Septimius Severus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13: Linenn 13:


Mervel a reas en [[Eboracum]], e [[Britannia]] e 211.
Mervel a reas en [[Eboracum]], e [[Britannia]] e 211.

==En Istor Breizh==
En [[Historia Regum Britanniae]] ar C'hembread [[Jafrez Menoe]]<ref>Troidigezh ar skrid e saozneg: http://www.yorku.ca/inpar/geoffrey_thompson.pdf.</ref> eo meneget e anv evel senedour.


==Pennad kar==
==Pennad kar==

Stumm eus an 24 Ebr 2019 da 12:50

Septimius Severus Septimius Severus (146-211), pe Lucius Septimius Severus Augustus e anv leun, a oa un impalaer roman hag a renas adal 193 betek e varv. Sevel a reas d'ar galloud goude marv an impalaer Pertinax e 193, e-pad Bloavezh ar Pemp Impalaer.

Buhez

Ganet e voe e 146 e Leptis Magna, 100 km er gevred da gêr Kartada, e proviñs roman Africa, war aod ar Mor Kreizdouar, en un tiegezh a renk uhel. Mab e oa da Publius Septimius Geta, a orin fenikian ha berber, ha da Fulvia Pia [1]a orin italian. Marc'heien ha senedourien a oa bet er familh, tad e dad a oa bet prefed Leptis a-raok bout kentañ duumvir pa deuas ar geoded da vout trevadenn roman en amzer an impalaer Trajan.

Hervez Dion Cassius e oa bihan a vent, treudik, birvidik, ha tavedek. Komz a re latin gant pouez-mouezh punek e vro, ha brizhkredennus e oa.

E 172 e voe anvet da senedour gant an impalaer Marcus Aurelius. Prokonsul Tarraconense e voe entre 178 ha 180. E 190 e voe anvet da gonsul.

Dimezet e oa da Paccia Marciana, hogen mervel a reas digantañ. E 187 ec'h addimezas da Julia Domna, arabez eus Siria, a oa bet diouganet dezhi e timezje d'ur roue. Domna a oa merc'h d'un den pinvidik, Julius Basianus, beleg meur Templ an Heol en Emesa. Daou vab o doe : L. Septimius Bassianus "Caracalla" ha Publius Septimius Geta.

Mervel a reas en Eboracum, e Britannia e 211.

En Istor Breizh

En Historia Regum Britanniae ar C'hembread Jafrez Menoe[2] eo meneget e anv evel senedour.

Pennad kar


Daveoù

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994. p. 69
  2. Troidigezh ar skrid e saozneg: http://www.yorku.ca/inpar/geoffrey_thompson.pdf.