Japan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Naruhito 2019.
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Linenn 16: Linenn 16:
|doare gouarnamant = Monarkiezh vonreizhel
|doare gouarnamant = Monarkiezh vonreizhel
|titl penn ar vro1 = Impalaer
|titl penn ar vro1 = Impalaer
|anv penn ar vro1 = Akihito
|anv penn ar vro1 = Naruhito
|titl penn ar vro2 = Kentañ ministr
|titl penn ar vro2 = Kentañ ministr
|anv penn ar vro2 = Shinzo Abe
|anv penn ar vro2 = Shinzo Abe

Stumm eus an 30 Ebr 2019 da 09:05

日本国
Nihon-koku
pe Nippon-koku

Japan
Banniel Japan Siell impalaerel Japan
Banniel Siell impalaerel
Ger-stur : hini ebet
Kan broadel: 君が代 Kimi Ga Yo
Lec'hiadur Japan
Lec'hiadur Japan
Kêr-benn 東京 Tōkyō
Kêr vrasañ (memes hini) [1]
Yezh(où) ofisiel hini ebet, met ar japaneg eo ar yezh vroadel
Gouarnamant Monarkiezh vonreizhel
 - Impalaer Naruhito
 - Kentañ ministr Shinzo Abe
Gorread
 - Hollad 377 835 km² (62vet)
 - Dour (%) 0.8
Poblañs
 - niveradeg 2017 126 451 298
 - Stankter 334,7/km²
Moneiz Yen (¥, 円) (JPY)
Gwerzhid-eur (UTC+9)
Kod kenrouedad .jp
Kod pellgomz +81
Japan

Un enezeg a-hed aodoù sav-heol Azia a ya d'ober Japan (e japaneg: 日本 Nihon pe Nippon, ent-ofisiel Stad Japan, 日本国 Nippon-koku pe Nihon-koku). Peder enezenn bennañ zo : eus an norzh betek ar su, Hokkaido, Honshu (an hini vrasañ), Shikoku ha Kyushu ha 97 % eus ar vro zo dindane ; 6 852 enez zo en holl e Japan abaoe 1945[2]. Ouzhpenn 300 km eo hed an enezeg en holl ; 600 kilometrad e mervent Kyushu emañ Naha, war Enez Okinawa hag a zo lod eus strollad inizi Ryukyu (pe Ryūkyū rettō e japaneg). En tu-hont da 1 000 kilometrad hed zo da enezeg Nanpo, e su Tōkyō. Dindan Rusia emañ inizi Sac'halin (Karafuto e japaneg) ha Kouril (Chishima retto) a zo muioc'h eget 1 200 kilometrad hed dezho. E norzh ar vro emaint hag alies-kaer e vezont gwelet evel penn-pellañ Japan.

Meneziek eo ar pep brasañ eus an enezennoù, lod zo savet diwar obererezh menezioù-tan. Menez uhelañ Japan da skouer, ar menez Fuji (3 776 m), zo ur menez-tan ; dizoberiant eo abaoe 1707. Dekvet bro bobletañ ar bed eo Japan, gant 126,45 milion annezad evit 377 835 km² (334,7 annezad/km²) hag a zo o chom evit al lodenn vrasañ e kompezennoù strizh an arvor. Tōkyō vras, anezhi kêr-benn Tōkyō ha meur a brefeti tro-dro dezhi, eo an tolpad kerioù brasañ eus ar bed, gant ouzhpenn 30 milion a annezidi.

Diskouezet eo bet gant an arkeologiezh e oa poblet Japan kerkent hag ar paleolitik uhelañ. Meneget eo Japan e skridoù istor Sina adalek ar I kantved.
Troc'het eo istor Japan e prantadoù ma oa levezonet kalz gant ar bed diavaez heuliet gant prantadoù hir digenvez. Abaoe diazezadenn e vonreizh nevez e 1947 ez eo deuet Japan da vezañ ur vonarkiezh vonreizhel gant un impalaer hag ur parlamant dilennet, an Dael.

An trede brasañ galloud ekonomikel eus ar bed eo Japan hervez ar PDG. Ar pevare ezporzhier brasañ eo ivez hag ar c'hwec'hvet emporzhier brasañ. Ur vro diorroet eo, dezhi ul live buhez uhel, hag an esperañs bevañ hirañ en deus er bed hervez jedadennoù Aozadur ar Broadoù Unanet[3]. Mes arabat eo d'an daolenn vrav-se kuzhat ar c'hudennoù bras a c'hourdrouz dazont ar vro : gouzañv a ra Japan diwar ur feur genel e-mesk ar re izelañ er bed, kalz re izel da erlerc'hiañ ar rummadoù a ya da anaon : e 2017, e oa negativel feur kresk ar boblañ e Japan gant -0.21%, hag istimet e oa ar feur strujusted da 1,41 bugel dre vaouez.[4] Emañ poblañs ar vro o tigreskiñ..
Japan eo ar vro er bed ma pouez ar muiañ an dle foran ivez ; pa dizhe 223,80 % eus ar PDG e 2017. [5].

