude e aloubadegoù (mouk), hag an douaroù gounezet goude kentañ brezel Mithridaes (roz).

Gorrekaet e oa kilstourm ar Romaned gant ar stourm kriz a rene etre Marius ha Silla. A-benn ar fin e oa kaset hemañ diwezhañ a-enep Mithridates ha kemer a reas Aten, goude ur seziz hir, e 86 kent J.-K., a-raok trec'hiñ Arc'helaos e C'haironeia (86 kent J.-K.) ha goude en Orc'homenos (85 kent J.-K.). Mithridates a sinas neuze peoc'h Dardanos (85 kent J.-K.) a redie anezhañ da zilezel e aloubadegoù hag e listri brezel met a anaveze anezhañ e penn e rouantelezh hag a leze anezhañ frank d'ober ar pezh a felle dezhañ er Mor du. Ne dermas ket a-hend-all da argas ar Romaned pa glaskas ar re-se en em gemer ouzh ar broioù a oa dindan e levezon (Eil brezel Mithridates), evel Murena, ul letanant da Silla e 82 kent J.-K.. Koulskoude, war-bouez an dra-se, e chomas peoc'hus an darempredoù etre 85 kent J.-K. ha 74 kent J.-K..

E 74 kent J.-K. avat e varvas roue Bitinia, Nikomedes IV, ha lezel a reas e rouantelezh d'ar Romaned dre hêrezh. Mithridates a wele bezañs ar romaned stok ouzh e harzoù evel ur gourdrouz ha disklêriañ a reas ar brezel dezhe gant skoazell Tigranes II (Trede brezel Mithridates). Trec'hiñ a ra ar c'honsul Cotta e C'halkedon ha lakaat seziz war Gizikos pa oa argaset eus Bitinia e-kichen Pontos gant un ergerzhadeg renet gant Lucullus (72 kent J.-K.-71 kent J.-K.). Faezhet e oa e Granikos, e Kizikos, hag e Lemnos. Mont a reas Mithridates dindan dec'h neuze betek Armenia. E-pad ur pennad e voe dic'houest an eil tu pe egile da gemer an tu-kreñv mes Lucullus a voe trec'h adarre e 69 kent J.-K. ha kemer a reas Tigranakert. A-drugarez da emsavadeg al lejionoù roman a-enep o rener, e teuas Mithridates a-benn da gemer adarre Rouantelezh Pontos. Faezhet e voe da vat gant Pompeius e 66 kent J.-K. e-kichen ar stêr Eufratez ha tec'het a reas da Grimea e keoded Pantikapaion.

Fin ar roue Mitridates

Pezh moneiz arc'hant gant penn Mithridates VI

Mithridates a rankas neuze talañ ouzh un emsavadeg renet gant e vab henañ, Farnakes, ha mervel a reas e 63. Hervez lod e vije bet kontellet gant ur brezelour kelt en e servij. Hervez tud all en dije klasket mervel diwar kontamm met evel m'en doa graet peadra da vezañ dic'hloazus gant ar c'hontammoù e rankas goulenn digant unan eus e c'hoprsoudarded galatat lazhañ anezhañ. Beziet e voe e Sinope, e geoded c'henidik.

Keñveriet e vez alies ouzh Hannibal abalamour d'e gasoni ouzh Roma. C'hwitañ a reas avat en e esae da ziskar aotrouniezh ar Romaned en Azia hag e Bro-C'hres, abalamour ma oa barrekoc'h ha kreñvoc'h o arme hag abalamour da galite o jeneraled evel Silla, Lucullus pe Pompeius.

Levrlennadur