Krommenn Laffer : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Pajenn krouet gant : "Krommenn Laffer, savet gant Arthur Laffer, a ziskouez ez eo posubl gounez muioc'h a savadoù gant ar stad ma 'vez lakaet feur tailhoù izel. An dro-lavar "Re a dailhoù a l..."
 
D Po'low en deus kaset ar bajenn Krommenn lafer da Krommenn Laffer
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 3 Mae 2019 da 19:14

Krommenn Laffer, savet gant Arthur Laffer, a ziskouez ez eo posubl gounez muioc'h a savadoù gant ar stad ma 'vez lakaet feur tailhoù izel. An dro-lavar "Re a dailhoù a laz an dailhoù", a zo neuze savet diwar preder Arthur. Ma ne vez ket lakaet tailhoù digant ar stad, ne d'o ket savadennoù telladurel dre m'a ne vo paeet tailhoù ebet gant ar boblañs. Disoukezet eo e-penn kentañ ar grommenn. Goude-se, kresket 'vez an tailhoù ha neuze ar savadennoù telladurel betek un optimum (e penn tout ar grommenn). An optimum a ziskouez ar feur taihloù digemeret gant ar bobl, hag ar savadennoù telladurel uhelañ hag a zo posubl kaout gant ar stad. Adalek an optimum, da laret eo, en tu-dehoù eus ar grommenn, ma vez uhelaet c'hoaz ar feur tailh gant ar stad, ne vo ket gounezet savadennoù ken uhel hag a-raok gant ar stad ken. Ne degemero ket ken ar boblañs paeañ muioc'h. Da gentañ, e soñjo al labourerienn ne servijo ket labourat muioc'h rak an arc'hant gounezet a servijo da baeañ tailhoù. Fin ar grommenn a zikouez e vez kemeret 100% eus an arc'hant gounezet gant ar boblañs, neuze, den ebet na labouro ken. A-benn ar fin, lakaat re a dailhoù na servijo ket d'ar stad uhelaat e savadennoù telladurel. Da skouer: Er Stadoù-Unanet etre 2008 ha 2009, divizet eo bet diskenn ar feur taihloù, ar pezh hag en d'eus digaset da uhelaat ar savadennoù telladurel etre 8% ha 9%.