Istor

Hervez ar vojenn e voe diazezet Japan er VIIvet kantved kent J.-K gant an impalaer Jimmu. Degaset e oa bet reizhiad ar skritur sinaek hag ar voudaegezh e-tro ar Vvet kantved hag ar VIvet kantved, loc'het gante ur prantad pouezus ha hir dindan levezon [[sevenadur] Sina er vro. Komanderien arouezel e voe an impalaerien, na bout ma oa peurliesañ gwir c'halloud ar vro gant noblañs galloudek al Lez, rejanted anezhe, pe shōgun-ed anezhe.
E-tro ar XVIvet kantved ec'h aochas e Japan koñversanted deuet eus Europa : eus Portugal, lod all eus an Izelvroioù, eus Bro-Saoz hag eus Spagn, asambles gant misionerien gristen. E-pad al lodenn gentañ eus ar XVIIvet kantved e tiskredas ar shogunelezh warne e oant ar preveudioù eus un aloubadenn gant an armeadoù europat hag e tihanas an holl zarempredoù gant an diavaez war-bouez reoù strizhik gant marc'hadourien sinaat hag Izelvroat war Enez-Dejima e Nagasaki. Ha dizarempred dre youl e chomas ar vro e-pad 200 vloaz, ken ma pouezas ar Stadoù-Unanet, gant ergerzhadeg ar C'homodor Matthew Perry, war Japan a-benn he digeriñ da vroioù ar c'hornaoueg gant feur-emglev Kanagawa e 1854.

E-korf un nebeud bloavezhioù hepken en em dreuzfurmas kalz kevredigezh ar vro pa oa deuet an darempredoù en-dro gant broioù ar c'hornaoueg. Diskaret e voe ar shogunelezh, ha lakaet e voe an impalaer da ren en-dro. Gant adreizhadennoù an oadvezh Meiji kroget e 1868 e teuas cheñchamantoù a-leizh. Torret e voe ar reizhiad gladdalc'hel, ha kalz lezennoù eus broioù ar c'hornaoueg a voe kemeret, enne ur reizhiad lezenniñ hag a c'houarnamant. Adreizhadennoù all a voe ivez en armerzh, er gevredigezh hag en arme, ar pezh a dreuzfurmas Japan en unan eus riezoù bras ha modern ar bed. Ur youl vras da sevel a greskas er vro gant-se. Tarzhañ a reas brezelioù enep Sina e 1895) hag enep Rusia e 1905) da-heul. E-kerzh ar brezelioù-se e voe gounezet Korea, Taiwan ha tiriadoù all gant Impalaeriezh Japan.
E penn-kentañ an XXvet kantved e kendalc'has an impalaeriezh da astenn : aloubiñ a reas Mandchouria ha sevel eno ar Stad vargodenn anvet Manchouoko. Un eil brezel a loc'has e Sina e 1937 ha, da echuiñ, an argadenn e Pearl Harbor e 1941 a lakaas ar vro da gemer perzh en Eil Brezel-bed. Trec'het e voe Japan e 1945 da ziwezhañ, goude ma voe taolet div vombezenn atomek gant ar Stadoù-Unanet, unan war Hiroshima hag unan all war Nagasaki.
Kodianañ a reas Impalaeriezh Japan ha kevrediñ a reas ar gouarnamant nevez gant an Amerikaned d’an 2 a viz Gwengolo 1945.
Dindan gward ar Stadoù-Unanet e chomas Japan gwastet betek 1952. Addeuet ar vro d'he ment orin en em lakas an armerzh en e sav en-dro goude 1952, ha berzh gant annezidi an enezennoù betek bremañ.

Kêrioù

Setu amañ roll kêrioù Japan hervez o foblañs ; kalzik eus ar c'hêrioù-se a ya d'ober megalopolennoù.

Kêrioù Japan hervez o foblañs
Niveridigezh 01/04/2018
Renk Kêr Prefeti Poblañs

Tōkyō
Tōkyō
Yokohama
Yokohama
1 東京都 Tōkyō Tōkyō 13 784 212
2 横浜市 Yokohama Kanagawa 3 731 706
3 大阪市 Osaka Osaka 2 716 989
4 名古屋市 Nagoya Aichi 2 311 132
5 札幌市 Sapporo Hokkaidō 1 951 523
6 神戸市 Kobe Hyōgo 1 527 481
7 京都市 Kyoto Kyoto 1 466 937
8 福岡市 Fukuoka Fukuoka 1 570 095
9 川崎市 Kawasaki Kanagawa 1 509 887
10 さいたま市 Saitama Saitama 1 290 029
Renk Kêr Prefeti Poblañs
11 広島市 Hiroshima Hiroshima 1 196 875
Osaka
Osaka
Nagoya
Nagoya
12 仙台市 Sendai Miyagi 1 083 148
13 北九州市 Kitakyushu Fukuoka 945 061
14 千葉市 Chiba Chiba 975 669
15 堺市 Sakai Osaka 831 858
16 新潟市 Niigata Niigata 801 298
17 浜松市 Hamamatsu Shizuoka 793 883
18 静岡市 Shizuoka Shizuoka 696 523
19 相模原市 Sagamihara Kanagawa 722 334
20 岡山市Okayama Okayama 720 066

Daveoù

  1. Da geñver melestradurezh n'eo ket Tōkyō ur gêr hiziv ken : ur vetropolenn, hag a glot gant ur prefeti. Yokohama eo ar gêr bobletañ neuze.
  2. (en)Facts and Figures of Japan 2007 01: Land.
  3. (en) United Nations World Population Propsects: 2006 revision – Taolenn A.17 evit 2005-2010.
  4. (en) The World Factbook, CIA (2017).
  5. (en) The World Factbook, CIA (2017)